text
stringlengths
6
400
« Ar Vretoned zo ur bobl kalonek ».
« Ar c'habiten, hep sikour an ekipaj, ne c'hell netra e-unan-penn » eme Pierre, war ar pont, dirak an holl.
« Ar c'hudennoù saotradur (bezhin glas) a vez stadet war an aod tost a c'hell bezañ lakaet en liamm ivez gant kudenn tretañ dourioù lous an annezidi… Kudenn emaomp oc'h ober war he zro, eme an dilennidi », a skriv hemañ.
« Ar goulenn-se en deus gwir dilerc'hioù, met re a faktorioù zo da gemer en kont evit gallout reiñ ur respont sklaer bremañ », eme Anne-Marie Pourcher, enklaskerez en Inrae.
« Ar media kentañ gouestlet penn-da-benn d'an enklaskerezh e Breizh » a skriv ar strollad war o lec'hienn, enlinnen abaoe ar 15 a viz C'hwevrer.
« Ar mestr a zo ar mestr, ha goude ma vefe kaoc'h ouzh e revr ! » Er gêr avat e veze un tamm soroc'h gantañ, p'en deveze evet ur banne ouzhpenn ar gont.
« Ar ouenn a ra tenn », emezi.
« Ar re all, evit poent, a rank ober c'hoazh gant malt o tont eus pell. Dastumet e vez o heiz gant Agrobio-Pinault ha kaset betek stalioù Soufflet, er Champagn, pe hini Chateau e Bro-Velgia » eme ar rener.
« Ar riskloù en ur verniañ efedoù an holl feurmioù diwar-dro ne c'hell ket bezañ lâret da vezañ izel, er c'hontrol d'ar pezh zo lakaet en doser ».
« Ar senario zo bremañ a zo hini rastellerezh an douaroù war goust an dud war ar renk d'en em staliañ » eme an danevell parlamant.
« Ar studiadennoù rak-klinikel a ra dave d'ur c'hementad staen lonket, padal e vez kaoz amañ eus un ensteud gant metal a-stok war-eeun gant ar c'hig, o vo strewet er c'horf a-bezh. »
« Ar wirionez-se a vez nac'het alies, met ur skeudenn eo eus al labour-douar hep labourerien-douar o tont war wel, pe c'hoazh meret gant pennoù embregerezh pell eus ar skeudenn a vez eus al labourer-douar e penn an ti-feurm familh », a zispleg an enklaskerien.
« Ata Jakez, petra 'zo nevez ganit ? » Displegañ a ra hemañ penaos e zaou gomper o doa aozet warlene gouel bras Elixir en Irvilhag.
« A ! emezo, na pegen brav 'vez ober ur c'hornedad hag un diskuizh 'kostez ar c'hleuz ! » Ha neuze, mesket 'vel m'eo an douaroù dre amañ, n'heller ket dispenn an holl gleuzioù, hep kontañ ar stal vein a zo oc'h ober kalz anezho.
« Betek an trec'h » eo kanaouenn ofisiel Redadeg 2018.
« Bez emañ sec'hadur ar Vougo, an tevenn hir etre Plougerne ha Gwiseni. Ar pezh 'zo n'eo ket gwall ledan, hag en hañv e vez sec'het bezhin ha pioka warni. » eme bPer e-kichen ar blenier.
« Bez' e c'hellont, zoken, mont da gerc'hat ur c'harr sac'het, e bro Brest, ha kas anezhañ betek ar c'harrdi da vezañ renket. Ha se evit 25€ nemetken. » a gloz Aurélien Koutsotsana.
« Bez' e vo eus ar Redadeg e miz Mae a-zeu. Azasaet diouzh ar redioù yec'hedel evel-just, met redet e vo war hentoù Breizh en Nevez-Amzer ! Ar c'hlaoustreoù ekonomikel ha sevenadurel ken a-bouez evidomp o deus kendrec'het ac'hanomp. Ne c'hellomp na daleañ ur wech ouzhpenn na nulañ da vat. » eme an aozerien.
« Bez' zo bet zoken ur vaouez kozh 70 vloaz o tegas deomp ur sac'had doudou-où he doa graet he-unan abaoe m'he doa klevet e tastumemp traoù evit ar repuidi. » eme Yoann Daniel, fromet c'hoazh gant seurt emzalc'h.
« Bienvenue – Degemer mat » Setu petra a zo skrivet war jiletennoù implijidi ti-post Karaez, e-lec'h ma kaver ivez panelloù en div yezh abaoe un toullad mizioù bremañ.
« Biken ken ne zistroje d'ar gêr. » Met « biken » Soaz ne bade ket pell !
« Bountet o deus ac'hanomp er-maez ar studiadenn penn-da-benn, a gont Sidonie. Betek ar c'hevredigezhioù gouzañvezerezed a zo bet lezet er-maez eus ar protokol. » Aet e oa Splann !
« Bras eo ar riskl evit al labourerien-douar e vefe tapet ar galloud gant oberourien diavaez. Cheñch a rafe pal ar raktres », a zispleg Alexandre Berthe, anezhañ un enklasker war an ekonomiezh e Skol-veur Roazhon 2.
« Brav-tre eo an takad, ar gweled, nepell eus an Dourduff, gant un digor war bae Montroulez. Treuzet eo an domani gant ar GR3 4 hag ar Velodyssée, an hent europat evit ar c'hezeg-houarn. » eme c'hoazh Marie-Laure Gicquel.
« Breizh 5/5 », ar banell neuze a ya da skouer evit ar c'hoant demokratelezh tost !
« Breizh Sinema » : ur skoazell diouzh an ezhommoù evit an dud a-vicher
« Breizh a-bezh a ra traoù evit an hin : c'hwi ivez, grit un dra bennak ! » : war-lerc'h bezañ broudet an oberourien publik ha prevez eus Breizh (strollegezhioù, embregerezhioù, kevredigezhioù) da labourat, emañ o kabaliñ gant an dud prevez.
« Breizh dieub » a vez gwelet atav war an hentoù-tizh etre Naoned ha Portsall, hag e 1970 e veze gwelet ivez pa oa an ARB o lakaat rastell ar Roc'h Tredudon da darzhañ.
« Brezhoneg L.A. » a zo un darvoud digor d'an holl, kement evit ar vrezhonegerien eget evit an dud o deus c'hoant da zizoloeiñ ar brezhoneg, peogwir e vo abadennoù e brezhoneg hag e galleg.
« Brezhoneg d'an daoulamm » a zo skrivet war homañ, gant skeudenn ur c'harr-nij.
« Brezhoneg, yezhoù minorelaet : amzer-da-zont ha treuzkas er familhoù », d'an 23 ha 24 a viz Du 2018 en Oriant, aozet asambles gant Skol-veur Kreisteiz Breizh.
« Cheñch a ra peb tra » giz 'vez lavaret er skriturioù sakr, setu ivez lezenn ar vuhez, hag hini yezhoù ar vro !
« D'an traoñ ar galloud ! Dek vloaz zo re ! Poent kas De Gaulle da di ar re gozh ! »
« D'an trede taol eo deuet ganin ! »
« Da betra chom bev ma n'out ket e-barzh da frankiz ? » Setu aze tre dodenn pennañ ar romant : stourm groñs a ranker ober ouzh ar faskouriezh hag ouzh kement nerzh hud a lak frankiz an dud hag an demokratelezh en arvar.
« Da lavaret eo e kresko priz al lojeiz e Roazhon, hag e Sant-Maloù ivez abalamour d 'an eil tiez », hag e c 'hallfe dont Roazhon da vezañ bannlev Pariz, ar pezh n 'eo ket evit frealziñ Trefina Kerrain hag Olwen Denes.
« Da wellaat a zo c'hoazh. Ne oa ket dispar ar c'hig rostet. Met dont a raio. » eme ar prezidant.
« Da-heul al lizher e oa bet pellgomzet dimp gant servijoù ar prefeti ur sulvezh o c'houlenn ganimp : daoust ha pelec'h ho peus bet ar sifroù-mañ ? Ne vez tamm striv ebet a-berzh ar Stad da glask gouzout pelloc'h. Arabat komz eus ar sujed-mañ », eme Marie-Pascale Deleume, ijinourez al labour-douar, hag ezelez eus Dour ha Stêrioù Breizh.
« Dael », avat, ger brezhonek kozh ha nevez tennet e-maez e ankoun gant atebeien an Dael, a dalvez evit « parlement », da lavarout eo ur vodadenn ma kaver tud dilennet war-eeun gant ar bobl, anvet daelourien, pe parlamantourien a-wechoù, hag int da dabutal, da rendael, da gendivizout ha da gemer divizoù evit dazont politikel ar Vroad, vrezhon.
« Daou gouel troc-plant a aozomp ivez digor d'an holl. » emezañ c'hoazh.
« Daoust ha m'eo ar vrennidenn un ijinadenn diboell, difenn ar maouezed d'he gwiskañ a vefe ur voustrerezh ouzhpenn evite ».
« Daoust hag e c'hell padout gant an doareoù-mañ d'ober ? »
« Dav derc'hel soñj eus ar feurioù mikrosaotrerioù stadet. Labourat a reer e skeul an nanogramm, un tamm sukr en ur poull-neuial olimpek, ar pezh a zo kementadoù bihan-bihan. N'eo ket peogwir e vo kavet roudoù un elfenn bennak e talvez ar boan pennfolliñ. Hirie, n'eus sin ebet a lavar deomp eo ret paouez gant ar skuilhañ dijesta. »
« Dav eo lâret e vez an holl, tu-dehou ha tu-kleiz, o sikour ac'hanomp. » D'ar 27/2 o deus aozet un emvod foran e leurenn Youenn Gwernig evit lakaat ar boblañs da selaou tud bet e Calais, o kontañ ar pezh o deus gwelet.
« Dav eo resisaat, n'eus ket, d'ar poent-se, lakaet war evezh an ANSM a-feur an darvoudoù-mañ », eme ministrerezh ar Yec'hed gall en un diell justis.
« Den ebet n'eo plijet gant paeañ ul levr 6€ ha kaout, ouzhpenn, 3€ a vizoù-kas. » Klask a ra-hi kas ar gourc'hemennoù buan – bemdez ez a betek ti-post Karaez – oc'h adimplijout kartoñsoù par ma c'hell, o tastum ar muiañ tout anezho – evit ma c'hellfe ar pratikoù kaout o levrioù an abretañ.
« Desket e vo dezho ar surentez, doujañ ouzh an dud hag ouzh an dafar, an eurvezhioù labour… evit ma c'hellfent goude, ma fell dezho, kenderc'hel gant ur stummadur en AFPA, e Brest pe e Loudieg. » a resisa Aurélien Koutsotsana.
« Deuet omp da Jorjia peogwir e oa aes dont d'ar vro hag ivez tu a oa din chom hep prenañ bilhedoù evit ar c'harr-nij, pezh a zo re ger evidomp. Hag ouzhpenn-se e oa daou urzhiataer ganeomp. Ha setu va gwaz ha me deuet amañ dre ar bus. » a gont Ekaterina Privivkova, 24 vloaz, eus Moskov.
« Dibabet hon eus ober an tri frantad-produiñ a zo ret an eil goude egile. Hag esperniet e vez, evel-se. Dour, pa ne ve ken… » eme ar rener.
« Difenn a reomp mennozh ur vroad skos e-lec'h ma c'hell pep hini pleustriñ war e sevenadur dezhañ ha bezañ Skosad da vat, war un dro. Unan eus abegoù hor startijenn eo ivez ! »
« Dilennidi eus an ti-kêr ac'h embanne bezañ enep d'ar raktres hag annezidi ac'h embanne e oant o vont da enebiñ dre amoug » a gont-eñ deomp.
« Dilojañ a ran evit mont da chom da Alamagn » eme vab Muriel Morvan.
« Dindan 3-4 sizhunvezh hon eus dastumet 80 re votoù. Cheñchet eo an aergelc'h. Ne blij ket an dud stlepel ken. Ne oa nemet un 10 % bennak a oa prop a-walc'h da vezañ roet da Abi 29, dezho da reiñ d'ar re o doa ezhomm. Ul lodenn vihan – 20 % – a oa dav deomp ober un tamm labour warno. » emezañ.
« Dindan un nebeud mizioù e c'hellen kerzhet en-dro, aet e oa ar boan diwar wel ».
« Diskar ar brezhoneg a zo evel diskar ar c'hleuzioù », a ouzhpenn tud ar c'henstroll, da lavaret eo diskar ur glad bev-mat ha talvoudus, diskar ar pezh a zo dibar d'ar vro, evit bezañ heñvel ouzh ar re all.
« Diskouez a ra n'eo ket bet lakaet en toull gant an holl dud kistion adframmadur an teroueroù, daoust d'ar pennoù bras. Breizh 5 unanet a zo dazont Breizhiz ha nerzh a vo adkavet gant ekonomiezh ur rannvro glok diazezet plom ha fier gant he zalvoudoù hag hec'h istor »
« Diskoulm ebet » evit Diwan.
« Diwall kalite endro an dourioù n'eo ket gwarantet a-walc'h abalamour na vez ket dalc'het kont eus ar c'houezhadennoù azot diwar amoniak ».
« Diwezhat eo bet emskiant an dud e Frañs ha kemeret zo re nebeut a vuzulioù strizh », hervez bodad an arc'hant er Sened er pennad amoniak en he danevell war politikerezh ar stourm ouzh saotradur an aer, daou viz diwezhatoc'h.
« Dleet o defe ar merc'hed gallout ober un dibab, kaout ur gwir diviz etre ar mezeg hag ar prederiad. An dro-spered dreist-mougus-se 'zo da labourat warni », a zielfenn an doktor Sylvain Bouquet.
« Dom Duff e-kreiz ar jeu »
« Dont a ra da vezañ posupl a-ziwar bremañ ober jedadennoù war urzh gerioù ur frazenn, da lâret eo war ar sintaks. Un araokadenn deknikel all (a vez graet multi-headed attention diouti) a skoazell d'an algoritm gwelout ar frazenn en he fezh, ha divizout pouez pep heuliad gerioù, o kemer e kont ar pezh a zeu just a-raok ha war-lerc'h. »
« Doue d'e bardono », setu ar frazenn hengounel goude ma oa aet d'an Anaon ur gwaz !
« Doue d'he fardono » evit ur vaouez.
« Dre vras e teu ar vugale, dre strolladoù 20-25, war droad pe gant ar c'harr-boutin, evit un devezh a-bezh » emezi.
« Dreist eo al lec'h-mañ. Evel un distro e penn kentañ ar bed ez eo ! Hag ouzhpenn da-se ez eus tu sevel liammoù gant an arvesterien dre ma ne vez ket re vraz an dachenn. »
« E Kerango e oa lusket hor buhez gant an avel, ar glav, gwrez an douar. Muzik yezh ma bro, momeder al labour, hini ma zud, hon amezeien, ha liammoù start gant Lan ma breur, a gase dañs ar vuhez en-dro. Pegeit e padas ar vuhez-se ? Amzer didermen ar vugale. »
« E dibenn ar veaj ne oan ket ur bugel ken... »
« E gwirionez eo mantrus ma vefe bet aotreet sevel ur vanifestadeg, riskloù bras ganti evit an urzh publik, d'an deiz dibar-se, pa oa ken kreñv ar from e-mesk an dud » eme ar gemmenadenn.
« E kenkaz e vehe arruet dizalc'h Katalonia »
« E pelec'h emaon eta ? ».
« E rannvroioù zo evel e Breizh ma zo kalz desaverezh hag un argerzh strollañ sklaer, ez eo digresket an niver a diez-feurm etre o ment, 40% nebeutoc'h 'z eus anezho etre an div niveradeg diwezhañ. », e 2010 ha 2020.
« E-touez ar re gentañ e oa ur raktres gant c'hoariva e brezhoneg, c'hoariet gant merc'hed. » a zegas-eñ da soñj.
« Emaon o vont da zegas gwellaenn er skolioù-meur hag el labouradegoù. Evit ma vezo aesoc'h o buhez hag o labour d'ar studierien ha d'ar vicherourien. Da zibenn miz Even e lakain ober ur referendom. Ma respontit Nann din ez in kuit hag echu ! » Emañ ar jeneral o vont da saveteiñ ar Frans adarre !
« Emañ an dazont etre daouarn ar re zo hir o eñvor ».
« Emañ atav ganeomp ! »— Bernez Rouz
« Emgavioù etrerannvroel war ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvro (RILCR) » – Roazhon ha Sant-Maloù, eus ar 26 d'an 28 a viz Du 2014
« Emgavioù europat war ar gwirioù yezhel », d'ar 25 a viz Here 2019 e Roazhon, aozet asambles gant ar rouedadoù ELEN ha Kevre Breizh.
« En degouezh-se eo », a gendalc'he ar galv, « e sellomp abaoe un nebeut bloavezhioù ouzh skolioù euskareg Seaska, Scola Corsa ha Diwan e Breizh. Hejañ hon abafted e-keñver un emdroadur na vestroniomp ket, adkavout a-dreuz yezhoù pobloù na fell ket dezho mervel ur furnez he deus gwarezet padelezh ha bleuniadur ar vuhez a zo marteze unan eus ar stourmoù a zo stag outañ dazont an Denelezh ».
« En un toull-bac'h emaomp pa gomzomp brezhoneg » eme Vernez Tangi.
« Etre miz Mezheven ha miz Gwengolo e oa bet kollet 14 leue gant ar saout ha seizh buoc'h a oa marvet », a gont-eñ deomp.
« Evel ar re a harpe ar Ya e Skos a lâre 'Scottish, not British' e kaver amañ e Kalifornia un tammig an hevelep spered ».
« Evidomp eo un darvoud meur ha talvoudus-kenañ ; hep mar ebet e sikouro kalz da reiñ Bro-Skos da anavezout e Breizh, ha pelloc'h c'hoazh » emezi.
« Evit a sell diwall an endro e vez ret a-walc'h kompren penaos ne vez den oc'h ober strivoù hep reolennoù strizh », a bouez Gaël Lefeuvre.
« Evit ma vo ar resisañ hor renabloù e vefe ret ma vefe an diskleriadennoù adalek an donenn gentañ », war a lâr Gaël Lefeuvre.
« Ezhomm 'vez tri c'hard eur evit ober un disklêriadenn, n'eo ket un teuliad bihan da leuniañ… », eme ar mezeg hollek Sylvain Bouquet, en deus kemeret perzh er Bodad Skiantel en doa priziet an dafariad Essure en 2017.
« Ezhomm e vo muioc'h mui ouzh an Horn. Gant ar sec'hor ingaloc'h, ez eo un danvez ret », a c'heller lenn e rentañ-kont diwezhañ emvod-meur sindikad kemmesk an Horn.
« Ezhomm hon eus eus se evit raktresañ an dazont. » eme c'hoazh prezidantez Diwan.
« Fellout a ra da arzourien ar strollad heñvelaat pinvidigezh an amzer dremenet ha lakaat anezhi da vont war-raok dre skeudennaouiñ bervidigezh ar vro ».
« Fellout a ra deoc'h un dispac'h evel e Kiev ? ».
« Feneanted, tud lezirek » a ra diouto kalz Leoniz, tad Ganig en o zouez.
« Gant an diouer a ouiziegezh skiantel e rankfe bezañ labouret ha n'eo ket chom hep ober netra abalamour da ziwall end-eeun. »
« Gant doujans saludiñ a ran memor un den mennet, ur stourmer dalc'hus en deus gouezet stalian ha diorren ar brezhoneg er mediaou. Un dle e deus Breizh en e genver ha ret eo din dougen bri anezhan hag envorin buhez an den ».
« Ganto ez a en-dro hor skolioù, skolajoù ha lise. Reizh eo laoskel kement a labour war chouk ar familhoù gant ar galloudoù publik ? Poent eo cheñch an traoù ! Ma vez tud warc'hoazh prest da sevel en-dro ar skol e sikourimp anezho. Skoazell oberiant ar galloudoù publik a vo ret neuze ! »
« Gavr, kerzh d'az pro ; Ez out amañ seizh vloaz 'zo, Tamm houarn n'a teus bet da zebriñ ! »
« Goude ma oa bet tennet an ensteud e oa aet o stad war wellaat evito holl, kiriegezh an ensteudad n'hell ket bezañ sklaeroc'h », emezi c'hoazh.
« Goulennet he doa e vefe daleet an enklask broadel kuit da arc'hantaouiñ un dra ha tremen hebiou ar pep retañ. An dud all a oa o kemer perzh en emvod ne felle ket dezho kement, met rediet int bet da asantiñ. »
« Graet hon eus an dibab, Breizh pemp departamant, evit bezañ anavezet sklaeroc'h, kaout tud o krediñ ennomp. » eme ar rener.
« Gwel' a rit, n'eo ket diaes kas lizheroù e brezhoneg memestra ! » eme an Tad Nedeleg.
« Gwelet a reer an eskemmoù etrevroadel o vont war-raok asambles gant unvanadur an emzalc'hioù sevenadurel, ha dedennus eo menegiñ e ya war-gresk startijenn ar minorelezhioù di-stad », eme Ronan Ar C'hoadig ; prezidant BCD/Sevenadurioù.