text
stringlengths
6
400
« Gwelet ho peus piv an hini a sav ar goulenn astenn ? Ul live politikel ha sokial a-bouez a zo memestra », eme Dominique Rémy, en doa savet ar goulenn nullañ an diferad digant al lez-varn velestradurel pa oa-eñ daneveller foran.
« Ha dreist-holl, n'heller ket keñveriañ ar pezh n'eus ket da geñveriañ », a lavar gant estlamm Michel Vincent, prezidant arnodva Lyon pehini en doa diskouezet eo juntr an ensteud a zilaosk kementadoù bras staen.
« Ha laouen oc'h bout ganet e Europa e fin ar bloavezhioù 80 ? » Gwir ez eus c'hoazh kalz traoù a ya a-dreuz war ar bed, hag ur bern stourmoù da heuliañ evit tresañ un dazont brav d'hor bugale.
« Ha ret e vo aozañ ul lid evit tennañ ar gumun diouzh roll ar re a lak e pleustr ar Garta Ya d'ar brezhoneg ? Dirak delwenn Pierre-Yvon Tremel marteze ? » a c'houlenn ar C'henstroll evit an ekologiezh e kumunioù Kreiz-Treger.
« Hag e Breizh ? » a ouzhpenn rener an Ofis, « peseurt pal goude engouestl an Emglev evit an dazont bet sinet gant ar Ministr Kentañ ? ».
« Hag ho peus soñjet e Plouneour, a-raok Brignogan ! Un dra vat eo. » « Plouneour evel-just, eme Yann-Baol. Ur barrez ken kaer, gant Paganiz ken degemerus renet gant un ti-kêr ken leun a startijenn hag a intrudu. » Gant al loa-gog e roont mel d'an maer ha n'eo ket un azen anezhañ.
« Hag o klask tud a-youl-vat emaomp atav. Digor omp d'an holl ginnigoù. » emezi.
« Hep kemer lec'h ar studiadennoù klinikel ken nebeut », an enklaskerez a soñj dezhi eo holl bouezus an enklaskoù war ar metaloù evit dont a-benn da adkavout ar c'hudennoù liammet gant an ensteud.
« Hola ! eme Yann, ret 'vo skeiñ didruez 'm eus aon ! » Met, evel d'ober goap diouzh e berc'henn, Mourriko 'n em laka d'ober hi-hañ-hi-hañ 'n ur zigeriñ ur pezh mell genoù.
« Jezuz ! Va Doue ! Gwerc'hez Vari vinniget ! Aotrou Sant Erwan ! » Ar person kozh, eñ, ne goll ket e benn, un tammig strafuilhet evel-kent an den santel, goude bezañ graet teir gwech sin ar groaz a-us d'an derezioù e c'hourc'hemenn d'ar sakrist ha d'ar chantr sevel an derezioù.
« KOAD » dre ma'z eo an droidigezh orinel oberenn an Aotrou Koad, hag ar ger « Koad » a zegas da soñj deomp koad ar groaz.
« Kadarnaat a ra ar Stad e c'hoant da vont war-raok en hent parelezh an eurioù. Evit tizhout ar pal-se e c'hallo bezañ studiet a-stroll ur gempoellded tiriadel etre an teir rouedad (deskadurezh publik, deskadurezh prevez katolek, Diwan) e doujañs ar rouedadoù-se, pa'z eo ar pal kaout un niver bras a-walc'h a skolidi e pep live evit tizhout ar barelezh en danvezioù kelennet e brezhoneg. »
« Kaeoù n'int ket terket, diziraezus a-wechoù, aloubet gant ar c'hirri-tan alies. N'eo ket gwall plijus. Klask a reomp kinnig ur sell a-vras kenstag, evel eo bet graet war Enezenn-Naoned a zo en tu all da Pont Anna-Vreizh. Spi 'meus e vo kinniget un danevell da vat a stag al lec'h-mañ gant istor Kêr Naoned, kêrbenn Breizh », a ouzhpenn Pierre-Emmanuel Marais.
« Kaer zo d'an archerien bezañ kaset un 2000 repuad bennak kuit, ha devet tout o zraoù da heul, e chom hag e chomo un 3000 bennak eno, o vevañ gant kondisionoù fall-spontus. » a embann Yoann Daniel.
« Kafe Brezhoneg » eo !
« Kalz goulennoù a zo. Tost an holl blasoù a zo dalc'het dija. » eme Virginie Le Goazcoz, a vo merourez al lec'h.
« Kan-Bale Nevenoe » a vije bet da'm meno, un tamm brav kaeroc'h.
« Kavout a ran gwelloc'h ez afe an dud da brenañ el levrdioù pe war-eeun gant an dud a grou al levrioù kentoc'h eget er stalioù bras. » a astenn c'hoazh.
« Ken bras-se n'eo ket, eme Jakez, un tammig brasoc'h eget festoù-noz strollad ar Vro Bagan. » A-benn ar fin e sav a-du gant an aozerien, nemet e vo ret dezhañ goulenn o ali digant ar guzulierien.
« Ken brav eo bet degemeret ar skorioù kehentiñ nevez-se ken m'eo bet ret deomp kreñvaat c'hoazh hor c'harantez evit sevenadur Breizh » a zispleg Nicolas Debray, Rener Enercoop Breizh.
« Ker he deus koustet – 4000€ – met bremañ e c'hellan gwriat betek 10 gwiskad war ur dro. » emezañ.
« Kerkent ma vez kemplezh ha luziet orin an aozennoù disheñvel e vez yec'hedusaet, sede ar pezh a ziarbenn ar reolennadur. »
« Kevandir ar frankiz hag ar peoc'h » he doe lavaret deomp.
« Kizidikoc'h omp ouzh saotradur an dour hag ar gwallzarvoudoù-mor. Dav eo deomp labourat war ur c'horpus boutin diwar-benn an doareoù padus d'implijout an danvezioù mor, evit ar boued, an energiezh, an touristerezh… »
« Klañv e oa ar maouezed-mañ », a zispleg an enklaskerez.
« Kompezañ Brasparzh, diveinañ Berrien, diradennañ Plouie, tri zra dic'hallus da Zoue ! », [a-wechoù ouzhpennet mod-se : dic'hastañ Poullaouen ! Hervez teodoù fall pe kañfarded zo ! N'ouian ket petra soñj d'ar Boullaoueniz diwar-benn se ? !].
« Koufrouidigoù » a lâr an destenn vrezhonek hag a zo, kredapl braz, tostoc'h ouzh ar wirionez.
« Krediñ a ra din ez eo an holl a-enep da vat » eme Rajoy, « Ma 'z a kuit ar Rouantelezh-Unanet, Skos a ya kuit ivez. »
« Krediñ a reomp e tiskouez al logo-mañ ar gwir d'en em zidermenañ hag ar gallusted da dizhout an dizalc'hiezh dre zoareoù lezennel ha peoc'hus ».
« Kumuniezh oberiant » a vez graet eus strolladoù tud a gomz brezhoneg 'maez ar skol.
« Labourerien-douar 'zo a soñj dezhe emaint o vont da werzhañ o saout ha pennoù-moc'h da zont da vezañ metanerezioù, evel ma vez graet e Alamagn, eme Andre Sergent. Me soñj din eo un hent fall da geñver ar sistem metanaat a fell din kaat ».
« Lez va fobl da vont kuit… »
« Lâr Jakez din, » emezañ.
« Lâret he deus din : “forzh penaos, penaos e c'hellit prouiñ ez eo liammet ar c'hudennoù deskrivet din ganeoc'h gant an ensteudad Essure ? M'ho peus c'hoant e tennfen anezho deoc'h e rin, met un oberatadenn koñfort an hini eo.” »
« M'emaoc'h amañ ez eo e-barzh ar red-dour-mañ pe ar spered-mañ » a lar en ur frazenn Marylène Colin, Kenbrezidantez ar gouel-meur, dre ar vikro, war al leur e-kichenik ar porzh, dirazi ur mor a dud (betek dek mil anezho ?).
« M'ho pije va lezet an deiz all, pa ne lâren netra da zen, ne vijen ket deut da glask tapout ac'hanoc'h en defaot. N'oc'h eus nemet troc'hañ va afer ha me ho lezo da vont ivez. Met war an diviz-se hepken. » N'o doa eta nemet terriñ dezhañ e brosez-verbal ha mat pell zo.
« Ma 'z eo ar galleg yezh ar republik hervez hor bonreizh ez eo a-drugarez da binvidigezh ar yezhoù rannvroel eo kreñvoc'h glad sevenadurel Frañs. Ne vefe broad ebet pe mammvro ebet hep ma vefe anavezet identelezh rannvroel pep hini hag hep ma vefe roet an tu da bep hini he lakaat da vevañ ».
« Ma kar deoc'h kaout titour diwar-benn an hentad ec'h alian deoc'h tostaat eus Kambr al labour-douar. », emezañ pa oamp bet en darempred gantañ e miz Ebrel tremenet a-benn kaout un emgav.
« Ma ne dizhomp ket ar sammad e lakaimp eus hon arc'hant deomp-ni, ha setu tout. »
« Mallus eo kaout ostilhoù », eme an dilennidi, « ha pa ne vefe ket peurvat ar statud takad tenn e ro an tu d'ober dibaboù buan. Ur riskl bras a zo e chomfe hon tiriad a-gostez, ma ne ro ket an dilennidi da c'houzout e fell dezho ma vo astennet an takadoù tenn en o bro. »
« Mantrus eo e vefe studiet ar c'hinnig lezenn-mañ ken buan. » a embann Amnesty Etrebroadel ha meur a gevredigezh all, dres evel ma oa bet graet dija evit lezenn ar c'helaouañ, hini ar SILT pe c'hoazh al lezenn enepdraster.
« Mar chom amzer genoc'h... Mat e vehe deoc'h... Mar gellit... Pa vo tu deoc'h... » Lâromp eh eus kalz a draoù na oui ket Loeiza penn dezhe e 1914 : ar sistr, ar mekanikoù, ar gwenan, penaos implij an "densimètre"... Kement-se a oa tachenn ar gwaz.
« Marvet er bloaz mil eizh kant digeuz ! » « Kaset da Borzh ar Joa ! » Setu an daou grennlavar implijet gwechall evit e gañv.
« Mat e kavan ar c'haol, emezañ en ur vousc'hoarzhin, nemet ne zebran ket an treujoù ! » Ret eo dezhañ displegañ d'an daou genderv, aet lostok, petra a dalv an dro-lavar-se.
« Me 'garfe gouzout evit piv e oa bet skrivet. »
« Me 'lavaro d'am zad ! » eme A.
« Me a soñj din gallout ober ma soñj din-me ha kempouezañ, eme Olivier Graesslin d'en em zifenn. Darn vrasañ an arbennigourien o devez liammoù interest gant an industriezh. N'eo ket evit se e vezer dindan kazelge industriezh al louzeier, mirout a reer ar varregezh da varnañ. Ar pezh a ran er bodad Essure a zo dizalc'h penn-da-benn. »
« Me eo plac'h bihan an adjoent, » emezi d'an hini a gave anezhi war an hent o vont da di Soez-Kozh, an devezherez a oa o chom en tu all d'an hent.
« Me, eme ar vamm, ne lavaran ket evit piv e votan. E-giz ho tad e ran, forzh penaos. » Evit De Gaulle e vouezh an tad, sklaer eo evel lagad an naer.
« Memes tra, a lâre va zad-kozh, ret eo lâret d'ar medesin. Kerkent ha gouloù-deiz arc'hoazh ar beure ez in d'ar C'houerc'had. » Ne oa ger a bellgomz d'ar mare-se, na ger a varc'h-houarn kennebeut, da vont primoc'h dre an hent.
« Mervel a raio memes tra, e soñjen, ma n'eo ket un druez, gant he mennigoù bihan. » Sav-taol e vezen o vont d'he gwelout.
« Met n'omp ket bet plijet e vefe lâret gant Bayer e 'oa bet tennet evit abegoù ekonomikel. Evidon-me n'en doa ket Bayer pep tra evit ma chomfe an ensteud er marc'had a-fet surentez. Bet o bet un doare da harzhañ an doser… »
« Met se a oa gwechall. Dilun e lavare ar rektor din e oa ret gortoz e vefe tremenet an dilennadegoù evit sinañ. Met ur promesa a zo bet. Ret eo doujañ ouzh se. Ar wech all e oa bet sinet e 2015, daou viz a-raok an dilennadegoù. » eme Stéphanie Stoll e anv Diwan.
« Mizer a c'houzañvemp, gwech gant un aval-douar en hor genoù, gwech gant netra nemet gerioù gouezeleg flour… »
« Mont a ra ar stal en-dro ganit ? » a c'houlenn Per.
« Mont a ran bre-maik, emezañ, mar gallan, a-raok ar bizitoù-beure. » Met ne oa ket deut raktal, rak ur gwilioud preset 'oa 'n em gavet kerkent ha setu ma oa tost d'un eur goude kreis-teiz pa oa degouezhet e Roperz-Huon.
« N'am eus netra da lâret diwar ar pezh en deus lâret ar ministr, rak e gwirionez n'en deus lâret tra ebet » (Paul Molac, e brezhoneg).
« N'anavezan ket ar gazeg-mañ ! eme Frañsoa.— Na me ivez ! eme Baol.— Na me kennebeut ! » eme Job.
« N'eo ket a-benn 15 bloaz amañ e vo ret kinnig un dra bennak, bremañ an hini eo ! ».
« N'eo ket ar Brexit a viro ouzhomp a zelc'her da labourat asambles, er memes mod n'eo ket an harzoù a vir ouzhomp a gaout un identelezh voutin », eme Loïg Chesnais-Girard, prezidant Rannvro Breizh.
« N'eo ket bet peursinet karta Europa ar yezhoù rannvroel ha minorel gant Frañs c'hoazh siwazh » a zo bet klevet da skouer.
« N'eo ket dielfennet a-walc'h skog ar c'houezhadennoù azot war an endro naturel en doser, en ur zalc'hen kont eus ar menajoù diwar-dro ivez ».
« N'eo ket posubl dit kenderc'hel mod-se. Skuizh eo da gorf, skuizh eo da galon, ha klañv da empenn. N'ous ket an dristidigezh. N'ous ket an diouer. N'ous ket da benn ha n'out ket da gorf. Te a zo, ha setu tout. Gwel an dra-se ».
« N'eus diskoulm ebet c'hoazh ».
« N'eus forzh penaos, evit ar pezh a sell ouzh an ICPE labour-douar [installations classées pour l'environnement/staliadurioù rummet evit an endro], e vez poan gant ar brefeded reiñ un ali a-enep, rak a-dreñv e vez ekonomiezh al labour-douar », emezañ.
« N'eus ket poultr war o daoulagad ».
« N'eus ket raktresoù d'an ampoent en tro-war-droioù, a skriv ar c'homiser-enklasker. Ar raktres […] n'en deus ket dilerc'hioù sammet gant raktresoù all hag an elfennoù ret da c'houzout ma vefe efedoù sammet gant chatalerezhioù tro-war-dro 'zo dioute betek-hen n'int ket embannet pe n'hallont ket bezañ embannet… ».
« N'eus ket re a dud o klemm gant an trouz ? » « Grik ebet gant ar re a zo en tu all d'an hent – er vered ! -Martoloded war o leve ez eus kalz er bourk. Ganto eo e vez leñv ha gweñv d'an disterañ tamm trouz. Karout a rafent-int e vefe ur vered penn-da-benn eus ar barrez ! Ha c'hwi, d'ober petra oc'h deut e Plouneour ? N'eo ket da ormela na da glask kouilhoù kezeg, douetus. »
« N'eus tamm douetañs ebet ken war an dachenn skiantel : diwar an amoniak da gentañ e vez elfennoù moan, ar PM 2.5, o-unan o vezañ kaoz ma zo marvet kalz a dud re abred, ha n'eo ket kement gant kleñvedoù alaniñ evel gant kleñvedoù ar galon hag ar gwazhioù », hervez Jean-François Deleume, doktor war ar medisinerezh, ezel eus Dour ha Stêrioù Breizh.
« N'ez eus ket kalz a lec'hioù amañ, war bord ar mor, evit lakaat 10 000 den » eme Yann-Baol en ur gas ar c'harr.
« N'hoc'h eus nemet labourat ! » a lâre d'ar beorien.
« N'hon eus ket klasket kuzhat tra ebet », a respont Thierry Thomas e karg eus an ensteudoù en ANSM.
« N'on ken nemet un dreuzell en enklask », eme Sidonie Révillon, « anavezout 'ran an ostilhoù, an hentennoù, met ret eo bodañ ur skipailh tro-dro ar c'hudennadurioù-se leviet gant arbennigourien war yec'hed an dud, ar pezh am boa spi da gavout en ur genlabourat gant tud Lyon ».
« N'on ket evit krediñ, eme hor c'homiser enklasker test. Kement-mañ zo lakaat gwask war ar c'homiser enklasker, splann an dra » !
« N'on ket sot gant manga-ioù met dav eo kaout a bep seurt e brezhoneg. » emezi.
« Na lezit ket ar poñsin-se re bell er forn, eme an itron da'm mignoned, rak hennezh zo tener e gig, maget evel m'eo bet. » Met setu planedenn Yann gog, e-lec'h mont d'ober anaoudegezh gant ar forn 'oa deut du-mañ d'ober un tad-yer.
« Na rit ket bil ! Ur farsadenn e oe ! Ni 'zo holl o vont da Sant-Jakez ! Peseurt anv 'peus ? Alice on. » Hag e stardas Jan dorn Alice.
« Nann », 'vel-just.
« Ne oan ket evit gouzañv ar gwreskanv PACA ken. » Aet eo skuizh ar roue gant un dra bennak neuze e cheñch, n'eus netra normaloc'h.
« Ne oant ket en gortoz tamm ebet, an emvod kentañ a oa bet dre guzh koulz lâret… Deuet e oamp tre dre un nor en a-dreñv, hep roud ebet eus hon gweladenn er marilh… », he deus soñj Isabelle.
« Ne vez nac'het nemet 1 % eus ar raktresoù, e gwirionez. » emezañ.
« Nedeleg laouen deoc'h holl ! Forzh piv e vefec'h… »
« Neiz Vran, eme Yann-Baol, e-kichen ar voest-noz Fanal, n'eo ket fall. Nemet re vihan ha re bell diouzh an hent bras. » Evit Per e vefe mat Meneham e Kerlouan.
« Neuze kemer tri c'hard eur evit un dra bennak ha “n'eo ket liammet…” », eme Sylvain Bouquet.
« Nevez-amzer ar varzhed » -REOLIADUR AR C'HOÑKOUR BARZHONIEZH
« Nouel da Jezuz » (pajennad 9), gant Job an Irien.
« O na antrein ket hiziv, emezañ, rak pres 'zo warnon… » N'oa ket gwir 'met mall en devoa d'arruout e penn e hent gant e samm trubuilhus.
« O zonkadur dezhe a oa hentiñ ar bobl ».
« O, e soñjen, hemañ a zo o vont da vezañ tomm-brav dezhañ a-benn ma vo echu ar pred. Emberr e kousko evel ur broc'h. Hag antronoz en devo ankouaet naet an istor-mañ. » Fidambie, skoet am boa kostez o soñjal an dra-se.
« Ober a ra vat dimp, kanañ e brezhoneg, ur wech an amzer » a zispleg din ar beleg bet o lidañ.
« Ober holl asambles », traoù digor d'an holl dud ha gant perzh an holl dud, adalek ar mare prientiñ betek deiz ar gouel
« Oh ! Bêkoù bihan ! » a lâras d'e vamm kerkent ha ma welas an deñved bihan 'tal ar c'hraouig.
« Oi ! Gwa ! Va Doue ivez 'ta !… » Ganin o vlêjal diwar va spont 'oa diredet Marsel eus an ti a-greiz evañ ur chopinad sistr.
« Oi ! amañ zo un neizh, sur, eme-zon. » Bez' e oa un neizh, ya, ha tri vi bihan brav e-barzh, tri vi bihan hag unan bras !
« Ouzhpenn-se, un digarez eo da sellout ouzh pleustradenn ar « c'horserien », c'hoarerien a-vicher an NAHG ».
« Owen eo va anv. Ranket am eus tec'hout kuit diouzh va bro, Breizh-Veur, dirak ar Saozon, da vont da chom e Breizh-Vihan. »
« O ! eme an tad, hennezh eo sur an aotroù M., e welet em eus o rodeal dre ar bourk gant ar maer, un tamm a-raok lein aze p'edon bet er c'hovel. Ma ! Bez' out-te ur c'hwil bihan memestra ! Chabous un depute ! » An aotroù M. a zlee soñjal moarvat e oa startoc'h antren en ur prad, a-wechoù, eget antren er Palais-Bourbon !
« O ! saout Bati ! » emezi.
« Pa vez erc'h war an douar, ne vez na tomm na klouar » a lâr ar c'hrennlavar.
« Pa vezan amañ e e santan ez eus bet tud o vevañ, oc'h ebatiñ, o kiañ war an tamm douar-se », eme Daniel Kernalegenn oc'h ober tro e zri devezh arad foenneier ha koadoù e Lost al Lenn, Landrevarzeg : « talvoudegezh ebet evit den, nemet evidon ».