Testenn Divyezhek

#3
by RYB - opened

Embann "Ar Marc'h Dall" (hah a-raok "Kan ar Bed") : un hanez-veur !
L'édition de "Ar Marc'h Dall" (et avant de "Kan ar Bed") : une épopée !
An holl, pe dost, a oar petra eo un hanez-veur, evel-just.
Tout le monde, ou presque, sait évidemment ce qu'est une épopée.
Un heuliad a zarvoudoù dreist eo, o tennañ d'an Istor pe d'ur vojenn, ha warno liv ar gadarnded hag ar marvailh...
C'est une suite d'événements exceptionnels, ayant trait à l'Histoire ou à une légende, teintés d'héroïsme et de merveilleux...
War-lerc'h bezañ bet o selaou Arno Elegoët o kontañ istor embann "kan ar Bed" hag "Ar Marc'h Dall" e santer o sevel ennor ar santad da vezañ bet o klevout danevell un hanez-veur.
Après avoir écouté Arno Elegoët raconter l'histoire de l'édition de "Kan ar Ber" et "Ar Marc'h Dall", on sent monter en soi le sentiment d'avoir entendu le récit d'une épopée.
Leun a skoilhoù eo istor krouidigezh an div pladenn-levr-mañn, skoilhoù a-wechoù dic'hortoz ha digomprenus, met ivez leun a souezhadennoù hag a gejadennoù puilh ar from hag ar bam o tiverañ diouto.
L'histoire de la fabrication de ces deux disques-livres est pleine d'écueils, des écueils parfois inattendus et incompréhensibles, mais aussi pleine de surprises et de rencontres fertiles en émotion et enchantement.
Foetañ broioù a zo bet graet un tamm ivez gant ar produer hag c'henwerc'her pa 'z int bet betek Sofia (Bulgaria) evit enrollañ Orkestra Simfonek Bro Vulgaria, pe c'hoazh betek Enezenn Gorsika evit enrollañ ar c'hor paotred pe unkanerien 'zo.
Producteur et réalisateur ont aussi couru le monde : ils sont allés jusqu'à Sofia (Bulgarie) pour enregistrer l'Orchestre Symphonique de Bulgarie, ou encore jusqu'en Corse pour enregistrer le choeur d'hommes ou certains solistes...
Pegoulz 'ta e vo savet ur werzenn evit kanañ troioù-kaer ar skipailh en-deus graet war-dro fardañ seurt oberennoù ?
Quand donc composera-t-on une "gwerz" pour chanter les exploits de l'équipe qui s'est employée à réaliser de telles oeuvres ?

Sign up or log in to comment