id
stringlengths
2
6
url
stringlengths
31
243
title
stringlengths
1
148
text
stringlengths
6
119k
1749
https://br.wikipedia.org/wiki/Renk%20%28st%C3%AAr%29
Renk (stêr)
Ur stêr e Biz Breizh eo ar Renk, hag a red dre vras eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz, da vont da aberiñ e Mor Breizh. Emañ hec'h andon e bro ar Menez, e kumun Gorre (e Bro-Sant-Brieg, etre Loudieg ha Lambal) hag e tiruilh war 104 c'hilometrad. N'eus nemet stërioù bihan o vont enni : en o zouez, al Linon hag ar Gwenfroud (Guinefort). Treuziñ a ra Dinan hag hec'h aber a ya d'ober an harz etre Dinarzh ha Sant-Servan (bet teuzet gant kêr Sant-Maloù). Just a-raok dezhi tizhout ar mor bras eo bet staliet e 1967 stankell vordredan ar Renk evit produiñ tredan diwar monedone ar mor. Bez' ez eus ur ganol a zo bet kleuziet evit liammañ traoñienn an Il gant hini ar Renk. Tarzh anv ar stêr E taolenn Peutinger e weler ur gêr Reginca hec'h anv hag e vije a-walc'h hini Kêr Aled e Sant-Servan hag hini ar stêr asambles. Tostaet eo bet Reginca eus ar wrizienn c'halianek, enni ster un trouz graet gant ar strap. Trouz an dourioù o tiruilh gant an tre e vije enklozet e anv ar Renk neuze. Stummoù kozh Renc e 869 Rinctus en Rentium en Rence ha Rance e galleg en Gourel e oa an anv gallek gwechall. Inizi ar Renk Annezet eo inizi an Renk gant laboused-mor ha laboused-douar. Bez ez eus teir enezenn war tiriad kumun Sant-Yowan-an-Havreg : Enez Chevret Enez Itron-Varia pe enez ar menec'h, 4 hektar enni, e-tal Sant-Servan hag an Tour Solidor, warni delwenn ar Werc'hez Enez Harteau (prevez) Inizi all zo, evel enezig Chalibert hag enezig Bizeux. Endro Rummataet eo bet "lec'hienn natur" an hanter eus an aber. Kumunioù douret gant ar Renk Aodoù-an-Arvor Gorre, Koedlinez, Sant-Yagu-ar-Menez, Langourlae, Sant-Vran, Merelieg, Sant-Laoueneg, Erieg, Lanrelaz, Pluvaelgad,Sant-Yowan-an-Enez, Ar Chapel-Wenn, Kaon, Gwitei, Gwenroc'h, Plouan, Sant-Maden, Trefermael, Sant-Yuvad, Ar C'haeoù, Sant-Andrev-an-Dour, Evrann, Kerorgen, Maez-Geraod, Lanvalae, Sant-Karneg, Lehon, Dinan, Taden, Sant-Haelen, Kerveskont, Sant-Samzun ha Plouhern ; Il-ha-Gwilen Kastell-Noez (daou bont bras), Kedilieg, Sant-Suliav, Minic'hi-Poudour, Pleurestud, Sant-Yowan-an-Havreg, Kerricharzh-an-Arvor, Dinarzh ha Sant-Maloù. Savadurioù Stankell ha skluzioù Stanket eo aber ar Renk gant ar stankell vordredan hag a brodu tredan dre an treoù hag al lanvioù kreñv a vez en he genoù. Merket eo an harz etre ar stêr dour dous hag an aber dour damsall gant skluz ar Châtelier, etre Sant-Samzun ha Kerveskont. Dre skluzioù all e c'haller mont d'ar ganol Il-ha-Renk. Fardellañ a ra stankell Rofemel, e Gwenroc'h e-kichen Kaon, 7 milion m3 a zour. Pontoù Kalz pontoù a dreuz ar Renk, en o-zouez, etre Sant-Maloù ha Lehon : stankell ar Renk hag a zoug enni an hent-departamant D 168 abaoe ar a viz Gouere 1967, ar pont Châteaubriand (1991) hag a zoug ennañ an hent broadel 176, ar pont Sant-Huberzh (1928, adsavet e 1959), un nebeud degadoù metr eus an hini kent, o tougen ennañ an hent-departamant 366, meurbont hent-houarn Lessard (1879, adsavet e 1950) hag a zoug ennañ hent-houarn Lambal Dol, skluz ar Châtelier, pont kozh Dinan, karrbont Dinan (1858), pont kozh Lehon. Pennadoù kar Roll stêrioù pennañ Breizh Roll stêrioù Breizh renket hervez o hirder‎ Notennoù Stêrioù Breizh
1750
https://br.wikipedia.org/wiki/Ragistor
Ragistor
Ur prantad eus istor ar Bed eo ar Ragistor. Hervez ar boazioù e krog ar Ragistor gant an den kentañ ha ne c'heller lavarout pedavare eo deuet e gwirionez. Kavet ez eus bet korf-eskern un den a veve en Afrika war dro tri milion a vloavezhioù'zo. Seblantout a ra bezañ un den pa ouie fardañ binvioù gros ha pa oa gouest da chom en e sav. Mareoù ar Ragistor a vez anvet diwar an teknikoù evit kizellañ ostilhoù mein hag ar sevenadurioù diwar zoareoù lakaat ar re varv en o bezioù hag a-wechoù diwar stil al livadurioù a zo bet dizoloet e meur a gev ha c'hoazh diwar stil ha teknikoù ar priajoù. Mareoù bras ar Ragistor : Oadvezh ar Maen, rannet e: Ar Paleolitik (Henoadvezh ar maen, hervez lod) Ar Mezolitik (Krennoadvezh ar maen, hervez lod) An Neolitik (Nevezoadvezh ar maen, hervez lod) Oadvezh an Arem Oadvezh an Houarn Dinosaored ha ragistor Gaou eo lavaret ez eo an dinosaored loened ragistorel. Ar ger ragistor a dalvez da envel ar prantad a ya eus anadur Mab-Den d'ar c'hentañ skridoù. Hervez an termenadurioù resis a vez implijet e krog ar ragistor 5 milion a vloavezhioù zo. An dinosaored n'int ket laboused avat zo aet da get 65 milion a vloavezhioù zo. N'o deus ket bevet eta e-pad ar ragistor ha Hominida ebet ne'n em gavas gant unan anezhe. Loened eus an Eil hoalad, pe Mezozoeg int, ket loened ragistorel. Liammoù diavaez North Pacific Prehistory Ragistor
1751
https://br.wikipedia.org/wiki/Difenn%20ha%20surentez
Difenn ha surentez
E meur a vro e vez dispartiet an nerzhioù milourel a zo o fal difenn ar vro ouzh an tagadennoù o tont eus an diavaez hag an nerzhioù polis troet war-zu kendalc'h an urzh ha difenn ouzh gwalloberioù a c'hell bezañ graet gant annezerien 'zo. Ober a ra an nerzhioù milourel hag an nerzhioù-polis war-dro ar surentez ivez, met bez' ez eus servijoù surentez all evel ar bomperien hag ar saveteerien. Luioù A-wechoù armeoù Lu gall Lu saoz Polisoù Archeriezh Polis gall Surentez keodedel Pomperien Saveteerien Kevredigezh
1753
https://br.wikipedia.org/wiki/Pomper
Pomper
Stourm ouzh an tanioù-gwall, an dourioù-beuz ha gellout reiñ sikourioù liesseurt eo micher ar bomperien. Kefridi bennañ ur pomper a zo gwareziñ an dud, ar madoù hag an endro. Ur vicher diazez eus ar surentez keodedel eo. Tud a-youl-vat eo an darn vuiañ anezho, met lod a zo ur seurt soudarded. Daoust ma kemm kefridioù ha statudoù ar bomperien eus an eil bro d'eben ez eus diazezoù hollek: ar stourm a-enep d'an tan-gwall derc'hel ar surentez ha saveteiñ pa 'vez ur gwallzarvoud pe gwallreuz naturel Dont a ra ar ar ger "pomper" eus ar benveg a veze implijet gant ar bomperien er penn kentañ evit lazhañ an tan, da lavaret eo ur pomp dre zorn. Pomperien Bro-C'hall Dindan atebegezh ar c'humunioù ha kumuniezhioù kumunioù emaint, met muioc'h-muiañ a bomperien a vez gopret gant an departamantoù e Servijoù Departamant an tanioù-gwall hag ar sikourioù (Services départementaux d'incendie et de secours = SDIS). Daou rejimant al Lu gall a ra war-dro ar surentez keodedel ivez : Rejimant Pomperien Pariz hag ar Voraerion-Bomperien e Marselha. Niver a bomperien Kirri arouezius Levrlennadurezh KOSTIOU Jeremi, Ur mirdi evit istor bras paotred-an-tan, e-barzh Ya !, niv. 428, miz Eost 2013, p. 3. Notennoù Micherioù Tan
1758
https://br.wikipedia.org/wiki/Ofisialded
Ofisialded
An ofisialded, pe lez an Iliz, pe c'hoazh lez an eskob, a zo ul lez-varn stag ouzh an eskopti, rak gwir-dreist an Iliz e oa sevel he lezioù-barn dibar evit ma vo tamallet ha kastizet ar gloer evit an torfedoù hag an drougoberoù a c'hellje bezañ bet graet ganto, pe neuze kement tra hag en doa da welet gant an Iliz (evit nullañ ar briedelezh hag all). Unan eus ar brudetañ ofisialed pe barnerien ofisialded (juge à l'Officialité) eo bet sant Erwan (Erwan Helouri Gervarzhin) en , en eskopti Roazhon da gentañ, hag en eskopti Treger goude. Paeron an alvokaded hag an dud a lezenn eo evit se. En deiz a hiziv, e rank ar vikel-barner pe an ofisial bezañ ur beleg, doktor pe aotreet war gwir an Iliz, tregont vloazh dezhañ d’an nebeutañ (kanon 1420 § 4 eus Lezenn gwir kanoneg). Gwir Iliz katolik roman
1759
https://br.wikipedia.org/wiki/World%20Wide%20Web
World Wide Web
Ar World Wide Web (pe ar Web, ar WWW, pe W3), ger-ha-ger ar « gwiad-bed », zo ur reizhiad gourskridoù, lodennet war ar Genrouedad, ha gouest da ziskouez d'an dud, dre ur merdeer, pajennoù-gwiad kinniget en-linenn e lec'hiennoù-gwiad. Ar pajennoù-se zo ereet an eil re ouzh ar re all, abalamour da se e vez implijet al leterc'had gwiad. Skrivet e vezont en HTML, peurliesañ. Liammoù diavaez Ar bajenn-wiad goshañ a zo war ar ''World Wide Web The Web Index Kenrouedad
1760
https://br.wikipedia.org/wiki/Gourskrid
Gourskrid
Ar gourskridoù a zo anezho testennoù a vez diskwelet war skramm un urzhiataer pe un ardivink elektronek bennak gant daveoù (gourliammoù) war-zu testennoù all a c'hell al lenner diraez anezho war-eeun, dre ur c'hlik logodenn pe un heuliad touchennoù pouezet war ar c'hlavier peurvuiañ. Estreget testennoù red a c'heller kaout er gourskridoù : taolennoù, skeudennoù, ha doareoù kinnig all. Ar gourskrid eo ar meizad diazez a dermen framm ar Gwiad Bed, hag a laka anezhañ aes da implijout evit rannañ stlennoù dre ar genrouedad. Seurtoù gourskrid hag an implij anezho Gallout a ra an teulioù gourskrid bezañ statek (prientet hag enrollet en a-raok) pe dinamek (hag a cheñch dizehan diwar kasadennoù an implijer). Ar gourskrid statek a c'heller implijout evit sevel daveennoù kroaziet e-barzh teulioù, arloadoù, pe levrioù war CDoù. Ar reizhiadoù savet mat a c'hell degemer kenemglevioù implijer-etrefas all evel lañserioù ha linennoù urzhiañ. Gant ar gourskrid e c'heller sevel reizhiadoù liammañ ha daveañ kroaziet kemplezh-kenañ. Ar Gwiad Bed eo kefloueradur (emplementadur) brudetañ ar gourskrid, dispaket e 1992 evit ar wezh kentañ . Urzhiataerezh
1761
https://br.wikipedia.org/wiki/Gourliamm
Gourliamm
Ur gourliamm, pe ur liamm gourskrid, pe ul liamm traken a zo un daveenn en ur gourskrid a ro tro da dremen ent emgefreek eus an teul emeur o lenn d'un teul all liammet outañ. Implijet e vez ar gourliammoù er Gwiad Bed peurgetket evit reiñ tro da dremen eus an eil pajenn-wiad d'eben gant ur c'hlik hepken. Orin ha pal Ar gouliammoù o deus un orin hag ur pal. Pa vez gweredekaet elfenn orin ur gourliamm e c'heller tremen ent emgefreek d'e bal. Peurvuiañ ez eo orin ar gouliamm un elfenn (ger, frazenn, skeudenn) eus un teul gourskrid. Ar pal a c'hell bezañ un elfenn all eus ar memes teul, lavaret e vez neuze ez eo ur gourliamm diabarzh. Un teul all, pe un elfenn resis eus un teul all zoken e c'hell bezañ ar pal ivez. Ne vezer ket sur ez eus eus ar pal-se gant reizhiadoù gourskrid zo : neuze e c'heller heuliañ gourliammoù torret, dall pe marv. Graet e vez gourliamm daoudu eus gourliammoù a vez peurheñvel o fal hag orin keveskemm ar memes liamm. A-hend-all e lavarer ez int untu ha ne vez diforc'h ebet etre un elfenn bal ha forzh peseurt elfenn all. Pal ar gourliammoù, n'int ket teulioù gourskrid dre ret, ha neuze e vo untu ar gourliamm evel-just. Kenrouedad
1765
https://br.wikipedia.org/wiki/Ger%20hibrid
Ger hibrid
Ur ger hibrid a so ur ger komposed, mà tà un tamm deusoutañ deus ur yezh, hag un tamm all deus ur yezh all. Puristed so (re ar galleg da skouer) na blij ked deze kals gerioù sort-se. E-touesk ar gerioù internacional a implijer alïes, e kaver un nebeud deusoute : "futurolog", "homosexuel", "hiperaktiv", "kilometr", "monolingue", "socioloji", "televisïon"... hanter-latin hanter-gressianeg toud ar re-se. Da skouer, "homosexuel" tà deus ar prefix gregaj 'homo' ("memes" pe "heñvel"), ha deus ar wrizienn latin 'sex' ("seks"). Yezhoniezh de:Hybridbildung#Hybridbildung in der Wortbildung
1766
https://br.wikipedia.org/wiki/Patrom
Patrom
Patrom (eus ar ger gallek patron) a c'hell bezañ : Ur sant pe ur santez a zo bet roet e anv d'un den pe d'ur barrez pe ar sant pe ar santez hag eo bet dibabet evit gwarezer(ez) d'ur barrez, d'ur strollad, d'ur gumuniezh relijiel pe nann-relijiel, d'ur vro. Ur paotr/gwaz pe ur plac'h/maouez a zo bet roet da warezer(ez) relijiel un den, bihan pe bras, p'eo bet badezet. Sell ouzh paeron ha maeronez ivez Un dra pe un den a c'hell bezañ ur skouer pe a c'hell bezañ drevezet. Un den pe un loen re heñvel ouzh un all. Skouer : bezañ patrom-buhez d'e dad. Kevatal da bimpatrom en arzoù neuziañ, ur skeudenn pe ar pezh a vez implijet gant an arz evit kregiñ gant e oberenn (un den pe ul loen pe un dra) ur skeudenn pe un dra (paper, kartoñs, lien) evit dilinennañ un dra treset pe fetis (evit troc'hañ an dilhad, da skouer) er Wikipedia, ur pajenn (sellet ouzh Wikipedia:patrom) hag e c'heller silañ anezhi en un all diwar ul lavarenn ispisial (skouer : :Patrom:Disheñvelout ha sachet eo bet ar c'hentañ linenn eus ar bajenn-mañ).
1767
https://br.wikipedia.org/wiki/Yec%27hed
Yec'hed
Evit reiñ da intent petra eo ar yec'hed e c'heller lavaret en un doare negativel eo an nann-kleñved, da lavaret eo kaout ar varregezh evit ober traoù ar pemdez, hag en un doare pozitivel eo stad kompez ar c'horf pe mont en-dro mat ar c'horf. Stad kempouez ar c'horf eo ivez ar c'hempouez dalc'het gant monedone an energiezh hag ar materi, er-maez hag e-barzh. Kemenn a ra Aozadur Bedel ar Yec'hed eo ar yec'hed "ur stad ma chom disi mont en-dro ar c'horf e-keñver an natur, ar spered hag an darempredoù sokial ha n'eo ket hepken chom di-gleñved na di-vac'hagn". Hervez lod, n'eo ket gwir bater an droienn-mañ pa vije diyac'h etre 70 ha 95 % eus an dud ma vije degemeret doare termeniñ Aozadur Beded ar Yec'hed. War un dachenn solutoc'h ez a ar medisinerezh pa lavar eus ar yec'hed a teufe eus un endro vat, eus ar vagadurezh hag eus diarbenn ar c'hleñvedoù. Posupl eo muzuliañ yec'hed an dud ha gwellaat anezhañ gant ur politikerezh arbennik. Pennadoù liammet gant ar yec'hed Kleñved Magadurezh Medisinerezh Revelezh Medisinerezh Buhez pemdez
1768
https://br.wikipedia.org/wiki/HTML
HTML
HTML (Hyper Text Markup Language) a zo ul lavar merkañ implijet dreist-holl evit sevel pajennoù evit ar World Wide Web a c'heller lenn dre ar Genrouedad. Balizennoù Ur bajenn HTML a vesk an destenn da vout diskouezet war ar skramm gant balizennoù, da lavaret eo kemennoù evit divizout penaos e rankfe ar merdeer diskwel ar skrid. Daou-ha-daou peurvuiañ e teu ar balizennoù, a vez skrivet er stumm <balizenn digeriñ>skrid da gemmañ<span style="font-family:Courier; color:#f00;"></balizenn klozañ></span>. Ar valizenn digeriñ a gemenn ar c'hemm a zo da zegas d'ar skrid hag ar valizenn klozañ a verk dibenn ar c'hemm. Da skouer, ar skrid : Diskwel lizherennoù tev er <b>ger-mañ</b> a zeuio evel « Diskwel lizherennoù tev er ger-mañ ». Balizennoù pennañ <html> : evit kemenn e teraou un teul HTML, neuze e ranko ar merdeer jubenniñ kement a zeu war he lerc'h e-giz kod HTML. <head> : evit merkañ penn an teul HTML ; bez' emañ ennañ ar stlennoù pennañ diwar-benn an teul, hini ebet anezho ne vo diskouezet war-eeun. <body> : evit deraouiñ korf an teul HTML, da lavaret eo e endalc'h, kement a vo diskouezet d'an implijer e prenestr ar merdeer. . . . E-barzh an elfenn <head> e lakaer : <title> : titl ar bajenn, hag a vo skrivet e barrenn-ditl ar merdeer. ma lavarer d'ar merdeer ez eus ur skrid skrivet en HTML er bajenn, ha ma roer urzh da ober gant ar reizhiad lizherennoù UTF-8. . . . Etre ar balizennoù-se e skriver an urzhioù CSS (Cascading Style Sheets), da lavaret eo ar stil a fell d'an den lakaat d'ar bajenn : stumm an titloù, ar rannbennadoù, an taolennoù, kuit a skrivañ meur a wech an hevelep urzhioù. Un urzh CSS a c'heller lakaat e korf ar pennad evit stummañ un elfenn hepken hep kemmañ an urzhioù CSS all, da skouer : E melen dre ziouer e vez warlinennet ur bomm : <mark>pouezus</mark> a ro pouezus Dre CSS e c'heller warlinennañ gant ul liv all : <mark style="background-color:LightBlue;">pouezus</mark> a ro pouezus . . . E-barzh ar c'horf body e c'haller kavout balizennoù all, e-giz da skouer : <h1>, <h2>,... <h6> (header level 1...6) : titloù ar c'hevrennoù, an iskevrennoù, h1 o vezañ an hini skrivet brasañ ha h6 an hini bihanañ ; serriñ pep titl dre </h1>, </h2>,...</h6> a ranker ober. <p> (paragraph) : evit digeriñ ur rannbennad nevez ; serriñ pep rannbennad dre </p> a ranker ober. <br> (break) : evit cheñch linenn hep cheñch rannbennad ; ur merk emserr eo. <table> : evit krouiñ un daolenn, <tr> (table row) evit digeriñ ul linenn en daolenn, ha neuze <td> (table data) evit dispartiañ ar stlennoù ; serriñ pep stlenn dre </td>, pep linenn dre </tr> ha pep taolenn dre </table> <div> (division) : evit merkañ ur rann dibar e korf ar bajenn ; serriñ pep rann dre </div>. Skouer <!DOCTYPE HTML> <html> <head> <meta http-equiv="Content-Type" content="text/html; charset=UTF-8"> <title>HTML : ur skouer</title> <style> p { color:red; font-family:Palatino font-size:1.5em; font-weight:bold; } </style> </head> <body> <p>Setu amañ disoc'h ar skrid HTML diskouezet gant ho merdeer</p> </body> </html> a vo diskouezet evel-mañ war ar skramm : an titl, title HTML : ur skouer, a vo anv ar bajenn, diskouezet en ivinell el laez ; ar skrid, p evit paragraph, a vo e ruz (color:red), gant ar font Palatino (font-family), ur wech ha hanter brasoc'h eget ar vent dre ziouer (font-size:) ha druz (font-weight). Setu amañ disoc'h ar skrid HTML diskouezet gant ho merdeer Notenn : urzhioù CSS eo ar re a zo etre ar merkoù HTML <style> ha <kbd></style></kbd>. Emdroadur Ijinet eo bet HTML e 1991 war ziazez SGML (Standard Generalized Markup Language), ha gwellaet eo bet meur a wezh. Gant XHTML (EXtensible HyperText Markup Language) eo bet diazezet HTML war ar standard XML (EXtensible Markup Language) ; gant HTML4 ha dreist-holl HTML5 eo deuet HTML, gant CSS ha Javascript, de vezañ a-walc’h evit sevel ul lec’hienn : diezhomm eo bremañ Flash, Java, pe Silverlight. Bremañ n’eus ken niverenn doare ebet. Liammoù diavaez Deskiñ HTML ha CSS en-linenn ha digoust : ''W3 Schools Notennoù Lavarioù merkañ World Wide Web
1769
https://br.wikipedia.org/wiki/Gwir
Gwir
Gwir a c'hell bezañ : 1. Un anv-gwan evit ar c'homzoù pe an darvoudoù a c'heller degemer kuit a var. Kreñvaet e vez a-wechoù gerioù evel an troioù-lavar-mañ : gwir-bater, gwir-bev, gwir-diarvar. 2. Un anv-kadarn (liester gwirioù) hag e talvez ivez ez eo da zegemer hep mar ebet. Tro-lavar : ar gwir a zo ganit. A-wechoù e talvez abeg ivez. Sellet ivez ouzh gwirionez. 3. Hollad al lezennoù hag ar reolennoù ez eus etre izili ur gevredigezh : sell ouzh Gwir (lezenn) 4. Gwirioù a zo ivez hollad ar frankizoù dleet pe anavezet (d'un den pe d'ur strollad pe d'ur vro), da skouer : gwir emvodañ gwir ar pobloù gwir al labour gwir perc'hennañ gwir aozer 5. Ur sammad arc'hant evit implij ur servij pe ac'hubiñ ul lec'h da vezañ paeet d'un aotrouniezh : ar pevar wir
1771
https://br.wikipedia.org/wiki/Stadego%C3%B9
Stadegoù
Ur stadegenn zo, da gentañ sell, un niver jedet a-zivout ur boblañs. En un doare hollek, disoc'h arloadur un hentenn stadegel d'un teskad roadennoù a zo anezhi. Pa jeder ar c'heitad niveroniel da skouer, an treol a c'hoarvez eus jediñ sammadur an holl werzhadoù hag eus rannañ dre an niver a roadenn. E-se ez eus ur stadegenn eus ar c'heitad. Evit bout klok e deskrivadur arver ur stadegenn, dav eo deskrivañ e memes mod an treugennad ha teskad ar roadennoù. En un doare furmel, ha daoust ma 'z eo arveret ral a wech, ur stadegenn zo gwehanadur ur rizh dibarek (kevreizhenn ur sturiadell kenaozet a lies arselladenn eus ur savelenn a zo anezhi). Kement-se a gevaraez peurgetket da ledañ d'ar stadegoù un niver bennak a zisoc'hoù war ar gwehanadurioù (doareen dizalc'h div stadegenn pergen) pe jediñ tebekter stadegoù. E-touez ar stadegoù e servij ul lod vras o deus perzhioù dibarek etre traoù all e Trereadur stadegel evit ar prizadur stadegel. Ar prizerion a servij da brizañ arventennoù stadegel. Gwelladur ar prizerion a c'hell lakaat stadegoù harp da wiriekaat perzhioù 'zo hag a c'hell kevaraezañ da lakaat ar prizerion-mañ da gengerc'hañ buhanoc'h. Matematik
1776
https://br.wikipedia.org/wiki/Endro
Endro
An endro a zo hollad ar pezh a zo en-dro d'un dra pe d'un den. Dre vras e vez graet endro eus an hollad a ya d'ober an endro: gw. endro (ekologiezh) Difennerien an endro = an ekologourien Gw. :Rummad:Endro Gw. :Rummad:Difenn an endro An endro sevenadurel = ar sevenadur e-lec'h ma vev an den, pe an hini a oa bet desavet ha desket ennañ Endroioù informatik
1783
https://br.wikipedia.org/wiki/Antropologiezh
Antropologiezh
An antropologiezh, pe c'hoazh an denoniezh, eo ar skiant a studi an Den e pep keñver : emdroadur, korfadurezh, bevoniezh, kleñvedoù, kevredigezh, sevenadur hag all. War un dachenn strisoc'h ez eo he fal studiañ ar c'hevredigezhoù nann-kornôgat, pe c'hoazh ar bihanniveroù kenelel kornogat. Meur a skol zo en denoniezh : ar skol gevredadourel gall, enni Émile Durkheim, Marcel Mauss, Claude Lévi-Strauss ar skol gevredadourel breizhveurat, enni J.G. Frazer, Bronislaw Malinowski, A.R. Radcliffe-Brown, E.E. Evans-Pritchard ar skol sevenadurel stadunanat, enni L.H. Morgan, Franz Boas, Marvin Harris, Clifford Geertz) Troet gant tu arouezel ha tu kevredadourel an denoniezh eo ar C'hallaoued, ur skourr eus argevredadouriezh eo an denoniezh hervezo ; lod denoniourion e kav dezho ned a ket ar C'hallaoued don a-walc'h e studi danvezel ha fizikel ar c'hevredigezhioù. Liesdiskiblezheloc'h eo an doare angl-ha-sakson, pa rann an denoniezh e pevar skourr : an denvevoniezh, pe denoniezh fizikel, a studi emdroadur perzhioù fizikel an den, hiloniezh ar pobladoù ha diazezoù bevoniel emzalc'h an dud, pe hini o c'herent ar primated an denoniezh kevredadourel, a studi frammoù ar gevredigezhioù, ar politikerezh, ar gerentiezh a-douez tachennoù all ; un adskourr eo an denoniezh sevenadurel, a studi an doareoù-bevañ, ar relijionoù, ha kement tu arouezel ar c'hevredigezhoù denel — an dudoniezh eo an iskourr-mañ e gwirionez an denoniezh ragistorel, a studi ar c'hevredigezhoù denel a-wezhall, dre ar c'halvezadoù a zo chomet war o lerc'h ar genelyezhoniezh, a studi penaos e kemm ar yezhoù dre ar c'hevredigezhoù denel. Un nebeud dodennoù studiet gant an denoniourion An Den hag an Natur Homo sapiens Arlakadenn an emdroadur Kenbrimatouriezh Trevoniezh an Den Henzenoniezh An dinosaored Denoniezh kevredadourel Ar patromoù hag an dezvegoù kevredadel Ar sevenadur Ar genel Ar berzhourelezh keneliek An eskemmoù sevenadurel Ar rouedadoù kevredadel An urzhazh An darempredoù etre maouezed ha gwazed An doareoù-bevañ Ar gwir Ar c'hevredikaat hag an deskadurezh Ar gerentiezh hag an nesañded Ar gerentiezh An nesañded : an dimeziñ An etreweredoù e diabarzh ar gerentiezh Al lignezoù Ar frammoù politikel An denoniezh politikel Ar brezelioù An tuioù arouezel An denoniezh vredel An denoniezh relijiel Denoniezh an arzoù Ar c'hoarioù Ar gomz hag al lavar Ar lidoù Arouezioù ar jestroù Teknikoù ar c'horf Antropologiezh an armezh Armerzh ar c'hevredigezhioù hengounel Denoniezh an embregerezhioù Istor an denoniezh kevredadourel Ar skol emdroadour : Lewis Henry Morgan (1818-1881) Edward Tylor (1832-1917) James George Frazer (1854-1941) Ar skol danvezelour : Karl Marx (1818-1883) Leslie White (1900-1975) Marvin Harris (1927-2001) Ar skol amledadour : Franz Boas (1858-1942) William H. R. Rivers (1864-1922) Ar skol kevredadelour c'hall : Émile Durkheim (1858-1917) Marcel Mauss (1873-1950) Max Weber (1864-1920) Ar skol angl-ha-sakson : Alfred Reginald Radcliffe-Brown (1881-1955) Edward Evan Evans-Pritchard (1902-1973) Margaret Mead (1901-1978) Meyer Fortes (1904-1983) Ar skol dudouriel : Bronislaw Malinowski (1884-1942) Arnold Van Gennep (1873-1957) Ar skol strukturelour : Claude Lévi-Strauss (1908-2009) Ar skol arouezel : Clifford Geertz (1926-2006) Notennoù Liammoù diavaez Kazetenn L'Homme Hominidés Kevredigezh kanadian ar gevredadourien hag an denoniourien c'hallegerien American anthropological association Mapping Transdisciplinarity in Human Sciences Fundamental Theory of Anthropology Skiantoù an Den Denoniezh
1784
https://br.wikipedia.org/wiki/Skiant
Skiant
Ar Skiant (eus al latin scientia, "anaoudegezh") zo ur reizhiad da zastum anaoudegezh zo diazezet war an hentenn skiantel. Ar skiant zo ivez hollad urzhiet an anaoudegezh gounezet dre an enklask-se. Ar skiant evel ma’z eo termenet amañ zo anvet a-wezhioù skiant glann evit lakaat kemm gant ar skiantoù pleustrek, a implij an imbourc’h skiantel da vastañ ouzh ezhommoù an dud. An tachennoù skiant a vez rannet etre daou strollad pennañ peurliesañ : Skiantoù ar vuhez, a studi an anadennoù naturel (en o zouez ar vuhez), ha skiantoù sokial, a studi emzalc’h Mab-Den hag ar c’hevredigezhioù savet gantañ. Ar strolladoù-se a vod skiantoù arnodel, ar pezh a dalvez e rank an anaoudegezh a zastumont bezañ diazezet war anadennoù a c’haller evezhiañ hag a c’hell bezañ amprouet gant skiantourien all a labour er memes doare. Ar jedoniezh, a vez lakaet a-wezhioù en un trede strollad skiantoù anvet skiantoù furmel, he deus war un dro heñvelidigezhioù ha disheñvelidigezhioù gant skiantoù ar vuhez hag ar skiantoù sokial. Heñvel int ouzh ar skiantoù arnodel abalamour ma renont ar studi diuntuek, urzhiek ha damantus eus un dachenn anaoudegezh ; disheñvel int abalamour d’an hentenn a dalvez da wiriañ an anaoudegezhioù hag a implij an a priori kentoc’h evit taolioù arnod. Ar skiant furmel, a gaver enni ivez ar stadegoù hag ar boelloniezh, zo diziouerus d’ar skiantoù arnodel. An araokadennoù bras er skiantoù furmel o deus degaset alies araokadennoù bras er fizik hag e skiantoù ar vuhez. N’haller ket dioueriñ ar skiantoù furmel da sevel martezeadoù, damkaniezhioù, ha lezennoù, war un dro evit dizoleiñ hag evit deskrivañ penaos ez a an traoù en-dro (skiantoù ar vuhez) ha penaos e soñj hag en em zalc’h an dud (skiantoù sokial). Istor ar skiantoù Sellet ouzh ar pennad Istor ar skiantoù Ar "skiant" a oa stag ouzh ar brederouriezh en deroù. E-pad pell oa bet un obererezh poelladiñ a oa e bal displegañ kevrinoù ar bed dre implij ar poell. E diwezh ar Grennamzer e krogas ar skiant da zistagañ diouzh levezon an deologiezh ha diouzh hini ar brederouriezh. E-kerz hec’h istor eo bet rannet he zachenn etre danvezioù disheñvel evel ar matematik, ar gimiezh, ar vevoniezh, ar fizik, ar mekanik, ar vezegiezh, al louzawouriezh, ar steredoniezh, an ekonomiezh, ha kement zo …. Hiziv ar skiant zo war un dro un doare da soñjal diazezet war nac’hadenn ar penngredennoù hag un imbourc’h urzhiek eus ar bed gant ar poell a-benn sevel un hollad anaoudegezhioù zo gouest da herzel ouzh rd an amzer hag ouzh ar burutelladennoù poellek. Ar skiant zo ivez hollad urzhiet an anaoudegezhioù-se, frammet e kelennadurioù hag e patromoù (da skouer : kelennadur an tredanwarellegezh e tredanerezh, kelennadur ar c’hinnig hag ar goulenn en ekonomiezh, ha kement zo). Un nebeud skiantoù Steredoniezh Bevoniezh Kimiezh Urzhiataerezh Ekologiezh Matematik Fizik Fiziologiezh Notennoù Daveoù Feyerabend, Paul K. 2005. Science, history of the philosophy of. Oxford Companion to Philosophy. Oxford. Papineau, David. 2005. Science, problems of the philosophy of. Oxford Companion to Philosophy. Oxford. Karl Popper, The Logic of Scientific Discovery, 1959, 2nd English edition, Routledge Classics, 2002, New York, ISBN 0-415-27844-9 Levrlennadur Ur roll levrioù diwr-benn ar skiantoù Baxter, Charles "Myth versus science in educational systems"| "Classification of the Sciences". Geriadur istor ar mennozhioù. Cole, K. C., "Things your teacher never told you about science (Nine shocking revelations!); Maybe you think that science is devoted to gathering and cataloging facts, and that scientists are a dull, dreary lot who don't know how to have fun. Maybe you should think again.". Newsday, Long Island, New York, 23 Meurzh, 1986 Krige, John, and Dominique Pestre, eds., Science in the Twentieth Century, Routledge 2003, ISBN 0-415-28606-9 MacComas, William F. "The principal elements of the nature of science: Dispelling the myths" "Nature of Science" Skol-Veur mirdi paleontologiezh Kalifornia Obler, Paul C., Estrin, Herman A., The New Scientist: Essays on the Methods and Values of Modern Science, Anchor Books, Doubleday, 1962 Liammoù diavaez Math and e-Science http://www.newscientist.com/ http://www.sciam.com/ E-levrioù: "GSCE Science textbook". Wikibooks.org National Center for Biotechnology Information Bookshelf Keleier: Brightsurf Keleier diwar-benn ar skiantoù Current Events. New Scientist Magazine, Reed Business Information, Ltd. ScienceDaily Dafar: The Vega Science Trust Eurioù video diwar-benn ar skiantoù, en o zouez prezegennoù skiantel (Feynman, Kroto, Davis, etc.), divizoù (nanoteknologiezh, GM, ha kement zo...), atersadennoù gant loreidi eus ar priz Nobel, dafar evit ar skolioù. United States Science Initiative. Titouroù diwar-benn ar skiantoù dibabet gant ajañsoù gouarnamant ar Stadoù-Unanet. Skiant farsus: Fun science experiments gant Steve Spangler Skiant farsus evit ar vugale ScienceMadeSimple Resources Null Hypothesis—the Journal of Unlikely Science skiant farsus Ennañ "goulenn digant un ijinour," c'hoarioù, enklaskoù er skolaj, ha dafar evit ar studierien ar gerent hag ar vistri This Week in Science un abadenn radio a zikouez keleier ar skiantoù en un doare dichek a-walc'h. Raktres skiant evit ar vugale Raktresoù skiant aes ha plijus a c'haller aozañ er gêr gant e vugale. Ar skiantoù farsus : lakaat ar skiant da vezañ farsus evit an dud en holl oadoù! Skiantoù
1786
https://br.wikipedia.org/wiki/Patologiezh
Patologiezh
Kleñvedouriezh (diwar an henc'hresianeg παθολογία pathologia, "studi ar gloazioù") a reer eus ar skourr eus ar vezekniezh a studi ar c'hleñvedoù. Dre ar gleñvedouriezh e termener ar c'hleñvedadur, da lavaret eo hollad arouezioù resis kleñved pe gleñved, a sikour gant ar vezeieon da zeznaouiñ ar c'hleñved goude ar selaouennadenn. Medisinerezh
1787
https://br.wikipedia.org/wiki/Logos
Logos
logos (λογοs) a zo ur ger gregach hag a dalvez kement ha "prezeg". Kemeret eo bed gant ar yezhoù all evit sevel gerioù nevez. Talvezout a ra neuze ar wrizienn-se kement ha : "skiantoù" : antropologiezh, arkeologiezh, ekologiezh, etimologiezh, klimatologiezh, patologiezh, psikologiezh, teknologiezh... pe c'hoazh lojik. "brizhskiantoù" : astrologiezh... "rezon" (pazenn ur argerzh aritmetik) : logaritm "corpus" : mitologiezh, teologiezh, genealogiezh... "ar gomz" : logotip (berraet da logo), logorrhea... Implijet eo bet e-unan (« al logos ») gant filozofed evit ober anv eus « ar Rezon o c'houarn ar bed », ha gant ar relijïon gristen evit ober anv eus « ar Verb inkarnet ». Prederouriezh
1789
https://br.wikipedia.org/wiki/Jacques%20Pr%C3%A9vert
Jacques Prévert
Jacques Prévert zo ur barzh hag ur skriver-senario gall (hag a orin breizhat a berzh e dad) bet ganet d'ar 4 a viz C'hwevrer 1900 e Neuilly-sur-Seine, ha marvet d'an 11 a viz Ebrel 1977 en Omonville-la-Petite (Manche). E varzhonegoù zo brudet-bras, lakaet sonerezh warno, ha desket e-barzh ar skolioù. Buhez Tremenet en deus e vugaleaj e Pariz diwar 1907, o kavout hir e amzer er skol. E dad, kritik-c'hoariva, a gase anezhañ alies da welet pezhioù. Broudet e oa da lenn gant e vamm. Tapet e sertifikad gantañ e tilez ar skol, hag eñ da labourat e-barzh ar stal vras Le Bon Marché. E 1918 eo galvet gant an arme ha ha kaset d'ar Reter-tostañ goude ar brezel. Kemeret en deus perzh e-barzh emsavadeg an dreistrealouriezh, e-barzh bagad ar Rue du Château, asambles gant Raymond Queneau, Marcel Duhamel, Robert Desnos, ha tud all... daoust d'e spered bezañ re libr evit heuliañ strollad ebet, ne vern pehini. Krouet en deus un ti-produiñ en 1928, asambles gant e vreur Pierre, setu-eñ skriver-senario ha saver-divizoù evit anavezetañ filmoù gall ar bloavezhioù 1940. E 1932 eo stag da skrivañ evit ar strollad a vo anvet Octobre diwezhatoc'h. E varzhonegoù zo bet lakaet sonerezh warne en un doare brav-tre gant Joseph Kosma adalek 1933. Kompoziñ a ra ivez pezhioù-c'hoariva. E levr-barzhonegoù Paroles, embannet en 1946, en deus lakaet anezhañ da vezañ brudet-bras. Perzh en deus kemeret ivez e-barzh ar c'hCollège de Pataphysique diwar 1953. Levrioù Paroles (1946) Contes pour enfants pas sages (1947) Spectacle (1951) Lettre des îles Baladar (1952) Tour de chant (1953) La pluie et le beau temps (1955) Histoires (1963) Fatras (1966) Filmoù Gant Jacques Prévert e oa bet skrivet senario ar filmoù hag an divizoù a-wechoù : Le Crime de monsieur Lange (1935) Drôle de drame (1937) Quai des brumes (1938) Les Disparus de Saint-Agil (1938) Le Jour se lève (1939) Les Visiteurs du soir (1942) Les Enfants du paradis (1943) Les Portes de la nuit (1945) La Bergère et le ramoneur (tresadenn-vev, 1953) Grand Jean et Petit Jean. Liammoù diavez L'Ouest en mémoire (Ina) - Jacques Prévert ha Brest Lec'hienn ofisiel urvad Jacques Prévert Ganedigezhioù 1900 Marvioù 1977 Meneger ar skrivagnerien Skrivagnerien c'hallek Scenarioour Skrivagnerien Frañs Barzhed Frañs Tud nac'het ganto al Lejion a enor Bro-C'hall
1792
https://br.wikipedia.org/wiki/Barzh
Barzh
Ur barzh zo un den hag a sav barzhoniezh, dre gomz gwechall, dre skrid peurliesañ hiziv. Gant ar ger-se e vez graet e brezhoneg evel er yezhoù keltiek all. Kavet e vez barzhed un tamm e pep lec'h er bed kelt : bardos evit ar C'halianed, bard e gouezeleg, bardd e kembraeg, ha barth e kerneveureg. E sevenadur keltiek an Henamzer e oa ar barzh ur c'haner ivez, a-bouez-bras er gevredigezh peogwir e lakae-eñ an hengoun dre gomz da beurbadoud. Beleion e oa ar varzhed, e-giz an drouized. Dibaoe ar pe war-dro eo deuet ar varzhoniezh da vout personel, hag ar varzhed veur zo bet taolet er-maez eus ar gevredigezh. E lod yezhoù nann-keltiek e vez graet gant ur ger a zeu eus an henc'hresianeg, e.g. poet e saozneg, poète e galleg, poeta e spagnoleg. E galleg ec'h implijer ivez ar ger barde, a zo bard e saozneg, deuet eus ar ger latin kar d'ar ger galianek bardos, evit envel barzhed kelt a-hervez. Un dalvoudegezh romantel ha krennamzerel zo gant ar ger saoznek, evel ma oa gant ar ger gallek en ; un dalvoudegezh folklorel ha disprizus a vez gant ar ger gallek en amzer vremañ. Rummadoù lennegel
1796
https://br.wikipedia.org/wiki/Media
Media
Media zo ur ger latin a zo bet kemeret e saozneg evit ober anv eus doareoù da embann keleier pe da bellgehentiñ, da gas ditouroù da viliadoù pe vilionoù a dud ; liester medium eo. E brezhoneg e vez implijet en unander (ur media) gant un adliester (mediaoù). Tro-dro d'ar bloaz 1920 e oa bet dibabet ar ger gant ar saoznegerien, p’o doa-int gwelet ar radio o tiorren ha tizhout ar bobl war skeul ur vro a-bezh. Gerdarzh Mass media eo an termen saoznek kentañ, diwar mass "yoc'hadoù-tud" ha mĕdĭa, liester an anv-kadarn latin mĕdĭum "hanterour". Meur a vedia zo hervez stumm an ditouroù, o skor hag an doare d'o skignañ. Skridoù ha skeudennoù Levrioù. Ar wask : kazetennoù, kelaouennoù ha magazinoù. Ar Post Pelleiler Sonioù Enrolladurioù(sonerezh, komzoù, trouzioù) Pellgomz Skingomz Skeudennoù ha sonioù Luc'hskeudennerezh [Sinema]] Skinwel Skridoù, skeudennoù ha sonioù Stlenn Internet E dibenn an e voe goveliet an termen "liesvedia" evit envel ar stlenn hag an Internet. Istor Adalek dibenn an e voe ganet ar media diwar araokadennoù an teknikoù a roas tro da skignañ titouroù dre voullañ a-yoc'h, da waskañ pladennoù du ha CD-où, da enrollañ sonioù war bandennoù magnetek, da lakaat luc'hskeudennoù war baper ha war filmoù, da bellgomz, da skignañ dre ar skingomz, ar skinwel hag an Internet. A-bouez bras e voe kavadenn an teknikoù elektronek e penn-kentañ an XX kantved evit diorroadur ar skingomzhag ar skinwel, ha goude-se evit niverelaat sonioù, skridoù ha skeudennoù. Ar pellgomz a voe niverelaet da gentañ, ha goude-se ar skinwel hag ar skingomz. Dre an araokadennoù bras ha prim en niverelaat ez eo bet lakaat urzhiataerioù da bellgehentiñ koulz dre neudennoù kouevr, dre wagennoù elektromagnetek ha dre wiennoù optikel. Lec'h ar media er gevredigezh Postañ arc'hant e greanterezh ar media a zegas un distro a heuilh un tres linennek ; gounidoù a vez diwar pep skouerenn gwerzhet : ar c'houstoù a-unanennoù a zigresk pa gresk ar c'hementadoù. Setu perak ez eus bet savet pinvidigezhioù ken bras gant meur a embregerezh media. Er c'hevredigezhioù demokratel e c'hall ar mediaoù bezañ tuet da servijout an dud evit o ditouriñ war draoù da evezhiañ e-barzh ar gevredigezh : oberoù ar gouarnamant, oberoù an embregerezhioù, re ar genwerzhourien, hag all. Lod zo chalet gant ar strishadurioù war ar mediaoù a weler muioc'h-muiañ, betek soñjal emañ, diwar ar fedoù-se, an demokratelezh en arvar. Sevenadur Mediaoù
1812
https://br.wikipedia.org/wiki/Ijinerezh%20aerlestrel
Ijinerezh aerlestrel
An ijinerezh aerlestrel a zo ur micher hag a laka e pleustr an teknologiezhioù da ijinañ, sevel hag implij a bep seurt mekanikoù gouest da nijal : kirri-nij dreist-holl, fuc'helloù, biñsaskelloù... ha studiañ teknikoù ha skiantoù ar merdeiñ en aer hag ar binvioù implijet. An ijinerezh aerlestrel a labour da ijinañ ha sevel frammoù-kirri-nij ha biñsaskelloù, oc'h implij reolennoù an aernerzoniezh ha diazezoù mekanik an heverennoù hag ijinerezh strukturel. Ouzhpenn-se ec'h enframm ar c'hefluskerioù (kefluskerioù alternativ, turbofanoù, troelldazloc'herioù ha turbobiñsoù) er frammoù-se a-benn sevel ar c'hirri da nijal. A-hend-all, an ijinerezh aerlestrel c'hoazh an hini a goñsev an aerborzhioù, a ijin hag a laka da dreiñ ar rouedadoù treuzdougen aerlestrel, hag a fard akipamantoù ha dafar ispisial all, e-giz armoù, loarelloù hag aerlistri. Daoust m'eo diazezet ar labour-se war ar skiant, e vez implijet gantañ lunelloù ha prototipoù. Esaet e vezont pe e-barzh redoù-avel artifisiel pe e-barzh an aergelc'h digor. An urzhiata e vez implijet ivez. Gwelet ivez Aerlestrerezh Aerborzh Aeronaotik Ijinerezh egorlestrel Ijinerezh
1818
https://br.wikipedia.org/wiki/Fizik%20teorikel
Fizik teorikel
Ar fizik teorikel a zo ar skourr eus ar fizik e lec'h ma vez studiet damkaniezh lezennoù fizik ha savet furmelezh matematikel an damkaniezhoù-se. Fizik teorikel de:Physik#Theoretische Physik
1820
https://br.wikipedia.org/wiki/Teknologiezh
Teknologiezh
Diwar an termen teknologiezh e c'heller intent daou ster : Talvezout a ra evel ar gresianeg 'Technos' ha 'logia' studi an teknikoù. En unander eo ar ger. Talvezout a ra, el liester, evel un hollad a deknikoù hag a hentennoù a c'hell bezañ implijet evit oberezhioù greantel. Met, n'eo ket kevatal d'an teknik. Da skouer : Un teknik eo an enaouerezh e keflusker ar c'hirri-tan p'eo un doare-ober teknikel simpl awalc'h Ar c'hleflusker e-unan, a zo bet ijinet diwar un deknologiezh diorroet e-pad ur c'hantved-hanter. Chañchamantoù a zo bet hag ouzhpenn ar c'hirri-tan e kaver oberezhioù arbennig evit ober war-dro pe kinnig barregezhioù : farderien-girri-tan, hentoù ha gourhentoù, garajoù, parklec'hioù hag all. Evit sevel ar re-se ez eus ezhomm eus un hollad a deknologiezhioù. Teknikoù da dalvezout
1821
https://br.wikipedia.org/wiki/K%C3%AAraozouriezh
Kêraozouriezh
Termenadur roet gant Karta Aten: Ar gêraozouriezh a vefe un "Hollad obererezhioù gant ar pall aozañ un dioroadur a genson, skianteg ha denel eus ar gêrioù. Un obererezh prederiet eo, a-benn mestroniañ an darvoudoù a denn eus ar gêrioù". Da skouer astenn ar gêrioù war ar maezioù, pe war an aodoù. Termenadurioù all: "An arz" da sevel pe da aozañ ar gêrioù eo. Un arz hag un teknik eo ar gêraozouriezh. O vezañ m'eo kozh-tre klask aozañ mat ar gêrioù, un hollad meizadoù eo harpet gant pleustroù lies hag un dachenn studioù ledan. Ur skiant eo ivez ar gêraouzouriezh pa glask ar c'hêraozour kenfeuriñ muzulioù diazez ar savadurioù evit plegañ ouzh kudennoù an tolpadoù-tud. Sevel ur c'hoari kemplez etre ar frammoù fetis ha red an oberezhioù armerzhel eo ivez. Erfin, e tenn d'ar politikerezh p'eo lodenn pennoù ar gêrioù klevout alioù ar gêraozourien evit lakaat an annezidi da vevañ en ul lec'h emsavoc'h. Ar gêraozouriezh zo al labour studïañ, reguliñ, kontroliñ, ha planifïañ kêrioù bras. Ur skiant den apliket eo neuze, deuet da vezañ pouezhus-tre er bed a-vremañ gant e boblañs o kreskiñ hag o c'houlenn bevañ muioc'h-muiñ e kêr. Ar gêraozouriezh a ra war-dro ijinañ hag ingalAñ ar gêrioù vras. Setu ma vez neuze ar gêrsavouriezh un dachenn luziet a-walc'h ha lies-tachennel kenañ, o eskemm ingal gant an tisavouriezh, da gentañ-penn, gant aozadur an tiriadoù, gant an dizagn, ha gant ar politikerezh ivez dre m'eo ret da dud kirieg ar c'hêrioù bras, mar faot dezhe lakaat an dud da vevañ en ul lec'h aessoc'h, heuliañ alioù ar gêraozourien. Ret eo d'ar gêraozour en-em harpañ war gouiziegezhioù an ekologiezh, ar geologiezh, ar skiañtoù sokial, an douaroniezh ha sikañtoù all. Ar gêraozouriezh a c'hall bezañ publik (graet gant ar Stad pe gant e tolpadoù tiriadel), pe prevez (graet gant burevioù-studiañ, ar re-se o labourat dreist-holl evit ar gêraozañ publik, e-giz "maîtrise d'œuvre"). kêraozour: Ar gêraozer a rank bezañ arbennik war meur a dachennad neuze m'en deus c'hoant gellout aozañ ur c'hêr a feson.Diaes eo anavezout donn an holl dañvezioù a dostai eus tachenn ar gêrsavouriezh. Neuze labourat a ra ar gêraozour en ur strollad tud hag a stroll baregezhioù disheñvel: un douaroniour, ur sokiologour, un ekonomikour hag all, enni. Alies er c'humuniezhioù kumun e vez seurt strolladoù o labourat asambles. Pal ar gêraozour, berr-ha-berr, zo gwellaat ar vuhez e kêr. Labourat a ra evit kempenn a lec'hioù publik ha prevez, kenaozañ ar savadurioù, lodennañ an ekipamanchoù, ha dre-vras ingalañ stumm ar gêr-vras hag he rouedadoù. Istor ar gêraozouriezh Ar ger "urbanismo" a oa bet implijet evit ar wech kentañ gant an ijinour katalan Ildefons Cerdà pa oa ba-penn chantier brassaat Barcelona ba bloavezhioù 1860. Ba Frañs e anavezomp an termenadur-se abaoe 1910. Politikerezh Kêraozouriezh lb:Urbanismus pt:Urbanismo
1822
https://br.wikipedia.org/wiki/Teknik
Teknik
Un hentenn evit ober traou eo an teknik (diwar ar gresianeg Τεκνη). Talvezout a ra evit ar gouestoni a weler gant ar vicherourien oc'h ober labourioù-dorn, met ivez gant an hentennoù hag an doareoù-ober a vez kavet hag astennet gant an ijinerien. An teknik (dre astenn) a zo bet pouezus-tre e istor an Den p'en deus e lakaet d'ober araokadennoù evit bevañ gwelloc'h. Pep pobl he deus diorroet he zeknikoù dezhi hec'h-unan. Pleustret e vez gant an teknikoù evit an oberezhioù-mañ : Fardañ Delc'her e-ratre Mererezh Adaozañ Graet e vez teknologiezh eus un hollad teknikoù a gaver en un dachenn greantel nevez. An dachenn-se a c'hell diorren ha kreskiñ e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù. Skiantoù da dalvezout
1823
https://br.wikipedia.org/wiki/Diwan
Diwan
Diwan zo ur rouedad skolioù, kentañ derez hag eil derez, ma vez kelennet e brezhoneg. Kevredigezhel hervez lezenn c'hall ar 1añ a viz Gouere 1901, lik, digoust ha digor d'an holl ez eo ar skolioù Diwan. Krouet e voe ar c'hevarzhe hag, diouzhtu goude, ar skol gentañ e 1977. Ur c'hevredad kevredigezhioù eo pa vez meret pep skol, skolaj ha lise gant kevredigezhioù lec'hel. E Gwengolo 2016 e oa 47 skol, 6 skolaj hag ul lise, gant skoliad enno (4,4% a gresk er c'hentañ derez hag 1,6% en eil derez e-keñver ar bloaz a-raok). Kevredet eo an teir c'hevredigezh Dihun, Div Yezh ha Diwan a-benn diorren ar c'helenn e brezhoneg. Pal ar skolioù Diwan Dre ma chome diseblant politikerien Breizh ha re ar Stad C'hall ouzh dazont ar brezhoneg, ha dre ma ne oa lec'h ebet evitañ en deskadurezh c'hallek e voe krouet skolioù Diwan gant un dornad stourmerien, dezho bugale en oad da vont d'ar skol. Kaoz a oa bet eus Garm evel anv d'ar rouedad, met skeudenn ar blantennig o tont a-rez d'an douar a voe kavet gwelloc'h pa arouezie ar bromesa da reneveziñ implij ar brezhoneg gant ar remziadoù nevez. Istor An div skol gentañ e 1977 Reun an Ostiz (René L'Hostis), soner, ezel eus ar CGT hag eus an UDB, o welet ne oa lec'h ebet evit ar brezhoneg er reizhiad kelenn gall, a gendrec'has un dek bennak a familhoù, ar c'huzul-kêr hag ar senedour Alphonse Arzel da zigeriñ ur skol-vamm vrezhonek penn-da-benn. Pa oa aet un nebeud tud eus ar c'hevarzhe Skol an Emsav da arsellout ouzh ar skolioù Ikastola e euskareg e Bro-Euskadi er bloaz 1975 e voe aozet un emvod foran e sal liessportoù Gwitalmeze e Mae 1976. An daou brezegenner a voe Yann Trellu (o chom e Euskadi) ha Reun an Ostiz. Ne voe savet goulenn ebet gant an tregont bennak a dud, ken divoas e oa ur seurt embregenn hervez deskrivadur Pêr-Vari Mallegol (Pierre-Marie Mallégol). Hervez Reun an Ostiz e krogas un nebeud tud, hag eñ brouder anezho, da adneveziñ skol gozh Lambaol-Gwitalmeze en 1976 pa oa bet rakwelet bezañ prest e C'hwevrer 1977. Kinniget e voe krouiñ ur Greizenn evit ar vugale vihan da guzul ti-kêr Lambaol-Gwitalmeze d'an 21 a viz C'hwevrer 1977 hag e voe asantet feurmiñ al lec'h. Divizet e voe disklêriañ ar c'hevarzhe Diwan goude ur emvod gant kerent Kemper o sevel ur raktres ivez e penn Meurzh 1977. Gweltaz ar Fur, hag en doa kinniget an anv, a voe lakaet da brezidant, Anna-Vari Chapalain da sekretourez ha Reun an Ostiz da deñzorer. D'an 17 a viz Ebrel 1977 e oa bet disklêriet ar c'hevarzhe kreiz e prefeti Penn-ar-Bed. Divizet e voe ampellat raktres Lambaol, keit ha ma vo kavet ur sal-skol e Kemper. D'an 23 a viz Mae 1977 e voe digoret ar skol Diwan gentañ, ur skol-vamm gant 5 bugel hag ur mestr-skol, Denez Abernot enni. Staliet e voe ar skol e savadurioù foran ur skol a oa bet serret pemp bloaz kentoc'h, feurmet digant ar gumun adalek miz Kerzu 1976. Diorren ar rouedad Ar skol-vamm-se a voe savet diwar batrom skolioù kevredigezhel Europa : Gaelscoileanna Iwerzhon, Ikastolak Euskadi, Calandretas Okitania, La Bressola Katalonia, hag all. Un nebeud emvodoù etre tud kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha tud all a oa bet dalc'het er sizunvezhioù a-raok, an hini diwezhañ e Kastellin. Gweltaz ar Fur a voe dilennet da brezidant (betek 1980) ha war e lerc'h Reun an Ostiz betek 1986, ha da heul e voe tro Andrev Lavanant (André Lavanant), sekretour ar gevredigezh e 1980, teñzorer e 1981 ha 1982, ha prezidant eus 1983 betek 1989 hag eus 1991 betek 1997. Hiziv ez eo deuet ar gevredigezh Diwan Breizh da vezañ ur rouedad kelenn, enni skolioù-mamm, skolioù kentañ derez, skolajoù hag ul lise (e Karaez-Plougêr). Skolioù zo e 5 departamant Breizh, mui ur skol-vamm hag ur skol kentañ derez e Pariz. O klask tapout ur statud publik Hiriv an deiz (2008) emañ ar skolioù Diwan gant ur statud prevez, o vont en-dro gant yalc'hadoù an aozadurioù lec'hel ha skoazell tud. E 1972, ar programm boutin, sinet gant ar strollad sokialour, ar strollad komunour ha strolladoù all an tu kleiz a bromete : "Holl rannoù an deskadurezh diazez hag ul lodenn vras eus an deskadurezh peurbadus a vezo bodet en ur servij publik ha lik stag ouzh ministrerezh an Deskadurezh-Stad". En hevelep doare e kinnigas François Mitterrand, e-kerzh dilennadegoù prezidantel 1981, staliañ "ur servij bras foran unanet ha lik en Deskadurezh-Stad", pal hennezh o vezañ "degemer an holl skolioù hag o implijidi", ar pezh en defe degaset Diwan da vezañ ebarzhet en deskadurezh foran. Hogen ar raktres Savary "stag ouzh an darempredoù etre ar Stad, ar c'humunioù, an departamantoù, ar rannvroioù, hag ar skolioù prevez" a voe dilezet e 1984. Adalek 1983 avat e resevas ar gevredigezh skoazelloù digant ar Stad. E 1986 e voe sinet ur raktres ebarzhiñ 31 skolaer gant ministrerezh an Deskadurezh-Stad. Met buan a-walc'h e voe kavet abeg er raktres-se. E 1988 e voe sinet un emglev a lakae sklaer mont en-dro ar skolioù Diwan, perzh arc'hantel ar Stad, an aozadurioù lec'hel ha Rannvro Breizh. Diwar neuze e voe kemeret 10 skolaer e karg. E 1990, ur gevrat nevez sinet gant an Deskadurezh-Stad a gemeras e karg 51,5 post gant ar statud a vistri-skol gevratet. E 1993, un emglev frammañ a lakaas a-nevez kevrat 1990 e pleustr. Titlet e voe 3 skolaer da skolaerien foran, ha 6 all da renerien skol. Abaoe 1994 ez eus kevratoù kevredigezhel etre an Deskadurezh-Stad ha Diwan. D'an 28 a viz Mae 2001, maodiern an Deskadurezh Stad Jack Lang ha prezidant Diwan, Andrew Lincoln, a sinas e Roazhon ur feur-emglev evit tremen ar skolioù Diwan dindan statud foran, ha kement-se a-enep da Guzul uhelañ an Deskadurez-Stad (0 mouezh a-du, 32 a-enep, 8 neptu, 1 n'en deus ket mouezhiet). Sindikadoù skolaerien a yeas a-enep an emglev hag a c'houlennas digant ar C'huzul Stad e derriñ ; nac'het e voe an emglev gant hennezh war zigarez ma oa an hentenn dre soubidigezh implijet gant Diwan a-enep lezennoù ha bonreizh Bro-C'hall, war ziazezoù ar melladoù L. 121-3 ha L. 312-10 eus kod an Deskadurezh, ar mellad 1 eus lezenn ar 4 a viz Eost 1994 hag ar mellad 2 eus ar vonreizh, a voe kemmet da vare sinadur feur-emglev Maastricht : "Ar galleg eo yezh ar Republik". Prometet e oa bet d'ar mare-se ne vije ket implijet al lezenn a-enep ar yezhoù rannvroel. Herzel a reaa an diviz-se ouzh Diwan a vezañ degemeret en Deskadurezh foran, war abeg e zivyezhegezh dre e hentenn dre soubidigezh. Padal, n'ez a ket a-enep an deskadurezh divyezhek gant un deskadurezh kempouez en div yezh (par an eurvezhioù kelenn), evel ma 'z eo testeniekaet gant mennad an 12 a viz Mae 2003 : "Stag ouzh ar c'helenn divyezhek er yezhoù rannvroel, gant eurioù kelenn par, er skolioù hag er rannoù 'yezh rannvroel' er skolajoù hag el liseoù". Statud publik pe kevredigezhel ? E diabarzh Diwan ez voe enebiezhioù etre ar re a felle dezho e vefe staget Diwan ouzh an Deskadurezh foran, difennet gant Andrew Lincoln, a oa prezidant abaoe 1997, hag ar re a felle dezho derc'hel ur statud kevredigezhel. Abalamour d'an enebiezh diabarzh-se e roas kuzul-merañ Diwan e zilez d'ar 24 a viz Du 2002 e-kerzh ur vodadeg veur dreistordinal e Gwerliskin. Eno e voe taget politikerezh Andrew Lincoln. Teñzorer kozh ar gevredigezh, Michel Le Tallec, a oa e penn ar strollad Bodañ Diwan hag a enebe ouzh ar renerezh kozh, a voe dilennet d'ar 1 a viz Kerzu da brezidant Diwan gant burev ar gevredigezh. Skolioù brezhonek a-raok re Diwan Er bloavezhioù 1890 e talc'he ar gouarnamant gall da herzel ouzh implij ar yezhoù rannvroel en deskadurezh. Rebechet groñs e voe da lod mistri-skol terriñ ar reolenn zibleg "deskiñ e galleg nemetken" goude ma veze dic'hallek a-grenn ar vugale skoliataet. Daou esae sevel un deskadurezh vrezhonek zo bet renablet : e skol-Stad Plistin e 1940, ma oa ur c'hlasad 12 bugel gant ar mestr-skol Yann Kerlann ; e skol gristen Ploueg-ar-Mor e 1957, gant ar mestr-skol Armañs ar C'halvez. Kresk ar rouedad Ur skol-vamm hepken a oa da gentañ e 1977, savet war batrom skolioù damheñvel en Euskadi hag e Katalonia. Goude digeriñ meur a skol-vamm e voe krouet ar c'hentañ skol kentañ derez e 1980, ar c'hentañ skolaj e Brest e 1988 hag ar c'hentañ lise e 1994 er Releg-Kerhuon e-tal Brest. Stad ar rouedad skolioù Gwelet ivez Listenn skolioù Diwan Deiziadoù Ebrel 1977 : krouidigezh Diwan ; Gweltaz ar Fur evel kadoriad. Mae 1977 : kentañ klas skol-vamm, 5 bugel ennañ, krouet e Lambaol-Gwitalmeze ; Denez Abernot evel mestr-skol. Gwengolo 1977 : Digoret skol-vamm Diwan Kemper. Sellit ouzh Skol Diwan Kemper Gwengolo 1980 : Digoret ar c'hentañ klas kentañ derez e Treglonoù. Gwengolo 1988 : skolaj Diwan kentañ e Brest gant 8 skolajiad er 6 klas. Daou vloaz war-lerc'h e tilojas ar skolaj eus Brest d'ar Releg-Kerhuon. Gwengolo 1994 : Digoret lise Diwan kentañ er Releg-Kerhuon. Gwengolo 1995 : Krouet un eil skolaj e Plijidi en Aodoù-an-Arvor. Daou all a zeuas da heul, unan e Kemper hag unan all e Plañvour – hemañ a zilojas da Wened goude. Klasoù all, stag ent-melestradurel, zo bet digoret e Treglonoù ha kaset da Wiseni da heul. 1999 : Treuzlec'hiet lise Diwan Karaez e Karaez-Plougêr. Gwengolo 2006 : Digoret skolioù Diwan Louaneg hag ar Chapel-Nevez. D'ar mare-se e voe staliet ul lodenn eus klasoù Skolaj ar Releg-Kerhuon e Gwiseni. Here 2007 : Digoret Skol Diwan Kastellin. Gwengolo 2008 : Digoret [[Skolaj Diwan al Liger-Atlantel e Sant-Ervlan) ha skolioù Lokournan-Leon ha Magoer, e-kichen Roazhon. Gwengolo 2009 : Digoret skolioù Rianteg e Bro-Gwened ha Savenneg e Bro-Naoned. C'hwevrer 2010 : Disklêriadur Roc'h Diwan, font debarzhadur Diwan, e prefeti Penn-ar-Bed. Gwengolo 2010 : Digoret Skol Diwan Plogastell-Sant-Jermen e Kerne. Gwengolo 2012 : Digoret skolioù Skol Diwan Pornizh ha Skol Diwan Landivizio. Gwengolo 2013 : skolioù Boulvriag ha Felger. Serret eo skol Pornizh. Gwengolo 2015 : Digoret Skol Diwan ar Bont e Pontekroaz ; serret eo skol Diwan Pariz. Gwengolo 2016 : Digoret Skol Diwan Sant-Ervlan. Kerzu 2016 : Serret eo Skol Diwan Landivizio. Gwengolo 2016 : Digoret Skol Diwan Plougastell-Daoulaz. Gwengolo 2018 : Digoret Skol Diwan Plougerne Gwengolo 2020 : Trede skol Kemper. Serret eo skol Kistreberzh. Digoret Lise Diwan Gwened gant ar live 2vet. Gwengolo 2021 : Dilojet Skolaj-Lise Diwan Gwened e-barzh savadur kozh skolaj Montaigne adkempennet. Niver a skolidi Setu amañ taolennoù an niver a vugale er reizhiad Diwan er bloavezhioù-skol 2020-2021. Kentañ derez Diwan hag al levrioù Skolioù brezhonek estreget Diwan Estreget skolioù Diwan, n'eus ket a skolioù hollvrezhonek e Breizh. Bez' ez eus klasoù divyezhek avat : e Deskadurezh ar Stad c'hall, gwarezet gant ar gevredigezh Div Yezh, a vod tadoù ha mammoù ar c'hlasadoù-se ; en deskadurezh katolik, gwarezet gant ar gevredigezh Dihun Breizh. Enebourion Diwan Gant an aozadurioù L'Observatoire du Communautarisme ha Grand Orient de France e oa bet aozet un diviz e Sened Bro-C'hall d'ar 24 a viz Du 2006 , ma tistagas Françoise Morvan ur brezegenn a-enep Karta Europat ar yezhoù, hag a-enep difennerien ar yezhoù evel Diwan. Aozet e oa ar c'hendiviz un tamm a-raok ar voterezh er parlamant gall diwar-benn gwareziñ ar yezhoù bihan er vonreizh. Klask louzañ Diwan a vez graet gant lod tud war an Internet : gant Pierrick Le Guennec, danvez-kuzulier-kanton e Lannerstêr ; gant un nebeud wikipedourien c'hall : gwelit Critique des écoles Diwan. Jean-Luc Mélenchon, senedour ha kenaozer an diviz meneget uheloc'h, zo brudet e gomzoù enep Diwan hag ar brezhoneg. E 2001: Diwan, une école contraire à l'idéal laïqueE sened Bro-C'hall, d'an 13 a viz Mae 2008 : C'est une secte ! Agence Bretagne Presse Diwanet E 2004 e voe savet ur gevredigezh hervez lezenn 1901 hag a stroll ar skolidi bet e Diwan, Diwanet hec'h anv. Morgousket eo abaoe 2009. Darvoudoù Kendiviz diwar-benn "ar soubidigezh yezhel" e Landerne 2007. Ar Redadeg, war droad eus Naoned da Vrest hag alese da Garaez, en deizioù kentañ a Vae e 2008. Gouel 30 vloaz Diwan e 2008 e Karaez, pal ar Redadeg. Levrlennadur Pierre-Marie Mallégol, ...et les Bretons créèrent... Diwan, Yoran embanner, 2018.. Unan eus ar gerent gentañ. Fanny Chauffin, Diwan, quarante-ans déjà ! ur skol e brezhoneg, Fouenant, Yoran Embanner, 2017. Kelennerez e Diwan. Reun L'Hostis, Ar boled mean = Le boulet de pierre, Diwan du germe à la moisson ? , Landerne, Édipaj, 2008.. Istor krouidigezh Diwan kontet gant an eil prezidant. Jean-Charles Pérazzi, Diwan, Vingt-ans d'enthousiasme, de doute et d'espoir'', Coop Breizh, 1998. Liammoù diavez Lec'hienn ofisiel Diwan Breizh L'Ouest en mémoire (Ina) - Diwan: skolioù mamm e brezhoneg 1978 L'Ouest en mémoire (Ina) - Skolioù mamm Diwan e 1982 Notennoù ha daveennoù Diwan Deskadurezh e Breizh Deskadurezh vrezhonek Kevredigezhioù Breizh
1831
https://br.wikipedia.org/wiki/Charles%20Cros
Charles Cros
Ur barzh hag un ijinour gall e oa Charles Cros (Fabrezan, Aude, 1842 – Pariz, 1888). Me 'oar sevel gwerzioù peurbadel. An dud toud zo boemet gant ma mouezh o prezeg ken gwir. Ar skiant-dreist emaon fïer-sot da heritiñ, na brenfec'h ket anezhi, na gant toud arc'hant ho ped. Toud m'eus touchet : tan, merc'hed, avaloù ; Toud m'eus santet : goañv, nevez-hañv, hañv ; Toud m'eus kavet : mur ebet da ma harpañ. Met Chañs, lârit din eta : piv oc'h ? Diduët o welet dre gwer ma frenestr boutikoù, manegoù, trufoù, chekoù e-lerc'h eürusted a zo un unan heuilhet gant c'hwec'h zero. Souezhet - pa emaon kenkoulous hag ar roueion, an eskibion, ar goronaled hag ar reseverion jeneral - pas kaout doùr, heol, pasteked. Oberennoù Le Coffret de santal (1873) Le Fleuve (1874) Le Collier de griffes (1908), embannet goude e varv Ganedigezhioù 1842 Marvioù 1888 Barzhed c'hallek Meneger ar skrivagnerien Barzhed Frañs
1832
https://br.wikipedia.org/wiki/Drougsant
Drougsant
Dindan e furm ez eo an drougsant, a vez graet doug-Sant-Yann, droug-uhel hag epilepsiezh anezhañ ivez, ur c'hleñved-spered hêrezhel unan dleet da labezioù en empenn. Ober a ra e reuz dre c'hloazioù, reuted e tout an izili hag ur barr-krenañ er c'horf en e bezh, dianalañ, ur seurt eon e pleg ar muzelloù betek koll e anaoudegezh. Ur waskenn, ar gwall g-"kelhienn" a vez degouezhet alies a-raok kouezhañ e drougsant. Cheñch a ra temz-spered an den a-damm-da-damm, mil inervet bepred, tout an traoù a zo sammus evitañ, koll a ra un tamm deus e skiant. Ar bredvezeg alaman Ernst Kretschmer a soñje gantañ e c'hellje prouiñ ez eo techet tout ar gwielennoù (tud gant ur skeledenn fortus ha kaherek) hag ar re all distumm d’an drougsant. E-pad pell ha betek bremañ zoken e veze sellet ouzh an drougsant evel un droug “santel“ (hag alese e teu an anv brezhonek); gw.: Droug- , -Sant) peogwir e krog e-barzh an den klañv evel pa vije "kaset" ar c'hleñved gant an droukspered marteze pe ar speredoù santel, hag evit lod a-berzh Doue e-unan. Gant ar respet kemmesket gant aon rak ar c'hleñved e weler un dra all a-bouez ivez: tud dispar zo bet tapet gant an drougsant a-sort gant unan deus ar re vrudetañ deus an dud a ijin a oa gant an drougsant: Fyodor Dostoyevskiy. Met evel an darn-vuiañ deus ar re zo gant an drougsant e oa kentoc'h tapet gant an arziotaj, tost-tre an arouezioù deus outañ hag ur c'hleñved-embredel-rik. Daveoù ha notennoù Medisinerezh
1833
https://br.wikipedia.org/wiki/Ti-embann%20ar%20skolio%C3%B9
Ti-embann ar skolioù
Ti-embann ar skolioù pe Ti-embann ar skolioù brezhonek, berraet e TES, a zo un embanner brezhonek diazezet e Sant-Brieg (Aodoù-an-Arvor, Breizh). Krouet eo bet diwar un emglev politikel etre ar stad c'hall, Rannvro Breizh ha Departamantoù Breizh evit pourchas levrioù-skol pe dafar-kelenn a bep seurt all d'ar yaouankizoù a zo o teskiñ dre ar brezhoneg ha d'o c'helennerien. Kaset e vez al levrioù da bep skol vrezhonek eus an teir rouedad skolioù, Dihun (Deskadurezh katolik), Div yezh (Deskadurezh-Stad), Diwan Breizh (Deskadurezh meret gant kevredigezhioù) kevreet. En doare-skrivañ peurunvan eo embannet levrioù TES. Aozadur Ur rann eus Kreizenn-departamant an danvez kelenn (KDDK) Aodoù-an-Arvor eo TES. Dafar-kelenn bet embannet Levrioù-skol Pladennoù Sederomoù Fichennoù-kelenn Renerien Renet eo bet TES gant kelennerien eus an Deskadurezh-stad betek an deroù : Ronan Koadig François Louis Jean Le Clerc de la Herverie Kristof Nicolaz 2012-2017 Delphine Le Bras 2017 Liammoù diavaez Lec'hienn TES. Notennoù ha daveennoù Tier-embann brezhonek Deskadurezh vrezhonek TES
1835
https://br.wikipedia.org/wiki/Reizhskrivadur
Reizhskrivadur
Ar reizhskrivadur eo an holl reolennoù da seveniñ skritur ur yezh. Istor Peogwir emà ar yezhoù sistemoù kozh-tre, tradicionel-toud, oc'h evoluiñ war meur à b-plan (ar semantik, an distagadur, ar skritur), ne vez ked gante reolennoù ken lojik. Ha peogwir emaint deçantralised, ne vezont ked aes da gontroliñ. Dibaod mà hall aotorite-ebed reüssissiñ da lakaad reolennoù da vud aksepted gant an oll ; n'eus ked med un deskadurezh unik ken a vez gouest da skignañ ur « reolenn ». (Ha war-lerc'h, neb essae ewid chanch netrà, na pa vefe ewid normalisañ traou, na pa vefe un araokadur, en-em stok ordin deuzh ar norm embouded, ha deuzh boasioù (fall) an dud...) Ar skriturioù so bed reizhed tamm-ha-tamm a-hed ar c'hantvejoù, buannoc'h e-barzh serten yezhoù. Hiziw an deiz, e vez skrived gant reolennoù, ferm pe fermoc'h, toud ar yezhioù bras. Pa tà ur yezh brassoc'h eged un dialekt pe ur yezh rejional, pa tà da vud skrived gant bern tud, emaer forsed da en-em renkañ war un norm, ewid d'ar skridoù bud aessoc'h da zigriptiñ, ar geriadurioù founussoc'h da implij... Med an darn vrassañ deus yezhoù ar bed ne vezont ked skrived tamm, ewid lâred : n'eo ked bed red sevel ur reizhskrivadur ewite. Socio-psikoloji an ortograf Pa vez droch ur sistem-ortograf (heni ar galleg a so, da skouer) e vez gwraed « siañs an asennoù » deusoutañ, peogwir emà ur deskamant e-lec'h e vez desked traou faoss ken alïes ha traou gwir (skriviñ « charrette » mes « chariot », « événement » pa zistager « évènement »...). Pa en-em vank un den e-barzh ar reizhskrivadur e vez komsed memestrà deus « des fautes d'orthographe » - ur « faute » a so tost da vud ur pec'hed en galleg. E-pad pell eo bed un ortograf reizh ur sin lar un den oa desked. Desked ? pe sentus da reolennoù ? An ortograf a so e-gis un dilhad : ar c'hentañ tra e weler deus un den. Penaos e vez reizhed ur skrivadur Ewid sevel un ortograf, ez eus daou hent (dre vras) : heuilañ ar fonetik : skriviñ evel e vez komsed. Skriturioù an italian, ar spagnoleg, ar serb, ar suomi, ar bahasa Indonezia, a so kentoc'h fonetik. heuilañ an etimoloji. Meur à reson a vez da gemer un ortograf etimolojik : Re luzied eo ar yezh ewid bud skrived fonetikamant (en galleg da skouer, e vez distaged ar ger "dont" a-wezhoù /dõ/ a-wezhoù /dõt/, mes an "t" vez merked bewezh, ewid reiñ d'ar ger ur visaj unik) Homofonoù a zegouez alïes (ar galleg ur wezhiad muioc'h : « au, aux, ô, hauts, os, aulx, oh, eau, eaux »... hag ur bern reoù all) Ar yezh so dialektised : an etimoloji vo neuse ur mod da lakaad an dud akord... An dud e faot deze diskouez emà ou yezh o toned deus ur yezh bruded (an dra-se so bed pec'hed ar galleg e-pad ar 15ved kantved surtoud : diskouez e teue deus ar latin) ; ouzhpenn-se, e vez aessoc'h da tud a anaveze ur yezh kar kompren ur yezh sort-se dre lenn... Skritur ar saosneg a so etimolojik tre. Setu ne haller divinañ distagadur ur ger deus é skritur, nà vice versa. Skritur an alamanteg a so hanter-fonetik hanter-etimolojik. Kals reformoù o-deus fonetised anezi kals ; mes ar gerioù newez-gemered deus ar saosneg, ne vez ked jermanised ou skritur mui. Kaved so bed lar gant yezhoù skrived fonetikamant e vez nebeutoc'h à z-disleksi, ha lar ar vugale a zesk skriviñ buannoc'h. Doareoù-skrivañ
1836
https://br.wikipedia.org/wiki/Trompilh
Trompilh
Bez' e c'hell bezañ un drompilh : An drompilh, un benveg-seniñ dezhan stumm ur c'han e kouevr oc'h ober un droidell gant ur penn digor-frank hag un all strizh evit ma c'hwezhfe ar soner. Dre hevelebiezh, e vez graet trompilh eus an organ hir a weler gant an olifantideien, an olifanted en o zouez, dezho da gemer pe da sunañ traoù. Dre hevelebiezh e vez graet trompilhoù eus traoù all dezho ur stumm heñvel pe damheñvel. trompilhoù Falloppio trompilhoù-skouarn, gwelout skouarn
1838
https://br.wikipedia.org/wiki/Trompilh%20%28sonerezh%29
Trompilh (sonerezh)
Ur benveg-seniñ e kouevr eo an drompilh dezhi ur founilh ledan en ur penn hag un toullig er penn all evit ma c'houezh ar soner e-barzh. Stumm ur c'han droidellet a zo ganti. C'hwec'h ribouler evit chañch an tonioù a vez lakaet warni. Binvioù-seniñ dre c'hwezh
1844
https://br.wikipedia.org/wiki/Umlaut
Umlaut
An umlaut a zo ur sin diakritek eus al lizherenneg latin hag a ziskouez evel daou boent a-us ur vogalenn. Hañval eo ouzh an trema... ä ö ü Doareoù-skrivañ Lizherenneg latin Arouezioù diforc'hañ
1847
https://br.wikipedia.org/wiki/Simbolo%C3%B9%20SAMPA%20brezhoneg
Simboloù SAMPA brezhoneg
An daolenn-mañ a ziskouez un nebeud arouezennoù SAMPA a c'heller ober gante evit treuzskrivañ fonetik ar brezhoneg. Urzhiataerezh Brezhoneg SAMPA
1849
https://br.wikipedia.org/wiki/Tonenn%20%28yezhoniezh%29
Tonenn (yezhoniezh)
Pa vez implijet elfennoù a denn da uhelded ar yezh (saoz. pitch) gant ur yezh bennaket evit ober an diforc'h nemetañ etre gerioù disheñvel e vez graet un donenn anezhañ. Daoust ha ma vez implijet an ton, d.l.e. kemmoù hervez uhelded ar vouezh, gant holl yezhoù ar bed evit pouezañ war un elfenn resis, hag all, n'eo ket gant an an holl yezhoù avat e vez implijet an ton a seurt-se evit ober an diforc'h etre gerioù gante bep ur ster disheñvel. Pa dalvez tonioù ar vouezh d'ober an diforc'h etre gerioù a vefe heñvel-poch an eil diouzh egile e vez graet tonemoù (saoz. toneme) oute (Kv. fonem). Daoust ha ma'z eo gwir ne ra ket an darn vrasañ eus yezhoù Europa gant seurt tonennoù, ken gwir all ez eo avat ma vezont implijet gant an darn vrasañ eus ar yezhoù all dre ar bed-holl, en o zouez ar re a vez graet ar muiañ gante evel ar sinaeg. Yezhoù gant tonennoù Implijet e vez tonennoù gant an darn vrasañ eus ar yezhoù er familh sinaek-tibetek, en o zouez ar sinaeg putonghua (pe 'mandarineg'), ar c'hantoneg pe c'hoazh an tibeteg. Gant lod all, koulskoude, ne vez ket implijet seurt tonennoù, sur-mat abalamour da levezon yezhoù all warne, d.s. an newareg kaozeet e Nepal. Kavet e vez yezhoù gant tonennoù e meur a familh yezh all, da skouer : An darn vrasañ eus ar yezhoù er familh aostrez-aziatek, d.s. ar vietnameg. Ar yezhoù er familh taiek-kadaiek, d.s an taieg (pe 'thai'). Ar familh yezhoù miaoek-yaoek Meur a yezh afrez-asiatek, d.s. an haousaeg An dran vrasañ eus ar yezhoù nijerek-kongoek, d.s. ar wolofeg, ar peuleg, ar yoroubeg An holl yezhoù koiek-sanek. Ar yezhoù atabaskek, d.s. an navac'hoeg Peurliesañ ne vez ket implijet tonnoù gant ar yezhoù er familh aostronezek, d.s. ar yezhoù malayeg-indonezeg na gant ar yezhoù polinezek evel ar vitieg (pe 'fidjieg'). Daoust hag e vez lâret aliesik a-walc'h e vez implijet tonenoù gant un nebeud yezhoù indezeuropek evel al lituaneg, ar sloveneg, ar serbeg, ar c'hroateg, e gwirionez ez eo kentoc'h uhelder ar vouezh a cheñch ha n'eo ket tonennoù-rik ez eo a vez implijet gant ar re se. Diouzh an tu all avat e vez implijet tonennoù gwirionoc'h gant ar svedeg hag an norvegeg. Skouerioù Setu un nebeud skouerioù eeun evit diskwel mont-en-dro an tonennoù er sinaeg (pe kentoc'h putonghua). Pemp tonenn disheñvel (o kontañ an donennn mann) zo hag a c'hall bezañ implijet evit ober an diforc'h etre gerioù a vefe heñvel-poch a-hend-all. Setu an tonennoù: Hir, uhel, plaen: notennet ā; War-gresk betek tizhout uhelder an donenn gentañ: notennet á; Disgreskiñ un tamm bihan a-raok adpignat betek live-kregiñ an eil donenn: notennet ǎ; War-gouezhañ o kregiñ e live an donenn gentañ hag o kouezhañ betek dindan live kregiñ an eil tonenn: notennet à An donenn mann (pe tonenn skañv 輕聲). Uhelder ha stumm ar donenn-mañ a zeu diwar an tonennoù war he zro. A-wechoù notennet gant ur ront (·). Setu penaos e vez implijet an tonennoù evit ober an diforc'h etre silabennoù ha neuze etre gerioù damheñvel: "mā" 'mamm' "má" 'kouarc'h' "mǎ" 'marc'h' "mà" "gourdrouz" "ma" (hep tonenn) 'rannig goulennata' Ur frazenn oc'h implijout an holl gerioù a-is: 媽媽罵馬的麻嗎?" "Daoust ha m'emañ mamm o c'hourdrouz kouarc'h ar marc'h?" Bez' e c'hell an tonennoù en em levezonin an eil hag eben hervez reolennoù luziet pe luzietoc'h anvet sandhi tonennoù. Sonliv ha keflusk Dre vras e c'heller isrannañ ar yezhoù a ra gant tonennoù etre sistemoù o tennañ d'ar sonliv (saoz. 'register') pe d'ar c'heflusk (saoz. 'contour'). Tonennoù diazezet war gefluskoù: n'eo ket uhelder ar vouezh a gont nemetken, met an doare ma pign ha ma kouezh, d.s. ar sinaeg. Tonennoù diazezet war sonlivioù: Amañ ne gont nemet uhelder hag izelder ar vouezh, d.s. ar yezhoù bantouek (pe 'ntu'). Gwelit ivez: Tonenn distag Sandhi tonennel Skeuliadur tonennel Diskennred Rez Fonetik ha fonologiezh
1851
https://br.wikipedia.org/wiki/Kevre%20Keltiek
Kevre Keltiek
Un aozadur nann-gouarnamantel etrebroadel eo ar C'hevre keltiek. Palioù ar C'hevre keltiek Pal pennañ ar C'hevre keltiek, hag eñ un aozadur etrebroadel, a zo bezañ un harp d'ar stourmoù a ren ar c'hwec'h broad keltiek evit gwareziñ pe gounit o frankizoù politikel, sevenadurel, sokial hag armerzhel. Evit-se e klask ar C'hevre: Reiñ lañs d'ar c'henlabour etre ar pobloù keltiek Lakaat anezho da vezañ emskiant eus al liammoù hag ar c'hengred dispar zo etrezo Degas muioc'h a vrud d'o stourmoù broadel ha d'an disoc'hoù bet tizhet er bed a-bezh Kabaliñ evit ma vo staliet un aozadur ofisial etre ar broadoù keltiek ur wech ma vo emren unan pe ziv anezho Bountañ evit ma vo implijet madoù ar broioù keltiek evit gounid o fobloù. Aozadur ar C'hevre keltiek Digor eo ar C'hevre Keltiek d'an holl dud eus ar broioù keltiek a sav a-du gant ar palioù displeget a-us. Bodet eo an izili e 6 skourr broadel hag ur skourr etrebroadel. Bep bloaz, e-pad ar vodadeg veur, e vez dilennet an dud zo er c'huzul-ren. Skrivagnerien veur ar C'hevre Keltiek Alan Heusaff: (1961-84) Bernard Moffat: (1984-88) Davyth Fear: (1988-90) Séamas Ó Coileáin†: (1990-91) Bernard Moffat: (1991-2006) Rhisiart Tal-e-bot: (2006 - bremañ) Pennskrivagnerien Carn (savet e 1973) Frang MacThòmais: (1973-74) Padraig Ó Snodaigh: (1974-77) Cathal Ó Luain: (1977-81) Pedyr Pryor: (1981-84) Patricia Bridson: (1984 - 2013) Rhisiart Tal-e-bot: (2013 – bremañ) Liammoù diavaez Lec'hienn ar C'hevre Keltiek Aozadurioù etrebroadel Broioù keltiek
1852
https://br.wikipedia.org/wiki/Apostazia
Apostazia
An apostazia (diwar an henc'hresianeg απο: "er-maez " ha στασις: "en em lakaat") a dalvez kement ha nac'hañ ur relijion bennaket gant unan a oa bet ezel eus ar relijion-se. Hervez an Iliz katolik e talvez da apostazia nac'h kaout feiz e Jezuz evit unan bennaket bet badezet. Rak pa vez badezet ur bugel e teu hennezh da vezañ war-eeun ezel eus an Iliz Katolik daoust dezhañ chom hep kompren tezennoù an Iliz ha daoust dezhañ chom hep gallout dibab bezañ badezet pe get. Sañset, hervez lezennoù an Iliz, e c'hell n'eus forzh piv a oa bet badezet apostazañ pa vez tizhet gantañ 18 vloaz mar fell dezhañ. Strolladoù zo, evel dreist-holl al luskadoù evit difenn gwirioù an heñvelreizhourion pe c'hoazh ar re a sav a-du gant al laikelezh, a implij an apostazia evit stourm evit gwir pep hini da choaz ar pezh a fell dezhañ krediñ hag an doareoù da vevañ er gevredigezh. A-wechoù e vez implijet an apostazia ivez pa vez cheñchet relijion gant unan bennaket evit diskwel ne gred ket ken enni met kentoc'h er relijion nevez-dibabet gantañ. Gwechall hag hiziv c'hoazh a-wechoù hervez ar relijionoù hag al lec'hioù ez eo an apostazia un doare pec'hed a c'hell bezañ kastizet gant ar marv. Relijion Ideologiezhioù
1853
https://br.wikipedia.org/wiki/Maoouriezh
Maoouriezh
Ar vaoouriezh pe kentoc'h Preder Mao Zedong (毛泽东思想) a zo un ideologiezh bet diorroet en XXvet kantved gant Mao Zedong pa oa e penn Republik Poblek Sina (Bro-Sina). Un ideologiezh komumour an hini eo, savet ez-resis war diazezoù ar varksouriezh-leninouriezh en ur ouzhpennañ kredennoù ispisial bet ijinet gant ar Prezidant Mao. Politikerezh ofisiel Strollad Komunour Bro-Sina eo c'hoazh ha daoust m'eo bet cheñchet kalz abaoe ma krogas Deng Xiaoping gant e labour reformiñ e 1978 hag an darn vrasañ eus ar vaoourien dre ar bed a gav dezhe ez eo faos lâret ez eo Sina ur vro gomunour anezhi hiziv. Tezennoù ar vaoouriezh Hervez tezennoù ar varksouriezh-leninouriezh a-gent e oa ar proletariezh a veve er c'hêrioù hag a laboure er c'hreanterezh an hini a ranke boutañ war-raok an dispac'h. Ar vaoouriezh avat a lakaas ar beizanted da vezañ unan eus ar renkadoù sokial a ranke bezañ e penn an dispac'h rak ar muiañ-niver e oant e Sina ha ne oa ket posupl tizhet o fal hep kontañ gante. Hervez ar vaoouriezh ez eo ret kevodañ ar beizanted en ur heñchañ anezhe en ur lakaat anezhe da anaout ha da gompren tezennoù politikel reizh. Evit Mao e oa ken pouezus diorroiñ al labourerezh-douar hag an dud a veve war ar maez hag ar c'hreanterezh hag an dud a veve er c'hêrioù. Unan eus diforc'hioù pennañ ar vaoouriezh e-keñver an darn vrasañ eus an tezennoù politikel all, hag ivez ar gomunourien, eo ar fed ma vez liammet ganti he zezennoù politikel gant un toullad tezennoù milourel. Hervez ar vaoouriezh neuze ez eo ret aloubiñ ar galloud dre implij an armoù hag ar beizanted a deuy ar maout gante dre kregiñ gant brezel ar bobl. Kaset e vez da benn ar stourm-se e teir fazenn : Kevodañ hag aozañ ar beizanted; Bezañ trec'h war lec'hioù er vro ha lakaat ar brezelig da genlabourat en un doare strishoc'h-strishañ; Pa vez tu, kregiñ gant ur stourm a denn kentoc'h d'ur brezel diabarzh penn-da-benn. Pouezus-tre eo evit ar vaoouriezh gallout kevodañ ar bobl evit kas da-benn an dispac'h hag ivez ar sevel labouradegoù emren bihan e pep kêriadenn. Evel-se, dre lakaat ar galloud milourel ha greantel war-eeun etre daouarn ar bobl ez eo aezetoc'h difenn terc'hoù an dispac'h rak ar riskloù a sav re alies diwar sistemoù kreizennet. Un diforc'h pennañ etre ar vaoouriezh ha teoriennoù komunour pennañ all a zo ar fed ma kred ar vaoourien e kendalc'h ar stourm etre ar renkadoù kevredel keit ha ma pad maread ar sokialouriezh. Da lâret eo, goude ma'z eo bet tapout ar galloud gant ar bobl da heul an dispac'h e c'hellfe ar vourc'hizion dont a-benn da adtapout ar galloud hag adstaliañ ar gapitalouriezh e lec'h ar sokialouriezh. Just a-walc'h, unan eus abegoù pennañ an Dispac'h Sevenadurel e oa klask difenn diouzh an izili e-barzh ar Strollad Komunour hag a save a-du gant tezennoù dehour da dapout ar galloud. Istor ar vaoouriezh Daoust ha m'he doa ar vaoouriezh c'hoariet ur roll a-bouez-tre o kas ar gomunourion d'an trec'h e Sina, etre 1949 pa oe savet ar Republik Poblek betek fin ar bloavezhioù 50 ez eo ar gomunouriezh soviedel an hini a veze lakaet e pleustr ez-ofisiel gant gouarnamant Sina. Evit ar wech kentañ e tiskrogas Mao diouzh an doare-ober soviedel Mao pa grogas gant al Lamm Meur War-raok e 1959. War-lerc'h ez eas an traoù war drenkaat etre an div vro pa tisklêrias Mao e oa bet restaolet ar gapitalouriezh en Unaniezh Soviedel dindan beli Nikita C'hrouchtchov. Ledanoc'h-ledanañ e teuas an dizemglev da vezañ e-touez an holl vroioù komunour hag etre ar gomunourion er broioù kapitalour ivez betek ma voe disklêriet an disparti en un doare ofisiel etre Sina hag an Unaniezh Soviedel e 1961-63. Ne oa er bed a-bezh nemet tri strollad a soutenas Sina: hini Albania, hini Indonezia hag hini Zeland-Nevez. Er broioù all e-lec'h ma'z eas ar maout gant ar strolladoù a save a-du gant an Unaniezh Soviedel, ar re a soutene politikerezh ha tezennoù Mao ez eas kuit pe a oa bet skarzhet Ar re-se, buan-tre anavezet evel "maoourion", a savas strolladoù marksour-leninour bihan pe bihanoc'h harpet gant Sina. Distrujet e oa bet Strollad Komunour Indonezia, a-du gant tezennoù Mao, goude an taol bet gounezet gant an arme er vro-se ha Strollad Labour Albania a lakaas fin d'al liammoù gant Sina goude marv Mao. A-bouez-tre e oa bet al luskadoù hag ar strolladoù maoour e meur a vro da vare ar stourm a-enep d'ar brezel e Viet-Nam er bloavezhioù 60s. E meur a vro en Trede Bed hiziv c'hoazh e lec'h ma'z eus ur stourm armet e vez kavet ur strollad maoour en e bed alies a-walc'h evel en India, e Perou, e Nepal pe c'hoazh e Turkia. E 1969 e voe disklêriet an Dispac'h Sevenadurel. Mervel a reas Mao Zedong e 1976. War e lerc'h e teuas Deng Xiaoping hag a laoskas a-gostez ar vaoouriezh. Ar vaoouriezh goude marv Mao Goude marv Mao Zedong e oa bet lakaat fin d'an Dispac'h Sevenadurel gant ar rejim ha bac'het ar re e penn ar Strollad Komunour a save a-du gantañ anvet Bandennad ar Pevar). Pouezus-tre e oa ar strolladoù maoour, hag ivez ar re varksour-leninour nann-maoour, da vare miz Mae 68 er Stad C'hall, ha brudet-tre e oa bet ar gelaouenn vaoour skoazellet gant Jean-Paul Sartre La Cause du Peuple. Er bloavezhioù 1970 e teuas war wel ur strolladig maoour a stourme gant an armoù e Japan anvet Darnad an Arme Ruz. Er bloavezhioù 1980 unan eus ar strolladoù maoour pennañ er bed a oa o stourm gant an armoù a-enep d'ar gapitalouriezh en em gave e Perou, anvet a-wechoù ivez an Hent Lugernus (spagnoleg Sendero Luminoso). Penn ar strollad komunour-se, Abimaël Guzman, anavezet evel «el Presidente Gonzalo» a oa bet tapet gant an arme ha kaset d'an toull-bac'h e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990. Met daoust da se ez eo bev c'hoazh Strollad Komunour Perou. E penn-kentañ ar 21vet kantved ez eo Strollad Kumounour Nepal (Maoour) ar strollad maoour brudetañ abalamour d'ar stourm emañ o kas da benn dre ar vro-se. Strolladour maoour all a vez kavet dre ar bed a-bezh c'hoazh, kement (ha marteze dreist-holl) en Trede Bed, da skouer en India e-lec'h ma'z eus meur a hini, hag ar C'hentañ Bed evel er Frañs, e Belgia hag en Alamagn pe c'hoazh e Zeland-Nevez hag ar Stadoù Unanet. Kreñv.-tre ez eo an ideologiezh maoour ivez e Turkia. Peurliesañ e vez stourmet gant an armoù gant ar strolladoù maoour en Trede Bed, met pas gant ar re er C'hentañ Bed. Notenn: Ret eo anzav ivez e oa bet implijet an termenoù Kentañ Bed, Eil Bed ha Trede Bed gant Mao hag unan eus an diforc'hioù pennañ eo Tezenn an Tri Bed etre ar re a difenn ar vaoouriezh hag ar re a difenn ar varksouriezh-leninouriezh rik da vare an disparti ideologel etre Sina hag Albania. Liammoù Leftist Parties of the World Un toullad liammoù a gas da bep strollad maoour ha marksour-leninour gantañ ul lec'hienn war ar wiadenn dre ar bed a-bezh (e saozneg). Gwelet ivez Mao Zedong Tu kleiz pellañ Komunouriezh Marksouriezh-leninouriezh Enver Hoxha Dispac'h Sevenadurel Ideologiezhioù Komunouriezh Politikerezh Sina Marksouriezh-Leninouriezh Maoouriezh
1862
https://br.wikipedia.org/wiki/Astureg
Astureg
Ur yezh romanek eus is-skourr ar yezhoù asturek-leonek eo an astureg, pe asturianeg (asturianu er yezh-se end-eeun). Komzet e vez e Priñselezh Asturiez, pe Bro-Astur, hag en hanternoz León, e kornôg Kantabria hag e Miranda de Douro e Portugal ma'z eo anvet mirandes e yezh ar vro. Anvet eo bable ("trefoedaj", "brizhyezh") en Asturiez, ma n'eo ket ofisiel. Peurvuiañ ec'h anavezer teir rannyezh pennañ : hini ar c'hornôg, an hini dostañ d'ar galizeg ; hini ar reter, tostoc'h d'ar spagnoleg ; hini kreiz ar vro, he deus servijet da ziazez evit ar yezh skouer. Un 300 000 a dud a gomz astureg hiziv an deiz, ha war-dro 5000 a ra gant ar rannyezh virandek. Notennoù Meneger yezhoù ar bed Asturianeg Yezhoù Spagn
1867
https://br.wikipedia.org/wiki/Jakez%20Riou
Jakez Riou
Ur skrivagner brezhonek eo Jakez Riou (Jacques Yves Marie Riou). Ganet e oa e kêriadenn Kerwazh (Kervoas) e Lotei d'ar 1añ a viz Mae 1899. Marvet e oa d'n oad a 37 vloaz d'ar 14 a viz Genver 1937 e Kastell-Briant (Bro-Naoned). Buhez Pa oa daouzek vloaz e oa bet kaset da skolaj Hondarribia en Euskadi. Daou grennard all a oa gantañ, Youenn Drezen ha Jakez Kerrien, a oa bet merzet gant beleien o farrez dre ma oa danvez beleien enno. Skrivagnerien vrezhonek eo deuet da vezañ an tri anezho. Mont a reas goude, e 1916, da gloerdi bihan Kalon sakr Pikpus e Miranda Ebro, proviñs Burgos, e Spagn ha distreiñ da Vreizh e miz Ebrel 1918 ; seizh vloaz e oa chomet pell diouzh e vro. Mont a reas d'ober e goñje hag e pakas ur red-korf hag ur seurt droug-skevent en Elzas. Pa zistroas eus e goñje ez eas da lojañ e ti e c'hoar e Lokmaria-Berrien (Kerne-Uhel). Embann a reas istorioù ha kontadennoù er c'hazetennoù Buhez Breiz, renet gant Pêr Mokaer, Le Courrier du Finistère, renet gant Kaourintin an Ourz, ha Gwalarn, renet gant Roparz Hemon, hag e 1928 e skrivas e bennoberenn « Geotenn ar Werc'hez », a voe adembannet el levr anvet Geotenn ar Werc'hez e 1934. Oberoù Ar Morskouled (danevell) Buhez Breiz 1923 Ar Manac'h Mogn (danevell) Buhez Breiz 1924 Lizer an hini Maro (danevell) Le Courrier du Finistère 1924 Geotenn ar Werc'hez (Danevell) Gwalarn Nn 13 1928 Ur Barr-Avel (danevell) Gwalarn Nn 14 1928 Prometheus ereet (danevell) Gwalarn Nn 15 1928 (e koun Jorj Robin) An Tousegi (barzhoneg) Gwalarn Nn 15 1928 Ar Balafenned gwenn (barzhoneg) Gwalarn Nn 15 1928 Gorsedd digor (pezh-c'hoari) Gwalarn Nn 16 1928 (skeudennaouet gant Michel Mohrt oadet a 14 vloaz) Introibo (barzhoneg) Gwalarn Nn 16 1928 Yun (danevell) Gwalarn Nn 17 1929 Mona (danevell) Gwalarn Nn 18 1929 Balafenn (barzhoneg) Gwalarn Nn 19 1929 Gouel ar Sakramant (danevell) Gwalarn Nn 20 1929 An ti Satanazet (romantig) Le Courrier du Finistère 1930-1931 Serr-noz (barzhoneg) Gwalarn Nn 29 1931 Ar Feunteun zu (barzhoneg) Gwalarn Nn 66 1934 Ar Run-Heol (danevell) Gwalarn Nn 70 1934 Anna Tregidi (barzhoneg) Gwalarn Nn 70 1934 Ar goulenn (barzhoneg) Gwalarn Nn 70 1934 Lan, embanner al ludu (danevell) Gwalarn Nn 110-111 1938 Arnev (danevell) Gwalarn Nn 110-111 1938 Tan war c'horre Kemenez (danevell) Gwalarn Nn 132 1941 Pec'hed marvel Gregor Kogan (danevell) Gwalarn Nn 132 1941 Nomenoe-Oe ! (pezh-c'hoari), Embannadur Skrid ha skeudenn, Skeudennaouiñ gant Pierre Péron, 1941 (ISBN 2867750458) Dogan (pezh-c'hoari) Skrid ha Skeudenn 1943 Heol (barzhoneg) Al Liamm 1954 Troidigezhioù Troiou kamm Alanig al louarn , troidigezh e komz-plaen eus Reineke Fuchs J. W. von Goethe (1794), Le Courrier du Finistère, 1929-1930. Torfed ar frer Juniper, troet diwar Herri Ghéon (Henri Vangeon), in Pemp pezh-c'hoari berr (pezh-c'hoari) Skridoù Breizh, 1944 Adembannadurioù Lizher an hini marv, Emglev Sant Iltud 1925 Geotenn ar Werc'hez (danevelloù) Skrid ha Skeudenn 1934 Troioù-kamm Alanig al Louarn, Gwalarn Nn 89 1936 ha Gwalarn Nn 97 1936, skeudennaouet gant Pêr Peron An ti Satanazet, Skridoù Breizh 1944 Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957 Nominoe-Oe !, Aber, 2010 Dogan', Aber, 2010 Gorsedd-Digor, Aber, 2010 An ti satanazet, An Alarc'h Troioù-kamm Alanig al louarn'', An Alarc'h, 2011, tresadennoù gant Maël Verot Hêrezh Anv Jakez Riou a zo bet roet da Skolaj Diwan Kemper. Meur a straed zo e Breizh dezho anv Jakez Riou : Brest, Kemper, Douarnenez, ar C'hastell-Nevez, Lotei, Plouzeniel. Notennoù Ganedigezhioù 1899 Marvioù 1937 Lennegezh vrezhonek Skrivagnerien Breizh Skrivagnerien vrezhonek Skrivagnerien vrezhonek ar Courrier du Finistère Emsaverien Breizh Meneger ar skrivagnerien Jakez Riou Tud marvet gant an dorzhellegezh
1870
https://br.wikipedia.org/wiki/Marc%27h-houarn
Marc'h-houarn
Ar marc'h-houarn (pe marc'hig-houarn, pe bisiklet, pe belo zo un ardivink, anezhañ ur framm dir pe garbon ha divrod outañ peurvuiañ (met un ardivink unrodek, teirrodek, pe bederrodek e c'hall bezañ ivez a-wechoù), a vez kaset war-raok dre nerzh an den a zo warnañ hag a bouez gant e dreid war troadikelloù da lakaat ar rodoù da dreiñ. Dre fent e vez lavaret "marc'h-gaol" ha "marc'h-treut" a-wechoù. A bep seurt marc'hoù-houarn a zo, ha marc'hhouarnerezh a reer eus ar mont war varc'h-houarn, a zo un doare da emzezougen, hag ur sport ivez gant redadegoù. An ardivink E deroù an ez eo deuet an ardivink war wel en Europa. N'eo ket en 1790 na gant Mede de Sivrac (un den ganet e faltazi ur c'hazetenner broadelour gall) e voe ijinet ar c'hentañ marc'h-houarn, hogen gant un Alaman. E 1817 e voe ijinet, gant an ijinour Karl Drais (1785-1851), ur mekanik koad, div rod dezhañ, hag ac'h ae en-dro gant an treid un den. Abaoe dibenn an XIXvet kantved ez a en-dro gant ur chadenn ha troadikelloù. Tizh Dre voaz ez a un den ordinal etre 16 ha 32 km an eur. Gant ur marc'h-houarn reder ez aio ur reder gourdonet-mat betek 50 km an eur war ar plaen, e-pad un herrad berr. Ar buanañ a zo bet gwelet war ar plaen a zo bet gant Sam Whittingham e 2008, en deus graet 132,5 km an eur war ur marc'h-houarn aerodinamek, ur rekord bedel. Teir pe beder gwech buanoc'h eget war droad ez eer war varc'h-houarn. Efedoù Yec'hed Dre ma ra droug d'ar yec'hed chom hep fiñval e ra vad bale war varc'h-houarn, daoust ma n'eo ket kenkoulz ha kerzhout, a vez lavaret alies. N'eo ket ken start ha redek, ha vad a ra d'ar galon. Erbedet eo gant an OMS ha Komision Europa evit stourm ouzh ar rebouez. En Izelvroioù eo ul labourer diwar dri hag a ya bemdez d'e zevezh war varc'h-houarn, hag ar re-se ne vezont ket klañv ken alies hag ar re all. Ouzhpenn-se n'eo ket ur benveg dañjerus evel ar c'harr-tan. Disaotr Nebeut a energiezh a ya da ober ur marc'h-houarn, e-skoaz ur c'harr-tan, nebeutoc'h c'hoazh a vez devet ouzh e implij (dister a-walc'h eo ar "roud ekologel" laosket gantañ, evel a vez lavaret), nebeut a lec'h a ya gantañ. Notennoù Pennadoù kar Draiser Longjohn Marc'h-houarn a-blaen Marc'h-houarn Treuz Bro (MTB) Rickshaw Marc'hoù-houarn
1874
https://br.wikipedia.org/wiki/Timothy%20Buckley
Timothy Buckley
Timothy Buckley a oa ur c'haner hag ur saver kanaouennoù ag ar Stadoù-Unanet. Ganet eo bet e 1947 hag aet da anaon e 1975 da heul kemer drammoù. E vugaleaj Mab d'un Iwerzhonad, monet a reas da chom e meur a lec'h er Stadoù-Unanet (a bep tu d'ar vro, Los Angeles, Washington ...). Kroget e oa ged kaniñ ha seniñ er lise, diàr levezon Bob Dylan peurgetket. Digor e spered da sonerezhioù a bep seurt, kani Stockausen kement ha kani hengounel a vro India. Prantad folk Savet getañ ur strollad ged mignoned e sonas e-barzh festoù skol, ha diwezhatoc'h, ged ar brud, e-barzh tavarnioù e Los Angeles. Eno eo en em gavas get Frank Zappa. Dimeziñ a reas get Mary Guibert (ur mab a voe ganet a-benn nebeut, Jeffrey hag a vo graet Jeff anezhañ diwezhatoc'h, hag hemañ diwezhañ da vonet war roudoù e dad pemp ble àrnugent goude). Redeg a ra ar brud, hag eñ da seniñ e-barzh tavarnioù ag ar choej. Engouestlet e voe get Elektra hag e bladenn gentañ a za er-maez a-benn nebeut (Tim Buckley didro !). Ur penn-oberennig eo dija, o kemenn ar penn-oberennoù meur a zay diwezhatoc'h.... Ur vouezh dibar ha kizidik da lakaat da leñvañ, ur sonerezh skañv met pinvidik ha rikamanet a-zoare avat, setu perzhioù dibar sonerezh ar paotr-se. Ha eñ daet da vout ur mailh, kenderc'hel a ra da zigor bras e ziskouarn da bep seurt sonerezhioù, ha dreist-holl ar jazz (berzh a ra Miles Davies er mareoù-se, ha Thelonious Monk), hag an taboulinoù. Setu peadra da vagiñ e awen evit an amzer da zont. Tamm ha tamm e voe muioc'h a vejoñs e-barzh e sonerezh, a-drugarez d'an tredan ivez, hag a dap liv ar rock get benvigi a-zoare evit se (ograoù tredanel, gitar...). Setu dozvet getoñ ur bladenn arall : Goodbye and Hello, brav-meurbet ur wezh ouzhpenn. Prantad folk/jazz Liv ar blues a zegas Tim e-barzh e donioù adalek 1968. Cheñch a ra liv e sonennoù kozh en e sonadegoù, a-zoc'h awen e spered d'ar mare-se, ha pinvidikaat kempennadur e sonennoù get ouzhpenniñ un doare gzilofon bras (vibrafon pe fraoñverezh) e-barzh ar jeu. Brav-tre e oa e bladennoù sonadegoù enrollet e London e 1968 (Dream letter ) ha gant ur vouezh ag ar re fromussañ. Ar bladenn Happy Sad a voe da heul, e 1969. Tostoc'h doc'h pezh a ra en e sonadegoù, sonet àr an toemm, hep re a gempennadurioù, blaz ar folk àr ar sonennoù el'kent, met blaz ar jazz iwez, sonennoù hiroc'h, huchadennoù, leñvadennoù get e vouezh ken fromus bepred. Berzh a reas e-touez selaouerion o divskouarn figus, met ne werzhas ket sammadoù pladennoù avat ! Ur brud mat en doa tapet memestra. Prantad jazz/fusion/free Dre forzh furchal, arnodenniñ, diazeziñ levezonioù a bep tu, eh eas e sonerezh àr dachenn ar jazz free, get tonioù hir, hep lusk resis erbet enne, hep diskan, hag e vouezh d'ober he reuz bepred, àr un dro kreñv ha sklintin anezhi. Diàr neuze e vez kaset e sonerezh get ur strollad dezhañ un arliv jazz. Prantad Rythm'n'Blues/Funk Kaset e voe dre e gantreadennoù da lakaat druzoni e-barzh e oberennoù, da dañviñ ar blues met ne zaas ket ken brav getoñ, neoazh e vez kavet perlezennoù e-barzh èlkent ! Ur maread dic'hoanag pa ne vez ket peurgomprenet e arz get tud 'zo, ha eñ da lonkiñ muioc'h-mui, ha drammoù kreñvoc'h-kreñvañ da heul, peadra d'er c'has d'an anaon e penn kentañ an hañv 1975... Ha eñ tapet e 28 vle hepken. Pladennoù Tim Buckley 1966 Goodbye and Hello 1967 Happy Sad 1969 Blue Afternoon 1970 Lorca 1970 Starsailor 1970 Greetings from L.A. 1972 Sefronia 1973 Look at the fool 1974 ha pladennoù arall, daet er-maez àr-lerc'h marv Tim : Dream Letter (àr ar leurenn e London, enrollet e 1968) Peel sessions (en abadenn vrudet er radio e 1968) Live at the Troubadour (àr ar leurenn, 1969) Honeyman (àr ar leurenn, 1973) Work in progress (1999) hag un nebeud re arall a zo c'hoazh, dastumadegoù pe enrolladennoù chomet diembann d'ar mare-se anezhe. Ganedigezhioù 1947 Marvioù 1975 Kanerien saoznek Sonerien SUA Kanerien SUA
1877
https://br.wikipedia.org/wiki/C%27hoario%C3%B9
C'hoarioù
Ar c'hoari zo anezhañ un oberiantiz dudi gant ar c'horf pe/hag ar bred gant reolennoù evit an diduamant, ar blijadur pe an diduell. Degouezhout a ra ivez alies ar c'hevaezerezh, ar chañs, an dae, ar foeñv, an taol-kaer. Gallout a ra bezañ diavaez pe diabarzh. N'eo ket nemet an dud a c'hoari, al loened ivez o deus c'hoarioù dezho. Kalz c'hoarioù disheñvel zo. Gallout a reomp renkañ anezho etre ar c'hoarioù diavaez hag ar c'hoarioù diabarzh. Ar c'hoarioù diavaez ar c'hoari klask ar roudenn ar c'hoari dindan an amzer ar varell ar sach-fun Ar c'hoarioù breizhat Boultenn Kilhoù kozh Toul ar c'hazh Birinig pe kilhoù bihan C'hoari ar ranig Paledoù war wenn Gouzout hiroc'h : Ar F.A.L.S.A.B. Ar c'hoarioù diabarzh an echedoù ar Bilhard izelvroat ar c'hartoù c'hoari ar c'hoari seizh familh ar c'hoari taro ar sudoku ar gwezboell ar c'hoari roll ar c'hoarioù stroll ar c'hoari gwazi ar Monopoly ar c'hoari strategiezh ar c'hoari go ar c'hoari video ar pun-dibun ar c'hanatennoù an damez ar c'hoari domino ar miltamm ar c'hoarioù arc'hant evel ar c'hoarioù Kasino : ar backgammon, ar poker... At lotiri. ar c'hoari achap En davarn : ar flipper ar vell-droad taol ar bilhard ar biroùigoù an damez an diñsoù an domino ar c'hartoù c'hoari ar c'hoarioù stroll ar c'hoarioù video Gwelet ivez ar sport ar c'hoariva ar c'hoarielloù tachenn ar c'hoarioù ar c'hoarioù hengounel c'hoari chañs c'hoari sevel c'hoarioù drailhañ an deskadurezh Kevredigezh C'hoarioù Diduamant
1880
https://br.wikipedia.org/wiki/Echedo%C3%B9
Echedoù
C'hoari an echedoù zo ur c'hoari strategiezh a zrevez ur brezel etre div rouantelezh, unan sklaer hag unan deñval (gwenn ha du peurliesañ, hogen forzh pe livioù diskemmet a-walc'h evit diforc'hañ etre an daou gostez), gant pep a gastell, roue, rouanez, marc'heion, farouelled ha soudarded. Daou zen hepken a c'hoari, unan evit pep rouantelezh. Reiñ lamm d'ar roue enebour eo ratozh ar c'hoari. Gerdarzh Ar ger sanskritek चतुरङ्गक्रीडा tchatouranga "pevar ezel eus ul lu" (olifanted, kezeg, kirri ha soudarded war droad) eo orin ar ger. Eus ar sanskriteg e teuas ar ger persek chatrang, alese an arabeg شطرنج chat-ranj hag ar spagnoleg ajedrez dre an Arabed. Eus ar perseg as chah "ar roue" ha dre an Arabed ivez e teuas ar ger gallek eschac, a droas da eschecs (1080), alese ar saozneg chess hag ar brezhoneg "echedoù". Istor Den ne oar piv a ijinas ar c'hoari echedoù. Meur a vojenn zo, en o zouez hini ar mael henc'hresian Palamedes en devije ijinet ar c'hoari evit diduiñ e soudarded a-kerzh Brezel Troia ha hini ar braman Indian Sissa ibn Dair en devije ijinet ar tchatouranga evit plijadur ar roue. Kavet ez eus bet izelvosoù henegiptat a zo bet graet en trede milved kent J.-K. hag a ziskouez daou c'hoarier a bep tu d'un tablez ma'z eus pezhioù. Pezhioù ha tresadennoù zo bet kavet e Mezopotamia, e Pakistan, e Sina, e Roma, en Aten hag en India. Dre ziouer a brouennoù ez eo savet an istorourion a-du gant o c'henpar H. J. R. Murray (1868-1955) evit lavaret ez eo deveret c'hoari an echedoù eus ar tchatouranga a oa deuet war wel en India war-dro ar bloaz 570. C'hoariet e veze gant pevar den war un tablez 8 x 8 = 64 c'hombod dezhañ, pep den evit ur rouantelezh, dre vannañ un diñs a ziskoueze pe bezh a ranked dilec'hiañ ; ret e oa d'an den en em soñjal ha diuzañ ur c'hombod a-douez ar re ma c'helle ar pezh mont. Pa veze lazhet ur roue e veze kollet ar brezel gantañ, ha kenderc'hel a rae ar c'hoari gant an dud all betek ma ne chomje nemet unan, Gant ar roue bev diwezhañ ez ae ar maout. Abred e voe kaset an diñs da get — hag ar chañs ivez war an dro. D'ur c'hoari poellata e troas ar tchatouranga neuze. Goude-se e voe c'hoariet a-zaou (2 + 2), ne voe mui nemet div rouantelezh. Pelloc'h e voe lakaet pep rouantezh tal-ouzh-tal, hag e voe lakaet ar pezhioù a-linennad dirak daou zen hepken. Evel-se e vez c'hoariet hiziv an deiz. Dre dri hent dre vras e veajas ar tchatouranga eus India dre ar bed : da Sina, hag alese da Gorea ha Japan dre hentoù hengounel ar c'henwerzh ; er e voe degaset da Iran, goude aloubadeg an Arabed ez eas da Vro-C'hall a-drugarez d'ur c'hoari a voe profet da Garl Veur gant ar c'halif Haroun al-Rachid (766-809) ; dre islamekadur aodoù ar Mor Kreizdouar e tizhas Spagn hag alese holl vroioù kristen Europa ; war-dro an ez eas eus India da Rusia dre ar Vongoled, an Datared hag an Impalaeriezh roman ar Reter, hag eus Rusia e tizhas Skandinavia, Alamagn ha Bro-Skos. E-kerzh ar beajoù-se e voe ganet c'hoarioù deveret diouzh an echedoù : tablezoù 9 x 9 = 81 c'hombod, pezhioù disheñvel, hag all, hep na vefe kemmet ratozh ar c'hoari : diskar ar roue enebour. En ez erruas c'hoari an echedoù en Amerika An Arabed a skrivas dornlevrioù chat-ranj a voe troet e yezhoù all ; goude-se e voe savet dornskridoù europat, unan eus ar re gentañ anezho o vout ar Bonus socius (c. 1286). Adalek neuze e voe kemmet lod fiñvoù (re ar rouanez hag ar farouell) hag e voe ouzhpennet reolennoù evel kerzh ar soudarded e deroù ur c'hrogad, ar pakañ en ur dremen, ar savidigezh hag ar rok. En e voe ar c'hoari evel m'emañ hiziv an deiz. Goude ar Reconquista e voe aozet e Spagn ar c'hentañ tournamant e 1575 gant ar roue Felipe II. Italia a voe kalon bed c'hoari an echedoù goude-se betek dibenn ar Renad Kozh e Bro-C'hall, a voe o ren betek kreiz an XIXvet kantved. Er bloaz 1851 e voe aozet e London, Rouantelezh-Unanet, ar c'hentañ tournamant arnevez. Kreizennoù a zeuas war wel en Alamagn, e Kreizeuropa, e Rusia hag e Stadoù-Unanet Amerika. D'ar 20 a viz Gouere 1924 e voe krouet ar Fédération Internationale des Échecs (FIDE) e Pariz gant ar C'hallaoued Pierre Vincent ha Henri Delaire, ar Rouman Jon Gudju ha kannaded eus broioù all. E dibenn an Eil Brezel-bed e voe anzavet er bed a-bezh. D'ar mare-se e oa Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel o ren war bed c'hoari an echedoù. E 2020 e vode ar FIDE 190 Stad dindan renerez Arkadi Dvorkovitch, a oa besprezidant Rusia kent bout dilennet er FIDE e 2018. Abred en istor ar stlenneg e voe klasket sevel urzhiataerioù a vefe gouest da c'hoari an echedoù. Adalek 1979 e voe lakaet war ar marc'had ar c'hentañ c'hoari elektronek, Chess Challenger 7, e voe gwerzhet trement 600 000 skouerenn anezhañ er bed a-bezh. Degadoù a ardivinkoù a zeuas d'e heul. D'an 10 a viz C'hwevrer 1996 e kollas ar Mestr etrebroadel Garry Kasparov ur c'hrogad enep an urzhiataer stadunanat Deep Blue bet savet gant IBM. Rikoù Tablez War un tablez karrezek rannet e 64 c'hombod (8 x 8) sklaer ha teñval a bep eil e vez c'hoariet. Tablezoù a bep ment zo, eus ar re vunut evit c'hoari en ur veajiñ betek ar re zivent a weler e lod liorzhioù-kêr, pezhioù tremen ur metr uhelder dezho. E forzh pe danvez : koad, maen, metal, mezell hag all e vez fardet tablezoù ha pezhioù. Lies ivez eo stumm ar pezhioù (ret eo c'hellfer o anavout evelato), war dodenn Star Wars da skouer, hogen ar stumm ofisiel eo an hini a voe ijinet gant ar c'hazetenner breizhveuriat Nathaniel Cooke e 1842, hag a anvas Staunton en enor d'ar Mestr etrebroadel Howard Staunton (1810-1874). Bannoù a reer eus al linennadoù kombodoù a zo etre pep den (eizh bann en holl), renkoù eus al linennadoù kombodoù etre kostezioù kleiz ha dehoù an tablez (eizh renk en holl) ha beskelloù eus ul linennad eeun a gombodoù a-liv etre daou gostez. A-serzh e fiñv ar pezhioù war ar bannoù, a-led war ar renkoù ; lod pezhioù a c'hall fiñval a-veskell. Pezhioù C'hwezhek pezh zo da bep rouantelezh : 1 roue, 1 rouanez, 2 farouell, 2 varc'heg, 2 dour hag 8 soudard. Setu amañ neuz ar pezhioù hag o arouezioù el levrioù : Reolennoù Gant ar FIDE e vez termenet reolennoù ar c'hoari. E 2018 ez embannas e zornlevr ofisiel diwezhañ. Staliañ ar c'hoari An daou zen en em stailh a bep tu d'an tablez, gant pep a gombod gwenn er c'horn dehoù. Un doare resis zo da staliañ pep rouantelezh war an tablez dirak pep den : war ar renk tostañ d'an den, a gleiz da zehoù : tour, marc'heg, farouell, rouanez, roue, farouell, marc'heg, tour ; war an eil renk : an eizh soudard. Merkit e vez ar rouanez war ur c'hombod a-liv ganti a-raok ma fiñvfe pezh pe bezh. Pevar renk goullo zo etre an div rouantelezh neuze. Dibun ar c'hrogad Ar rouantelezh wenn a voulc'h ar c'hoari dre zilec'hiañ ur pezh hepken evit e lakaat war ur c'hombod goullo a zo aotreet dezhañ hervez e doare da gerzhet. Goude-se e tilec'h ar rouantelezh zu ur pezh hepken d'he zro, hag evel-se a bep eil betek ma vo roet lamm d'ur roue pe ma kodiano ur rouantelezh. Pep rouantelezh a glask argadiñ ar roue enebour en doare ma ne c'hall mui en em zifenn dre ur fiñv aotreet. Pa zeu ur rouantelezh a-benn e tiskleir "lamm d'ar roue" hag e c'hounez ar c'hrogad. Ret eo d'ur rouantelezh fiñval ur pezh pa vez he zro da c'hoari ; mar ne ra ket e talvez e kodian. Kerzh ar pezhioù Arabat eo lakaat ur pezh war ur c'hombod ma'z eus dija ur pezh eus an hevelep rouantelezh. Mar lakaer ur pezh war ur c'hombod ma'z eus dija ur pezh eus ar rouantelezh enebour, ar pezh-se zo paket ha tennet diouzhtu a-ziwar an tablez. Mar fell d'un den reizhañ lec'h unan eus e bezhioù war ur c'hombod, evit e greizennañ da skouer, e rank lavaret j'adoube ("marc'hegañ a ran") kent ober, anez e rank fiñval ar pezh-se. Roue Ne c'hall mont nemet da unan eus ar c'hombodoù a zo stok ouzh e hini war bep tu. Un nemedenn zo : ar rok, a zo deskrivet amañ pelloc'h. Damez Gouest eo an damez da fiñval betek forzh pe gombod a zo war ar bann, ar renk pe ar veskell m'emañ pa vez he zro da c'hoari. Ne c'hall ket tremen dreist ur pezh a zo war he hent. Farouell Ar farouell a c'hall fiñval betek forzh pe gombod a zo war ar veskell m'emañ pa vez he zro da c'hoari. Ne c'hall ket tremen dreist ur pezh a zo war e hent. Marc'heg Ne c'hall ar marc'heg mont nemet d'ur c'hombod a zo an tostañ dezhañ hep bout war an hevelep bann, renk pe veskell m'emañ. Lammat dreist pezhioù all a ra neuze, ha gwenn pe zu e vefent. Merkit e fiñv neuze eus ur c'hombod sklaer da unan teñval, pe d'ur c'hombod teñval da unan sklaer. Tour Fiñval a ra betek forzh pe gombod a zo war ar bann pe ar renk m'emañ. Ne c'hall ket tremen dreist ur pezh a zo war e hent. Soudard Ne c'hall mont nemet d'ar c'hombod a zo dirazañ war an hevelep bann, gant ma ne vo pezh ebet war ar c'hombod-se. Pa fiñv ur soudard evit ar wezh kentañ er c'hrogad ez eo aotreet da vont daou gombod war-raok. Ur soudard a c'hall pakañ forzh pe bezh enebour a zo war unan eus ar c'hombodoù a zo a-veskell stok outañ (gant un « X » war an dresenn emañ merket ar c'hombodoù ma c'hall ur soudard pakañ ur pezh). Ne c'hall ket kilañ. Pakañ en passant ("en ur dremen") : pa vez ur soudard war ur c'hombod stok ouzh hini ur soudard enebour a zo o paouez mont daou gombod war-raok e c'hall pakañ an enebour-se dre fiñval betek ar c'hombod ez eo aet an enebour dreistañ. Savidigezh : pa dizh ur soudard kastell an enebour, eleze forzh pe gombod war ar renk m'edo ar roue enebour a-raok ar fiñv kentañ er c'hrogad, e rank treiñ d'un damez, pe d'ur faourell, pe d'un marc'heg pe d'un tour, a gemer kerkent e lec'h war ar c'hombod-se ; dre-se e c'hall ur rouantelezh kaout div rouanez pe tri zour, da skouer, diouzh an ezhomm en emgann. Dizalc'h diouzh ar pezhioù a zo bet paket kentoc'h eo an dibab : ur soudard a c'hall treiñ da farouell zoken pa'z eo bet paket daou farouell e rouantelezh dija. Pa seller ouzh ar staliadur kent ar fiñv kentañ neuze e verker ez eus pezhioù a c'hall fiñval (an 8 soudard hag an daou varc'heg), tra m'emañ stanket ar pezhioù all gant ar soudarded. Dre ma c'hall ur soudard mont ur c'hombod pe zaou war-raok er fiñv kentañ ha ma c'hall pep marc'heg mont d'e du kleiz pe d'e du dehoù e c'hall pep rouantelezh dibab a-douez 20 fiñv evit he fiñvadenn gentañ. Lod zo mat, ha lod zo fall-tre evel ma vo gwelet gant Lamm ar beulke. Ar rok En un degouezh hepken e c'hall ur roue fiñval a-hed muioc'h eget ur c'hombod en un taol : rok a reer eus an degouezh-se, diwar roque, anv gallek kozh an tour ; rokañ a reer neuze. Ur wezh hepken ez eo aotreet ar rok e-kerzh ur c'hrogad. Ur fiñvadenn hepken eo ar rok, daoust ma fiñv daou bezh war an dro, ar roue hag unan eus e dourioù. Evel-mañ e vez roket : ar roue a fiñv eus e gombod orin d'an eil kombod war-du an tour, ha war an dro ez a an tour betek ar c'hombod diwezhañ a zo bet treuzet gant ar roue. Rok bihan a reer eus ar fiñvadeg pa vez graet diouzh tu an tour nesañ, rok bras pa vez graet diouzh an tour pellañ (hini an damez). Ne c'heller ket rokañ forzh pegoulz avat... Ret eo n'o devefe nag ar roue nag an tour fiñvet c'hoazh adalek deroù ar c'hrogad ; kerkent ha fiñvet ar roue pe an tour ez eo kollet ar gwir da rokañ. Ret eo e vefe goullo ar c'hombodoù a zo etre ar roue hag an tour. Arabat eo e vefe ar roue e bec'h, da lavaret eo e vefe en arvar da vout paket gant ur pezh enebour. Arabat eo e treuzfe ar roue ur c'hombod a c'hellfe bout tizhet gant ur pezh enebour. ...Na forzh penaos ! Ar roue a rank bout dilec'hiet a-raok an tour, mod all ez eo lakaet fiñv an tour d'ar pezh eo : fiñv an tour, n'eo ket ar rok ; ha neuze e koller ar gwir da rokañ, peogwir n'emañ mui an tour war e gombod orin. Bec'h d'ar roue ! E bec'h e vez ar roue pa vez en arvar da vout paket gant ur pezh enebour (pe zaou, gwelit ar skeudenn a-zehoù), zoken pa ne c'hall ket ar pezh-se e bakañ hep lakaat e roue dezhañ e bec'h. N'eo ket ret lavaret « bec'h d'ar roue » p'e zager, evit gouzaviñ an enebour, met alies e vez graet dre gourtezi. Arabat eo lakaat ur pezh da fiñval mar chom e roue e bec'h goude ar fiñv, pe mar laka e roue e bec'h dre e fiñv. Hag, evel-just, arabat eo d'ur roue en em lakaat e bec'h. An dresenn 1 a ziskouez ar roue gwenn taget gant 5 pezh du (ne c'hall ket hevelep degouezh c'hoarvezout en ur c'hrogad, evel-just, peogwir ez eo arabat lezel ur bec'h). Ne c'hall ket mont d'ar c'hombod c4 peogwir e c'hellfe bout paket gant ar roue du ; un diflip hepken zo dezhañ : pakañ ar soudard du, ha ne vefe mui pezh ebet ouzh e argadiñ (evit poent). En dresenn 2 emañ taget ar roue gwenn gant ar farouell du, hogen en arvar n'emañ ket : mar fiñvfe ar farouell e lakafe e roue e bec'h dre an tour gwenn, ar pezh a zo berzet (tachet emañ ar farouell-se gant an tour gwenn, a lavarer). Ret eo d'ar roue gwenn en em zivec'hiañ koulskoude ; an tour ne bako ket ar farouell, rak paket e vefe d'e dro gant ar soudard, a glaskfe mont d'ar savidigezh goude-se (kombod c1). Ar roue gwenn a c'hall mont d'ur veskell sklaer (f1, g2 pe h1), na c'hallo biken ar faourell tagañ, pe d'ar c'hombod teñval h2. Hevelep degouezh a c'hall c'hoarvezout e-kerzh ur c'hrogad. Gwirheñvel ivez eo an tresennoù 3 ha 4, ma weler ur bec'h dre ziskuilh. An tour gwenn a laka ar roue du e bec'h (dresenn 3). Ar roue a c'hellfe mont a-gostez, met finoc'h zo da ober : lakaat ar marc'heg krak dirak ar roue (dresenn 4), da sparlañ bann an tour gwenn en ur lakaat ar roue gwenn e bec'h gant an tour du ! Merkit e vefe gwanoc'h lakaat ar marc'heg war ar c'hombod g5, rak en arvar e vefe da vout paket gant an tour gwenn (a adlakafe ar roue e bec'h, en ur vout gwarezet gant ar soudard war ar marc'had) pe gant ar soudard end-eeun. Merkit ivez emañ tachet ar marc'heg gant an tour bremañ. Hollret eo divec'hiañ ur roue. Pa ne c'hall ket ober e-unan (kombod dieub ebet tro-dro dezhañ, meur a bezh ouzh e dagañ), pe pa ne c'hall pezh all ebet ober, e tap ul lamm ha faezhet eo e rouantelezh. Tri doare zo da zivec'hiañ ur roue : pakañ ar pezh tager, fiñval d'ur c'hombod dieub, pe sparlañ ar bec'h. Pakañ ar pezh tager Ar roue e-unan a c'hall pakañ ar pezh tager, mar n'en em laka ket e bec'h en ur ober ; da skouer, en dresenn 1 amañ a-us, ne c'hellfe ket ar roue pakañ ar soudard mar bije an damez war ar c'hombod e1. Ur pezh all a c'hall divec'hiañ ar roue : en dresenn 5 amañ dindan e c'hall ar marc'heg du pakañ ar farouell gwenn a zo o tagañ ar roue gwenn. Un degouezh dibarek Dilec'hiañ ar roue Kement-se a c'haller ober pa vez ur c'hombod dieub tost d'ar roue, pe pa c'hall pakañ ur pezh war unan eus ar c'hombodoù-se — unan eus an daou fiñv-se, hep en em lakaat e bec'h evel-just. En dresenn 6 e c'hall ar roue diflipañ dre unan eus ar c'hombodoù a zo merket gant ur groaz ; ne c'hall ket mont d'ar bann f abalamour d'an tour gwenn. Sparlañ ar bec'h. Pa ne c'hall ket ar roue fiñval e c'heller klask lakaat ur pezh etre eñ hag ar pezh tager. En dresenn 7 e c'hall ar marc'heg mont d'ar c'hombod g7 (ront gwenn) evit en em lakaat etre ar farouell tager hag ar roue : sparlet eo beskell ar farouell neuze (ha tachet ar marc'heg evit ar mare). Nemet ez eo arabat d'ar pezh-se fiñval mar degas un eil bec'h, evel en dresenn 8 : taget eo ar roue du gant an damez ; lamet e vefe ar bec'h mard afe ar marc'heg d'ar c'hombod d5 (ront gwenn), hogen berzet eo dezhañ ober peogwir e lakafe e roue e bec'h abalamour d'ar farouell gwenn ; tachet emañ ar marc'heg neuze. Dilec'hiañ ar roue eo an diskoulm nemetañ. Diwezh ar c'hrogad Meur a zoare zo da c'houzout pegoulz ez echu ur c'hrogad ha piv a c'hounez. Lamm d'ar roue : faezhet eo ar rouantelezh enebour, p'emañ he roue e bec'h ha ne c'hall ket diflipañ. Dilez : ur rouantelezh a godian, pa wel ne c'hall ket diflipañ diouzh al lamm, pe n'en deus spi ebet da c'hounez an emgann. Diskar : ur rouantelezh a c'hall bout diskaret mard he deus truchet pe c'hoariet enep ar reolennoù. Lod degouezhioù a gas da dennañ d'ar sord pe rouantelezh he deus gounezet. Emglev : pa wel an div rouantelezh ne c'hall hini ebet anezho gounez e c'hallont en em glevout evit ma vefe tennet an disoc'h d'ar sord. Pat : ur rouantelezh ne c'hall mui fiñval, bout ma n'emañ ket he roue e bec'h. Arreadur : ur rouantelezh a c'hall goulenn ma ve tennet d'ar sort mard deu teir gwezh an hevelep stad resis er c'hrogad, eleze 1) tro an hevelep rouantelezh eo da c'hoari, 2) en hevelep lec'hioù war an tablez emañ an holl bezhioù ha 3) an hevelep fiñvoù hepken a c'heller ober. Mar ne c'houlenn rouantelezh ebet ma vefe tennet d'ar sord, an tredeog a c'hall divizout ober goude ar pempvet gwezh. Reolenn an 50 fiñv : ur rouantelezh a c'hall goulenn ma ve tennet d'ar sord mar n'eus bet na soudard o fiñval na pezh paket a-hed an 50 fiñv kent ; alese talvoudegezh an notadur. Lamm dic'hallus : rouantelezh ebet n'eo gouest da reiñ lamm d'ar roue enebour, dre ziouer a bezhioù peurliesañ, da skouer pa chom ur roue en eil tu hag ur roue hag ur marc'heg en egile. Notadur En tournamantoù e vez ret da bep c'hoarier(ez) notañ dibun ar c'hrogad, e ken degouezh ma vefe nac'het an disoc'h pe goulennet ma vefe tennet d'ar sort (reolenn ar 50 fiñv, da skouer). Meur a zoare da notañ ur c'hrogad zo bet a-hed istor ar c'hoari echedoù, betek ma voe termenet unan ofisiel gant ar FIDE, a zo displeget amañ berr-ha-berr. Tablez Pep kombod zo merket gant ul lizherenn (ar bann m'emañ) hag ur sifr (ar renk m'emañ). Ar bannoù zo merket a, b, c, d, e, f, g, h a gleiz da zehoù :. Ar renkoù zo merket 1 betek 8 eus ar rouantelezh sklaer d'an hini deñval. E deroù ar c'hrogad neuze, emañ ar roue sklaer war ar c'hombod e1 hag an damez teñval war ar c'hombod d8. Urzh an notadur Niverennet e vez an troioù adalek 1. ; goude an niver e teu fiñv ar rouantelezh wenn, heuliet gant fiñv an hini zu. Ur varrennig-stagañ a c'heller skrivañ etre an daou fiñv. A-linennoù pe a-vannoù e skriver an troioù. Pezhioù Dre o fennlizherenn e vezont merket : Roue, Damez, Farouell, Marc'heg, Tour. N'eus merk ebet evit ar soudarded. Pa vez forc'hellek al lec'hiadur e vez resisaet ar bann goude anv ar pezh, evel a-zivout an daou varc'heg du en dresenn 9 pelloc'h. Fiñvoù Notet e vezont er stumm pennlizherenn ar pezh a fiñv – bann a zo tizhet — renk a zo tizhet. Da skouer, en dresenn 4, ez eo bet Mg7 fiñv ar marc'heg, m'emañ M pennlizherenn ar pezh, g ar bann m'eo erru, ha 7 ar renk m'eo erru, alese ar c'hombod g7. Evit a sell ouzh ar soudarded, ne verker nemet ar c'hombod ma erruont. Gwir zo da verkañ ar c'hombod m'edo ar pezh a-raok fiñval : Me6g7, peogwir en deus ar marc'heg fiñvet eus e6 da g7. Pa c'hoarvez savidigezh ur soudard e verker ar pezh nevez e dibenn ar fiñv, da skouer c1D (ur soudard gwenn zo erru er c'hombod c1 ha kerkent eo troet d'un damez). Oberoù Arouezioù dibar zo evit merkañ ar pezh a c'hoarvez er c'hrogad. 0-0 a verk ur rok bihan 0-0-0 : ur rok bras x : ur pakadur e.p. : ur pakadur en passant + : ur bec'h ++ : lamm (FIDE) ; daou vec'h war an dro (levrioù) # : lamm Priziadur N'eus erbedadenn ebet digant ar FIDE a-fet priziadur, hogen boas e vezer da briziañ lod fiñvoù dre arouezioù. !! : dispar (ha souezhus peurliesañ) ! : mat-tre ? : fall ?? : fall-tre, ur fazi !? : dedennus, met a c'hall bout fall ?! : arvarus, met a c'hall bout mat Skouerioù Ur c'hrogad displeget Etre an ao. Potter ("Gwenn") hag an ao. Matthews ("Du") e voe c'hoariet ar c'hrogad-mañ e London e 1888. 1. e4 e5 — 2. d4 exd4 Gwenn a c'hall pakañ ar soudard gant an damez, met gwell eo dezhañ diorren e bezhioù. 3. Fc4 c5? Klask a ra Du difenn e soudard evit mirout e lañs war an niver a brizonidi ; un dibab fall peurliesañ. 4. Mf3 Mc6 — 5. 0-0 d6 — 6. c3! Evit 7. cxd4, pe diorren mar deu 6. ... dxc3 → 7. Mxc3. 6. ... d3 Dilezet ar soudard gant Du, ha taget ar farouell ; re ziwezhat avat. 7. Te1! Gwell eo da Wenn pouezañ war ar c'hreiz, ar pezh a vez atav ar gwellañ da ober. 7. ... Fg4 Tachet ar marc'h gwenn a warez an damez, met gwell e vije bet 7. ... Fe7 evit gwareziñ ar roue. 8. e5! Krog eo an argadeg war bann ar roue du. 8. ... Mxe5?? Ur fazi. Tachet eo ar marc'heg du bremañ ; ret e oa c'hoari 8. ... d5 evit tagañ ar farouell. 9. Mxe5!! Aberzhet eo an damez, na gemer ket perzh en argadeg a zo rakjedet. 9. ... Fxd1 10. Fb5+! Evit rediañ ar roue du da vont da e7. 10. ... Re7 11. Fg5+! f6 Netra gwelloc'h da ober eget sparlañ an hent d'ar farouell, rak 11. ... Re6 a goll an damez ha 11. ...Mf6 → 12. Mg6#. 12. Mg6++ Rf7 Bec'h gant ar marc'heg ha bec'h dre ziskuilh gant an tour ; un diflip hepken evit ar roue, rak d7 zo war bann ar farouell gwenn. 13. Mxh8# Gwell e oa da Zu pakañ pezhioù eget diorren e armead... Enep tra eo ret ober. Kudennoù Milimilionoù a grogadoù hag a fiñvoù zo bet, lod dispar ha kaer, lod fall pe falloc'h, ha dister an darn vuiañ anezho. Abred-tre ez eus bet tud a gave gwelloc'h ar gened eget an nerzh, ha mennet e oant da ober un arz eus c'hoari an echedoù, alese ar saviadoù o deus ijinet, a anver kudennoù hiziv. Peadra da lakaat an neuron da labourat, ha da saouriñ kened dibar "c'hoari ar roue ha roue ar c'hoarioù". Un nebeud zo kinniget amañ. E traoñ pep tablez emañ stignet e gudenn. Ar re Wenn a c'hoari da gentañ bepred. Dindan an tresennoù emañ kuzhet an diskoulmoù (nepred ne drucher er c'hoari echedoù !). Levrlennadur Gwennole ar Menn (+ notenn gant Roparz Hemon). Deskomp c'hoari an echedoù. Ar Bed Keltiek, Ebrel 1965, Niv. 76. Véronique hag Aurore Houck. Bibou ha bed an echedoù (brezhoneg gant Serj Richard). Sant-Brieg : Ti-Embann ar Skolioù, 2009 Véronique Houck. Un tañva d'an echedoù evit skolaerien ar c'helc'hiad 2 (brezhoneg gant Serj Richard). Sant-Brieg : Ti-Embann ar Skolioù, 2009 Giffard, Nicolas & Biénabe, Alain. Le nouveau guide des échecs – Traité complet. Paris : Bouquins, 2009 Gwelet ivez Liammoù diavaez Notennoù Echedoù C'hoarioù strategiezh
1891
https://br.wikipedia.org/wiki/Stado%C3%B9-Unanet%20Amerika
Stadoù-Unanet Amerika
Evit sterioù all, gwelet USA (disheñvelout), Stadoù-Unanet (disheñvelout) Ur vro etre ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask en Amerika an Norzh eo Stadoù-Unanet Amerika (saozneg: United States of America, teskanv: SUA, saozneg: USA, stumm berr: (ar) Stadoù-Unanet, (the) United States). Aliezik e vez graet Amerika pe Bro-Amerika ivez dre verrdro. Amerikaned pe Stadunaniz a vez graet eus o annezidi. Abaoe deroù an eo ar riez c'halloudusañ er bed. 331 milion a annezidi a oa e 2020, trede poblañs vrasañ ar bed. Roet eo bet an anv Amerika diwar hini an ergerzhour italian, Amerigo Vespucci. Ur rann hag un drevadenn eus ar Rouantelezh-Unanet e oa a-raok ma voe graet an Dispac'h amerikan a-enep d'ar Saozon. Ur republik kevreadel gant 50 stad eo ar vro bremañ. Washington D.C. eo he c'hêr-benn, war an aod Reter. Un ezel diazezer eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) eo hag emañ ar sez anezhañ e New York, kêr vrasañ ar vro. Un ezel padus eus Kuzul Surentez ABU eo. Broudet en deus ar gouarnamant stadunanat ar broioù a felle dezho lakaat un harz d'an Unaniezh Soviedel da sinañ e 1945 Aozadur Feur-emglev Norzhatlantel. Hiziv e vez graet 37% eus dispignoù milourel ar bed gant ar SUA, hae e chom al lu stadunanat an hini galloudusañ er bed. Ekonomiezh kentañ ar bed o deus ar Stadoù-Unanet, a-drugarez da gennadoù al labour-douar, ar greanterezh hag ar servijoù. An US dollar, ar moneiz stadunanat, eo arouez o galloud ekonomikel. E-touez ar re wellañ int ivez war dachenn an imbourc'h skiantel hag an neveziñ teknologel. Saozneg ha spagnoleg eo ar yezhoù komzet ar muiañ, met ouzhpenn yezhoù an Amerindianed e vez komzet meur a yezh all gant familhoù an embroidi, en o zouez ar brezhoneg (war-dro 20 000 yezher hervez un enklask e dibenn an kantved). Ar sevenadur ar muiañ skignet er bed eo an hini amerikan. Stadoù ar Stadoù-Unanet Evel ma tiskouez splann an anv ez eo Stadoù-Unanet Amerika un unaniezh stadoù disheñvel. Abaoe 1960 ez eus 50 anezho. Gwelout ar pennad Stadoù ar Stadoù-Unanet. Ur republik bonreizhel hag ur stad kevreadel eo. Douaroniezh Trede brasañ bro ar bed eo ar Stadoù-Unanet war-lerc’h Rusia ha Kanada hag a-raok Republik Poblek Sina. An tiriad amerikan, en em led war 7 % eus douaroù divoret ar blanedenn, zo ken bras ha kevandir Europa. Gorread ar Stadoù-Unanet zo 17 gwech kement ha hini Frañs ar c’hevandir. Brasoc’h eget Frañs eo stad Alaska pe hini Texas. Ar bloc’had 48 stad, da lavaret eo an holl stadoù war-bouez Alaska ha Hawaii, a vez anvet « Mainland » a-wechoù, zo dezhañ ur stumm hag a denn d'ur pempkorneg, hag en em led war 4 gwerzhid-eur. 4 500 km hed zo etre ar Meurvor Atlantel (reter) hag ar Meurvor Habask (kornôg). 2 500 km, a-hend-all, zo etre harzoù Kanada hag harzoù Mec’hiko. Ar stêr Missouri hag ar stêr Mississippi a zo 6 000 km a hed ganto o-div ha redek a reont dre greiz ar mainland. Ken hir int o-div hag ar stêr Amazon a zo o redek e Suamerika. Harzoù gant broioù all 12 034 km harzoù : 8 893 km gant Kanada (en o mesk 2 477 km gant Alaska), 3 141 km gant Mec’hiko. Douaroniezh fizik Un nebeud lec'hioù dibar: Ar beg uhelañ : Denali en Alaska (6 168 metr) Al lec’h izelañ : Badwater e Traoñienn ar Marv e Kalifornia (- 86 metr) Ar stêr bennañ : ar Missouri-Mississippi zo ouzhpenn 6 000 km hed dezhi. Gorread : 9 826 676 km² (en trede plas war-lerc'h Rusia ha Kanada) Aod: 19 924 km An uhelderioù pellañ: - 86 m > + 6 194 m Torosennadur Liesseurt eo torosennadur ar Stadoù-Unanet. En em led a ra a norzh da su dreist-holl. Er C'hornôg emañ ar Menezioù Roc'hellek (Rocky Mountains), al Lammoù-dour hag ar Sierra Nevada, 4 500 metr well-wazh a uhelder dezho. En o zouez emañ plateizioù ha diazadoù Colorado. Plaenennoù ha plateizioù bras-ec’hon kreiz ar Stadoù-Unanet zo hollad ar stêrioù Mississippi ha Missouri o redek enno. Eus an dibab eo an douaroù enno ivez. Er reter ez eus menezioù kozh, an Appalachoù o anv (Appalaches), dezho 2 300 metr a uhelder. Plaenennoù strizh zo e-touez ar menezioù-se hag ar Meurvor Atlantel. Menezioù-tan An darn vrasañ eus ar menezioù-tan bev zo er c’hornôg, en Alaska hag en enezeg Hawaii : Menez Rainier (4 392 m), Washington Menez Shasta (4 322 m), Kalifornia Mauna Loa (4 171 m), Hawaii Menez Adams (3 743 m), Washington Menez Hood (3 429 m), Oregon Glacier Peak (3 213 m), Washington Menez Redoubt (3 108 m), Alaska Menez Saint Helens (2 549 m), Washington Hinoù An holl zoareoù hinoù a ren war ar Stadoù-Unanet, eus ar yenañ (hinad pennahelel en Alaska) d'an tommañ (Traoñienn ar Marv), eus ar glepañ (Gwalarn, Stad Washington) d’ar sec’hañ (hinad krin ha gouelec’hioù er Mervent). Gant an hinoù hag an torosennadurioù a bep seurt zo bet er Stadoù-Unanet ez eus bet stummet maezioù ha rannvroioù liesseurt enno. Stêrioù Missouri-Mississippi : 6 270 km Missouri : 4 370 km Mississippi : 3 778 km Rio Grande : 3 060 km Arkansas : 2 348 km Colorado : 2 317 km Ohio : 2 102 km Columbia : 2 044 km Snake River : 1 670 km Tennessee : 1 049 km Lennoù Gorread hollek al Lennoù Bras zo war-dro 250 000 km², bezet an hanter eus gorread Frañs ar c’hevandir. Roll al Lennoù meur, eus an hini vrasañ d'an hini vihanañ : Lenn Superior Lenn Huron Lenn Michigan Lenn Erie Lenn Ontario Al lennoù pennañ all : Lenn Pontchartrain Lenn Sall Veur Lenn Champlain Lenn Mead Lenn Powell Lenn Utah Lenn Tahoe Douaroniezh denel Dasparzh an annezidi An Amerikaned zo o chom dreist-holl war an aodoù ha tro-dro d’al Lennoù Bras. Eus ar c’hantved hedredenn, eus tu ar c'hornôg, betek ar Meurvor Habask hag en Alaska n'eo ket bras-tre an niver a annezidi, war-bouez en ur gêr zistro bennak hag ivez e Kalifornia. Kalifornia zo ar Stad stadunanat ma'z eus an niver brasañ a dud o chom enno ha kenderc'hel a ra ar Stad-se da zesachañ an dud eus diabarzh pe eus diavaez ar Stadoù-Unanet. Kêrioù ha niver an dud enno En tu all d’an tri c’hard eus an dud zo o chom e kêr er Stadoù-Unanet. megalopolenn BosWash zo e biz ar vro. Roll an tolpad-kêrioù pennañ eus ar Stadoù-Unanet, o stad kevreat hag an niver a dud zo o chom enno : New York pe Evrog Nevez (New York) : 24 112 176 Los Angeles (Kalifornia) : 18 313 809 Chicago (Illinois) : 11 318 384 Washington (DC) - Baltimore (Maryland) : 8 026 607 San Francisco (Kalifornia) : 7 159 693 Philadelphia (Pennsylvania) : 5 951 797 Dallas - Fort Worth (Texas) : 5 931 956 Detroit (Michigan) : 5 905 754 Miami (Florida) : 5 726 495 Houston (Texas) : 5 280 752 Atlanta (Georgia) : 5 034 362 Boston (Massachusetts) : 4 411 000 Istor berr SUA An Indianed e oa bet an dud kentañ o chom er Stadoù-Unanet. Tri meuriad indian a oa ha meur a gant yezh ha sevenadurioù disheñvel o doa. N’ouzer ket kalz a draoù diwar o fenn, dreist-holl evit a sell ar pobloù kantreat. Er kantved hag er kantved e voe an Indianed o taremprediñ Europiz evit ar gwechoù kentañ. Diazezañ a reas dreist-holl ar Spagnoled er su, ar Saozon er reter hag ar Frañsizien en norzh hag en draoñienn ar Mississippi ha da-heul e voe enebet meur a sevenadur an eil ouzh egile. E 1607 e tiazezas ar Saozon o c’hêriadenn gentañ, Jamestown hec’h anv. Da c’houde en em stalias trevadennoù niverus a-hed an aod er reter. En o zouez e oa Plymouth, Boston, Salem, Williamburg. D'ar mare-se e voe krog da harluañ ha da werzhañ tud du eus Afrika da sklaved. Gant ar morianeta e voe diorroet ar plantadegoù kotoñs er su dreist-holl ha diorroet e voe an danframmoù. C’hwennet e voe an Indianed gant ar c’hleñvedoù-red (brec’h, ruzell) a oa bet degaset gant an difraosterien. Miliadoù a Indianed all a voe lazhet en ur vrezeliañ gant Europiz ivez. E-pad ar brezel brasañ ez aloubas ar Vreizhveuridi tiriadoù ar C’hallaoued hag e-se e oant deuet a-benn da zaougementiñ gorread an douaroù a oa dalc'het ganto betek ar mare-se. Trizek trevadenn vreizhveuriat a c’hounezas o dizalc’hiezh diouzh Breizh-Veur d'ar 4 a viz Gouere 1776. Degemeret e voe ganto Bonreizh Stadoù-Unanet Amerika e 1787. Ar vonreizh kentañ bet degemeret e broioù ar c'hornôg. Diazezet eo bet an identelezh amerikan gant an daou skrid-se. Disklêriet e voe ar Brezel Diabarzh e 1861 abalamour d'ar sklavelezh ha da blegoù fall an armerzh er Stadoù-Unanet. Ne viras ket ouzh a vro avat da vont war-raok. Evit gwir e oa bet miliadoù a dud o vont d'ober o annez ahont a-hed an kantved. D'ar mare-se eo ivez e voe diorroet ar greantelerezh er vro hag e voe aloubet ar c’hornôg pa voe diorret an hentoù-houarn ahont. En eo deuet ar Stadoù-Unanet da vezañ galloudusañ bro ar bed a-fet armerzh, sevenadur ha politikerezh (dreist-holl war-lerc'h an Eil Brezel Bed), daoust m'o doa renerien ar vro c'hwitet war o zaol da vare ar brezel er Viêt-nam. Gwall skoet e voe an Amerikaned gant se. Abaoe m'eo peurechu ar brezel yen hag abaoe ma n'eus ket mui eus an URSS (Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel) eo ar Stadoù-Unanet ar vro dreistgalloudekañ nemeti er bed, evit a sell ar galloud milourel peurgetket. Politikerezh Ar vro zo anezhi hanter-kant Stad kevreat a astenn o beli leun war meur a dachenn : ur c'hevread eo. Ar Stadoù-Unanet zo anezho ur republik kevreadel prezidantel divgambr. Distag eo an tri galloud (galloud lezenniñ, galloud erounit ha galloud barn) an eil diouzh egile. Dilennet e vez ar prezidant hag ar besprezidant asambles e-pad 4 bloaz, gant ar mouezhiañ hollek dieeun. Pep Stad a vez dileuriet gant ur skolaj dilennerien veur zo kenfeur well-wazh ouzh niver hec’h annezidi. Abaoe 1951 n’hall ket prezidant ar Stadoù-Unanet ren war ar vro ouzhpenn daou respet. Daou strollad politikel bras zo er vro dreist-holl : ar Strollad Republikan hag ar Strollad Demokratel. Dilennet e oa bet George W. Bush da brezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du 2000 (d'an 20 a viz Genver 2001 e krogas e respet). E 2004 e oa bet dilennet en-dro. E 2009 e voe Barack H. Obama, eus ar strollad demokratel, dilennet da prezidant. Dilennet eo bet Donald Trump (Strollad Republikan) da brezidant d'an 8 a viz Du 2016. Al lez-veur eo ensavadur uhelañ ar reizhiad lezvarnel kevreadel. Ar feiz Gouarnamant ar Stadoù-Unanet ne c'houlenn ket digant e geodediz petra eo o feiz. Dispartiet eo ar relijion diouzh ar Stad kevreadel en ur mod ofisiel. Asuret eo ar bennaenn-mañ gant ar vonreizh a ziogel ar frankiz krediñ. Ar stad kevreadel ne zegas skoazell ebet da skol relijiel ebet. Ar bedenn renket gant ar skol zo difennet abaoe 1962 gant an diferadenn « Engel a-enep Vitale ». Enklaskoù prevez a bep seurt a ziskouez ez eus etre 75 % ha 90 % eus an Amerikaned a gred e Doue. Koulskoude emaint 44 % o lavaret o deus cheñchet relijion ur wech da nebeutañ en o buhez. Ha lavaret a reont ne votont ket hervez o c'hredennoù. Ar brotestanted eo ar re niverusañ, met a-raok pell e vint dindan 50 %. Ur c'hard eus an Amerikaned zo katoliked roman. Bez' ez eus ivez tud dizoue (16%), yuzevien (1,7%), boudisted (0.7%), muzulmaned (0.6%), hindouisted ha kement zo. Amerikaned brudet Skiantourien Lenn ar pennadoù er :Rummad:Skiantourien SUA. Milourien George Washington : brezel dizalc’hiezh George Armstrong Custer : Brezel disrannidigezh ha brezelioù indian Robert E. Lee : Brezel disrannidigezh Ulysses S. Grant : Brezel disrannidigezh William T. Sherman : Brezel disrannidigezh ha brezelioù indian George S. Patton : Eil Brezel Bed Omar Bradley : Eil Brezel Bed Douglas McArthur : Eil Brezel Bed ha brezel Korea Dwight D. Eisenhower : Eil Brezel Bed William Westmoreland : Eil Brezel Bed ha brezel Viêt-Nam Colin Powell : Brezel Koweit (Brezel kentañ ar Pleg-mor) Tommy Franks : Brezel Irak (Eil Brezel ar Pleg-mor) Livourien Lenn pennadoù ar :Rummad:Livourien SUA. Edward Hopper 1882-1967 Jackson Pollock 1912-1956 Andy Warhol 1928-1987 Jean-Michel Basquiat 1960-1988 Luc’hskeudennerien Lenn pennadoù ar :Rummad:Luc'hskeudennourien amerikan. Jacob Riis 1849-1914 Alfred Stieglitz 1864-1946 Ansel Adams 1902-1984 Robert Capa 1913-1954 Diane Arbus 1923-1971 Richard Avedon 1923-2004 Irving Penn 1917 Istorourien Robert Caro Robert Paxton Robert Utley Howard Zinn Politikourien Lenn ivez ar pennad Prezidanted Stadoù-Unanet Amerika Alexander Hamilton, soñjer politikel, politikour George Washington, Prezidant kentañ ar Stadoù-Unanet, 1789-1797 Thomas Jefferson, trede prezidant, bet ijinet gantañ lezennoù war ar berc’henniezh kefredel Abraham Lincoln Theodore Roosevelt John Adams Woodrow Wilson John Fitzgerald Kennedy Franklin D. Roosevelt Bill Clinton, Prezidant, 1993-2001 Barack Obama Sonerien Gwelet Sonerezh Stadoù-Unanet Amerika Filmaozerien Lenn pennadoù ar :Rummad:Filmaozerien SUA. Lennegezh Lenn ar pennad Lennegezh amerikan. Priz Nobel ar Peoc'h Gizourien Calvin Klein Nike Reebok Tommy Hilfiger C'hoarierion echedoù Tud all Benjamin Franklin, kefredour ha politikour e-pad ar brezel dizalc'hiezh Thomas Alva Edison, krouer ha den afer Howard Hughes, nijer, produer sinema hag un oristal a zen a afer Stan Lee, senarioer comics, seurt bannoù-treset a bouez er Stadoù-Unanet Allan Pinkerton, a grouas un ajañs bras a igounierien brevez Paul Revere, dispac’her e-pad ar brezel dizalc’hiezh Harriet Tubman, a roas skoazell da gantadoù a sklavourien da dec’hel kuit e norzh ar Stadoù-Unanet a-raok ar brezel disrannidigezh Wilbur Wright, unan eus an nijerien vrudet kentañ. Un nebeud sifroù Dispignoù an armeoù : 400 miliard a USD (e 2004) Linennoù pellgomz : 268 milion a USD (e 2003) [2] Pellgomzerioù hezoug : 219 milion a USD (e 2005) [2] Skingomzerioù : 575 milion a euroioù (e 1997) Skinwelerioù : 219 milion a euroioù (e 1997) Pellgomzerioù : 659 evit 1000 annezad Implijerien Genrouedad : 205 milion a USD (e 2005) [2] Pourchaserien moned war ar Genrouedad : 7 800 (en 2000) Hentoù : 6 407 637 km (en o zouez 4 164 964 km hentoù terduet) (e 2004) [2] Hentoù-houarn : 226 605 km (en 2004) [2] Hentoù : 41 009 km (en 2004) [2] Niver a aerborzhioù : 14 858 (en o zouez 5 119 aerborzh gant roudennoù terduet) (e 2006) [2] Notennoù Gwelet ivez Stadoù ar Stadoù-Unanet Liammoù diavaez Lec’hiennoù ofisiel: Porched ofisiel Stadoù-Unanet Amerika Programmoù keleier etrebroadel skignet gant Servij kelaouiñ departamant-Stad ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet Amerika
1892
https://br.wikipedia.org/wiki/Parlant%20Anjev
Parlant Anjev
Parlant Bro-Anjev a anver patois alies er rannvro m'eo komzet. Klotañ a rae mui pe vui e dakad gant tachenn istorel proviñs an Anjev. Sellet e vez peurliesañ parlant Bro ar Mée (Bro Gastell-Briant e Breizh) evel ur parlant anjevek. Hiziv an deiz e c'hoarvez ar memes tra gant parlant Anjev ha parlantoù "oil" all evel ar gallaoueg pe an normaneg. Beuzet eo bet tamm-ha-tamm er galleg standard ha ne chom nemet gerioù pe troioù-lavar bev gant ar braz eus an dud. Ul lennegezh zo e parlant Anjev: dreist-holl ar "rimiaux", pezhioù barzhoniezh poblek savet gant klotennoù. Mistri ar varzhoniezh-se eo Marc Leclerc hag Emile Joulain. Heñvel eo an doare-skrivañ ouzh hini ar galleg gant un nebeud kemmoù da lakaat ar skrid da glotañ gant ar gomz. Levrlennadur Atlas Linguistique et Ethnographique de la Bretagne Romane, de l'Anjou et du Maine, Gabriel Guillaume, Jean-Paul Chauveau, Renée Lagrange-Barreteau, Pariz, CNRS. Liamm diavaez Parlers d'Anjou Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Frañs Yezhoù oil Anjev
1899
https://br.wikipedia.org/wiki/Ledenez
Ledenez
Ul ledenez (liester ledenezi pe ledinizi) a dalvez daou dra e brezhoneg. Ul ledeneziad (liester ledeneziz) a vez graet eus un annezad anezhi. Beg-douar d'an tre hag enez d'al lanv Ul ledenez a zo un dachennad strizh eus an aod a sank er mor hag a chom stag ouzh an douar-bras gant ur strizh-douar hag a vez goloet gant ar mor pa vez uhel (lanv). Da skouer: Ledenez Molenez. Gourenez vras-vras Graet e vez ivez ledenez eus ur c'hourenez ec'hon, un tiriad bras gant mor war dri zu. Da skouer: ledenez Iberia, ledenez Arabia, Peloponnesos e Gres, ledenez Baja California e Bro-Vec'hiko, Florida, ledenez Kamtchatka e reter pellañ Rusia, ledenez Yucatán e Mec'hiko, Anatolia... Broioù zo ledenez : Breizh, Italia, Danmark (Jutland), Katar, Korea... Gwelet ivez gourenez beg-douar Notennoù ha daveennoù Douaroniezh ar mor
1925
https://br.wikipedia.org/wiki/Hieroglifo%C3%B9%20Egipt
Hieroglifoù Egipt
Ur reizhiad skrivañ eo ar Hieroglifoù. Implijet eo bet e-pad Henamzer Egipt. Mesket e veze enni elfennoù lizherennek, silabennek ha skeudennek. Anvet int linennadoù-skritur e Sketla Segobrani. Gerdarzh Diwar ar gresianeg e teu ar ger hieroglif. Eus ar gerioù ἱερογλύφος (hieroglúphos) hiero- (ἱερός), a dalvez "sakr", ha glif (γλύφειν), a dalvez "benañ". Treuzskrivañ a reer ar frazenn egiptat a dalvez kement ha hieroglifoù evel mdw nṯr skrivet alies medu netjer; ger evit ger "gerioù Doue"]. Istor hag emdroadur E-pad bloavezhioù eo bet Pladenn Narmer an enskrivadur hieroglifek kentañ anavezet. Kavet e oa bet e-doug furchadegoù Hierakonpolis (Kaoum al-Ahmar hiziv) e-tro 1890. Bloaziataet e oa bet e-tro 3000 kent JK. E 1998, koulskoude, ur skipailh arkeologourien alaman a oa o furchal en Abidos (Umm al-Qa'ab hiziv) a zizoloas bez U-j a oa d'ur penn-bras rakdinastek; eno e voe adkavet 300 tamm kleiz a oa skrivet kent-hieroglifoù warno. Bloaziataet eo bet ar bez-se e-tro 3400 kent JK. Tri doare arouezennoù a ya d'ober ar hieroglifoù: arouezennoù fonetek, en o zouez arouezennoù unkensonennek, evel al lizherenneg, met ivez un toullad a verk div pe deir c’hensonenn, skeudennoù, zo evit ur ger, ha dezverkerioù, a verk rummad ster ur ger dilizherennet hep merkañ e dalvoudegezh resis. A-feur ma'z ae ar skrivañ war-raok e-touez Egiptiz ez eus deuet lizherennoù eeunoc’h war wel. Setu ar pezh a anver ar skritur hieratek (implijet gant ar gloer) hag ar skritur demotek (implijet gant an dud dre vras). Aesoc’h e oa ober gant ar stummoù nevez-se war ar papiruz. N'eo ket evit kelo-se avat ma'z eas ar skritur hieroglifek war ziskar. Kentoc’h e oa meur a zoare implijet keñver-ha-keñver. War Maen Rosetta e kaver war un dro ar skriturioù hieroglifek ha demotek. Dalc’het e voe d'ober gant ar hieroglifoù dindan ren ar Bersed (a-frapadoù etre ar 6vet hag ar 5vet kantved kent JK.), goude aloubadeg Egipt gant Aleksandr Veur, hag e-pad marevezh Makedoniz hag hini ar Romaned da c’houde. Evit doare, kemplezhded ar hieroglifoù a c’hoarvezas evel ur respont, evit darn, d'ar saviad politikel distabil a oa o ren. Lod a gred dezho o deus c’hoariet ar hieroglifoù ur roll evit lakaat kemm etre 'gwir Egiptiz' hag an alouberien estrañjour (hag o mevelien eus ar vro). Kement-se a c’hall displegañ kraksoñjoù ar skrivagnerien c’hresian ha roman zo deuet betek ennomp diwar-benn ar hieroglifoù. Un displegadenn all eo an emzalc’h peurzoujus zo bet gant ar C’hresianed hag ar Romaned e-keñver ar sevenadur egiptat dre vras. Desket ganto e oa eus ar hieroglifoù testennoù sakr eo bet sellet gant an aozerien gresian-ha-roman ouzh reizhiad kemplezh met poellek ar hieroglifoù evel ouzh un doare alegorek, hud zoken, da dreuzkas kevrinoù, gouiziegezh kuzh. Diwar an doujañs-se n'eo ket dedenn zo deuet met diouiziegezh. A-benn ar pevare kantved goude Jezuz-Krist, ne chome mui nemeur a Egiptad gouest da lenn hieroglifoù ha "mojenn" ar hieroglifoù a yae war gresk. Paouezet e voe da implijout hieroglifoù war monumantoù pa voe bet lakaet serriñ an holl demploù digristen e 391 goude Jezuz-Krist gant an Impalaer roman Theodosius Iañ; An diwezhañ enskrivadur anavezet zo diwar un templ pell-pell er c’hreisteiz nebeut goude 391. Er pevare kantved ivez e voe embannet ar Hieroglyphica gant Horapollo, un "displegadenn" eus tost 200 arouezenn. Al labour-mañ, hag eñ faziek evit ar pep brasañ, a zispakas pell-pell e aotrouniezh war studi ar hieroglifoù hag e voe kaoz dezho da chom dizispleg e-pad ken pell. Ma'z eo bet lakaet ar pouez war orin gresian ar Hieroglyphica gant ar skolveuridi e penn-kentañ, e vez klasket kentoc’h bremañ diskouez an oberenn-se evel ur striv spontus a-berzh ur gouizieg egiptat da saveteiñ un amzer dremenet aet da get da vat. Bras e voe levezon ar Hieroglyphica war arouezouriezh an azginivelezh, peurgetket e levr Andrea Alciato, hag en o zouez Hypnerotomachia Poliphili Francesco Colonna. A-hed ar c’hantvedoù e klaskas meur a ouizieg displegañ ar hieroglifoù, peurgetket Johannes Goropius Becanus er hag Athanasius Kircher er ; C’hwitadennoù ne voe ken eus ar strivoù-se pe displegadennoù toull diazezet just war ar strollañ soñjoù, diouzh ijin pep hini. Al labour talvoudusañ bet savet war an displegañ hieroglifoù a voe kaset da benn gant Thomas Young ha Jean-François Champollion e deroù ar bloavezhioù 1800. Dizoloadenn maen Rosetta gant bagadoù soudarded Napoleon e-pad aloubidigezh Egipt a roas an alc’hwez hollret a dalvezas da Champollion da zisplegañ koulz lavaret an holl hieroglifoù e-tro 1830. Ur pezh trec’h e oa evit diskiblezh nevez an Egiptouriezh. Treuzvevañ a ra c’hoazh ar hieroglifoù hiziv e daou stumm: war-eeun, dre ur 6 glif demotek bennak ouzhpennet el lizherenneg c’hresian pa vez skrivet e kopteg; hag en un doare dieeun, dre m'en deus awenet al lizherenneg semitek zo mamm d'an holl lizherennegoù all bet implijet biskoazh, ha d'hon hini ivez. Skritur <blockquote>Ur reizhiad kemplezh eo, ur skritur skeudennek, arouezek ha soniadurel war un dro, mesk-ha-mesk en hevelep testenn, en hevelep frazenn, krediñ a rafen lavaret en hevelep ger Lizher da M. Dacier, 27 Gwengolo 1822</blockquote> Savet eo ar skritur hieroglifek diwar 24 arouezenn unson pennañ (arouezennoù a glot o zalvoudegezh gant ur son hepken, evel lizherennoù ar brezhoneg); Bez' ez eus ivez ouzhpenn kalz a arouezennoù daouson ha trison daoust m'eo rouesoc’h ar re-mañ diwezhañ. Heverk eo ne vez ket skrivet ar vogalennoù er skritur hieroglifek; aesaet e vez an distagadur oc’h ouzhpennañ un son e etre ar c’hensonennoù. Da skouer: nfr -> nefer = brav, mat. Ar reizhiad treuzskrivañ implijet en daolenn a-is zo ur c’hantved kozh. Mont a rae d'ober an esae gwellañ bet d'ar mare-se evit tostaat da zistagadur an egipteg. Meur a arouezenn difetis pe dizanv o zalvoudegezh zo enni evel "3". Kalz a araokadennoù zo bet graet abaoe daoust m'eo c’hoazh digor an tabut war munudoù zo. Krediñ a reer bremañ, da skouer, e c’hallfe ar son "3" bezañ bet evit en henegipteg, ha bet kollet war-lerc’h e krennegipteg. Ar c’hensonennoù merket evel mouezhiet (d, g, dj) a c’hall bezañ bet strinket (pe, daoust ma n'eo ket ken asur, gargadennet evel kensonennoù kreñvaet ar yezhoù semitek. Un deskrivadur mat a c’haller kaout gant Allen (2000). Evit munudoù o tennañ da reizhiadoù treuzskrivañ all, sellet ouzh ar pennad Transliteration of ancient Egyptian (e saozneg). {| border="1" cellpadding="2" style="text-align:center;margin-left:4px;" ! colspan="7"|Arouezennoù unson |- ! rowspan="2" colspan="2"|Arouezioù ! colspan="3"|Treuzskrivadur hengounel ! colspan="2"|Talvoudoù fonetek gant Allen (2000) |- ! ! dist. ! style="text-align:left;" | Notennoù !Henegipteg !Krennegipteg |- |A |Bultur Egipt |3 |a | style="text-align:left;" | anvet alef,a harz tarzhek | pe |didrouz, , pe |- |i |ur gorzenn |ỉ |i/a | style="text-align:left;" | anvet yod | colspan="2"|vogalenn deraouiñ pe dibenn; a-wechoù |- |i-i pe y |div gorzennpe div linenn veskellek |y |y | style="text-align:left;" | yod doubl| (dizimplij) | |- |a |ur vrec’h |ˁ |a | style="text-align:left;" | anvet ain,kensonenn c’hwezh mouezhiet gargadennet |marteze |; bet dalc’het marteze en un nebeud gerioù pe rannyezhoù |- |w pe W |polog ur goailh pe everradur hieratek |w |w/u | style="text-align:left;" | anvet waw| colspan="2"| ~ |- |b |lodenn draoñ ur c’har |b |b | style="text-align:left;" | | colspan="2"| ~ |- |p |ur c’hondre korz pe ur skaon |p |p | style="text-align:left;" | | colspan="2"| |- |f |un naer gornek |f |f | style="text-align:left;" | | colspan="2"| |- |m |ur gaouenn |m |m | style="text-align:left;" | | colspan="2"| |- |n |ur wagennig dour |n |n | style="text-align:left;" | | |, a-wechoù |- |r |ur genoù |r |r | style="text-align:left;" | | (dizimplij) |, a-wechoù (atav e rannyezhoù zo) |- |h |ur goudor korz |h |h | style="text-align:left;" | | colspan="2"| |- |H |ur guchenn weet |<big>ḥ'''</big> |h | style="text-align:left;" | un h kreñvaet,kensonenn c’hwezh divouezh gargadennet | colspan="2"| |- |x |ur vammog peur bolotenn neud (?) |ḫ |kh | style="text-align:left;" | son korzailhek,kensonenn staon gargadennet | colspan="2"| |- |X |kof ul loen gant e lost |ẖ |kh | style="text-align:left;" | ur son dousoc’h,kensonenn c’houel staon gargadennet | colspan="2"| |- |s |pezh danvez pleget |s |s | style="text-align:left;" | evel an hini a-is | | rowspan="2"| |- |z |prenn un nor |s |s | style="text-align:left;" | evel an hini diwezhañ | |- |S |poull ul liorzh |š |sh | style="text-align:left;" | | colspan="2"| |- |q |tor ur menez |ḳ pe q |k | style="text-align:left;" | k kreñvaet,kensonenn darzh hogedennet divouezh | colspan="2"| |- |k |ur baner gant un dorn |k |k | style="text-align:left;" | | colspan="2"|e gerioù zo, |- |g |ur pod en e sav |g |g | style="text-align:left;" | | colspan="2"| |- |t |ur gouign |t |t | style="text-align:left;" | | colspan="2"| |- |T |ur gordenn stagañ |ṯ pe tch |tch | style="text-align:left;" | evel e saozneg church| colspan="2"| pe |- |d |un dorn |d |d | style="text-align:left;" | | colspan="2"| |- |D |ur c’hobra |ḏ pe dj |dj | style="text-align:left;" | evel e saozneg judge| colspan="2"| pe |} Skrivet e vez ar ger 'Ptoleme' gant hieroglifoù evel-mañ: p:t-wA-l:M-i-i-s Setu al lizherennoù a glot gant hieroglifoù ar gartouchenn a-us: Sellet e vez ouzh "ii" evel ouzh ul lizherenn hepken ha treuzskrivet e vez "i". Ur skouer all evit diskouez penaos ez a ar hieroglifoù en-dro eo sellet ouzh div dalvoudegezh ar ger egiptek pr (vogalennet peurliesañ evel per). Ti eo e dalvoudegezh kentañ hag e daolennadur hieroglifek zo: pr:Z1 Aze ez a ar hieroglif en-dro evel ur skeudenn zo evit ar ger taolennet ganti: ur ger a glot gant un un arouezenn. Al linenn serzh dindan ar hieroglif zo un doare boas da verkañ emañ an arouezenn evit un ideogramm. Gallout a ra ivez ar ger pr talvezout kement ha 'mont kuit', 'mont er-maez'. Pa vez skrivet ar ger-se e vez implijet an 'ti' hieroglifek da arouez fonetek: pr:r-D54 Amañ e talvez an ti hieroglifek evit ar c’hensonennoù pr. Ar genoù hieroglifek a-is zo ur stagadenn fonetek: lennet e vez r, ar pezh a greñva al lenn fonetikel evit pr. Un deskriver eo an trede hieroglif; un ideogramm eo a ro d'al lennerien talvoudegezh dre vras ar pezh zo skrivet: amañ e verk ur verb dilec’hiañ. Pennadoù kar Ankh Demoteg Egipteg Yezhoù Egipt Niverennoù Egipt Egiptouriezh Hierateg Treuzskrivañ an Henegipteg Liammoù diavaez Glyphs and Grammars Dafar evit ar re dedennet da zeskiñ ar hieroglifoù gant Aayko Eyma. (e saozneg) Pajenn diwar-benn an hieroglifoù (e saozneg) Pajenn diwar-benn ar skritur hieratek (e saozneg) Pajenn diwar-benn ar skritur hieratek (e saozneg) Hieroglyphs! kavlec’h notennet a-zivout dafar ledañ deskamant ha skolveuriek. (e saozneg) Egyptian Hieroglyphic Dictionary gant Jim Loy (e saozneg) [https://web.archive.org/web/20070222081509/http://personalwebs.myriad.net/steveb/egypt/kings.html Comprehensive Dictionary of Cartouches for all Egyptian Pharaohs] (e saozneg) GreatScott.com's Hieroglyphs Dafar kelenn. (e saozneg)'' Daveennoù Collier, Mark & Bill Manley|Bloaz=1998|Titl=How to read Egyptian hieroglyphs: a step-by-step guide to teach yourself|Publisher=British Museum Press|ID=ISBN 0-7141-1910-5 James P. Allen|Bloaz=2000|Titl=Middle Egyptian: an Introduction to the Language and Culture of Hieroglyphs|Publisher=Cambridge University Press|ID=ISBN 0-521-77483-7 Doareoù-skrivañ Istor Egipt Yezhoù Egipt Egiptouriezh Hieroglifoù Reizhiadoù skrivañ el:Ιερογλυφικά
1926
https://br.wikipedia.org/wiki/Dider
Dider
Un anv-badez brezhonek eo Dider. Anv ur sant breizhat eo ivez. Gerdarzh Dont a ra eus al latin "Didius". Sent Ar sant breizhat Ganet e oa Dider e Roazhon er VIIvet kantved, hag eno e voe beleget. Anvet e voe da eskob gant ar gristenien. Mont a reas da birc'hirinañ da Roma. Distreiñ a reas dre Alamagn. Muntret e voe p'edo o treuziñ ar Vojoù, a-gevret gant pirc'hirined all. Kement-se a c'hoarvezas, a-hervez, d'un 18 a viz Gwengolo, hag en deiz-se e vez goueliet ar sant. Sent all Dider Langres, eskob Langres, marvet en 407 Dider Autun, manac'h, marvet en 579 Dider Vienna, eskob Vienna, marvet en 608 Dider Auxerre, eskob Auxerre, marvet en 621 Dider Cahors, eskob Cahors, marvet en 654 Tud all Dider Lombardia (pe Desiderius) (war-dro 710 - war-dro 774), diwezhañ roue Lombarded Italia (757 - 774), trec'het gant Karl Veur. E verc'h, Desiderata, dimezet da Garl Veur. E yezhoù all Kavet e vez ivez e yezhoù all dindan meur a stumm all : Didier e galleg, meur a sant gall zo bet anvet Didier, Desiderio en italianeg, Dieder en alamaneg. Anv-lec'h An anv -se eo a gaver en anv-lec'h Plouider, tud ar barrez a vez graet Plouiz-Dider anezho. Anvioù-badez brezhonek Sent Breizh
1927
https://br.wikipedia.org/wiki/Maiden
Maiden
Maiden a zo ur gêr e Stadoù-Unanet Amerika, e-barzh stad North Carolina emañ ha 3 282 a dud a oa o chom enni er bloaz 2000. Kêrioù North Carolina
1928
https://br.wikipedia.org/wiki/Dramm
Dramm
Un dramm zo un danvez tennet eus loened pe eus plant pe genaozet, a vez mezv pe divemoret an den kerkent pe peuzgoude bezañ e lakaet en e gorf e doare pe zoare. Gallout a ra labezañ yec'hed-korf ha spered an den hag a c'hall dont da vezañ estoueat outañ ouzhpenn-se. Difennet pe da nebeutañ reolennet e vez ar produiñ, ar c'henwerzhañ hag ar c'hemer drammoù gant holl stadoù ar bed. Azonoù Evel ar boeson e c'hoari gant ar sistem nervennek kreizennel hag e laka an den da vezañ dizalc'het en e spered. Ar skiantoù a zegouezh diwezhat a-walc'h e diorroadur an den eo a vez tizhet pergen : ar soñjal difetis, ar fed d’en em soñjal ha soñj al lavar. Tognet eo an den penn-kil-ha-troad ha kemm-digemm e vez an imor muioc'h-mui. Drammoù hag a vez fardet diwar kaktegened, evel ar ar meskalin, pe an drammoù kenaozet a-seurt gant an LSD, a laka spisadenn ar merzadennoù-santout da greskiñ, ha diwanañ a ra eus kreizik-kreiz ar c'horf un nerzh a chom dalc'hmat en diveiz. An den a ziskouez bout evit dont en-dro d’e "stad natur" ha lemel nask ar sevenadurezh diwarnañ. Ha pa zeu an den da zivoemañ ez a a-ziwar-se ar "boan vlev" d'ober e reuz. Met kregiñ a ra en den ober seurt maritell, poan-benn ivez, ha fallik e teu da vezañ war-lerc'h. Kerse a vez stag ennañ ha ret e vez dezhañ butuniñ pe lonkañ dramm en-dro evit dienkrezañ; dre-se en em zramm muioc'h-mui anez e teuio da vlinañ. Ur boazadur war-gresk bepred a c'hoari gant ar vetabolegezh. Pa vez an den var yun a zramm, peuzgoude bezañ dihanet da lonkañ pe da vutuniñ, e teu morboan dezhañ en un taol. Bezañ dindan dalc'h an dramm zo dougen d'ur c'hleñved retolz ha grevus. Evit mont war-dro an dud tapet gant an dramm ec'h eo ret o lakaat en ospitalioù arbennikaet, met eno zoken eo ral d'an dud klañv treiñ ar rod betek penn. An drammoù Drammoù aotreet Aotreet gant al lezennoù c'hall eo an diedoù alkoolek hag ar butun (Nicotiana tabacum). Gouzout a ouzer ar c'hementadou gwerzhet ; n'eo ket aezet avat gouzout resis doare butuniñ ha doare evañ an dud ; ar pezh a ouzer eo e chom stabil niver ar vutunerien e-tro 40 %, ar merc'hed o kreskiñ o niver, hag ez eo e-tro o 18-24 bloaz emañ ar barr en e uhelañ. Digreskiñ a ra ar sifroù goude tamm-ha-tamm. Gouzout a ouzer ivez ec'h eo bet disteraet ar gwin hag ar bier, d’ar predoù en ur ober ugent vloaz, ha ne vezont ket evet ordinal kement, hogen startoc’h ha war-glask eus mezventi. En em vadaouiñ a glask al lonkerien ober. Abaoe pemp-dek vloaz emañ an abadenn-mañ o washaat e-touez ar yaouankizoù, hag ez eus deuet kenwerzhourien da lakaet war ar marc’had bieroù kreñvoc’h ha traoù anvet premix, ha marc’had-mat a-walc’h : an hanter eus ar re 11-18 vloaz a ev aliesik hervez enklaskoù. Pa vez eus kel a zramm ez eo arabat disoñjal an drammoù boaziet e pep lec'h ha ma tenn gwenneien ar Stad diouto, goude ma rank ivez mirout ouzh he sujidi a ober drougimplij anezho. Eno evel e lec'h all ez eus galloudoù (lobbies) evit derc’hel gant an traoù evel m’emaint. Ha diaes eo bet, dre lezennoù eo bet ret mont, evit mirout na vefe graet bruderezh war ar mogerioù, war kement kelaouenn zo, war hobregonoù ar gweturioù-sport, war ar c'hoarierien mell-droad ha kement zo. Ne ouzer ket ken : e 1999 e veze leun an holl ardoù-media gant bruderezh broudus da vutuniñ ha da evañ hag hep ma vije bet lakaet e oant noazus d’ar yec'hed ; mard oa bet bec'h oc'h enebiñ gant ar broduerien e oa dre ma ouient al levezon a zo gant ar bruderezh. Dieubet ar mogerioù, an tachennoù sportva, ar skinwel ha setu ar bruderezh o tont dic'hizet war dirennoù-tan, boestoù-alumetez, kreionoù hag all, T-shirtoù, kasketennoù hag all. Kement-se ha muioc’h a c'heller lavarout a-fed drammoù e-maez lezenn pe, kentoc’h, difennet gant lezennoù. Drammoù berzet Abaoe an amzerioù koshañ ma kaver roud eus obererezh mab-den en un endro lakaet ec'h eo bet pouezus ar struj m'en em vage, ma tenne dioutañ e voued, ar plantennoù-se, hag ar foue : ar roz-moc'h-kousket, an deliennoù koka, ar c'hanab indian ha reoù all. Ar roz-moc'h-kousket (Papaver somniferum) eo ar struzh koshañ ; diwarno e farder an opiom, ar morfin hag an heroin, en Egipt ha Spagn abaoe pevar pe bemp mil bloaz zo. Nevesoc’h eo hengoun aziat an tier opiom, a veze pourchaset gant kenwerzhourien arab e-tro an . Koka (Erythroxylum coca) a vez implijet e zeliennoù a-bell zo ivez e broioù andat : Bolivia, Kolombia ha Perou peurgetket. Eno e oa un temz amzer dibar, hag ez eus bepred, hag un hengoun sevenadurel-istorel-kevredigezhel hag ivez evel-just marc'hadoù un armerzh a-bezh diazezet war an dramm-se. An deil koka a dalveze chaoket er genoù hep bout lonket, betek ar bloavezhioù 1850 ma eo bet eztennet diouto ar c'hokain. Lesanvet eo coke pe snow "erc'h" pe gant an anvioù sudamerikan all. E-touez an drammoù gwashañ evit ar yec'hed emañ ar c'hrack-bazenn ; distag ar c'hokain ez eo. Hengounioù all e meuriadoù diseurt a zo stag outo ar peyotl (Lophophora williamsii)), kaktuz bihan a denner meskalin dioutañ, implijet abaoe tri mil bloaz gant Mec'hikaned e-kerzh o lidoù chamanek ; ouzh anv an Azteked emañ liammet anv ar psilosib, hag a zo un tog-touseg a gaver e Breizh ivez. Amanit lazher-kelien (Amanita muscaria)), datura (Datura stramonium), gwrizioù mandragon (Mandragora officinarum), mallc'heot (Hyoscyamus albus, Hyoscyamus niger), benede (Atropa belladonna), hag all e c'heller kavout roudoù eus pleustradegoù relijiel bet er Grennamzer en Europa hag e lec’hioù all. Ar c'hanab indian (Cannabis sativa,) eo an dramm naturel a vez implijet ar muiañ hag a-bell e 120 bro ha gant meur a gant milion a dud. E kreiz Azia emañ e orin, ma veze gounezet evit fardañ kerdin ha funioù, sandalennoù, ha paper, hag an hadoù a dalveze da voueta ar chatal. Marijuana a reer ivez eus ar c'hanab indian ; zamal eo e anv war Enez ar Reünion ; kif ha hachich eo anvioù arabek ar rousin a vez tennet dioutañ. An dramm e-maez lezenn ar muiañ anavezet ha strewet dre ar bed-holl eo ar c'hanab indian. 90 % eus ar seizh milion a dud a lavar o deus graet un tañva eus dramm pe dramm, a ra anv anezhañ e Bro-C'hall. Un tamm digresk a oa bet etre mare ar bloavezhioù 1970 ha 90 ; un adlañs zo abaoe deroù ar bloavezhioù 2000, en Europa a-bezh. Bremañ ma'z eo bet boutinaet ar fed butuniñ kanab e anzav aesoc'h ar pratikoù o boazioù ken ez eus bet ur c'hresk bras er sifroù nevez 'zo. Moarvat ez eus ivez ur c'hresk anat ha splann er boazioù, er c'hoantoù, da heul pe a-raok pourvezadurioù brasoc’h : harzoù-bro digor, ar polis nebeutoc'h sellus, kerent ar yaouankizoù nebeutoc'h sellus pe dinerzh pe hep galloud, lezennoù laosk e savadurioù zo, goude ma 'z eus bet savet lezennoù all evit gwareziñ diouzh ar moged ar re na vutunont ket. Pemp mil bloaz zo eo bet implijet ar rezin evit he c'hoari war an empenn, ha gweredoù war bred mab-den da vout spisoc’h. Butunet e vez an tammoù uhel hag an deil. Heroinomaned zo etre 150 000 ha 200 000 anezho e Bro-C'hall. Lod anezho zo aet d'ar metadon e-lec'h an heroin. Lod a gemer nebeut ha ral : hag-eñ ez eus diouto ? Dre ar gwazhied e teu an dramm er c'horf. Kreizennoù zo ezhomm d'o dizoniñ pa garont, d'o heuliañ, hag ouzhpenn talañ ouzh ar riskloù HIV hag avuad B pe C a zo stag ouzh ar gwad kontammet. Ret eo dezho arverañ nadozioù naet, da implijout nemet ur wech ken, hag all, hag ivez dañjerusted gant drammoù dibur, pa gaver enno a bep seurt, pe lisiv pe poultr. E pep lec'h, e kement renkad eus ar gevredigezh, war ar maez koulz hag e fabourzhioù kêr pe e kreiz-kêr - ha mar seblant an abadennoù gourdoenad (regorfad) bout stabilaet ha disteraet o niver -, e vez dav teurel evezh, a-fed heroin. Crack a vez e rannvro Bariz hag en Antilhez ha Gwiana. Ar c'hokain eo kentoc'h e meteier aes e vefe, tapet e vez bernioù met ne vez ket gouezet mat gant piv ha penaos e vez bevezet. Ecstasy a zo diouzh ar c'hiz : un designer drug a vez graet anezhañ, ha re all a vo. Marteze drammoù diouzh ho muzul, hep ket a var da c'hounit arc'hant digant ar re a fell da lod tud tizhout. Ur c'hresk spontus en ur ober seizh, eizh vloaz. En abadennoù rave party, e tiez dañsal, ma'z eo diouzh ar c'hiz an drammoù kenaozet. An LSD, brudet er bloavezhioù 1970, a zistro ivez hag e vo muioc'hik anezho holl er bloavezhioù a zeu : war ziskenn o friz, war greskiñ al live THC (TetraHydroCannabinol) a vez er "butun drol". Bevoniezh an nervennoù hag ar sinapsoù Hentoù an dopamin en empenn eo hentoù ar blijadur hag ivez ar boazamantoù emzrammañ. Mab-den a vez war-lerc’h ar blijadur dre anien, goude ma vez taget gwech a vez gant barradoù kablusted hag anken ha n'int ket emsavoc'h na yac’hoc'h eget an emzalc’h kentañ. Ur gudenn all eo marteze daoust ma vez liammet an holl arvezioù er vuhez pemdez. Klask ar blijadur ned eus kudenn ebet gantañ nemet pa ziheñch war-du ifern an dalc'h. Neb a lavar plijadur a lavar poan. Ar boan evit ar pratiker drammoù eo ar barrad diouer. Ned eus ket traoù speredel, distag diouzh ar vevoniezh, eus ar mennozhioù a blijadur hag a boan. Bez' ez int diazezet start ha don war ar c'horf, an nervennoù, kimiezh ar c’horf, en empenn dreist pep tra hag e kement lec'h a zo, ha war organoù arbennik ar gorfadurezh. Amañ e tlefed komz eus arnodennoù kaset da benn abaoe un hanter-kant vloaz bennak war razhed ha loened all, hag a ziskouez ez eus un tamm eus an empenn a c'heller broudañ hag a zegas plijadur : ar razhed a vounte o-unan war an droadikell da zegas tredan en o boulienn ma oa bet staget elektrodoù war an tamm resis anvet diwar neuze takad ar blijadur. Ken e tisoñjent debriñ hag evañ ha kousket ken gant ar c’hoant bountañ war an droadikell da gaout plijadur tredanek hag a implij hentoù an dopamin : eno ez eus kelligoù, nervennoù paot enno an dopamin, a zo un danvezenn bouezus e kimiezh an empenn, da gas ditouroù a bep seurt a-fed plijadur. Eno e c’hoari an drammoù. An dopamin, anezhi un danvezenn gimiek evit kas ar red eus un nervenn d’un all, a labour war meur a dachenn all estreget ar blijadur, da lavaret eo ar memor hag an trivliadoù. Lakaomp e vije troc’het d’ar razhed o hentoù dopamin, ne zeu ket an anevaled ken da vountañ war an nozelenn da vroudañ tredan en o zakad a blijadur. Heñvel a c'hoarvez mar bez roet dezho un danvezenn all enebet ouzh an dopamin hag a sparl an hent dezhi. War gorre ar c'helligoù ez eus bet lakaet anat lec'hiennoù arbennik evit kement dramm zo : kokain, morfin, heroin, nikotin, amfetamin ha reomù all. P'en em gav an dramm el lec'hienn e teu an dopamin da greskiñ e-keñver efedoù ha bec'h. Ne ouezer ket pep tra. An noradrenalin zo un danvezenn all a-douez reoù all hag a zo a-bouez ivez : danvezenn da vroudañ hag a zo kiriek evit un tamm mat d'ar boan a sav pa zigresk an dramm el lec'hiennoù ret. Hag ivez d'ar c’hoant divuzul da adstagañ ganti, d'en em zrammañ en-dro. Endorfinoù a reer eus danvezennoù kenderc'het gant an empenn e-unan hag a c'hoari heñvel, nemet berroc'h o fad ha gwanoc'h o efed. Pa vez tapet heroin, kokain, amfetamin hag all e teuont da blantañ reuz e-mesk an danvezennoù prizius-mañ ; lod a zigresk : an endorfinoù ha n'eus ket ezhomm anezho kement a blas a zo gant an heroin lakaomp, hag a vo ezhomm bras divuzul, anezho pa vo diouer, ha ne vint ket galloudus a-walc'h betek ur serten poent ma labourint endro : aze emañ ifern ar mank, an diouer, an digompezted trumm ha poanius. N'eus ket displegadurioù anat hag aes evit kement darvoud diouer. Ar barrad euzhus diouer a c'hoarvez alies a-greiz-holl, pell bras war-lerc’h bout troc'het kement bevezadur, goude mizioù zoken ha nep arouez, nep argel a ziouer diskouezet e korf ar c'hlañvour – rak da neuze ez eus ur c'hlañvour anezhañ, hag unan diaes. Start ar vuhez evitañ hag evit ar re a ra war e dro. Ar re a zeu "peurgrog" – estouat ouzh an dramm – o doa dibarderioù temz-spered pe temz-korf d'o rentañ kizidikoc'h ouzh an drammoù. Anevaled ranell ha kurius, bev-buhezekoc'h eget ar re all ouzh kement stress, pe nevezenti, a ziskouez bout taget aesoc'h, donoc'h. Ur c'hleñved da badout e teu da vout. En em zizober e c'hall an drammgaezhiaded gant bout mennet start ha bout sikouret gant mezegadurioù skoazell. Torfederezh ha drammoù Prenañ boued zo magañ marc'hadourien, prenañ dramm zo magañ gangsterien, armet aliesoc'h-aliesañ. Liammet eo gwerzh an drammoù hag an torfederezh. Abaoe kresket pouez Honduras e gwerzh an drammoù da SUA ez eo kresket ar feur torfediñ eno. E Breizh ivez e kresk an torfederezh e kêrioù hag a oa brudet da vezañ sioul a-walc'h betek deroù ar gant implij an armoù-tan Eus pelec'h e teu an dramm da Vreizh? Eus Pariz alies, eus Maroko dre Spagn a-wechoù, eus an Izelvroioù, pan a Bretoned di da brenañ. Kemer drammoù a sikour ivez gansterien zo da grediñ kas da benn gwalloberoù ha ne gredfent ket ober a-hend-all. Gourdrouzet e vez bugale evit o rediañ da werzhañ drogach Arsailhañ tud war ar straed pe en o zi, skeiñ ganto, laerezh anezho, a vez graet gant an drammezhommeien, evit kaout arc'hant da brenañ o lod drammoù. Skrapañ tud, boureviañ, lazhañ, a vez graet ivez evit arc'hant an drammoù Tud zo a implij drammoù evit kas gwalladennoù da benn : e 2010 e oa bet niveruzik ar seurt gwalloberoù e Roazhon. Penaos bevañ e-kichen marc'hadourien torfedourien ? E Gwened, e karter Kergado, e oa diaesoc'h-diaesañ e 2016, hervez Ouest-France. E kreiz-kêr Roazhon o deus ranket amezeien an ti-post klemm evit gallout mont ha dont diogel gant o bugale. E Brest, e Pont-an-Ezen, ez eus bet serret ur greizenn sokial ma oa bet gourdrouzet un implijad (roet e zilez goude gant an aon), dornet ar renerez, gant marc'hadourien anavezet. Lod marc'hadourien a glask gwerzhañ n'eus forzh petra : pa ne vez nemet geot da vihanañ, ne vez ket dañjerus E lod meteier ez eo stankoc'h an drammoù, evel en hini ar rave-où. Drammoù en Europa E Breizh Muioc'h a zrammoù a vez bevezet e Breizh eget er rannvroioù gall. Brest Lod karterioù eus Brest zo diaesoc'h bevañ enne abalamour d'ar varc'hadourien drammoù, prest da dennañ gant armoù, da lakaat an tan a-wechoù. Gwened Brudet eo Gwened da vezañ unan eus brasañ kreñvlec'hioù marc'hadourien an dramm Roazhon Ul liorzh e Roazhon a vez aloubet gant marc'hadourien drammoù, hag a glask aloubiñ lec'hioù arall. Lod trafikerien a laer kirri da zougen o marc'hadourezh hag a ginnig labour d'an dud. Bugale a vez rediet da labourat evit an drafikerien. En Island En island e klasker stourm ouzh an drammoù ha gwellaet eo an traoù e-touez ar yaouankizoù : Notennoù Psikotropoù Medisinerezh Kimiezh Kevredigezh Sorserezh
1932
https://br.wikipedia.org/wiki/Europa%20%28dishe%C3%B1velout%29
Europa (disheñvelout)
Europa zo un anv gresianek roet d'ar merc'hed. Diwar-se eo bet roet d'ur rannved, ha da veur a dra all. Tud Mojennoù Europa (merc'h Agenor), a voe skrapet gant un tarv, Europa (merc'h Okeanos) Europa (merc'h Tityos) Istor Europa (merc'h da Fulup II)‎ Douaroniezh Europa, eo anv ar c'hevandir e kornôg Azia ; muioc'h-mui e vez kemmesk gant Unaniezh Europa, an aozadur politikel Enez Europa zo un enez vihan e Meurvor Indez Picos de Europa, ur venezieg e hanternoz Spagn en aradennad anvet Cordillera Cantábrica. Beg Europa, pe Punta de Europa, ur beg-douar e Spagn e proviñs Cádiz. Astronomiezh Europa (loarenn) zo ul loarenn da Yaou (52) Europa zo un asteroidenn C'hoarioù c'hoarioù eus dibenn an Europa (c'hoari-brezel), un heuliad a c'hoarioù-brezel diwar-benn an eil brezel bed Europa Universalis, ur c'hoari brezel diwar-benn istor Europa Europa Universali (c'hoari video), ur c'hoari video graet e 2000 gant Paradox Entertainment Arc'hant Diwar an anv e teu ar ger euro, moneiz Unaniezh Europa. Pennadoù kar Unaniezh Europa
1933
https://br.wikipedia.org/wiki/Enver%20Hoxha
Enver Hoxha
Enver Hoxha [ɛnˈvɛɾ ˈhodʒa] (16 Here 1908 - 11 Ebrel 1985) a renas war Albania abaoe fin an Eil Brezel Bed betek deiz e varv e 1985 gant ar c'harg Kentañ Sekretour Strollad Labour Albania. Kentañ Ministr ar vro e oa bet ivez etre 1944 ha 1954, ha Ministr an Aferioù Diavaez etre 1946 ha 1953. Daoust ha ma vane didroc'het Albania diouzh ar peurrest eus ar bed, dindan beli Hoxha hag a-drugarez d'ar varksouriezh-leninouriezh lakaet e pleustr eno, e teuas ar vro diorroet e-keñver live ar c'hreanterezh pa oa bet ur vro damc'hladdac'hel anezhi a-raok. Ganet e oa bet Enver Hoxha e Gjirokastër e kreisteiz Albania. Levezonet bras e oa bet gant e eontr Hyen Hoxha, sokialour anezhañ, hag a stourmas evit frankiz Albania hag ivez a-enep d'ar gouranamantoù mac'homer a renas war ar vro goude ma teuas da vezañ dishual, dreist-holl goude ma voe bet disklêriet Zog Roue Albania e 1928. E 1930 e kuitaas ar vro evit mont da studiañ e Skol-Veur Montpelhièr. Etre 1934 ha 1936 e labouras da sekretour e Konsulad Albania e Belgia keit ha ma studie Gwir e Skol-Veur Brusel. Distreiñ da Albania a reas e 1936 ha kregiñ a reas gant e labour kelenner e Korçë. Skarzhet e oa bet diouzh e bost kelenner e 1939 goude ma oa bet aloubet ar vro gant Italia rak nac'hañ a reas emezelañ ouzh Strollad Faskour Albania. Skoazellet e oa bet gant Komunourion Yougoslavia a-benn sevel Strollad Komunour Albania (anvet war-lerc'h Strollad Labour Albania) e 1941 hag ivez al luskad resistañs (a zeuas da vezañ Arme ar Frankiz Broadel) e 1944, gant Enver Hoxha en o fenn. Goude bezañ bet dilennet gant 93% eus ar votoù e 1945 e krogas an Talbenn Demokratel gant al labour evit lakaat ur sistem dispac'hel e plas a-benn sevel ur gwir stad sokialour. Ur marksour-leninour rik e oa Enver Hoxha hag a douje da dezennoù Jozef Stalin. Pa droc'has Republik Pobl Kevreat Yougoslavia al liammoù gant an Unaniezh Soviedel e 1948 ec'h eas Enver Hoxha war-lerc'h da droc'hañ an holl liammoù etre Albania ha Yougoslavia, en ur lâret ne oa ket Yougoslavia ur vro sokialour anezhi. Kemer a reas gouarnamant sokialour Albania, Hoxha en e benn, an douaroù digant ar berc'henned-douar pinvidik evit o c'henstrollañ. A-drugarez d'ar politikerezh-se e teuas Albania a-benn da vezañ emren e-keñver boued. Gantañ ivez e oa bet diorroet ar c'hreanterezh ha kaset an tredan d'an holl lec'hioù diwar ar maez. Evit achuiñ e oa bet skarzhet an holl gleñvedoù-red hag e voe desket d'an holl lenn ha skrivañ. Kenderc'hel a reas Hoxha da zifenn tezennoù marksour-leninour hervez Stalin pa deuas Nikita C'hrouchtchov da gemer e blas en ur nac'hañ tezennoù Stalin. Troc'het e oa neuze Albania diouzh ar ar peurrest eus eus ar stadoù sokialour a soutene an Unaniezh Soviedel. E-kerzh an dizemglev etre an Unaniezh Soviedel ha Sina e savas Albania a-du gant Sina e 1960, hag e troc'has an holl liammoù gant an Unaniezh Soviedel ez-ofisiel bloaz war-lerc'h. E 1968 e tivizas Albania tec'hout diouzh Emglev Varsovia pa oa bet aloubet Tchekoslovakia e 1968 gant and Unaniezh Soviedel. E 1967, goude ugent vloaz bennaket o stourm a-enep d'ar relijionoù e c'hellas Enver Hoxha disklêriañ ez-ofisiel e oa deuet Albania da vezañ ar vro didoue kentañ er bed. Levezonet gant an Dispac'h Sevenadurel e Sina, e krogas da dapout lec'hioù relijiel a-bep seurt evit o adimplijout e servij an holl, da skouer meur a iliz hag a voskeenn a voe adimplijet da sinema pe da labouradeg. Pa varvas Mao 1976 e didroc'has Enver Hoxha al liammoù etre Sina hag Albania o lâret ne oa ket sokialour ken ar vro-se. Goude an dizemglev-se ne vane nemet Albania evel stad a soutene c'hoazh en un doare ofisiel tezennoù ar varksouriezh-leninouriezh rik. Aet koshig a-walc'h ez eas Hoxha war e leve mui-pe-vui en ul leuskel Ramiz Alia e karg eus ar vro. War e lerc'h Goude marv Hoxha d'an 11 a viz Ebrel 1985 e krogas gouarnamant Albania da leuskel tamm-ha-tamm diazezennoù ar varksouriezh-leninouriezh ha lakaet e oa fin d'ar sistem unstrolladel e 1990. Gwelet ivez Maoouriezh Tu kleiz pellañ Komunouriezh Marksouriezh-leninouriezh Dispac'h Sevenadurel Liammoù diavaez Enver Hoxha tungjatjeta Lec'hienn diwar-benn Enver Hoxha Oberennoù Enver Hoxha Enver Hoxha. His Life and Work. Ganedigezhioù 1908 Marvioù 1985 Komunouriezh Politikourien Albania Istor Albania Marksouriezh-Leninouriezh Komunourion
1935
https://br.wikipedia.org/wiki/Marksouriezh-leninouriezh
Marksouriezh-leninouriezh
Al Leninouriezh a zo anezhi un deorienn bolitikel hag armerzhel bet diorroet gant Lenin war diazezoù ar varksouriezh rik bet diorroet gant Karl Marx. Lakaet e oa bet e pleustr an deorienn-se gant Lenin er penn-kentañ en Unaniezh Soviedel goude an Dispac'h ha goude trec'h ar volchevourion ha kendalc'het e labour war e lerc'h gant Stalin. A-wechoù e vez graet un diforc'h etre ar varksouriezh-leninouriezh, hag a dalveze da teorienn hollek ar strollad, diouzh un tu hag al leninouriezh rik diouzh an tu all hag a dalvez da deskrivañ an doare ma vez aozet ar strollad en diabarzh (d.s ar greizennouriezh demokratel, hag all). Hervez tezennoù Lenin ez eo a-bouez-tre ar strollad komunour evit ledanaat spered hag emzalc'h dispac'hel ar broletarion. Evit se e vez lâret ez eo ar strollad komunour e penn an dispac'h. Ret eo, hervez al leninouriezh, d'ar strollad bezañ aozet en un doare resis-tre a-benn e greñvaat. An greizennouriezh demokratel e vez graet eus an doare aozadur ispisial-se. Al leninouriezh a gelenn ez eo ret skarzhañ ar gapitalouriezh dre un dispac'h evit lakaat en he flas diktatorelezh ar broletarion kentoc'h dikatorelezh ar vourc'hizion. Dindan e veli e oa bet klasket ober kement-all dre sevel ar soviedoù. Unan eus tezennoù pennañ al leninouriezh a denn d'an impalaerouriezh dielfennet ganti evel pazenn uhelañ ar gapitalouriezh. Koulz ar gapitalouriezh dre vras hag an impalaerouriezh es-resis na c'hell bezañ trec'h warne nemet an dispac'h. Da lâret eo ez eo ret o skarzhañ, rak ne c'hellont ket bezañ 'adwelet' pe 'adsoñjet' evit servij interesoù ar broletarion. An tezennoù bet savet gant Lenin diwar-benn an impalaerouriezh a dalvez da binvidikaat ha da glokaat tezennoù Marx war al live etrebroadel bet diorroet evit displegañ mont-en-dro ar gapitalouriezh war al live lec'hel pe broadel. Tezenn an impaelouriezh a zo ziazezet war ar fed m'emañ ar broioù kapitalour diorroet e-keñver an armerzh o diwall diouzh an dispac'h a savfe diwar ar broletaerion enne dre implijout ar broioù trevadennet gante evit en em dizober diouzh o froduioù a-re ha dreist-holl en ur implijout danvezioù trevadennoù hag en ur vac'homañ al labourerion a vev enne. Evel-se, neuze, ez eo aezetoc'h d'ar broioù kapitalour lakaat o froletaerion da chom disoursi. Neze e c'helle bezañ meret ar gapitalouriezh gant brientinelezh al labourierion hag ar strolladoù sokial-demokratel evit dec'hel diouzh an dispac'h er broioù diorroetañ (hervez skridoù Marx) hag an dispac'h a teufe neuze da gentañ er broioù impaelour gwanañ. met ma vez kaset da benn un dispa'h en ur vro baour ha diziorroet ez eu amañ ur gudenn: ne c'hellfe ket hennezh, hervez tezennoù diazez ar varksouriezh, mont pelloc'h ha sevel ur sistem sokial enni rak ar sokialouriezh a zo anezhi ur bazenn ne c'heller tizhout nemet da heul pazenn ar gapitalouriezh. Kavet e vez un diskoulm d'ar gudenn-mañ gant div arguzenn hervez al leninouriezh: An dispac'h bet kroget da gentañ er broioù paour ha diziorroet a gas d'an dispac'h er broioù pinvidik kapitalour. Ha neuze e vel stalietr ur sistem sokialour er vro diorroet hag a sikour ar vro dizioroet da sevl ur sistem enni war he zro. Dreist-holl un dispac'h en ur vro revadennet a gas d'un dispac'h da c'houde er vro impaelour kiriek d'an devadennerezh. Kaset e vez da benn un dispac'h e meur a vro diziorroet war un dro pe an eil war-lerc'h eben ha neuze e c'hell ar broioù-se en em glevout evit stourm a-stroll a-enep d'ar broioù kapitalour a fell dezhe mirout oute da sevel ur sistem sokialour. Setu unan eus arguzennoù pennañ krouidigezh an Unaniezh Soviedel. N'eus forzh penaos, ar sokialouriezh ne c'hell ket padout en ur vro baour hec'h-unan penn, hag abalamour da se ez eo an dispac'h dre ar bed-holl unan eus arguzennoù pennañ al leninouriezh. Peurliesañ e vez dielfennet hollvedelezh ar marc'had a-hiziv evel un doare impaelouriezh gant ar strolladoù varksourion-leninourien a-vremañ. Liammoù diavaez Oberennoù Vladimir Lenin: Petra ober? An impaelouriezh: Pazenn uhelañ ar gapitalouriezh Ar stad hag an dispac'h Ideologiezhioù Komunouriezh az:Leninizm
1937
https://br.wikipedia.org/wiki/Impalaeriezh
Impalaeriezh
Un impalaeriezh a zo ur strollad broioù lakaet dindan beli un impalaer. Dont a ra ar ger eus al latin imperium (beli). Pa gomzer eus un impalaeriezh e vez kaoz eus tiriadoù divent ha liessevenadurel. Ur galloud milourel a ya atav gant mennozh ar framm politikel-kevredigezhel-se. Ur monarkiezh pe unpenniezh eo an impalaeriezh. An impalaeriezhoù koshañ (ar re bet anavezet dre an enklask istorel) a zo bet hini Henegipt, hini Sina hag ar re staliet e Mezopotamia abaoe an 3e kantved kent Jezuz-Krist. Graet e vez alies a-walc'h an "impalaeriezh amerikan" eus ar sistem emglevioù milourel ha kenwerzhel a ro ur galloud divent d'ar Stadoù-Unanet. Koulzkoude pa n'eo ket ur riez liesvro, n'eo ket dereat meskañ an dra gant an impalaeriezhoù a zo kaoz anezho amañ. Anvet e vez ar sistem emglevioù an impalaerouriezh. Savboentoù liesseurt a sav war ar meizad-se. Hiziv n'eus nemet impalaer ar Japan a zoug an titl-se, met n'eus ket mui kaoz eus an impalaeriezh p'eo aet bihannoc'h tiriadoù ar Japan dre goll Korea hag ar broioù aloubet er XXvet kantved. N'eo ket mui ur riez liesbobl Japan, nemet e-keñver an Ainoù hag ar Goreidi envroet. Impalaerezhioù Afrika Impalaeriezh Henegipt Impalaeriezh Etiopia Impalaeriezh Songhai Amerika Impalaeriezh aztekat Impalaeriezh inka Impalaeriezh Brazil Impalaeriezh amerikan Azia Impalaeriezh Sina Impalaeriezh persat Impalaeriezh mongol Impalaeriezh rusian Impalaeriezh otoman (astennet da Europa ha da Afrika) Impalaeriezh Japan Impalaeriezh Iran Europa Impalaeriezh Aten (astennet da Azia) Impalaeriezh Aleksandr (astennet da Azia ha da Afrika) Impalaeriezh Aostria (1804 - 1918) Impalaeriezh Alamagn (1870 - 1918) Impalaeriezh Roma Impalaeriezh roman ar Reter Impalaeriezh ar C'hornôg Impalaeriezh Santel German Impalaeriezh c'hall kentañ Eil Impalaeriezh c'hall Impalaeriezh trevadennel c'hall Impalaeriezh Breizh-Veur Impalaeriezh trevadennel Portugal Frammoù politikel-kevredigezhel
1939
https://br.wikipedia.org/wiki/Impalaer
Impalaer
Impalaer zo un titl roet da lod renerien pe rieien, diwars titl an imperator a veze roet d'ar jeneraled kozh en Henroma pa oant bet trec'h war enebourien o bro. Ar stêr "penn uhel-tre" zo bet hini penn ar riez roman pa oa aet ar Republik roman da get e kreiz ar I kantved kent Jezus-Krist. Ar rieg mod-nevez a zlee kaout pep a ditl uhel : koñsul hag imperator (trec'her) hep ehan. Augustus ("An hini benniget") zo bet gwelet evel ar c'hentañ impalaer roman, a renas eus 27 KJK betek e varv e 14 goude JK. Titloù all estreget impalaer hag augustus a yae gant hini an impalaer roman : kaesar ha prinkeps, met kavet e vez anvioù all e broioù henc'hresian : basileus, autokrat, sebastokrat. E broioù slav e kaver tsar, diwar kaesar. En Iran (Persia gwechall) ez eus bet un Roue ar Roueed en Henamzer hag ur Shah e-pad mareoù an Istor modern ha kempredel. Ne chom impalaer·ez ebet hiziv nemet e Japan ; mikado eo e ditl. Biskoazh n'eus bet kalz galloud gantañ, dre ma oa an holl c'halloudoù bedel gant ar shoguned, ha nebeutoc'h c'hoazh abaoe diwezh an Eil Brezel-Bed ha faezidigezh Japan e 1945. Roll ar broioù ma'z eus bet impalaerien o ren Titl a noblañs
1945
https://br.wikipedia.org/wiki/Kle%C3%B1ved
Kleñved
Ar c'hleñved (liester : kleñvedoù pe kleñvejoù) a c'hoarvez pa vez gwelet pe santet un dra bennak direizh e mont-endro ar c'horf pe e hini ar spered a ya da grouiñ diaesterioù evit un den pe evit ar re zo en endro an den-se. Ar vedisined (pe mezeien) eo an arbennigourien a ra war-dro pare ar c'hleñvedoù. Dispartiet e vez ar c'hleñvedoù hag a zeu eus un abeg pe eus abegoù resis (lakaet asamblez dindan an anv a etiologiezh ar c'hleñved) diouzh an sindrom hag a zo un hollad sinoù pe arouezioù en em diskouez asamblez. Studi ar c'hleñvedoù eo ar batologiezh hag an nosologiezh a studi rummatadur ar c'hleñvedoù. Kleñvedoù an anevaled hag ar plant Kleñvedoù a zo evit an anevaled hag ar plant ha dre-vras ne c'hellont bezañ treuzkaset etre o spesadoù ha setu perak e vez komzet eus harz ar spesadoù lakaet d'ar c'hleñvedoù etre ar vevien. Koulskoude nemedennoù a zo evel anoued an evned. Keid-all e c'hell tapout kleñved Aujeski ar c'hizhier p'eo hemañ tapet gant ar moc'h da gentañ. Kleñvedoù stagus Ar c'hleñvedoù stagus a zo kleñvedoù zo hag a c'hell bezañ treuskaset eus ur bev d'un all. Ul lankad (amprevan, mikroboù, foue...) a zo ret evit ma vo treuzkaset an droug. M'eo stagus-kenañ ar c'hleñved eo ur c'hleñved-red a c'hell mont buan-kenañ eus ur bev d'un all ken e vez taget un toullad bras a dud, a loened, a blant war takadoù bras zo. C'hoarvezout a ra kleñvedoù-red marvel a gas da Anaon miliadoù a dud (pe a vevien all). E-touez ar c'hleñvedoù-red marvel e kaver : ar vosenn ar brec'h ar brec'h du (an tifuz) an drev ar c'holera ar serk E-touez ar c'hleñvedoù stagus a c'hell bezañ marvel e kaver ar krezennfo|grezennfo ar skeventfo E-touez ar c'hlenvedoù stagus ha n'int ket marvel e kaver an anoued ar bronkezfo an droug-gouzoug ar glaz kalon an uswask Kleñvedoù padus ar berranal ar c'hrign-bev al lovrezh ar baludegezh ar remm Kleñvedoù
2355
https://br.wikipedia.org/wiki/Eurogomunouriezh
Eurogomunouriezh
An eurokomunouriezh a zo anezhi un ideologiezh politikel ha kevredel bet diorroet gant meur a strollad komunour e kornôg Europa war diazezoù tezennoù ar gomunouriezh er bloavezhioù 70. Pal pennañ ar gomunouriezh mod nevez-se a oa klask bezañ soutenet gant labourerion a renkad-etre hag izili al luskadoù kevredel a-bep seurt, da skouer ar venelouriezh hag al luskad a savet a-du gant gwirioù an heñvelrevourion. War un dro e veze nac'het gante souten politikerezh an Unaniezh Soviedel en un doare dall hag e tifennent mui-ouzh-mui mont-en-dro ar sistemoù demokratel, da lâret eo an demokratelezh hervez ar sistemoù kapitalour europat. Dre vras e oa ar strolladoù komunour kreñvañ, evel er PCF ((Strollad komunour gall) e Frañs hag ar PCI (Strollad komunour italiat) e Italia ar re a savas a-du gant tezennoù an eurogomunouriezh, keit ha ma vane feal ar strolladoù bihanoc'h d'an Unaniezh Soviedel. Un nebeud strolladoù er-maez eus Europa a savas a-du ivez gant an ideologiezh eurogomunour, en o zouez al Luskad evit al Sokialouriezh e Venezuela, Stollad Komunour Japon ha Strollad Komunour Aostralia. E meur a geñver, avat, kentoc'h evit un ideologiezh kreñv, e gwirionez ne dalvezas an eurogomunouriezh nemet da gas ar strolladoù a save a-du ganti d'un duenn ideologel disheñvel war-lerc'h : an darn vrasañ oute, a-seurt gant italianiz, a droas o c'hein d'ar gomunouriezh penn da benn dre vont ez-ofisiel war hent ar sokial-demokratelezh, lod all, seurt re an Izelvroioù a dibabas an ideologiezh c'hlas ha lod all a distroas d'ul linenn bolitikel tostoc'h kalz ouzh hini an Unaniezh Soviedel, evel, da skouer Strollad Komunour Frañs er bloavezhioù 1980's. Disklêriet e voe ez-ofisiel an eurogomunouriezh 1977 goude un emvod e Madrid etre Enrico Berlinguer e anv Strollad Komunour Italia (PCI), Santiago Carrillo e anv Strollad Komunour Spagn (PCE) ha Georges Marchais e anv Strollad Komunour Gall (PCF). Kritikoù an eurogomunouriezh Kritiket eo bet dre vras an eurogomunouriezh evit da abeg pennañ: Da gentañ-penn, lod a lâre ne oa ket bet troc'het al liammoù gant an Unavaniezh Soviedel en un doare sklaer a-walc'h. Da skouer, ne oa troc'het al liammoù etre an Unaniezh Soviedel ha Strollad Komunour Italia nemet e 1981 goude ma oa bet skoet war al luskad Solidarnosc e Polognia. Marteze o doa bet oan ar Strolladoù Komunour a fell dezhe mont war hent an eurogomunouriezh rak koll o izili a-gozh o doa desket mont a-du gant an Unaniezh Soviedel]] atav. Diouzh an tu all, avat, eo bet tamallet an eurogomouniezh da vezañ chomet hep gallout sevel ul linnen ideologel sklaer ha disheñvel-tre e oa bet an eurogomunouriezh hervez al lec'h ma veze lakaet e pleustr. Ne blij ivez an eurogomunouriezh na d'an drostskourion na d'ar varksourion-leninourion: Hervez an trotskour Ernest Mandel, da skouer, an eurogomunouriezh a vefe anezhi disoc'h an linnen bolitikel bet diorroet en Unaniezh Soviedel da geñver 1924 o leuskel war he lerc'h ar pal kent da dizhout an dispac'h er bed-holl a-benn plediñ kentoc'h war sevel ar gomunouriezh en ur vro nemetken. Evit dielfennourion a-seurt-se neuze ez eo strolladoù evel Strollad Komunour Frañs ur strollad brogarour ha nac'het gante, ha gant an Unaniezh Soviedel ivez, spered etrebroadelour gwirion ar gomunouriezh reizh. Diouzh an tu all avat e oa bet nac'het e oa an eurogomunouriezh un doare komunouriezh en un doare rik gant ar varksourien-leninourien a save a-du gant tezennoù Stalin dreist-holl. En e levr An eurogomunouriezh a zo enepkomunouriezh, Enver Hoxha a skrivas e oa an eurogomunouriezh ur bazenn dehour war-du gwanaat ar gomunouriezh wirion (da lavaret eo ar varksouriezh-leninouriezh) a-benn resteurel ar gapitalouriezh dre nac'hañ tezennoù Lenin ha Stalin, kemeret da diazezoù ar gomunouriezh pleustrek. Gwelet ivez Komunouriezh Marksouriezh-leninouriezh Ideologiezhioù Komunouriezh
2360
https://br.wikipedia.org/wiki/Trotskiouriezh
Trotskiouriezh
An drotskiouriezh (Trotski-ouriezh) pe, aliesoc'h trotskouriezh, a zo anezhi un ideologiezh politikel bet savet ha diorroet gant Lyev Davidovitch Trotski. Skarzhet e oa bet Trotski eus Strollad Komunour Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel (URSS) e 1927 ha ranket dezhañ tec'hel eus ar vro e 1929. Mervel a reas Lenin hep bezañ disklêriet a-ouez d'an holl piv an hini a felle dezhañ gwelout war e lerc'h e penn ar Strollad hag e penn an Unaniezh Soviedel. Zinoviev, Kamenev ha Jozef Stalin a savas o-zri a-enep da dTrokski pa fellas dezhañ kemer lec'h Lenin kerkent ha 1924. Mont ar reas ar maout gant Stalin dre glask bezañ skoazellet gant Zinoviev ha Kamenev da gentañ ha gant Bouc'harin da c'houde. Bouc'harin a save a-du gant Stalin evit harpañ tezenn ar sokialouriezh da sevel en ur vro nemetken evel diazez ofisiel politikerezh an Unaniezh Soviedel. Gant Trotski, avat, e veze difennet an dezenn gontrol, da lavaret eo e oa ret skignañ an dispac'h er bed a-bezh a-raok gallout kregiñ da sevel ar sokialouriezh. Goude bezañ klasket, en aner, sachañ war an Etrebroadel evit mont war-du e dezennoù politikel, e 1938 e savas Trotski gant un toullad sokialourion ha komunourion all ar Etrebroadel e Bro-C'hall. E varv Daou vloaz war-lerc'h, d'an 20 a viz Eost 1940 e voe muntret Leon Trotski e Mec'hiko gant Ramón Mercader o labourat diwar urzhioù Stalin. Implijout a reas ur bigell-skorn evit skeiñ gant penn Trotski e-keit ma oa oc'h ober ur weladenn dezhañ a-hervez. Barnet rust e oa bet politikerezh hag ideologiezh Stalin gant Troski a lavare difenn muioc'h a zemokratelezh e diabarzh ar Strollad Komunour. Koulskoude en doa bet Trotski skarzhet diouzh ar Strollad an holl re na savent ket a-du gant tezennoù ar volchevouriezh er bloavezhioù kent. Hiziv an deiz e vez kavet Strolladoù trotskiourien a bep seurt dre ar bed a-bezh hag e-barzh ouzhpenn 50 bro disheñvel. Kreñvik a-walc'h int deuet da vezañ e Bro-C'hall, da skouer ar c'hKevre Komunour Dispac'hel (LCR). Gwelet ivez Tu kleiz pellañ Komunouriezh Marksouriezh-leninouriezh Liammoù diavaez Kreizenn studi hag enklask war al luskadoù trotskour ha dispac'hel etrebroadel Oberennoù Trotski (ha skrivagnerion komunour all a-bep tu) e meur a yezh Roll ar strolladoù trotskour dre ar bed a-bezh Daveoù ha notennoù Ideologiezhioù Komunouriezh Politikerezh an URSS
2362
https://br.wikipedia.org/wiki/Gwinizh-du
Gwinizh-du
Ar gwinizh-du (distaget [ˌgwinisˈtyː], [ˌgɥinisˈtyː], pe [d͡ʒɥinɛxˈtyː]), pe ed-du (distaget [eˈtyː]), Fagopyrum esculentum, a zo ur blantenn gounezet hag a renker e familh ar poligonakadezed. Gwelet eo evel unan eus an edoù (el liester e vez lavaret an ed-du), met n'eo ket ur geoteg evel an ed all. Anvet eo ar sarrazin e galleg hag an trigo sarraceno e spagnoleg ha portugaleg, rak anavezetoc'h eo bet e Kornôg Europa e mare an aloubadegoù arab ( kantved goude Jezuz-Krist) pa oa boued pennañ al luioù muzulman (sarrazined a veze graet anezho ivez). Astenn gounid an ed-du Da vare Oadvezh an Houarn e oa erruet en Europa o tont eus Azia. Gounezet e vez e Sina e-leizh. Mat eo dezhañ an douaroù trenk evel ma vez kavet en tiriadoù vulkanek hag herkinek. N'en deus ket ezhomm eus un douar strujus ha gellout a reer silañ anezhañ en ur sistem treiñ-eostoù pa chom an douar-tomm "naetaet" goude an eost. Ur gounid ha n'en deus ket ezhomm d'ober kalz war e dro p'emañ en e gresk ha setu perak eo bet gounezet e-leizh e broioù paour evel m'eo bet lodennoù bras Breizh eus ar XVIvet kantved betek kreiz an . Implijoù Implijet e vez bleud graet gant greun ar gwinizh-du evit fardañ krampouezh ha yod ivez (fardet e vez gantañ ur polenta du e Bro-Italia). Evit kaout bleud eo ret malañ ar greun, met pa ne veze ket ar bleud da vezañ miret e-pad pell e veze kustum ar gouerien da fardañ kementadoù bihan gant milinoù da vezañ lakaet da vont en-dro gant an dorn. Implijet e vez ivez evit fardañ boued ar moc'h hag ar yer. Gounererezh Kreskiñ a ra buan ar gwinizh-du ha plijout a ra dezhañ douaroù paour ha trenk. Ret eo dezho bezañ dizouret mat, avat. Un dreistmuzul a demz a vez o vihanaat an ampledoù. Kizidik eo ar blantenn ouzh ar wrez ha ret eo, e hinadoù tomm, hec'h hadañ diwezhatoc'h er mare-bloaz. A-wechoù e vez talvoudekaet evel un temz glas pe evit gwareziñ an douaroù a-enep ar c'hrignerezh. Spletoù e-keñver ar magadurezh Degas a ra magneziom, fosfor, houarn, fluor ha kalsiom pa vez debret. Aes eo da enteuziñ pa endalc'h proteinoù (10%) enno trenkennoù aminek a-bouez : lizin, arginin, kistin... ha dreist-holl triptofan. Pa n'endalc'h gluten ebet eo mat evit ar re o deus allergiezhioù. kalavr a vez graet eus ar plouz ed-du Stadegoù Daveoù Mazza, G. 1992. Buckwheat (Fagopyrum esculentum), the crop and its importance, p. 534-539. In: R. MacRae (ed.). Encyclopedia of food science, food technology and nutrition. Academic Press Ltd., London. Mazza, G. 1993. Storage, Processing, and Quality Aspects of Buckwheat Seed, p. 251-255. In: J. Janick and J.E. Simon (eds.), New crops. Wiley, New York. Marshall, H.G. and Y. Pomeranz. 1982. Buckwheat description, breeding, production and utilization, p. 157-212 In: Y. Pomeranz (ed.). Advances in cereal science and technology. Amer. Assoc. Cereal Chem., St. Paul, MN. McGregor, S.E. 1976. Insect Pollination Of Cultivated Crop Plants, chap. 9 Crop Plants and Exotic Plants. U.S. Department of Agriculture. As found on the website of the Carl Hayden Bee Research Center of the USDA Agricultural Research Service. Descriptors for Buckwheat (Fagopyrum spp.) Dave ha notennoù Liamm diavaez https://web.archive.org/web/20171001101112/http://www.blenoir-bretagne.com/histoire-sarrasin-bretagne.html Ed Fagopyrum
2363
https://br.wikipedia.org/wiki/Enep-adwelouriezh
Enep-adwelouriezh
Un ideologiezh komunour kevatal d'ar varksouriezh-leninouriezh rik hervez tezennoù Stalin pe Mao eo an enep-adwelouriezh. Implijet e voe an termen-mañ evit ar wech kentañ e dibenn an 19vet kantved da vare an dizemglev hag an disparti etre ar leninourion hag ar sokialourion demokratel. Fellout a rae d'an eil re adwelet tezenn bennañ Marx a gelenne ne c'helle lakaat ar gevredigezh da vont war-raok hep rankout kas da benn an dispac'h dre ret. A-enep da seurt tezennoù sokial-demokratel e save al leninourion neuze o nac'hañ e oa ret adwelet tezennoù politikel pennañ ar varksouriezh. Da c'houde e voe adimplijet an termen enep-welour evit ar re a save a-enep d'al linenn bolitikel bet diorroet gant Nikita C'hrouchtchov (Unaniezh Soviedel) goude marv Stalin dreist-holl hag ivez hini Tito (Yugoslavia). Goude an disparti etre an Unaniezh Soviedel ha Sina, Sina dindan beli Mao hag Albania dindan beli Enver Hoxha en em disklêrias enep-welourion hag a nac'has linenn bolitikel C'hrushchev ez-foran. Gwelet ivez Maoouriezh Komunouriezh Marksouriezh-leninouriezh Enver Hoxha Liammoù diavaez Un toullad liammoù a gas da strollad enep-adwelour dre ar bed (e saozneg). Ideologiezhioù Komunouriezh Marksouriezh-Leninouriezh
2366
https://br.wikipedia.org/wiki/Juche
Juche
Ideologiezh ofisiel Republik Poblel ha Demokratel Korea (RDPK) eo ar Juche Sasang. E koreaneg, an termen juche a dalvez kement hag emvasterezh, da lâret eo an doare ma c'hell ur stad evel RDPK (pe Korea an Norzh) talvezout drezi hag eviti hec'h-unan. Hervez ideologiezh ar juche neuze e rank ur vro gallout tizhout an dispac'h a-drugarez da labourerion ar vro hec'h-unan kentoc'h evit dre ’n em harpañ ouzh ur vro all. Kaset e vez da benn an ideologiezh emvastañ da benn e pep keñver: armerzh, gounezerezh, surentez milourel, h.a. Diazezet eo an ideologiezh juche war tezennoù Kim Il-sung. Ingal e vez kredet ez eo an ideologiezh juche kevatal d'ar stalinouriezh, met e gwirionez ez eo disheñvel-bras an eil diouzh eben e meur a geñver. Skignet eo bet an ideologiezh juche gant gouarnamant RDPK dre ar skolioù abaoe ma oa bet implijet an termenn-se evit ar wech kentañ en un diviz graet gant Kim Il-sung e 1955. Er penn kentañ e oa an ideologiezh diazezet war daou boent pennañ: perc'henn war dispac'h ar proletariad eo an dud; ha mab-den a hini eo a zo mestr war an dispac'h Evit ar pezh a denn d'an armerzh e kelenn an ideologiezh juche ez eo ret gallout emvastañ e-keñver ezhommoù armerzhel ha servijoù an dud en ur virout da gas war-raok dellezegezh hag emrenerezh ar vro he he fezh. Strivoù bras zo bet graet gant gouarnamant ha tud ar vro evit tizhout ha kenderc'hel gant ar pal-se abaoe ar bloavezhioù 1960. Bountet eo bet war an ijinerezh pounner dreist-holl met klasket eo bet diorroiñ ivez surentez vilourel arr vro hag al labourerezh-douar war un dro. Dre m'he doa lakaet e pleustr ur politikerezh armerzhel diazezet war an ideologiezh juche anvet Chollima (da c'houde Taean) er bloavezhioù 1960 e teuas a-benn ar vro da vezañ emren dre aiorroiñ an armerzh en un doare buan-tre. E 1977 e voe kemeret plas ar varksouriezh-leninouriezh gant an ideologiezh juche er vonreizh, lakaet neuze eta da ideologiezh ofisiel RDPK. Tud 'zo o deus lâret ez eo an ideologiezh juche un doare filozofiezh relijiel, met nac'het e vez kement-se gant gouarnamant Republik Demokratel Poblek Korea. Daoust ma voe savet an ideologiezh juche a-ratozh-kaer evit servij ezhommoù Korea e vez studiet gant meur a hini en Europa ha dre ar bed a-bezh evit gwelet penaos tennañ gounit diouti evit he lakaat e pleustr en ur vro all. Gwelet ivez: Komunouriezh Marksouriezh-leninouriezh Stalinouriezh Liammoù diavaez: Savadur etrebroadel an juche Strollad studi an juche (Breizh-Veur) Ideologiezhioù Komunouriezh Korea an Norzh
2367
https://br.wikipedia.org/wiki/Emsav
Emsav
Termenadur ar ger Emsav An anvioù Emsav pe emsaver a vez graet eus aozadurioù pe tud o stourm a-gevret war un dachenn bennak: emsavioù politikel da gentañ, hogen emsav sevenadurel ivez, pe arzel zoken. Amañ e vo kaoz eus an emsav a ra war-dro danvez Breizh ha pergen ar brezhoneg a zo, evel ma vez gwelet en Istor an Emsav, elfenn diazez stourm an Emsav. An Emsav (distaget "em-zao" dre vras) a vez implijet evit termeniñ luskadoù politikel, en ur ster ledan-tre, a zo bet gwelet e Breizh abaoe dibenn an XIXvet kantved. Talvezout a ra evel en em sevel sonn adarre hag evel ar relèvement e galleg hag ar Risorgimento, luskad politikel italian an XIXvet kantved. E dielloù al luskadoù brezhonek pennañ o deus klasket ren e brezhoneg ur venoziadeg klok da ziazezañ o obereriantiz politikel "Emsav Stadel Breizh" hag "Emsav Ar Bobl Vrezhon" e c'haller kavout termenadurioù heñvel a-walc'h ouzh hemañ : "Evit parrat ouzh an dañjer marvus n'en em gav ar yezh vroadel - war var da steuziañ a-grenn, pezh a lakfe Breizh mont da get - ez eo bet savet an Emsav e deroù ar XXvet kantved. Bez ez eo an Emsav eta an danvez broad vrezhon nevez adkavet ganti ster hec'h istor hag adpiaouet ganti he c'hevala istorek ha pergen he yezh, gouest dre-se da aozañ ur gevredigezh hag ur stad vroadel nevez a grouo ur sevenadur broadel nevez el lec'h." (Imbourc'h, Kefridi ha tonkad Skol an Emsav, 1971, p.4) Anv a zo bet ivez gant ESB pe EBV eus al "Ledemsav" da envel al luskadoù rannvroelour. - termenadur ledan, sevenadurel, kevredigezhel : Metoù ar vretoned o stourm well-wazh evit Breizh emrenoc'h, Breizh Unvan, a-du gant brezhoneg ha zoken, evit lod, gant ar gallaoueg. Ur metoù eo, ur seurt 'familh', ha n'eo ket ur strollad. An Emsav sevenadurel ez eo, derc'houezet dreist-holl gant Kuzul Sevenadurel Breizh. Istor an Emsav Amañ e vo anv eus istor an Emsav dre-vras, koulz sevenadurel, yezhel, ha n'eo ket politikel hepken rak, evel ma vo gwelet an arvez politikel en em ziskouezo da ziwezhañ e dibenn ar pezh a anvet ar c'hentañ Emsav. Istor an Emsav n'emañ ket da zrouk-kemer evit istor ar boblañs vrezhon, rak kement-se a aparchant d'ar gkevredadouriezh. Marevezhioù diforc'h a c'heller studiañ : amañ eo implijet ar marevezhioù boas, hogen ne oufed ket reiñ d'ar rannadur-se un dalvoudegezh c'hroñs. An Emsav kentañ etre 1843 ha 1925 1. Eginadur an Emsav e penn kentañ an XIXvet kantved E 1843 e voe savet an "Association Bretonne", anvet "Breuriezh Breizh" e dibenn ar c'hantved. E gwirionez ez eo kellidet goustadik an emsav a-dreuz ar chouanterezh, ar marevezh impalaerezhel gall hag adsavidigezh ar roueelezh e Pariz. 1. Ar Chalotez a gaver da gentañ. 2. Dibab dispac'hel ar yezh e deroù an naontekvet kantved. 3. Skoulmadur an darempredoù etrekeltiek en hanterenn gentan an 19vet kantved. 4. Pevare pennad : ar spered broadel o tiwanañ e-korf hanterenn gentañ an XIXvet kantved. 5 meizadur ar stourm evit ar yezh "hag arnod ar vrogarourion da genurzhian an Emsav sevenadurel en naontekvet kantved. 6 Eginadur an Emsav politikel e-kreiz an XIXvet kantved E 1907 e voe sinet Emglev ar skrivagnerien Levrlennadur Istor an Emsav a-raok 1914, gant Youenn Olier, Imbourc'h 1972, 323 p. An eil Emsav : etre 1925 ha 1945 An trede Emsav Adalek 1945 betek 1985. 1985 peogwir e verk daou droc'h a-bouez : - gant badezadur ar Skolaj brezhonek kentañ gant anv Roparz Hemon ha dibab ar peurunvan da zoare-skrivañ nemeti en emsav Diwan e oa tizhet gant an Emsav ul live 'sirius' a fed kelennadurezh – kement-mañ penn-da-benn e linenn istorel Gwalarn ha skol Blistin - hag echu e voe er pleustr gant rendael hirbad an doare-skrivañ ; - ur rummad nevez a stourmerien a gemer krog e ensavadurioù an Emsav, levezonet gant darvoudoù 1968 : distaolet e vo mui ouzh mui ar vroadelouriezh klasek, hini an eil Emsav evit kemer harp war ur gleizelouriezh o vont alies gant distaol ar feiz kristen. Ar bruderezh (pe, hervez lod, ar gealiadurezh) evit an Divyezhegezh a voe embannet ez ofisiel gant Kendiviz Diwan Landerne war "an Divyezhegezh en Europa" e 1985. An amzer vremañ Biskoazh n'eus bet un talbenn gwirion o liammañ an holl re a stourm evit kaout muioc'h a frankiz evit Breizh. Meur a strollad zo anezho hiziv : an UDB, Strollad Breizh, Emgann, Adsav, ar CBIL. Ar strollad koshañ ha brasañ eo an UDB, en deus pevar dilennad e Kuzul-rannvro Breizh. Dilennidi he deus ivez e tiez-kêr zo, evel Strollad Breizh. Emsav Politikerezh Frammoù politikel-kevredigezhel Istor Breizh
2368
https://br.wikipedia.org/wiki/Kim%20Il-sung
Kim Il-sung
Kim Il-sung (15 a viz Ebrel 1912 - 8 a viz Gouhere 1994) a oa bet e penn Republik Poblel ha Demokratel Korea adalek 1948 betek ma varvas d’e 82 vloaz. E anv gwirion a oa Kim Song-ju, mes kemeret en doa anv Kim Il-sung evit enoriñ an den brudet-tre-se hag a stourmas a-enep da aloubidigezh Korea gant Japan. Kentañ ministr e oa bet Kim Il-sung etre 1948 ha 1972 ha deuet da vezañ prezidant ar vro e 1972. Sekretour meur Strollad Labour Korea an hini e oa ivez. Hervez ar vonreizh eo lakaet da vezañ Prezidant peurbadel ar vro, goude e varv zoken. Brudet eo evit bezañ ijinet ha diorroet an ideologiezh juche hag evit bezañ difennet groñs na vije adunvanet Korea. E vab Kim Jong-il a zo bet anvet da rener ar Republik war-lerc'h e varv. Gwelet ivez: Juche Komunouriezh Marksouriezh-leninouriezh Stalinouriezh Pennoù Korea an norzh Ganedigezhioù 1912 Marvioù 1994 Komunourion Tud Norzhkorea
2371
https://br.wikipedia.org/wiki/Stalinouriezh
Stalinouriezh
Kentoc'h evit un ideologiezh politikel ez eo ar stalinouriezh an doare da lakaat e pleustr ar varksouriezh-leninouriezh bet diorroet gant Stalin d'ar mare ma oa e penn an Unaniezh Soviedel. Abalamour da se e c'heller kompren neuze ez eo un termen a vez implijet dreist-holl gant ar re (komunourion pe get) n'emaint ket a-du gant ar varksouriezh-leninouriezh evit deskrivañ ar re a gred ne reas Stalin nemet chom feal d'al linenn bolitikel bet ijinet ha diorroet gant Marx ha Lenin. Un diforc'h a zo avat etre ar varksourion-leninourion a savas a-du gant politikerezh Mao Zedong diouzh un tu hag ar re a savas a-du gant hini Enver Hoxha goude an disparti politikel etre Republik Poblek Sina hag Albania hag a-wechoù e vez implijet an termen stalinourien evit ober dave d'an eil re. Hervez ar stalinourion e oa Stalin gwir hêr Lenin hag e chomas feal d'al linenn bolitikel bet diorroet gantañ. Gant an drotskourion avat, a sav a-enep groñs d'ar stalinouriezh, e oa Trotski a hini a ranke degouezhout e penn ar Strollad Komunour goude marv Stalin. Enebiezh vras ez eus bet - hag ez eus c'hoazh - etre ar stalinourion hag an drotskourion diouzh un tu ha war-lerc'h etre ar stalinourion e-keñver an eurogomunouriezh hag an adwelouriezh. E tezennoù pennañ ar stalinouriezh e kaver: Ar sokialouriezh en ur vro nemetken. Da lâret eo e kred ar stalinourion ez eo posupl sevel ar sokialouriezh a vro da vro hep rankout gortoz ma vefe bet kaset da benn an dispac'h dre ar bed-holl. Ar c'hontrol-mik eo an dezenn-mañ diouzh tezenn an dispac'h diehan kelennet gant Trotski. An dezenn hervezi e vez kreñvaet ar stourm etre ar renkadoù kevredel e-kerzh mare ar sokialouriezh. Da lâret eo eo ret kenderc'hel gant ur bolitikerezh disparc'hel keit ha m'emeur o sevel ar sokialouriezh en ur vro bennaket hag a-raok tizhout live ar gomunouriezh er bed-holl. Kenderc'hel war al labour bet boulc'het gantañ gant Lenin a reas Stalin o ledanaat ha kreñvaat ar bolitikerezh kreizenniñ en Unaniezh Soviedel er bloavezhioù 1920 ha 1930. Lakaat a reas ivez e pleustr daou steuñv pempbloaziek ha a-drugarez dezhe ez eas armerzh ar vro war gresk un un doare buan-tre, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh an houarn hag ar glaou. Dindan beli Stalin e ranker anzav e voe tapet ul live armerzhel ha skiantel kevatal da hini broioù diorroet Europa gant an Unaniezh Soviedel dindan 30 vloaz, o c'hoût e oa anezhi ur vro gladdalc'het penn-da-benn da vare an Dispac'h. Da heul berzh an Dispac'h e Rusia, a-hed an meur a hini dre ar bed a sellas war-du ar pezh a veze graet en Unaniezh Soviedel evit gwelet penaos e c'hellfe bezañ lakaat e pleustr ur sistem politikel hag armerzhel heñvel en o bro-i. Evel-se e oa bet savet muioc'h-mui a renad sokialour dre ar bed-holl diazezet war al leninouriezh da gentañ ha war ar stalinouriezh war-lerc'h. Goude marv Stalin e 1953 e voe lakaet e penn ar Strollad Komunour Nikita C'hrouchtchov hag a grogas da nac'hañ linenn bolitikel Stalin, o burutellañ anezhañ ez-foran e XXvet Kendael ar Strollad bet dalc'het e 1956. Kregiñ a reas neuze da distalinikaat ar vro ha da gas da benn ur bolitikerezh dehour. Dre ar bed a-bezh, neuze, an darn vrasañ eus ar strolladoù komunour bet feal da bolitikerezh Stalin a chomas feal ivez d'an Unaniezh Soviedel dindan beli C'hrouchtchov o vont war hent an eurogomunouriezh hag o leuskel war lerc'h diazezennoù ar varksouriezh-leninouriezh. Republik Poblek Sina avat a savas a-nep da bolitikerezh adwelour o kenderc'hel da zifenn ar varksouriezh-leninouriezh hervez an doare ma oa bet diorroet ha lakaet e pleustr gant Stalin. Pa voe lakaet ar vaoouriezh da ideologiezh ofisiel Sina e lec'h ar varksouriezh-leninouriezh-rik e savas Enver Hoxha a-enep dezhañ. Ur renad stalinour-rik e oa hini Albania neuze. Efedoù ar stalinouriezh Kanañ a rae mil meuleudi d'al labour evel ideologiezh, pa oa ar varksouriezh da echuiñ gant al labour, chadenn al labourerien: komz a reer ivez eus stakanovouriezh; Diorren a reas ar vroadelouriezh rusian war un dro gant an estrengasoni hag an enepyuzeviezh, a-enep diazezoù an etrebroadelouriezh. Gwelet ivez Maoouriezh Marksouriezh-leninouriezh Enver Hoxha Liammoù diavaez: Oberennoù Stalin Ul levr o tifenn Stalin gant Ludo Martens (e saozneg) Ideologiezhioù Komunouriezh Marksouriezh-Leninouriezh Unaniezh Soviedel
2383
https://br.wikipedia.org/wiki/Diktatour
Diktatour
Un diktatour zo un den e penn ur Stad, o ren anezhi en e unan pe hogozik, en ur mod aotrouniek. Torgammet e vez gwirioù mab-den gantañ. An diktatouriezh a vez graet eus seurt renad politikel. Ar ger dictator - « an hini hag a gomz » hervez ar gerdarzh - a veze implijet e Henroma pa veze ur reizhaouriezh dreist-ordinal, ma veze roet ar galloud a-bezh d'un den e-unan e-pad ur prantad. Evit ar renerien-bro eus ar maread a-vremañ (adalek marevezh ar gouloù betek bremañ) e vez implijet ar ger-se evit ober anv eus ar pezh vefe bet un tirant gwechall e-pad amzer ar roueed hag an impalaerien (Loeiz XIV a Vro-C'hall da skouer). Dre vras e vez lavaret eo rener ur vro un diktatour pa vez gantañ ar galloud a-bezh, implijet en ur mod aotrouniek-tre. Kalz diktatourien a gemer penn o bro goude ur poutch (en Amerika Latin da skouer) pe goude ur brezel diabarzh (Francisco Franco e Bro-Spagn da skouer). Lod all memestra a zo bet dilennet en-demokratel, hag en em lakaet diktatourien goude (Adolf Hitler da skouer). E-penn rejimoù hollveliour an kantved (Alamagn nazi, URSS...) zo bet diktatourien a-leizh. Lesanvioù Plijout a ra d'an diktatourien reiñ ul lesanv sklokus dezho o-unan, evel impalaer, roue, komandour, tad, levier pe c'hoazh "ar rener meur". Lesanvet Fürher e oa Hitler, il duce Mussolini, "al levier meur" Mao Zedong, el caudillo Franco ha diktatourien spagnolek all. Tri lesanv a oa gant Jozef Djougachvili : "tad bihan ar pobloù", "ar sturier" hag "ar gwaz dir" (Stalin e rusianeg). Un nebeud diktatourien brudet Dilennet José Gaspar Rodriguez de Francia (1766-1840), lesanvet El Supremo, e Paraguay adalek 1811, hag e ziskennidi war e lerc'h Adolf Hitler e Bro-Alamagn hag Aostria Benito Mussolini en Italia Nicolae Ceauşescu (gwelout ar Renerion komunour) Franjo Tudjman e Kroatia François Duvalier, lesanvet « Papa doc », en Haiti, hag e vab Jean-Claude Duvalier, lesanvet « Bébé doc » Robert Mugabe e Zimbabwe, hag e warlec'hidi, Saddam Hussein en Irak Hafez al-Assad hag e vab Bashar al-Assad e Siria Antonio de Oliveira Salazar e Portugal Francisco Macías Nguema e Ginea ar C'heheder Ramzan Kadyrov e Tchetchnia Renerion komunour Fidel Castro e Kuba, hag e warlec'hidi, Jozef Stalin hag e warlec'hidi e penn an URSS, en o zouez Nikita Khrouchtchev ha Leonid Brejnev, Pol Pot e Kambodja, Nicolae Ceaușescu e Roumania, lesanvet El conducator, Danav ar preder hag ijin ar C'harpatoù, Kim Il Sung, an tad-kozh, Kim Jong Il, an tad, ha Kim Jong-un, ar mab, e Norzhkorea, Mao Zedong hag e warlec'hidi, bremañ Xi Jinping, e penn Republik Pobl Sina, Aleksandr Loukachenko e Belarus Slobodan Milošević e Serbia Samora Machel e Mozambik Soudarded Napoleone Buonaparte e Bro-C'hall hag e gerent war dronoù Europa Augusto Pinochet e Chili Alfredo Stroessner e Paraguay Francisco Franco e Bro-Spagn Mu'ammar al-Qaddafi e Libia Idi Amin Dada en Ouganda Omar al-Bashir e Soudan Jean-Bedel Bokassa e Kreizafrika Joseph-Désiré Mobutu e Zair Omar Bongo hag e vab Ali Bongo e Gabon Tud a relijion Rouhollah Khomeini en Iran Salman bin Abdulaziz Al Saud, roue Arabia Saoudat Levlennadur ha filmadurezh Skridoù-arnod Orinoù an hollveliouriezh gant Hannah Arendt Diktatourien er sevenadur poblek Hitler ha Mussolini ludresadennet gant Charlie Chaplin e An Diktatour meur, film savet gant an aktour hollvrudet, deuet er-maez e 1940, ar moc'h e Kêr al loened e 1945, ha Big Brother e-barzh 1984 e 1949, romantoù gant George Orwell, ar c'homandour Adam Susan e V for Vendetta, ur vandenn-dreset, an diktatourien arab ludresadennet gant Sacha Baron Cohen e The Dictator, ur film savet gantañ, deuet er-maez e 2012, ar prezidant Snow e The Hunger Games (film) e 2012, diwar ar romantoù gant Suzanne Collins. Pennadoù kar diktatouriezh jakobiniezh impalaer roue unveliour unpenniezh hollveliek hollveliouriezh faskouriezh komunouriezh teokratelezh Diktatouriezh Politikerezh
2385
https://br.wikipedia.org/wiki/Unaniezh%20ar%20Republiko%C3%B9%20Sokialour%20Soviedel
Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel
Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (ruseg : Союз Советских Социалистических Республик Soyouz Sovetskic'h Sotsialistitcheskic'h Respublik), ent-berr an Unaniezh Soviedel, anavezet ivez gant an teskanv URSS (СССР SSSR e ruseg), krouet e 1922, a oa ur riez hag a zo aet da get e 1991. En em astenn a rae eus ar Mor Baltel d'ar Mor Du ha betek ar Meurvor Habask. Lodenn Norzh Eurazia e oa he ziriad, hini Impalaeriezh Rusia, war-bouez Polonia ha Finland, da lavaret eo tost da 15 % eus douaroù ar bed. Riez vrasañ ar bed e oa dre he gorread, hag a-bell. En amzer ma oa staliet an URSS e oa bet enteuziet pe zispartiet diouti un nebeud riezoù ha tiriadoù. Koulskoude, ma oa 15 republik enni en diwezh, e oa Republik Sokialour Kevreadour Soviedel Rusia an hini vrasañ, divent he gorread hag he foblañs. E-keñver an darempredoù diplomatel ez eo Stad Rusia warlerc'hiadez an URSS. Istor Disoc'h pennañ an Dispac'h rusian, c'hoarvezet e 1917 pa voe skarzhet an Tsar Nikolaz II diwar e dron, e oa krouidigezh an URSS. Goude trec'h an Dispac'h ec'h embannas Lenin, penn ar strollad bolchevik, e vefe renet ar vro gant pennaennoù ar gomunouriezh ha bev e chomas ar bennaenn-se betek an diwezh. Un aozadur politikel hepken a voe aotreet adalek 1923, Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel (SKUS) ha daou urzhaz a rene ar riez : hini ar SKUS ha hini ar pennoù politikel dilennet, met lec'hiet dindan kazel-gê ar Strollad. Eil Brezel-bed Goude an Eil Brezel-bed Diskar an Unaniezh Soviedel Er bloavezhioù 1980 e oa krog an Unaniezh Soviedel da vont war e gement all. Klask a reas sekretour meur diwezhañ an URSS, Mic'hail Gorbatchev, da derriñ an diskar-mañ dre bolitikerezh ar Perestroika (Перестройка, « Adsavadur », « Adframmadur ») hag ar Glasnost (Гласность, « Foranded » ar breudoù) adalek 1985. A-benn ar fin e voe diflosket an impalaerezh soviedel e 1991, ha roet he flas da Kenglad ar Stadoù Dizalc'h. War div dachenn e c'haller kavout abegoù freuzadur an URSS : tachenn an armerzh, a yae gwashoc'h-gwashañ pa greske an dispignoù milourel dindan kevezerezh Stadoù-Unanet Amerika ; tachenn ar politikerezh, pa boueze an nerzhioù demokratel ha pa c'houlenne ar republikoù trobarzhel muioc'h-muiañ a emrenerezh. Dre ma oa kreizennour ha burevourel, ne oa ket gouest ar renad da herzel ouzh kement a rendaeloù e pep lec'h. Ar Republikoù soviedel Pennadoù kar Arme Ruz Brezel yen Dispac'h miz Here Karl Marx NKVD Sokialouriezh Stalin Istor Rusia Stadoù kozh Azia Stadoù kozh Europa Unaniezh Soviedel Stadoù Komunour Republikoù sokialour kozh
2389
https://br.wikipedia.org/wiki/Erich%20Honecker
Erich Honecker
Erich Honecker (25 a viz Eost 1912 - 29 a viz Mae 1994) a oa anezhañ ur politikour komunour alaman bet e penn Republik Demokratel Alamagn (pe 'Alamagn ar Reter') etre 1971 ha 1989. Goude ma oa bet adunvanet an Alamagn e tec'has betek an Unaniezh Soviedel met kaset e oa bet en-dro d'an Alamagn e-lec'h ma voe bac'het ha tamallet da vezañ kiriek da dreitouriezh ha torfedoù all kaset da-benn e-kerzh ar Brezel Yen. Laosket e voe da vont kuit eus an toull abalamour ma oa o vervel gant ar c'hrign-bev. Mervel a reas e Chile nebeut amzer war-lerc'h. Ganet e oa bet Honecker e Neunkirchen er Saarland (Alamagn). Ezel ar Yaouankiz Komunour (Jugendverband) e oa abaoe 1926 o vont da ezel Strollad Komunour Alamagn (KPD) e 1929. Kaset e voe er bloaz-se da vMoskov evit studial e Skol Etrebroadel Lenin. Distreiñ a reas da Alamagn e 1931 ha harzhet eno gant an nazieed e 1935. Barnet e voe e 1937 da dek vloaz toull-bac'h evit bezañ komunour ha menel a reas en toull betek diwezh an Eil Brezel Bed. Da diwezh ar brezel e krogas Honecker en-dro da lakaat e pleustr e gredennoù komunour dindan beli Sekretour Meur ar Strollad, Walter Ulbricht. E 1946 e oa Honecker etre izili gentañ Strollad Unvaniezh Sokialour Alamagn (SED), ennañ ar Strollad Komunour (KPD) hag ar sokial-demokratourion eus reter Alamagn. Goude ma eas ar maout gante er vouezhiadeg bet dalc'het e 1946 e teuas Honecker da vezañ dileuriad er breujoù ar vro. Ne badas ket gwall bell, neoazh, rak disklêriet e voe Republik Demokratel Alamagn d'ar 7 a viz Here 1949 en takad aloubet gant an Unaniezh Soviedel, gantañ ur vonreizh nevez. Er sistem nevez-se, damheñvel ouzh hini e pleustr en Unaniezh Soviedel, e oa anezhañ ezel-kannad Sekretouriad ar Poellgor Kreiz e 1950 o vont da ezel-leun e 1958. E 1961 e voe lakaet Honecker e-karg eus ar voger a oa da vezañ savet e Berlin o troc'hañ ar Republik Demokratel er reter diouzh ar Republik Kevreadel er c'hornôg. Soutenet gant an Unaniezh Soviedel e teuas a-benn da vezañ lakaat e penn ar Strollad Komunour e-lec'h Walter Ulbricht hag e 1976 e voe anvet Kadoriad Kuzul ar Stad (Staatsratsvorsitzender). Daoust d'ar strivoù bet graet gant Mikhail Gorbatchev evit digeriñ ar renad komunour en Unaniezh Soviedel goude 1985, e kendalc'he Honecker da chom feal ouzh al linenn bolitikel a-gent en ur nac'hañ adwelet ar renad. Met muioc'h mui a vroioù er Bloc'had Soviedel a grogas da sevel a-du gant politikerezh Gorbatchev ha pouezet e voe war Honecker d'ober kemend-all ivez. Dre ma kendalc'he da vont war an hent-se e voe rediet Honecker da reiñ e dilez gant izili ar Burev Politikel d'an 18 a viz Here 1989 o lakaat Egon Krenz en e blas. Goude ma voe bet dismantret Republik Demokratel Alamagn ez-ofisiel e chomas Honecker en ur c'hlañvdi soviedel nepell diouzh Berlin a-raok tec'hel kuit da vMoskov. Kaset e oa bet en-dro da Alamagn e 1992 pa'z eas an Unaniezh Soviedel da get. Barnet e oa bet e 1993 met leusket e oa bet da vont kuit abalamour ma oa klañv. Mont a reas da Chile da chom ha mervel a reas gant ar c'hrign-bev en harlu e Santiago de Chile nebeudig war-lerc'h e miz Mae 1994. Liammoù diavaez: Erich Honecker war CNN Comité Honecker de Solidarité Internationaliste Ganedigezhioù 1912 Marvioù 1994 Istor ar gomunouriezh Tud Republik Demokratel Alamagn Komunourion Tud marvet gant ur c'hrign-bev
2391
https://br.wikipedia.org/wiki/Tuad%20an%20Arme%20Ruz
Tuad an Arme Ruz
Tuad an Arme Ruz (en alamaneg: Rote Armee Fraktion; RAF), anavezet alies gant an dud dre an anv bet roet gant ar c'helaouennoù ar Strollad Baader-Meinhof, a oa anezhañ strollad pe luskad kleizour pennañ oc'h ober gant ar feulster e Alamagn goude an Eil Brezel Bed. Oberiant e oa etre ar bloavezhioù 1970 ha 1998 hag int deuet da vezañ ur gudenn vras evit ar vro en diskar-amzer e 1977 dreist-holl. Lazhet e oa bet meur a den a-bouez gante en un 20 vloaz bennaket. Savet e oa ar strollad er penn kentañ diwar luskadoù ar studierion en Alamagn er bloavezhioù 1960. Pa teuas Mohammed Reza Pahlavi, Shah Iran, da weladenniñ Berlin ar Reter ez-ofisiel d'an 2 a viz Mezheven 1967 e troas al luskad studierion da daol-strap. Da heul ar manifestadegoù en o fenn Iraniz en harlu harpet gant ar studierion alaman ez eas ar Chah d'an opera. Da geñver-se e varvas ur studier alaman, Benno Ohnesorg e anv, pa oe tennet warnañ gant polis Alamagn ar Reter. Abalamour da se hag ivez d'ar stourm a-enep d'ar brezel e Viêt Nam ec'h en em gavas Thorwald Proll, Horst Söhnlein, Gudrun Ensslin hag Andreas Baader evit ar wech kentañ. Divizout o doa graet neuze lakaat an tan e-barzh ur re stalioù bras en Alamagn. Da vare o barnedigezh goude bezañ harzhet e 1968 e savas ar gelaouennerez Ulrike Meinhof un nebeud pennadoù pozitivel diwar o fenn evit ar gazetenn bolitikel Konkret. Aet e oa Baader hag Ensslin da guzh goude o barnedizgezh, met adtapet e oa bet Baader e miz Ebrel 1970. D'ar 14 a viz Mae 1970 e tec'has kuit diouzh an toull-bac'h dre un taol feulster. Da c'houde ez eas Baader, Ensslin, Mahler ha Meinhof d'ar Reter Kreiz evit tapout un tamm stummadur milourel. O tont en-dro d'an Alamagn e voe kroget gante ar stourm a-enep d'an impalaerouriezh hag ouzhpenn lakaat an tan e-barzh lec'hioù milourel ar Stadoù Unanet staliet en Alamagn ha komiserdioù e voe laeret en tiez-bank dre feulster evit dastum an arc'hant o deveze ezhomm dioutañ. D'ar mare-se e voe embannet un disklêriadur bet savet gant Meinhof e-lec'h ma veze implijet evit ar wech kentañ an anv "RAF" (Tuad an Arme Ruz) hag arouez ar steredenn ruz enni ur vindrailherezig. Tapet e oa bet Baader, Ensslin, Meinhof, Holger Meins ha Jan-Carl Raspe e 1972 goude meur a viz a strivoù taer o klask war o lerc'h. Bac'het e oa bet bep izel eus an Tuad war e-benn e-unan, didroc'het diouzh ar re hag ivez diouzh ar brizonidi all. Kavet e voe an tu gant Ensslin avat da gas lizhiri kenetreze oc'h implijout anvioù faos evit pep hini. Evel-se o doa gellet kas da benn ur re stourmadoù nac'hañ-debriñ a-unvan. Rediet e oant bet da debriñ bewech, met a-benn ar fin e varvas Meins d'an 9 a viz Du 1974]. War o lerc'h a vat e teuas an eil rummad a stourmerion nevez hep liamm eeun ebet gant ar brizonidi. Gante e oa bet skrapet e 1975 Peter Lorenz, danvez-maer evit Berlin hag ezel eus strollad Unvaniezh Kristen-Demkratel Alamagn (CDU) ha rediet e oa bet ar gouarnamant da leukskel da vont ar prizoniad Lorenz en eskemm. Kregiñ a reas ar Proses Stammheim d'ar 21 a viz Mae 1975 evit barn Baader, Ensslin, Meinhof ha Raspe began. Marteze a-walc'h e oa anezhi barnedigezh polemikoc'h e istor an Alamagn, rak Breujoù ar vro (ar Bundestag) en doa cheñchet al lezennoù evit ma ne vefe ket posupl d'un toullad alvokaded reiñ difenn an damallidi o vezañ ma oant bet tamallet int-i d'o zro ivez da vezañ bet implijet evit ma c'hellfe ar brizonidi kenderc'hel da gaout liammoù kenetreze keit ma ma oant en toull. D'an 9 a viz Mae 1976 e voe kavet Ulrike Meinhof marv en he c'hellig, mouget gant ur serviedenn. Hervez an enklask ofisiel he doa en em lazhet, met meur a hini n'hen gred ket. Kenderc'hel a rae an taolioù-feulster a-hed ar prosez ha lazhet e oa bet zoken Prokulor ar Republik Siegfried Buback hag e vlenier gant daou ezel eus ar RAF e 1977. A-benn ar fin ec'h echuas ar prosez d'an 28 a viz Ebrel 1977 goude 192 devezh ha barnet e voe an tri damallad a chome bev da vezañ bac'het betek fin o buhez goude bezañ disklêriet kablus da veur a vuntr, meur a vuntr c'hwitet ha da vezañ krouet un aozadur sponterezh. Skrapet ha drouklazhet e oa bet Jürgen Ponto Penn Ti-bank Dresdner e miz Mezheven 1977 dirak e di. Kiriek e oa Brigitte Mohnhaupt, Christian Klar ha Susanne Albrecht, merc'h-bihan Ponto. Skrapet e voe ivez e miz Gwengolo 1977 Hans-Martin Schleyer, bet un ofiser en SS ha d'ar c'houlz-se Prezidant kevredigezh Implijerion Alamagn ar C'hornôg. Lazhet e oa bet en un taol tri archer a yae da heul gwetur Schleyer hag e vlenier gant pemp ezel eus ar RAF. Da heul e voe resevet ul lizher gant ar Gouarnamant o c'houlenn groñs e vefe leusket da vont 11 den a oa en toull, en o zouez ar re bet barnet e Stammheim. Ar c'hañseller, Helmut Schmidt, a divizas chom hep plegañ dezhe hag a klaske gounit amzer evit diskoulmañ an afer. War an taol e oa bet difennet groñs kavout darempred etre an damallidi ha difennet e oa bet dezhe bezañ gweladennet nemet e vefe gant tud ar gouarnamant pe veleien an toull-bac'h. Padout ouzhpenn miz a rae an afer keit ha ma vefe klasket an dorfedourion gant ar polis. Ha neuze ez eas an traoù kalz war washaat e-kreiz miz Here pa voe skrapet ur c'harr-nij sañset da vont eus Palma de Mallorca da Frankfurt gant ur strollad ennañ pevar arabat. Pa degouezhas ar c'harr-nij e Roma e voe disklêriet gant penn ar skraperion ar memes tra a oa bet goulennet gant ar re o doa bet skrapet Schleyer, ouzhpenn leuskel da vont daou brizoniad palestinat bac'het e Turkia hag ivez 15 milion a dollaroù. Gant Bonn voe divizet chom hep kilañ ha kenderc'hel a reas ar c'harr-nij da vont gant e hent betek Oman e lec'h ma voe lazhet ar c'habiten. Loc'hañ a reas ar c'harr-nij adarre war-du Muqdisho, kêrbenn Somalia. D'an 18 a viz Here e voe saveteet an dud skrapet a-drugarez d'un arsailhadenn kaset da-benn gant begennoù gwarded an Alamagn, o lazhañ tri skraper diwar ar pevar a gemeras perzh en taol. Daoust da vec'h an arsailhadenn e doa bet hounnezh efedoù grevus-tre evit izili ar RAF a vane c'hoazh en toull, rak goude selaou ar c'heleier ouzh ar skingomz e oa bet kavet marv en e bep e gell Baader, bet tennet warnañ gant ur bistolenn, hag Ensslin, bet mouget. Mervel a reas ivez Raspe en antronoz en ospital. Gloazet e oa bet Irmgard Möller ha leusket e voe da vont kuit eus an toull-bac'h e 1994. Ur wech all e voe disklêriet e oant en em lazhet ar vac'hidi, met diaes eo krediñ pa soñjer pegen dibosupl e vije bet ma vije tapet ur bistolenn e mod pe vod gant Baader. An deiz war-lerc'h, d'an 19 a viz Here 1977 e tisklêrias skraperion Schleyer e oa bet lazhet gante. E deroù ar bloavezhioù 1980 e voe krouet liammoù etre izili nevez deuet da RAF hag ar strollad gall Action Directe. Met goude ma voe skarzhet ar gomunouriezh diouzh an ez-Unaniezh Soviedel ne vanas nemet re RAF ken da geñver ar bloavezhioù 1990. Betek ar bloavezhioù 1990 e kendalc'has RAF da gas da benn taolioù feulster. Da skouer : muntr ar greantour meur, Ernst Zimmermann; an taol bombezenn a-enep da aerborzh milourel ar Stadoù Unanet tost da Frankfurt ha tri den lazhet; marv Karl-Heinz Beckurts lazhet gant ur vombezenn bet lakaet en e garr-tan; marv Gerold von Braunmühl, unan eus kargidi veur Ministr alaman an Aferioù Diavaez, lazhet gant un taol pistolenn. Tamallet eo bet RAF da vezañ kaset da benn meur a daol all, da skouer muntr Alfred Herrhausen, met n'eo ket diskwelet e oant-i kiriek e gwirionez. Goude Adunvanidigezh an Alamagn e voe dizoloet e oa bet roet arc'hant ha harp all da RAF gant servijoù kuzh Republik Demokratel Alamagn. Gant Alamagn ar Reter e oa bet kuzhet izili RAF ha neuze e c'hellfent bezañ adkavet ha barnet. An oberiadenn diwezhañ a-enep da RAF kaset da benn e 1993 a echuas gant harzhadenn Birgit Hogefeld ha marv Wolfgang Grams. Ez-ofisiel en em lazhas Grams, met lod a gred e voe lazhet evit dialañ Rüdiger Newrzella, un archer a varvas en afer-se. E 1992 e tisklêrias RAF e oa bet divizet gante izelaat live ar feulster o chom hep kas da benn taolioù a-enep d'an dud. Degouezhout a raes an taol diwezhañ e 1993 pa voe tarzhet un toull-bac'h nevez-savet e Weiterstadt. D'an 20 a viz Ebrel 1998, Reuters a resevas ur belleilenn, 8 pajennad enni, o tisklêrian e oa bet divodet ar strollad da vat. Izili bennañ Remziad kentañ Eil remziad Trede remziad Burkhard Garweg Wolfgang Grams Eva Haule Birgit Hogefeld Daniela Klette Ernst-Volker Staub Liammoù diavaez Rafinfo.de RAF Info Baader-Meinhof.com Notennoù Strolladoù komunour Alamagn
2392
https://br.wikipedia.org/wiki/Arz%20ar%20c%27hoariva
Arz ar c'hoariva
Arz ar c'hoariva zo ur rann eus al lennegezh, hag unan eus arzoù an arvest, an hini a ziskouez un istor d'an dud gant aktourien o c'hoari war ul leurenn dirak tud. En ul lec'h anvet c'hoariva end-eeun e vez al leurenn peurliesañ, hag ur pezh-c'hoari eo an oberenn a vez diskouezet ennañ. Ar sinema zo unan all eus arzoù an arvest, hogen ne ziskouez nemet skeudennoù eus tud o c'hoari un istor. Termenadurioù Drama a vez graet alies eus ur pezh-c'hoari reuzius hepken, padal e teu ar ger drama eus an henc'hresianeg δρᾶμα drâma, "un ober", diwar δράω dráō, "ober a ran", ha pa vefe trist pe laouen an danvez. Pelloc'h emañ an orin en azeulerezh Dionysos, ma ne raed ket nemet kontañ istorioù : c'hoariet e vezent, diskouezet gant aktourien vev ; d'ar mare-se, δρᾶμα drâma a dalveze "diskouez un ober" ivez. Ur wrizienn eo hiziv c'hoazh, pa c'heller termeniñ ur pezh-c'hoari evel-mañ : un oberenn e komz-plaen pe e gwerzennoù, azasaet evit bezañ c'hoariet war ul leurenn, ma vez dibunet un istor dre gendivizoù hag oberoù, hag a zo diskouezet gant fiñvoù, dilhad ha kinkladur a-ratozh, evel er vuhez wirion. Dramaour, dramaourez a reer e brezhoneg eus un den hag a skriv pezhioù-c'hoari. Dibarded arz ar c'hoariva Un diforc'h bras zo etre arz ar c'hoariva hag ar stummoù lennegel all, ar varzhoniezh hag ar romant da skouer : nepred ne vez aozet ur pezh-c'hoari evit bezañ lennet. Evit bezañ c'hoariet gant tud war ul leurenn dirak arvesterien e vez aozet. Lennegezh war ober eo arz ar c'hoariva. A true play is tri-dimensional; it is literature that walks and talks before your eyes. "Teir ment zo d'ur pezh-c'hoari gwirion ; lennegezh o vale hag o komz dirak ho taoulagad eo. Gwir eo e c'hall ur barzh lenn e varzhonegoù dirak tud, pe lakaat un den all d'o lenn ; romantoù a c'heller lenn dirak tud, evel ma rae Charles Dickens. Ezreol eo kement-se avat, pa ne skriver ket barzhonegoù pe romantoù a-ratozh evit ma vefent lennet dirak tud : evit un den hepken e reer, a lenno an oberenn, a gompreno enni hag a denno plijadur diouti. E gwirionez, den ebet ne c'hall peurgompren en ur pezh-c'hoari hep e welet hag e glevet c'hoariet war ul leurenn, hep gwelet an ober o kemer buhez dre aktourien hag aktourezed. Skrid hag abadenn Un diforc'h zo etre skrid ha c'hoariadeg ur pezh-c'hoari, evel etre rekipe ur wastell hag ar wastell he-unan : rekis eo ar rekipe, hogen ar wastell eo a zegas boued ha plijadur — an dra wirion eo ; an dra wirion ivez eo ar c'hoariadeg war al leurenn. Ur rekipe mat hogen sevenet fall a ro ur wastell fall. En un doare heñvel, ur skrid mat a c'hall disoc'h war un abadenn fall mard eo fall unan eus he elfennoù : al leurenniñ, ar c'hoarierien... Hervez ar c'hoarierien da gentañ-penn eo perzhioù ur c'hoariadeg : o neuz, o eztaol, o mouezh, o distilh, o zavadennoù, o fiñvoù war al leurenn — hervez o doare da c'hoari o roll e steuñvenn ar pezh, en ober. Perzh an arvesterien Hervez an arvesterien hag o ersavioù e vez ar c'hoariadeg ivez. Oberiant ha distrivant war an dro e vez an dud a-feur ma tibun an oberoù dirazo. Ne c'hallont ket kemmañ red ar c'hoari : ne c'hallont ket skoazellañ yaouankizoù pa vez sparlet o c'harantez gant o zud ; ne c'hallont ket mirout ouzh an haroz a vezañ lazhet. Fromet e vezont avat gant ar pezh a c'hoarvez war al leurenn, dre ar pezh a anver touell ar c'hoari e vez troet an arvesterien da c'hoarierien ivez : ouzhpenn ober van d'ar pezh a welont war al leurenn e kemeront perzh dre hanterouriezh, evel pa vijent en hevelep plegenn hag ar c'hoarierien. Dreist kizidigezh dibar pep unan eus an arvesterien e vez ur c'hoariadeg hervez an ersavadeg, an ersavioù a c'hoarvez ar muiañ e-mesk an arvesterien. Kalz muioc'h eget bezañ un ezel dibar eus ur vodadeg o arvestiñ ouzh an hevelep abadenn eo sellet ouzh ur pezh-c'hoari. Un ober foran eo, ur vodadeg a c'haller lakaat keñver-ha-keñver gant ul lid, pezh a ziskenn eus an drama en azeulerezh Dionysos e Henc'hres hag eus misterioù ar Grennamzer en Europa. Mont re bell ganti moarvat eo disklêriañ ez eo un abadenn c'hoariva ul lid mar termener "lid" evel oberoù arouezius a vez graet meur a vech e meur a lec'h en ur gevredigezh evit diogelañ he fivelezh. Tost-tre da lidoù e vez ar c'hoariadegoù koulskoude, pa c'hoarvezont dirak tud a zo bodet en-dro da dalvoudegezhioù a zo boutin dezho. Atav e ra van an arvesterien evel ur strollad ; da skouer : pa c'hoarzh un nebeud tud e vez techet an holl da c'hoarzhin ivez. A-wechoù e klever ur gomz er sal goude ur bomm war al leurenn, ha stlakadeg daouarn da heul, evel pa vez lakaet ar bomm d'un damveneg e-keñver politikerezh ar mare. Alies e rank ar c'hoarierien paouez a vare da vare evit lezel lec'h d'an ersavioù-se. Un didrouz trumm ha padus er sal a ziskouez e vez an dud o kemer perzh en un darvoudenn reuzius a zo o c'hoarvezout war al leurenn, e-kerzh un drajedienn alies. Hollbouezus eo perzh an arvesterien en ur c'hoariadeg, ker pouezus e gwirionez hag ar c'henlabour etre ar skridaozañ, al leurenniñ hag ar c'hoari, hag ar c'henlabour etre ar c'hoarierien. Lenn ur pezh-c'hoari Goude merzet ez eo ar c'hoariadeg an dra gwirion e c'heller dezastum n'eo lenn ur pezh-c'hoari nemet ur pleg-fallañ dister. Graet e vez koulskoude pa ne c'heller ket mont da welet ur pezh-c'hoari, evit meur a abeg : diouer a amzer, a dro, a arc'hant ; re bell emañ ar c'hoariva ; diouer a c'hoant da vont da welet ar pezh-mañ-pezh ; hag all. A-wechoù e ranker lenn ur pezh-c'hoari peogwir emañ e korf ur studi ; alies en degouezh-se e vezer aliet da vont da welet ar pezh war ul leurenn, rak ar gwellañ doare eo evit kompren en oberenn. Dre ziouer a c'hoariva e c'heller lenn a vouezh uhel, er sal-studi gant tud all pep a roll ganto, pe an-unan er gêr. Rakditouroù War golo ur pezh-c'hoari moullet e lenner anv an aozer(ez), titl an oberenn ha doare an oberenn (komedienn, trajedienn...), a zo ditouroù a vez embannet war al leurenn kent deroù ar c'hoariadeg. War al levr e kaver listenn tudennoù ar pezh-c'hoari, anvet Dramatis personæ en doare hengounel, eleze "Tud ar c'hoari" ; alies e lenner ivez diwar-benn al lec'hiadur en egor hag en amzer, evel e Hamlet, ma'z emañ resisaet « Scene: Denmark » goude an dramatis personæ. Dramatis personæ En urzh o fouez er gevredigezh pe en oberenn e vez listennet tudennoù ar pezh-c'hoari. Peurliesañ e vez meneget ivez o dere ("mevel Fostus", "keneil da Hamlet"...). An tudennoù pennañ zo e laez al listenn, kent an tudennoù disterañ, a vez a-raok ar vevelien ; alies e vez listennet ivez tudennoù ha n'o deus anv ebet, a zo en un engroez ; lod tudennoù dizanv n'int ket tud zoken (tasmant tad Hamlet, da skouer). Hervez un hengoun ker kozh hag amzer W. Shakespeare e vez meneget ar maouezed hag ar plac'hed da ziwezhañ, goude an tudennoù disterañ hag a-raok ar re zizanv, zoken pa vez pouezus o roll : ar rouanez Gertrude, mamm Hamlet, a zeu goude daou furlukin. An abeg da gement-se eo e veze berzet d'ar maouezed bezañ c'hoarierezed war leurenn ; gant paotred yaouank o mouezhioù skiltr e veze c'hoariet ar rolloù benel. Kemmet e voe an doare avat, pa voe fiziet roll Hamlet e Sarah Bernhardt e 1899]] Ouzhpenn an anvioù e kaver en dramatis personæ an darempredoù etre an tudennoù : en Hamlet, Ophelia, an dudenn anvet da ziwezhañ, zo kinniget evel « merc'h Polonius », a zo ar 5 tudenn el listenn. An anvioù o-unan a c'hall reiñ ditouroù a-wezhioù. En daoust da holl anvioù an tudennoù bezañ italianek er pezh-c'hoari Volpone; or, The Fox ("1605) gant Ben Jonson (1572-1637) e komprener diouzhtu petra eo piv ; kement ha "Louarn" e talvez Volpone — un den gwidreüs eo. Setu amañ displegadur an dramatis personæ e Volpone : {| width="55%" align="center" |- | <poem> VOLPONE, a Magnifico MOSCA, his Parasite VOLTORE, an Advocate CORBACCIO, an old Gentleman CORVINO, a Merchant BONARIO, son to Corbaccio SIR POLITICK WOULD-BE, a Knight PEREGRINE, a Gentleman Traveller NANO, a Dwarf CASTRONE, an Eunuch ANDROGYNO, an Hermaphrodite GREGE (or Mob) COMMANDADORI, Officers of Justice MERCATORI, three Merchants AVOCATORI, four Magistrates NOTARIO, The Register CELIA, Corvino's Wife SERVITORI, Servants, two Waiting-women, etcSCENE: VENICE</poem> | Louarn, un noblañs eus Venezia Keliennenn, e arvevad Bultur, un alvokad Marc'hvran, un denjentil kozh Bran, ur marc'hadour Kuñv, mab Marc'hvran An aotrou Danvez-Politiker, ur marc'heg Pirc'hirin, un denjentil beajer Korr, ur c'horr Spazh, un tizhog Baskarin, un den divreizhek Tropell (pe Engroez) Komandanted, ofiserien justis Marc'hadourien, tri marc'hadour Alvokaded, pevar den-a-lezenn Noter, ar marilher Nevena, gwreg Bran Servijourien, mevelien, div vatezh, hag all Lec'h : Venezia |} Dre an anvioù-se e ouzer ez eus patromoù eus lod tudennoù. Meur a batrom, ar re fentus dreist-holl, a zeu eus Henroma ha Henc'hres dre an hengoun italian anvet Commedia dell'arte () ma oa nebeut a dudennoù, hag anavezet-mat e veze an holl anezho : ar pizhard kozh, ar mab foran, ar gwaz gwarizius, ar fringadell, ar soudard brabañser (miles gloriosus) a zo un digalon e gwirionez, an amourouz yaouank, an dimezell hoalus, ar mevel fin... Al leurenniñ Ar c'hendivizoù eo kalon pep pezh-c'hoari, hogen alies e sikour an dramaour(ez) evit kompren er pezh a c'hoarvez dre reiñ ditouroù, a vez skrivet e lizherennoù stouet peurliesañ : al leurenniñ eo kement-se. Pa lenner skrid ur pezh-c'hoari e sikouront da ijinañ pezh a ra ar c'hoarierien war al leurenn, pe santadoù o deus pa gomzont pe davont. Kalz a vez estaolet en didrouz, dre fiñvadennoù hepken ; ar mimañ zo un doare c'hoariva digomz. Hollbouezus eo an ditouroù-se d'al leurenner(ez), hag evit neb a lenn ar skrid, hogen n'int nemet menegoù berr pe verroc'h ; a-hend-all n'o c'haver ket e lod skridoù : en degouez-se e ranker o dezastum diouzh ar c'homzoù, ar pezh a c'hoarvez alies e pezhioù-c'hoari W. Shakespeare. Ur skouer hir avat a gavor e taolenn gentañ Fostus an doktor daonet. Ar c'hontrol a c'hoarvez a-wechoù : kalz ditouroù a-zivout al leurenniñ a vez e pezhioù-c'hoari George Bernard Shaw (1856-1950), er c'hendivizoù zoken. En daoust da gement-se e chom lec'h evit leurenniñ hep bezañ mouget, hag evit lenn en ur ijinañ ar c'hoariadeg, rak nepred ne vez ur ster hepken d'ur pezh-c'hoari, atav e vez digor da veur a zesteriadur. Kendivizadoù ar c'hoariva An ober hep merkoù ? Disheñvel diouzh kendivizadoù ar romantoù eo re ar pezhioù-c'hoari. Oberoù a vez kontet en daou zoare, hogen er romant e kaver merkoù a-zivout desteriadur an oberoù bewech ma kont an daneveller a-zivout ar pezh a c'hoarvez e spered un dudenn : he santadoù, he soñjoù, an abegoù d'he oberoù. Hollret eo an deskrivadurioù-se evit ma c'hellfe al lennerien kompren er romant. Un dramaour avat ne c'hall ket displegañ an tudennoù en hevelep doare. Emren eo tudennoù e bezh-c'hoari, ha lezel a ra an arvesterien da zesteriañ ar pezh a vez lavaret ha graet. Da get ez aje touell ar c'hoari mar deuje an dramaour da gomz war al leurenn diwar-benn ster e labour. Unan eus an tudennoù a c'hall ezteurel soñjoù an dramaour, hogen nepred ne vez un degemenner (un den hag a embann menoioù un den all) rak atav en devez e roll dezhañ da c'hoari er steuñvenn. Ral-kenañ neuze e vez an darempredoù war-eeun etre an dramaour hag an arvesterien. Peurliesañ ned a ket pelloc'h eget ar raklavar, a zo ur brezegenn verr da ginnig ar pezh-c'hoari, hag an dibenn, ur brezegenn verr da glozañ an abadenn. Ar prezegennoù-se zoken a vez distaget gant unan eus ar c'hoarierien, gant e bersonelezh-eñ. Dibaot-kenañ eo seurt prezegennoù bremañ. Merkoù a c'heller kavout Ar c'hendivizoù Atav e kaver merkoù er c'hendivizoù. An tudennoù a gomz etrezo a-zivout o flegenn hag o endro, evel ma reer er vuhez wirion. Pezh zo, ne ouzer ket ha fiziout a c'heller en o c'hoari pe get. An arvesterien a rank kavout ha mat eo krediñ er pezh a vez lavaret. An embrezeg Bez' e c'hall an arvesterien deskiñ a-zivout soñjoù kuzh ha ratozhioù un dudenn, zoken pa vez honnezh en he unan war al leurenn, pa vez o embrezeg — o komz outi he-unan. Diazezet eo an doare prezeg-se war ar fed m'en em anavez an dudenn ha ma kompren en he flegenn. Paot-tre e oa an embrezeg er c'hoariva kozh, ma'z ae ur c'hoarier betek ribl al leurenn evit gervel war-eeun war an arvesterien. An anzavad Ur gudenn diabarzh eo a vez eztaolet gant an embrezeg, peurliesañ. Merk un den en entremar eo. Raloc'h eo eget an anzavad, ma tiskuilh an dudenn ur gudenn d'un den all anvet "kuzhuter(ez)". Ur c'heneil hag un den a fiziañs eo ar c'huzhuter peurvuiañ ; en hengoun ar c'hoariva, ur paotr a anzav d'ur paotr, hag ur plac'h d'ur plac'h : Horatio eo kuzhuter Hamlet, The Nurse (ar C'houarnerez) eo kuzhuterez Juliet, da skouer. Ar gomz a-gostez A-wechoù, pa vez un dudenn o kendivizout gant unan all e c'hall diskuliañ e sonjoù kuzh dre ur gomz a-gostez, eleze dre lavaret traoù d'an arvesterien a vouezh izel evit ma ne vefe ket klevet gant an dudenn all. An ironiezh dramaek Kendivizad ar gomz a-gostez a zegas da soñj an arvesterien ne vez nepred an tudennoù o komz etrezo hepken, ouzh an arvesterien e komzont ivez. Dre ar skrid avat n'o devez an tudennoù nemet ur sell strizh, un doare dibar ha ker strizh all da gompren en ober. Aesoc'h eo d'an arvesterien kompren en ober a-bezh peogwir eo ledanoc'h o sell ; ur skouer anat eo hini un dudenn oc'h embrezeg a-zivout lazhañ unan all dres pa'z erru ar gile war al leurenn : an arvesterien a wel hag a oar, an embrezeger ne wel ket ha ne oar ket.Ironiezh dramaek a vez neuze pa vez un diforc'h bras etre pezh a vez gortozet gant un dudennn ha pezh a oar an arvesterien. An dudenn a c'hall distagañ komzoù o deus ur ster eviti en he flegenn, hag a zo disheñvel diouzh ar ster a zo degemeret gant an arvesterien. Da skouer, he c'homzoù a c'hall stummañ darvoudoù da zont a zo dianav dezhi ha d'an tudennoù all. Er c'homediennoù e c'hall un dudenn bezañ faziet etre div dudenn all (fazienn) — ar arvesterien n'in ket faziet : gouzout a reont emañ al laer o komz ouzh ur poliser pa gred dezhañ bezañ kejet ouzh ur laer all ; kammgemer a c'hall c'hoarvezout etre div dudenn pe vuioc'h : pep a ster a roont d'ur blegenn, alese c'hoarzhadeg peogwir e oar an arvesterien en em gammgemer an tudennoù. Ironiezh dramaek reuzius-kenañ a c'hall c'hoarvezout, evel e diwezh Romeo and Juliet, p'en em lazh Romeo rak krediñ a ra dezhañ ez eo marvet Juliet ; an arvesterien avat a oar ez eo bet drammet Juliet, a zihuno emberr. An amzer Amzer ar c'hoariva hag an amzer wirion E-tro div eurvezh e pad ur c'hoariadeg peurliesañ, pezh na dalvez ket ez eo berrbad an ober a zo diskouezet war al leurenn. Disheñvel diouzh an amzer wirion eo amzer ar c'hoariva e gwirionez, ral a wech e klotont an eil gant egile. Pa vez re vras an diforc'h e sant an arvesterien ez eo koazhet ha stegnet an ober war al leurenn. En ur ober div eurvezh e c'hall un abadenn diskouez un niver bras a eurvezhioù, devezhioù, sizhunvezhioù, bloavezhioù zoken. Hervez Aristoteles e ranker staliañ "unander an amzer" en ur pezh-c'hoari, un devezh hepken o vezañ pad an istor a gonter, hogen ne vez ket atav doujet d'ar reolenn-se ; biskoazh n'eo bet graet gant an dramaourien saoz, da skouer. Rannet e vez ar pezhioù-c'hoari dre arvestoù, hag an arvestoù dre senennoù ; hiroc'h eo an amzer en un arvest eget en ur senenn, ha peurliesañ e red dibaouez an amzer a senenn da senenn en un arvest. Toulloù a c'hall bezañ en amzer etre daou arvest : an arvesterien neuze a rank stankañ an toulloù-se. Ur skouer dibar eo The Winter's Tale gant W. Shakespeare, ma'z eus un toull 16 vloaz etre an Arvest I hag an Arvest IV. Al lusk Hollbouezus eo al lusk en ur pezh-c'hoari. Borodus e vefe mar ne vefe ket, bep a vare, ur gemmadenn bennak e red an amzer. Koulzadoù stegn ha koulzadoù sioul a bep eil eo al lusk diazez. Tamm-ha-tamm e vez dastumet stegn (ar suspense) a-raok ma vez distegnet ar c'hoari. Kentañ senennoù ur pezh-c'hoari, an digoradur, a ziskuilh ar blegenn ma tiorroio an ober a-bezh ; eno e kej an arvesterien ouzh an tudennoù pennañ hag e teskont petra eo ar gudenn. Goude an digoradur e c'hoarvez un doare krapadenn betek ur barr kent ur gouezhadenn a anver an disentez. Meur a zoare zo da staliañ al lusk-se. Peurliesañ e tiorro ar pezh-c'hoari en un doare dic'hortoz hag a zegas un enkadenn, ha kudennoù nevez d'an tudennoù. En ur glask diluziañ ar c'hudennoù-se e c'hallont degas un enkadenn nevez. Hag ar pezh-c'hoari ha mont a enkadenn da enkadenn betek ma teu ur rouestl dic'hortoz da staliañ un doare skoulm. Echu a ra an ober dre un diskoulm a c'hoarvez dre un ober diwezhañ, un disentez diwezhañ pe ur gavadenn. Bez' e vez c'hoazh eus al lusk-se pa vez un is-steuñvenn er steuñvenn bennañ, ha pa vez div steuñvenn genstur, ha zoken pa vez meur a steuñvenn er pezh-c'hoari An egor Hervez Aristoteles c'hoazh e ranker ivez staliañ "unander an egor" en ur pezh-c'hoari, ar pezh na viras ket ouzh W. Shakespeare a staliañ The Winter's Tale e Sikilia hag e Bohemia, Anthony and Cleopatra en Aleksandria, e Roma hag e Messina. E meur a lec'h ivez e c'hoarvez lodenn gentañ e Henry IV. Techet e vezer da grediñ e vez diaesaet labour al leurennerien gant kement a lec'hioù, pa rankont kemmañ kinkladur al leurenn alies-tre ha buan-tre. Aesoc'h eo bremañ, pa'z eus ardivinkoù mekanikel ha kalz prestoù en ur c'hoariva a-vremañ ; son ha gouloù a c'heller ouzhpennañ ivez. Hogen dister eo kement-se holl, rak disheñvel-krenn diouzh kinkladur ur film eo hini ul leurenn : eeunoc'h a-galz eo, rak stilekaet eo egor al leurenn, evel m'eo stilekaet an amzer en ur pezh-c'hoari. Trawalc'h eo ober gant ur rideoz da zrektalenn, ha gant un draezenn pe ziv a servij evit kennotañ kentoc'h eget evit denotañ. Seul nebeuroc'h a draezoù war ul leurenn, seul bouezusoc'h ar c'hendivizoù. Al lavar Ar c'hoariva hag ar vuhez wirion Al lavar ivez zo stilekaet er c'hoariva. Disheñvel-krenn eo diouzh prezeg ar pemdez. Den ebet ne glask e c'herioù war al leurenn, den ebet ne zistag frazennoù hep penn na lost. Zoken an disterañ tudenn a gomz en un doare a zo uheloc'h eget er vuhez wirion. Pa vez mat an dramaour e oar diskouez an diforc'h a brezeg a vez etre meur a zere er gevredigezh : an distagadur, ar gerioù dibabet, an ereadur, ar gomz eeun pe ameeun, hag all ; Pygmalion zo ur skouer mat. Kalz a vez desket dre brezeg an tudennoù. Ur roll ec'honoc'h zo d'ar prezeg ivez : dreist an dudenn e kas da ster hollek ar pezh-c'hoari. Abalamour d'e berzhioù barzhoniel, d'e zodenoù ha skeudennoù arreat, e pouez war ersavioù an arvesterien. Komz-plaen ha gwerzennoù Souezhet e vezer a-wechoù gant pezhioù-c'hoari ar XVIvet hag ar , pa vez komz-plaen gant lod tudennoù ha gwerzennoù gant lod all. Ur c'hendivizad eus ar mare eo : an dud a renk uhel a gomz dre werzennoù, an dud dister a brezeg e komz-plaen ; un doare da ziforc'hañ etre ar renkadoù e oa. Alies e vez liammet ar gomz-plaen ouzh an displedoni, an trubarderezh, hag ar gwerzennoù ouzh an noblañs, ar santadoù uhel. An dudenn-mañ-tudenn a c'hall prezeg e komz-plaen pe e gwerzennoù, hervez ar pezh a ra pe ar pezh a sant : en Henry IV, ar priñs Hal a ya e komz-plaen pa vez en davarn gant e gavandidi disteroc'h, hogen e gwerzennoù e komz pa vez en e garg a briñs. En ur pezh-c'hoari all gant W. Shakespeare, The Merchant of Venice, Shylock a ya e komz-plaen pa vez war e vicher a varc'hadour, hogen e gwerzennoù pa vez fromet, dirak al lez-varn pergen. Ur ster pouezus a vez eta bewech ma tro al lavar a gomz-plaen da werzennoù ha vice versa. Rummadoù c'hoariva Boazet e vezer da dermeniñ doareoù pennañ ar c'hoariva, hogen touellus e vez an termenadurioù-se a-wechoù. Ar gwellañ termenadur a c'hall bezañ re strizh. Arabat eo chom re dost d'un termenadur, dindan boan a c'hwitañ war anien wirion ur pezh-c'hoari, rak n'eus bevenn resis ebet etre ar rummadoù : prantadoù fentus a c'hall c'hoarvezout en un drajedienn evit distegnañ ar c'hoari a-raok pe goude un abadenn reuzius, evel pa vez Hamlet oc'h ober goap ouzh ar chaparlank Polonius. Ur mailh e oa W. Shakespeare war ar meskañ komedienn ha trajedienn en e bezhioù-c'hoari. En daoust da ziresister ar rummadoù e vezont degemeret abalamour d'o sklaerder : boaz e vezer da rannañ oberennoù W. Shakespeare etre tri rummad : trajediennoù, komediennoù ha pezhioù-c'hoari istorel. Trajediennoù Orin Unan eus koshañ doareoù ar c'hoariva eo an trajediennoù, pa zeuont eus Henc'hres. Diwar τραγῳδία tragodia e teu, ur stumm krennet eus trag(o)-aoidiā "kan (aoidiā) un tad gavr (tragos)", rak kanet e veze da geñver aberzh ur c'havr. Liammet ouzh un aberzh e veze an trajediennoù a-wechall neuze. Ouzh azeulerezh an Anaon e vezent liammet ivez marteze. Hep mar ebet e vezent liammet ouzh azeulerezh Dionysos, en devoa anavet ar c'hanedigezh, ar marv hag an adc'hanidigezh. Eus "kan ar c'havr" e trojont d'ur meulgan d'an doue, kent dont da vout un abadenn gant ur meulgan hag ur c'hoarier hepken, ha daou pe c'hoarier pe dri diwezhatoc'h ; tamm-ha-tamm e wanaas perzh ar meulgan. Koulz ar meulgan hag ar c'hoarierien a gonte a-zivout sujidigezh an dud d'an doueed, a-zivout heuliadoù ar gwalloberoù, hag a-zivout ar fed ma c'heller gwellaat dre c'houzañv. Deskrivadur Aristoteles, diwar labourioù Aesc'hulos, Euripides ha Sofokles, a roas an deskrivadur-mañ : Diwar sell pizh Aristoteles ez eo deveret kement termenadur diac'houde. Katarsiz A-bouez bras eo ar ger κάθαρση kátharsi "glanidigezh" e deskrivadur Aristoteles. Drezañ e komprener e diac'hinad an trajediennoù : penaos e c'hall an arvesterien tennañ plijadur eus taolennadur ar boan ? Penaos e vez sevenet ar c'hlanidigezh-se ? Ha da get e vez kaset an druez hag ar spont, pe lamet e vez diwarno ar pezh a zo re ha dañjerus ? A-hed an amzer ez eus bet tabut war ar c'hraf-se. Marteze e soñje da Aristoteles e oa trajediennoù Henc'hres un doare da yac'haat an arvesterien, dre o disammañ diouzh o foanioù. En hon amzer e vez implijet ar c'hoariva er vredvezegiezh. An haroz trajediek Ar boan a vez diskouezet war al leurenn a rank bezañ kinniget en un doare hag a uhela fromadennoù an arvesterien e-lec'h heugiñ an dud. Heugus e vije poanioù un dudenn beurfallakr, ha direizh penn-da-benn e vije re un dudenn beurvat. Neuze e rank an haroz trajediek bezañ fallakr ha mat war un dro : dre ur wanded bennak (ἁμαρτία hamartia, "fazi", "pec'hed" eo ar ger implijet gant Aristoteles) e teu e boanioù, hep na vije brein an den dre anien : Macbeth n'eo ket un torfedour dre anien, hogen d'un torfedour e tro dre uhelegezh, ar pezh a wast e vuhez ha hini meur a zen all. Setu amañ deskrivadur an haroz trajediek hervez Aristoteles (XIII,3) : Dibun un drajedienn Peger kemplezhek bennak e vefe un drajedienn, un enkadenn enni a zegas ur stegn hag a gas d'un daelenn a dro da ziziskoulmus. Ne c'hall ket fiñvezhiñ en un doare eürus, hag alies e vez ar marv en drektalenn. N'eus trajedienn ebet hep ur c'hemm bras en tonkadur, eus an eürusted d'an droukverzh pe eus ar veurded d'ar mezhekadur. A-daol-trumm e c'hoarvez ar c'hemm-se a-wechoù (taol-darvoud), en ur zegas ur stroñs bras. Merzout a ra an haroz trajediek ez eo dic'houest da gemmañ e blanedenn. Re ziwezhat avat e c'hoarvez ar c'houlz-se, an anzavadur (ἀναγνώρισις anagnorisis), pa sav keuz ennañ goude ar pezh en deus graet. Ne c'hall ket dizober pezh a zo bet graet. Eus an hengoun henc'hresian e teu an dibun-se, a gaver e trajediennoù W. Shakespeare hag e kalz re all diwezhatoc'h. Harozed disteroc'h zo en trajediennoù a-vremañ, n'eus mui anv a rouaned, priñsed pe jeneraled, tostoc'h d'an dud voutin e vez an harozed trajediek bremañ. Dre ur werenn e sellont, teñval, hag alies e vez koumoulek o anagnorisis. Argemmoù An dramaour Seneca (-4 – 65) a voulc'has an doare trajediennoù ma vez feulster ha gwad perzhioù pennañ an ober. Trajediennoù ar gwad a vez graet anezho. Kreñv e vez ar fromadennoù a zegasont, hag alies e vez elfennoù dreistnaturel enno, evel tasmantoù. Diwar Oresteia (Ὀρέστεια), un trifezh gant Aesc'hulos, e teu "trajediennoù an dial". Enno e weler pegen drastus evit buhez ur gevredigezh eo hengoun dever an dial. An daou argemm-se a gaver e trajediennoù W.Shakespeare, en Hamlet dreist-holl. En oberennoù nevesoc'h en o c'haver ivez, da skouer e Mourning Becomes Electra (1931) gant an dramaour stadunanat Eugene O'Neill. Komediennoù Orin Ar c'homediennoù ivez zo liammet ouzh azeulerezh Dionysos, dre e du drant ma veze lidet ar vuhez, ar yaouankiz, al levenez hag ar strujusted. Eus an henc'hresianeg κωμῳδία kōmōidía, diwar κῶμος kômos "fest", "ebatoù" ha ᾠδή ōidḗ "kan", "telenngan" e teu ar ger « komedienn ». Ur c'han da vont gant ul lidambroug laouen, gant fentigelloù ha plijadur ruz e oa ur gomedienn gwechall gozh. Trajediennoù ha komediennoù a veze a bep eil e-pad ar festivalioù, evit lakaat an arvesterien da welet daou du ar vuhez : unan sirius ha trist a-zivout ar boan hag ar marv, hag unan drant diwar-benn ar plijadurezhioù. Deskrivadur Ne c'heller ket lenn deskrivadur Aristoteles, rak kollet eo bet ar rann-se eus e labour. Unan eus perzhioù boutin ar c'homediennoù a-dreuz an amzer eo ez echuont atav en un doare plijus. Donemat e vez kement-se goude un aridennad enkadennoù ; liammet-start eo ouzh ur sell gwellwelus war ar vuhez : mat pep tra pan echu mat. Ur perzh pouezusoc'h c'hoazh zo ivez : dudiañ an dud eo ratozh pennañ ar c'homediennoù, petra bennak ma c'hallont plediñ gant traoù sirius-kenañ, ha bezañ kentelius zoken. Atav avat e vezont mennet da vezañ skañv, speredek ha fentus. Hollbouezus eo an dudi, adalek ur mousc'hoarzh hepken betek ur c'hoarzhadeg uhel ha diroll ; hervez an doare komedienn a zo war al leurenn eo. Meur a zoare Komedienn an dudenn, pe "komedienn an dourennoù" Eus gwanderioù an tudennoù, o laka d'en em ren evel dioded dirak an disterañ kudenn, e teu ar c'hoarzh. Ur rummad dibar a gaver en oberennoù W. Shakespeare hag e re e gevezer Ben Jonson : "komedienn an dourennoù". Mezeien o amzer a lakae temz-spered an den war gont ur c'hementad re vras ag unan eus ar "peder dourenn" : ar gwad, ar flumm, ar vestl velen hag ar vestl du. Brouezek ha feuls e vije un den gwadek ; abaf ha habask e vije unan flummek ; buanek ha c'hwerv e vije un den re a vestl velen ennañ ; melkoniek e vije un den re uhel ar vestl du ennañ. Komedienn flemmus Feulsoc'h peurliesañ e vez ar c'homediennoù flemmus. Drezo e klever an dramaour o huchal dirak ur blegenn a gav feukus. E-lec'h barn un den dre ur reolad, evel ma vez graet en ur "gomedienn an dourennoù", en e varner dre un uhelvennad a zo diaes e dizhout. Ar vreinadurezh zo un dodenn a gaver alies er c'homediennoù-se, evel e Volpone. Komedienn an emzalc'h En doare-se e vez graet goap ouzh albac'hennoù ur mare, ouzh emzalc'h patromoù aes da verzout en ur gevredigezh : ar c'hrimpidig, ar flaper, ar pipi, ar snob, hag all. Arsellet e vez emzalc'h ha kendivizadoù ur gevredigezh, hag alies e vez emzalc'h un dudenn diouzh ar berzh a ra war dachenn an arc'hant ha hini an darempredoù revel. Da bep marevezh ez eus un doare komediennoù an emzalc'h, ha berzh bras a reont peurliesañ goude ur marevezh diaes en ur gevredigezh : goude un dispac'h pe goude ren un diktatour, da skouer. Gwall c'hros e vez ar c'homediennoù-se peurvuiañ. Komedienn ar fazioù An ober a-bezh zo diazezet war un aridennad fazioù tud pe fedoù, ar pezh a zegas kement all a gammgemeroù hag a blegennoù ma vez an tudennoù o lavarout ha dislavarout. Unan eus pezhioù-c'hoari kentañ W. Shakespeare eo The Comedy of Errors. Komedienn garantezel pe romantel Diskouezet e vez peurdrec'h ur c'houblad amourouzien war skoilhoù niverus hag enebadegoù. Alies e c'hoarvez en ur bed n'eus ket anezhañ, tost da ved an hunvreoù, evel en A Midsummer-Night's Dream, m'en em gav an tudennoù en ur goadeg annezet gant boudiged. Komedienn a blegenn, ha fars Gorreel eo taolennadur temz-spered an tudennoù en doare komedienn-se. Diouzh an doare ma embreger ar steuñvenn eo an efed, diouzh dibun prim ar c'hendegouezhioù, ar souezhadennoù hag ar plegennoù farsus. Tost d'ar fars eo, m'en em ren an tudennoù evel furlukined o stlepel tartezennoù an eil ouzh dremm egile. Doareoù all Melodrama Un doare hiron e oa ar melodrama er penn-kentañ, evel ma komprener dre an anv : μέλος melos "sonerezh" + δράμα drama "un ober" ; ur c'horiadeg war al leurenn e oa, ambrouget gant sonerezh, hag aozet evit ar bobl. Trajediennoù dister eo ar melodramaoù e gwirionez, pa n'eus tamm donder ebet enno ; kresket betek re e vez ar plegennoù, kreñv-tre e vez ar fromadennoù, ha gwenn pe zu e vez an tudennoù : re vat e vezont (ar werc'hez yaouank c'hlan) pe re zrouk (ar fallakr euzhus). Trajikomedienn Hiron ivez eo an doare-se. Perzhioù an trajedienn koulz ha re ar gomedienn a gaver ennañ ; bez' e c'hall ivez bezañ un drajedienn hag a echu en un doare eürus, evel Measure for Measure W. Shakespeare. Plijout a ra an trajikomediennoù d'an arvesterien a-vremañ rak reuzius ha fentus war an dro eo o sell war ar bed, setu perak e vezont lakaet da zoare c'hoariva pennañ an . Pezh-c'hoari istorel Berzh a reas an doare-se en amzer W. Shakespeare, a ouie tennañ splet eus an amzer dremenet evit sklêrijenniñ e vare. C'hoariva kudennek ha c'hoariva ar mennozhioù En e voe boulc'het an doare c'hoariva-se, da heul an dramaour norvegiat Henrik Ibsen (1828-1906). Ennañ e vez pledet gant kudennoù ur gevredigezh dre dabutoù etre an tudennoù war al leurenn. George Bernard Shaw dreist-holl a voe dedennet-bras gant an doare. C'hoariva diskiantEn attendant Godot, ur pezh-c'hoari skrivet e galleg e 1948 gant an dramaour iwerzhonat Samuel Beckett (1906-1989) eo patrom an doare netraelour-se a rene e dibenn an XXvet kantved : mab-den, peogwir n'eo ket sur ken ez eus eus Doue, zo taolennet evel un estren en un hollved diskiant. Aner eo klask klokaat al listenn-mañ, pa'z eus kement a zoareoù c'hoariva ha kement all a droioù d'o c'hemmeskañ. Evel ma lavar Polonius diwar-benn c'hoarierien a ginnig da Hamlet : « The best actors in the world, either for tragedy, comedy, history, pastoral, pastoral-comical, historical-pastoral, tragical-historical, tragical-comical-historical-pastoral; scene individable, or poem unlimited. » Levrlennadur Boulton, Marjorie. The Anatomy of Drama''. London: Routledge & Kegan Paul, 1960. Adembannet gant Taylor & Francis, London, 2015 • Liammoù diavaez Paritito, kompagnunezh c'hoariva a vicher divyezhek Kumpagnunezh a vicher primaozadennoù c'hoariva eus Breizh Notennoù Rummadoù lennegel
2396
https://br.wikipedia.org/wiki/Alfred%20Jarry
Alfred Jarry
Alfred Jarry (Laval, - Pariz, 1añ a viz Du 1907), a oa ur skrivagner gall. Buhez D'an 8 a viz Gwengolo 1873 e voe ganet Alfred Jarry e kêr Laval. Caroline Quernest, e vamm, a guitaas he fried, Anselme Jarry, e 1879, gant o bugale : Alfred hag e c'hoar, Charlotte. E lise Sant-Briag e chomas Alfred betek an eilvet klas, mat-tre e labouras ennañ. D'e zaouzek vloaz e krogas da skrivañ e-unan komzoù-plaen ha gwerzennoù, ha pa guitas Sant-Briag e 1888 en doa paket prizioù a-leizh. Dilojañ da Roazhon a reas e vamm hag he bugale. Eno, er c'hlas kentañ (rhétorique), en em gavas gant un dudenn a-bouez bras en e skridoù da zont : Félix Hébert, e gelenner war ar fizik. Ur c'helenner iskis e oa, evit doare. Ur c'heneil da Alfred a skrivas diwar e benn ur pezh flemmus ha farsus anvet Les Polonais. Diwar-se e voe skrivet Ubu roi gant Alfred Jarry. Ar paourkaezh kelenner a dapas e begement e meur a bezh-c'hoari dindan lesanvioù all : P.H., Père Heb, Eb, Ebé, Ebon, Ebance, Ebouille... Tremen a reas Alfred e vachelerouiezh gant ur meneg "mat" e 1889. E lise Henri IV e Pariz e teskas ar brederouriezh. E koulz e tremenas ar Père Heb da vezañ ar Père Ubu. Kenderc'hel a reas da skrivañ. E 1893 e varvas e vamm ; un taol kreñv e voe evitañ rak betek-henn en doa tremenet e vuhez a-bezh ganti. Daou vloaz goude e voe gourc'hemennet da ober e amzer-soudard ; met n'en doe ket da vont d'an arme, rak barnet e voe evel re zroch gant an ofisourien — anat eo en e skridoù en doa dismegañs evit ar brezel hag an arme. E 1896 e kinnigas Le roi Ubu d'ur c'hoariva brudet, an Théâtre de l'Œuvre e Pariz ; asantet e voe c'hoari ar pezh. Freuz bras a voe graet gant ar pezh, ken feukus, nevez, ha flemmus ma oa d'an amzer-se. C'hoariet e voe ivez e 1898 gant margodennoù embreget gant Alfred Jarry hepken. Er bloaz 1906 e voe tapet e Alfred Jarry gant torzhellegezh an doagenn-empenn ; mervel a reas daou vloaz goude, d'an 3 a viz Du, paour-razh, e bered Bagneux. Soñjoù pennañ Un den iskis e oa Alfred Jarry, ur barzh, ur c'helaouenner, ur romantour, un troer, goapaus ha flemmus war an dro e bluenn, ne zigore ket e galon d'ar re all. Daoust d'e evañ re ec'h eo sklaer e oa troet da stourm a-enep feulster an arme, da c'hoapaat ar sistem, ar politikerezh ha drochded an dud a c'halloud. Lakaet e vez ivez da Vestr gant ar surrealourien, ar pezh n'eo ket didalvoud ! Oberennoù Skrivet en deus barzhonegoù ivez, ha krouet eo bet gantañ (pe kentoc'h gant an Doktor Faustroll, unan eus e dudennoù) ar 'Patafizik, hag a vefe ur skiant, pe ur c'hrakskiant — piv a oar ?, hini ar « solutions imaginaires, qui accorde symboliquement aux linéaments les propriétés des objets décrits par leur virtualité. ». E galleg Les Minutes de sable mémorial, barzhonegoù, Pariz, Mercure de France, Here 1894 • — En-linenn L'Ymagier, kelaouenn diwar-benn an arzoù, Here 1894 – Kerzu 1895 • Gallica César-Antéchrist, Pariz, Mercure de France, Here 1895 • Gallica Perhinderion, kelaouenn diwar-benn an arzoù, Meurzh ha Mezheven 1896 • Gallica Ubu roi, drame en cinq actes…, Pariz, Mercure de France, Mezheven 1896 • Gallica Les Jours et les Nuits, roman d'un déserteur, Pariz, Mercure de France, Genver 1897 • — En-linenn Ubu roi. Texte et musique, fac-similé autographique, Pariz, Mercure de France, 1897 L’Amour en visites, Pariz, Éditions Pierre Fort, Mezheven 1898 Almanach du Père Ubu illustré (janvier, février, mars 1899), lesanvet « Petit Almanach », Kerzu 1898 L'Amour absolu, Mercure de France, 1899 • Adembannadur 1932 Ubu enchaîné, gant Ubu roi ha La Chanson du décervelage en e raok, Pariz, Mercure de France, 1900 • Gallica Ubu roi, doare diwezhañ, Paris, Éditions de La Revue blanche, 1900 Almanach illustré du Père Ubu (XXe Siècle) 1er janvier 1901, Kerzu 1900 • Gallica Messaline, roman de l'Ancienne Rome, Paris, Éditions de La Revue blanche, 1901 Le Surmâle, roman moderne, Pariz, Éditions de La Revue blanche, 1902 • En-linenn Par la taille, un acte comique et moral en prose et en vers pour esjouir grands et petits, Pariz, Éditions Edward Sansot, 1906 Ubu sur la Butte, Pariz, Éditions Edward Sansot, Mae 1906 Le Moutardier du pape. Opérette bouffe en trois actes, Bussières, 1907 Albert Samain (Souvenirs), Pariz, Éditions Victor Lemasle, 1907 E brezhoneg Ar roue Ubu, troet e brezhoneg gant Goulc'han Kervella, Skol Vreizh, Montroulez , 2008. Notennoù Ganedigezhioù 1873 Marvioù 1907 Meneger ar skrivagnerien Skrivagnerien Frañs Skrivagnerien c'hallek
2397
https://br.wikipedia.org/wiki/Ar%20roue%20Ubu
Ar roue Ubu
Ar roue Ubu (Ubu Roi e galleg) zo ur pezh-c'hoari bet skrivet gant Alfred Jarry (1873-1907). C'hoariet e voe Ubu Roi evit ar wech kentañ er bloavezh 1896. Abaoe eo bet troet e meur a yezh, hag e brezhoneg nevez zo, gant Goulc'han Kervella eus Strollad ar Vro Bagan. Kroget e oa bet e-pad ma oa Jarry er skol e Roazhon. An Tad Ubu a oa "Monsieur Hébert", ur c'helenner war ar fizik hag a veze goapaet gant al liseaned el lise Zola. Degemeret fall e oa bet Ubu Roi pa oa bet embannet ha c'hoariet, mes goude eo deuet Ubu da vezañ un dudenn hollvedel. Gwir eo e oa un diktatour, a-raok ma oa deuet mod ar renadoù hollveliour. Daou bezh all zo bet skrivet gant Jarry e gloar Ubu, Ubu Cocu hag Ubu Enchaîné. An istor Bountet eo an tad Ubu gant e wreg ar vamm Ubu da uhelaat er bed. Drouklazhañ a ra roue Polonia ha dont da vezañ roue en e lec'h. Ur roue laer ha avius, aonik ha gros, skouer ar waskourien, e teu da vezañ. Kabestret eo pep frankiz en e vro, gwasket ar bobl ; diskleriañ a ra ar brezel da Rusia... Tro-dro d'an oberenn Tro-dro 1888-1889 eo bet skrivet Ar Roue Ubu. Er c'hentañ klas e oa neuze ar skrivagner. Lisead labourus pemzek bloaz, c'hoant gantañ, evel lod eus e gamaladed klas, farsal diwar-benn o c'helenner fizik.. Ur wezh lennet Ar Roue Ubu, eo anat eo bet heñchet ar skrivagner gant "kenseurted" all. Pouezus eo gouzout ; a-raok ma skrivfe al levr e oa nevez-flamm marv Viktor Hugo, Emile Zola, Maupassant... Verlaine ha Rimbaud a zae d'an anaon. Nevez ganet eo Apollinaire eus e zu. Abadenn Dreyfus, lezenn Jules Ferry, an Tour-Eifel, ar c'harr-tan... Pep-tra zo ijinet ha savet nevez zo ! Birviñ a ra ar vuhez d'ar mare-se, ha d'ar mare-se e voe skrivet Ar Roue Ubu. E zoare da skrivañ Ijinañ a ra gerioù ha troioù-lavar o tistreiñ alies en e levr. Evit kemer un nebeud anezho ; "Kaoc'h Kri", "Dre va c'hantol gwer", "Kornjidouilh", "Niskouarn", "Czar", "Boufred", "an Aotrou Duk"... Gerioù 'zo zo adimplijet e skridoù all Alfred. Implijet e vez ivez kalz a c'herioù groñs all, anavezetoc'h ha klaseloc'h. Levezonet eo bet gant ur bern skrivagnerien all (gwelet e vez kalz a zamgerioù warno). Adkavet e vez da skouer "Aragon" (lec'h resis ma tremen Le Cid, Corneille, ha Ruy Blas, V. Hugo), pe "to be or not to be" evit Hamlet... C'hoarzet e vez ivez diwar-benn ar c'hoariva skrijus (pe dragediezh) pa varv roue Polonia (ar roue Vanceslas). Degemer ar pezh Ur freuz bras a voe e Pariz d'an 10 a viz mae 1896 pa voe displeget ar pezh evit ar wech kentañ. Ur pezh dispac'hel oa, disheñvel-krenn diouzh pep pezh a oa bet skrivet en e raok. Pismigañ a ra ar galloud, ar brezel, ar relijion... Evelse ez eo chomet Ar roue Ubu ur pezh-c'hoari eus an amzer a-vremañ. E 2007 ha 2008 eo c'hoariet Ar roue Ubu e brezhoneg gant Strollad ar Vro Bagan. Un tamm eus ar pezh Setu an arvest kentañ, lakaet e brezhoneg, ispisial evit ar Wikipedia-mañ (disheñvel e c'hall bezañ skrid Strollad ar Vro Bagan): Arvest kentañ TAD UBU — Merttt ! MAMM UBU — Oh ! aze zo traou brav c'hoazh eta, Tad Ubu, pesort mell voyou zo ac'hanoc'h. TAD UBU — Ra vefec'h badaouennet, Mamm Ubu ! MAMM UBU — N'eo ket me, Tad Ubu, unan all an hini rankfec'h asasinañ. TAD UBU — Dre ma lutig glas, na gomprenan ket ennoc'h. MAMM UBU — Petra, Tad Ubu, kontant oc'h gant ho planedenn ? TAD UBU — Dre ma lutig glas, merttt intron, sur avat, on kontant. A nebeutoc'h e vefe kontant neb heni : kapiten dragoned, ofiser koñfiañs ar roue Venceslas, dekoret eus urzh Egl Ruz ar Pologn ha bet roue Aragon, petra muioc'h e faot deoc'h ? MAMM UBU — Petra ? Goude bezañ bet roue Aragon, oc'h kontant bremañ oc'h ensellet un hanter-kant lakepotred armet gant digaoleresed, pa vefe bet moaian deoc'h lakaad war ho klipenn kurunenn Pologn goude hini Aragon ? TAD UBU — Ah ! Mamm Ubu, gomprenan ket mann ebet e-barzh da gomzoù. MAMM UBU — Ken bleup out ! TAD UBU — Dre ma lutig glas, bev eo c'hoazh ar roue Venceslas ; ha pa varvje, lejionadoù bugale en-deus war e lerc'h, n'eus ket ? MAMM UBU — Ha piv 'h ampechfe ac'hanout da vasakriñ ar familh-se toud, ha da gemer o flas ? TAD UBU — Ah ! Mamm Ubu, c'hwi lâr traou injurius ha tuchant e vo gwraet ho jeu deoc'h. MAMM UBU — Dam ! paour kaezh den, pa vo graet ma jeu din, piv a beñselio deun da vragoù dit ? TAD UBU — Bah ! ha neuze ? Ma revr-me zo evel revrioù ar re all ivez... MAMM UBU — Ba' da blas, me asezfe ar revr-se war un tron bennaket. Mod-se e hallfes kreskiñ da binvidigezh hep fin, debriñ anduilh bemdez-Doue, ha ruilhal karroñs bras dre ar ruioù. TAD UBU — Ma vijen roue, me lakaje sevel evidon ur chipilinenn vras e-giz an hini am boa en Aragon hag a zo bet laeret divezh diganin gant an Spagnoled. MAMM UBU — Te hallfe prenañ c'hoazh ur paiplu, hag ur mell kabig hag a gouezfe war da dreid. TAD UBU — Ah ! plegiñ a rin d'an demptasion. Foutr merttt, merttt ha foutr, mar kavan hennezh ba korn ar c'hoad e teuio fall e jeu. MAMM UBU — Ah ! mat-tre, Tad Ubu, setu out deuet ur gwaz gwirion bremañ. TAD UBU — Oh pas atav, me ur c'hapiten dragoned, masakriñ roue ar Pologn ! gwelloc'h ganin mervel ! MAMM UBU (dezhi hec'h-unan) — Oh ! merttt ! (A vouezh uhel.) Setu emaout o hont da chom paour-razh a-hed da vuhez, Tad Ubu? TAD UBU — Feiz ya, dre ma lutig glas, me gav gwelloc'h chom paour evel ur razhedennig voan, eged mont pinvidig evel ur c'hosh kazh lart. MAMM UBU — Hag ar chipilinenn ? ar paiplu ? ar gabig vras ? TAD UBU — Feiz ya, Mamm Ubu, ha neuze ? Er-maez ec'h a an Tad Ubu en ur laoskel an nor da stlakal. MAMM UBU (he-hunanig) — Vrout, merttt, stard eo fichañ hennezh, mes vrout, merttt, mechañs e vo bet distardet un tammig ganin. Dre c'hras Doue ha dre ma gras din, marteze e vin rouanez ar Pologn a-benn eizhteiz. Liammoù diavaez Ubu roi - Ar pezh e galleg Kinnig Ar roue Ubu e brezhoneg gant Strollad ar Vro Bagan Levrioù gallek Levrioù gallek 1896 Levrioù brezhonek 2007
2399
https://br.wikipedia.org/wiki/Stoikegezh
Stoikegezh
An stoikegezh, pe stoikouriezh, a zo ur skol a brederouriezh ganet en Henamzer ha krouet gant Zeno eus Kition. Unan eus ar prederouriezhoù pennañ an Henamzer gresian eo ouzhpenn an epikuriegezh hag an amgredoniezh. Embann a ra ur preder hollpboellour a oa bet boulc'het gant prederourien all evel Heraklitos (hemañ o komz eus ul logos hollvedel), evel ar c'hunourien (pa oa bet Zeno eus Kition stummet gant ur prederour kunour) hag evel Aristoteles (diwar un nebeud eus e vennozhioù). Dre vras e kelenn ar Stoikianed eo ret bevañ a-unan koulz gant an natur hag ar poell evit tizhout ar furnez hag an eürusted. Dont a ra an termen eus al lavarenn c'hresian Stoa poikile hag e oa an dra-mañ ur porched en Agora (ar blasenn foran vras e Aten) e-lec'h ma keje ha kelenne ar Stoikianed. Ur ster boutin a vez roet d'ar stoikegezh pa ne dalvez nemet evit ar vuhezegezh a ya ganti : ar varregezh evit chom diseblant d'ar pistig ha ar galonegezh e-tal diaesterioù bras. Ne chom nemet bruzunoù eus skridoù ar Stoikianed gentañ evel Zeno eus Kition (344-262 kent Jezuz-Krist) ha Kleanthos. Chom a ra oberennoù hir a-walc'h savet gant Seneka, Epiktetos ha Markus Aorelianus. Gant Kikero eo deuet heklev an daelioù a vage prederourien ar bed hellenistel. Enebourien ar stoikegezh, Ploutarchos ha Sextus Empirikus o-deus treuskaset un nebeud mennozhioù ar preder-se. Ar pezh a anavezomp war o c'helennoù war ar poellad, ar fizik hag ar vuhezegezh a ziskouez e oant tud dibar a spered uhel ha o-deus bet ul levezon war istor ar C'hornôg betek hon amzer. Notennoù Prederouriezh Henc'hres
2401
https://br.wikipedia.org/wiki/Henamzer
Henamzer
An Henamzer a zo ur prantad eus an Istor evel m'eo c'hoarvezet en Europa ar C'hornôg dreist-holl. E-doug ar mare-se a ya eus deroù ar sevenadurioù bras e Mezopotamia (war-dro 7000 kent Jezuz-Krist) betek diwezh Impalaeriezh Roma e 476 goude Jezuz-Krist e vez gwelet diorridigezh ar sevenadurioù gresian ha roman hag ivez hini ar relijionoù bras diwanet er Reter-nesañ (yuzevegezh ha kristeniezh). Deroù al Labour-douar hag ar vetalouriezh War-dro ar bloaz 8000 kent JK e krog an dud da labourat an douar er Greskenn Strujus. Gant an dreistad boued a zegasas gounezerezh an douar e kreskas ar boblañs hag e voe ijinet a bep seurt micherioù a denne d'an artizanerezh ha pergen d'ar vetalouriezh : hini an arem, an houarn hag an dir, a feur ma voe gouestoc'h-gouestañ an dud da sevel fornioù uheloc'h-uhelañ ar wrez a c'hellent tizhout, a-benn teuziñ ar metaloù. Ar Skritur Evelkent ez eo gant ijinadenn ar Skritur an hini eo e komzer eus penn-kentañ an Henamzer. Aes eo kompren ez eo deuet betek ennomp kalz muioc'h a vunudoù diwar-benn ar sevenadurezhioù o doa ur skritur eget gant ar re a oa a-raok. Dre-se e vez renkennet ar sevenadurezhioù o devoe ur Skritur e-barzh an Istor rik, hag ar re a oa en a-raok er Ragistor. Sevenadurezhioù an Henamzer Meur a sevenadurezh a vez renkennet e prantad an Henamzer : - Ejipt (Henejipt) - Israel - Hellaz (Henc'hres) - sevenadurezh ar Romaned - sevenadurezh ar Gelted kozh : Galia, Preden - Fenisia Henamzer
2403
https://br.wikipedia.org/wiki/Meurvor%20Atlantel
Meurvor Atlantel
Unan eus meurvorioù ar blanedenn Douar eo ar Meurvor Atlantel, er reter da gevandir Amerika, hag er c'hornôg da Europa hag Afrika, hag an eil brasañ eo ivez. Goleiñ a ra tost d'ur bemvedenn (1/5) eus gorread ar blanedenn. E Norzh ar Meurvor Atlantel e kaver Meurvor Arktika, hag er Su Meurvor ar Su. 3×1017m³ eo kementad ar meurvor. An anv Dont a ra e anv eus hini Atlas, a oa un Titan e mojennoù Hellaz kozh. Talvezout a ra kement ha "Mor Atlas" eta. Koshañ meneg anezhañ a gaver en Istorioù Herodotos war-dro 450 kent JK. Er yezhoù keltiek Môr Iwerydd a vez graet anezhañ e kembraeg. Cuan Siar eo e skoseg. Muzulioù 3 338 metrad eo donder well-wazh ar meurvor, ma talc'her ar morioù amezek er gont, pe 3 926 metrad ma ne reer ket. Donañ ma'z eo eo 8 605 metrad e Foz Puerto Rico. Evit al ledanded a ya eus 2 848 kilometrad etre Brazil ha Liberia da ur 4 830 kilometrad etre SUA hag Afrika an Hanternoz. Atlantel Meurvor Atlantel
2404
https://br.wikipedia.org/wiki/Doueed%20an%20Olimpos
Doueed an Olimpos
Hervez mojennoù Hellaz kozh e vije bet daouzek doue olimpat (pe Daouzek Doue an Olimpos) o chom en ur vro veneziek ha dreist-diraez. Hervez lod e oa ar vro-se hini ar Menez Olimpos, menez uhelañ Bro-C'hres. Hervez ar c'hontadennoù hag ar barzhonegoù e seblante an doueed veur bevañ evel ur familh, ha chabouz etrezo alies. Ha koulskoude o doa galloudoù bras-tre, galloud da ren nerzhioù bras an Douar hag an Neñv, galloud da cheñch an traoù hag an darvoudoù, galloud an hud ivez. Roll an doueed olimpat Hervez an hengoun ne oa nemet daouzek doue olimpat, c'hwec'h doue, ha c'hwec'h doueez. Meur a gemm zo bet el listenn-se hag en niver avat, hervez ar marevezhioù. Atav e kaver an nav anv-mañ: Zeus, Hera, Poseidon, Ares, Hermes, Hefaistos, Atena, Apollon hag Artemis. Hervez ar skridoù e vez lakaat ivez tri eus ar re-mañ all da vont betek daouzek: Hestia, Demeter, Afrodite, Dionysos ha Hades. Afrodite Doueez ar garantez, ar c'hoant-paotr hag ar c'hoant-plac'h ha hini ar gened e oa. Gouez da Hesiodos e oa ganet diwar sper Ouranos taolet er mor : alies e vez diskouezet o sevel e-maez eus an dour. Kiprenez eo hec'h annez. Alies e vez he mab Eros ganti. Dimezet eo da Hefaistos, met re e kar ar garantez evit bout feal, ha karet he deus Ares, Adonis, ha meur a hini all. Apollon Ares Artemis Athena Demeter Dionysos Hades Hefaistos Hera Hermes Hestia Poseidon Breur eo da Zeus ha da Hades. Doue ar mor hag ar c'horventennoù eo. Gantañ eo bet krouet ar c'hezeg, ha desket en deus d'an dud mont war varc'h. Bec'h zo bet etre Atena hag eñ da c'houzout piv anezho a vije doue-mestr war gêr Aten. Aet ar maout gant an doueez peogwir he devoa kinniget d'an dud ur barr olivez, arouez ar peoc'h. E arouez-eñ eo an tridant. Zeus Zeus, mab da gKronos ha da Rea eo mestr an doueed, an tan-taran hag an aigis eo binvioù e c'halloud, aozet evitañ gant ar Gikloped. Ur merc'hetaer touet eo, hag ur ribitailh bugale en deus e pep tu. An erer eo e arouez. Buhez doueed Olympos Divarvel e oa an doueed olimpat. Met hervez tud Hellaz kozh ne oa ket ur perzh peurbadel peogwir e oa ret dezho evañ ul likor ispisial, difennet d'ar vevien all, an ambrozi. Un doare all a veze : bezañ soubet e dour ar stêr Styks, stêr an Ifern, met ne voe ket ken efedus-se gant Akilles. Evañ a raent ivez an nektar, lipousañ evaj a c'hellje bezañ. A-hend-all, pa ne ouient ket petra ober, e tiskennent war an douar da sevel o fri, da sikour den pe zen, d'ober troioù kamm da re all, ha da verc'heta pe da baotreta. Evel-se eo e voe ganet tud hanter zoueed, evel Herakles. Skeudennoù Notennoù Dodekatheon
2405
https://br.wikipedia.org/wiki/Action%20Directe
Action Directe
Action Directe a oa anezhañ ur strollad kleizour kiriek da vezañ kaset da benn un heuliad taolioù feuls, muntroù en o zouez, e Bro-C'hall er bloavezhioù 1980. Krouet e oa bet Action Directe e 1977 dre unvaniñ daou strollad kleizour-pellañ anvet Groupes d'Action Révolutionnaire Internationalistes (GARI) ha Noyaux Armés pour l'Autonomie Populaire (NAPAP). E 1979 e teuas da vezañ un aozadur brezelig-kêr o kas da benn taolioù feulster a-enep d'an impalaerouriezh hag o tifenn interestoù ar proletariad. Berzet e oa bet ar strollad ez-ofisiel gant ar gouarnamant gall e 1982. E 1984 e voe savet ur c'henemglev etre Action Directe ha Tuad an Arme Ruz en Alamagn. En holl, Action Directe a gasas da benn ur hanter-kant bennaket a daolioù feuls, en o zouez un arsailhadenn gant ur vindrailherez e sez Kreizenn vroadel ar batromed c'hall (Centre national du patronat français) d'ar 1 a viz Mae 1979 ha taolioù all a-enep da savadurioù ar gouarnamant gall, d'an arme, da Stad Israel hag a-enep d'ar greanterezh a sav hag a werzh armoù. Laeret eo bet gante ivez, anvet gante oberiadennoù evit restaolañ d'ar proletariad, muntroù, bet lazhet gante da skouer an ijinour a werzhe armoù, René Audran e 1985 ha Georges Besse e 1986, bet e penn Renault. Harzet e voe izili pennañ Action Directe Jean-Marc Rouillan, Nathalie Ménigon, Joëlle Aubron ha Georges Cipriani d'ar 21 a viz C'hwevrer 1987 ha kaset d'an toull war-lerc'h, barnet da venel eno betek fin o buhez. Harzet e oa bet dija Régis Schleicher e 1984. Leusket e voe Joëlle Aubron da zont e-maez e 2004 abalamour d'he c'hudennoù yec'hed. Marvet eo homañ diwar grign-bev ar skevent d'ar 1 a viz Meurzh 2006. Bez' ez eus c'hoazh tud hag a stourm evit ma vefe leusket da zont e-maez eus an toull-bac'h izili Action Directe a chom eno c'hoazh. Hoel Mahe a skrivas ur pennad a-zivout ar strollad-se e kentañ niverenn Nidiad e miz Genver 2010. Gwelet ivez: Tuad an Arme Ruz Tu-kleiz pellañ Liammoù diavaez: www.action-directe.net (e galleg) Campaign for the release of Action Directe prisoners (e galleg) Strolladoù komunour Frañs
2406
https://br.wikipedia.org/wiki/Lizherenneg%20c%27hresianek
Lizherenneg c'hresianek
Al lizherenneg implijet evit skrivañ ar gresianeg zo bet ijinet tro-dro an . Hiziv e vez implijet atav evit skrivañ ar gresianeg modern, ha gant skiantoù evel ar matematik pe ar steredoniezh. Araozañ e veze graet gant ur silabenneg anvet al linear B. Deveret e vije bet eus un adstumm eus al lizherenneg semitek, bet degaset da C'hres gant marc'hadourion fenikian. N'eo ket boas al lizherenneg semitek da notenniñ ar vogalennoù, ar pezh zo ezhomm evit ar gresianeg evel evit an holl yezhoù indezeuropek. Azasaet eo bet al lizherenneg evit skrivañ ar gresianeg evel m'eo dleet. Evit se ez eus bet amprestet un nebeud arouezennoù fenikian diezhomm e gresianeg evit skrivañ ar vogalennoù. Diwar ar soñj-se eo bet aesaet kalz an treuzskrivañ ar yezhoù europat da-c'houde. Setu taolenn al lizherenneg, gant distagadur al lizherennoù e henc'hresianeg hag e gresianeg a-vremañ. Implijet eo bet ar sistem SAMPA (etre //), hag an API ouzhpenn (etre []), m'emaint disheñvel. Lamet eo bet kuit al lizherennoù Fau, San, Qoppa ha Sampi eus al lizherenneg a-raok mare ar gresianeg klasel. Pa ne oa ket eus al lizherennoù bihan pa oant c'hoazh en implij, n'eus ket bet savet lizherennoù bihan evite. Gwelet ivez Treuzlizherennadur gresianek Liammoù diavaez Greek Unicode Issues (Nick Nicholas) Sistemoù-skritur alfabetek Gresianeg Lizherennegoù Gresianeg Lizherenneg c'hresianek
2411
https://br.wikipedia.org/wiki/Herman%20Melville
Herman Melville
Herman Melville (1añ a viz Eost 1819-28 a viz Gwengolo 1891 e New York) a zo bet ur romantour, saver arnodskridoù ha barzh amerikan, gwelet evel unan eus ar skrivagnerien amerikan pennañ. Brudet e oa e-doug kentañ lodenn e vuhez lennegel, met disoñjet e oa bet e anv en diwezh ha goude e varv. E bennoberenn, Moby Dick, a zo bet "addiskoachet" e penn kentañ an . Buhez Ganet e oa bet Herman Melville e kêr New-York ha desavet e voe eno ivez. Ur beajour e oa e dad, ur c'henwerzher etrebroadel hag alies e klevas digantañ danevelloù e droiadoù leun a wagennoù divent, a venezioù uhel-tre, a wernioù krommet gant an avel, a vorioù rust hag a zeskrivadurioù porzhioù evel re an Havr-Nevez pe Liverpool. Pa oa 12 vloaz e varvas e dad goude graet freuz-stal gantañ hag e rankas ar familh (8 breur ha c'hoar en doa Herman Melville) mont da chom da gêriadenn Lansingburg, pelloc'h, war ribl ar stêr Hudson. Eno e rankas ar c'hrennard gounit e vara koulz ha mont da skol Albany, kêr-benn stad New York. Evel un Yannig e vil vicher e teuas da vezañ tro-ha-tro mevel war ar maez, implijad en un ti-bank, martolod war ul lestr-karg ha skolaer. E 1841 e oa degemeret evit bezañ martolod war al lestr-balumeta Acushnet. E 1842 e kuitaas al lestr en Inizi Marquesas hag goude ur prantad hir ez eas da Dahiti hag da inizi Hawaii. Eno en em ouestlas er morlu amerikan, met goude bezañ distroet d'ar Stadoù-Unanet e oe divartolodet (Here 1843). E 1847 e timezas Melville ha goude ur veaj en Europa en em stalias e kêr Pittsfield, Massachusetts, e skeud menezioù ar Bershires. Eno e kavas an awen evit kregiñ gant ur mell oberenn, Moby Dick, ur romant hag a zo kaoz ennañ eus ar balumeta p'en doa graet ar vicher-se 10 vloaz en a-raok. Siwazh ne reas ket berzh al levr, nag an eil, nag an trede kennebeut. Istimet gwelloc'h e voe e zanevelloù embannet a dammoù er c'helaouennoù. Implij a rae e skiant-prenet e bourzh al listri hag e tiskoueze en e skridoù listri o verdeiñ da vare Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet pe a-hed ar Mississippi, pe etrezek an Inizi Galápagos. Doare skrivañ Herman Merville ha Mark Twain e voe ar skrivagnerien gentañ o skrivañ saozneg e mod "amerikanek". Embannadurioù (e saozneg) Romantoù Typee: A Peep at Polynesian Life (1846) Omoo: A Narrative of Adventures in the South Seas (1847) Mardi: And a Voyage Thither (1849) Redburn: His First Voyage (1849) White-Jacket, or The World in a Man-of-War (1850) Moby-Dick, or The Whale (1851) Pierre: or, The Ambiguities (1852) Isle of the Cross (vers 1853, perdu) Israel Potter: His Fifty Years of Exile (1856) The Confidence-Man: His Masquerade (1857) Billy Budd, Sailor (1924) Kevelennoù Cock-A-Doodle-Doo! (1853) Poor Man's Pudding and Rich Man's Crumbs (1854) The Happy Failure (1854) The Fiddler (1854) Paradise of Bachelors and Tartarus of Maids (1855) Jimmy Rose (1855) The Piazza Tales (1856), enni : The Piazza, Bartleby the Scrivener, Benito Cereno, The Lightning-Rod Man, The Encantadas, or Enchanted Isles ha The Bell-Tower (1856) The Gees (1856) I and My Chimney (1856) The Apple-Tree Table (1856) The Two Temples (dalif) Daniel Orme (dalif) Barzhonegoù Battle Pieces and Aspects of the War (1866) Clarel: A Poem and Pilgrimage in the Holy Land (1876) John Marr and Other Sailors (1888) Timoleon and Other Ventures in Minor Verse (1891) Weeds and Wildings, and a Rose or Two (1924) Skrid-arnod Hawthorne and His Mosses (1850) Notennoù ha daveoù Meneger ar skrivagnerien Skrivagnerien saoznek Melville, Herman Ganedigezhioù 1819 Marvioù 1891
2413
https://br.wikipedia.org/wiki/Aozadur%20Dispac%E2%80%99hel%2017%20a%20viz%20Du
Aozadur Dispac’hel 17 a viz Du
An Aozadur Dispac’hel 17 a viz Du (gresianeg : Επαναστατική Οργάνωση 17 Νοέμβρη Epanastatikí Orgánosi 17 Noémvri) a oa anezhañ ur strollad marksour a gasas da benn taolioù feuls e Gres. Gant gouarnamant ar Stadoù Unanet eo bet lakaet war o renabl sponterion. Anv ar strollad a glot gant an deiziad ma savas studerion Skol-Veur Boliteknikel Aten a-enep d’ar renad milourel pa voe lazhet daou studier. Soutenet e veze ar renad milourel gant ar Stadoù Unanet evit mirout d’ar gomunourion hag abalamour da se eo bet interesoù ar Stadoù Unanet palioù pennañ ar strollad Ar strollad, anavezet ivez evel ‘’N17’’ diwar e anv e gresianeg, a zo kiriek da vezañ kaset da benn taolioù feuster abaoe 1975. Betek 2002 avat ne oa bet na dizoloet na harzet ezel ebet eus ar strollad. An taol kentañ a deuas e miz Kerzu 1975 pa voe lazhet gant ar strollad penn ar CIA e Aten. Er penn kentañ e veze lakaet gante da bal kargidi amarikan pe gresian, war war ledanaat a ae o falioù, o kas da benn taolioù a-enep da Unvaniezh Europa er bloavezhioù 80 e 90. Fellout a rae d’ar strollad skarzhañ arme ar Stadoù Unanet diouzh ar vro, lakaat fin da aloubidigezh milourel Kiprenez gant Turkia hag ivez troc’hañ al liammoù etre Gres hag Unvaniezh Europa hag ar Broadoù Unanet. E 2000 e voe lazhet gant ar strollad un den a laboure evit Ministrerezh Difenn ar Rouantelezh Unanet, Stephen Saunders e anv. E 2002 e teuas a-benn ar polis da dapout Savvas Xiros. Dre c’houlennata anezhañ e oa bet tu da dizoloiñ da di implijet evit kuzhet izili ar strollad hag ivez c’hwec’h den all sañset da vezañ izili an Aozadur. Un den 58 vloaz, Alexandros Giotopoulos, a voe anvet evel penn ar strollad hag harzet e voe war enezenn Lipsi. Nebeut amzer war-lerc’h e voe anvet Dimitris Koufodinas evel penn oberiadennoù ar strollad hag en em rentañ a reas. En holl e voe tamallet 19 den da vezañ kiriek da 2,500 torfed bet kaset da benn e anv an Aozadur Dispac’hel 17 a viz Du. Kregiñ a reas proses an damallidi e Aten d’an 3 a viz Meurzh 2003. D’an 8 a viz Kerzu e oa bet kavet kablus 15 den dioute, en o zouez Giotopoulos ha Koufodinas. Didamallet e oa bet pevar den all dre diouer a brouennoù. Bac’het e oa bet Giotopoulous betek fin e vuhez 21 ha Koufodinas 13 gwech.. Gant alvokaded an damallidi hag ivez gant ur re stolladoù evit difenn gwirioù mab-denn e voe pouezet war ar fed ma oa bet kaset da benn ar proses un un doare direizh-kenañ en ul lêz-varn ispisial, serr he dorojoù ha difennet ma vefe enrollet ha skignet gant ar skinwel. Meur a hini e-touez an damallidi, en o zouez Alexandros Giotopoulos, a nac’has betek penn bezañ kemeret perzh en taolioù. Hervez Giotopoulos e oa anezhañ gouzañver un taol politikel evit diskwel e oa bet tapet penn ar strollad. Dimitris Koufondinas duiouzh e du, avat, a anzavas e oa kirikiek ez-politikel da holl oberiadennoù ar strollad. Gantañ e voe deskrivet un aozadur e-lec’h ma veze kemeret an divizoù dre daputal etreze an izili kentoc’h evit dre urzhioù ur rener bennaket. D’ar 17 a viz Gwengolo 2004 e voe kroget ur stourmad gant ar vac’hidi o nac’hañ debriñ a-benn lakaet da c’hoût pegen kriz eo o buhez en toull, didroc’het diouzh ar brizonidi all. Liammoù diavaez: Terrorismfiles info on 17N Judgment day for N17 - Kathimerini, Athens Strolladoù komunour Gres
2418
https://br.wikipedia.org/wiki/GRAPO
GRAPO
GRAPO a zo teskanv ar strollad "Grupos de Resistencia Antifascista Primero de Octubre" e spagnoleg, da lâret eo "Strolladoù Resistañs Enepfaskour 1añ a viz Here". Lodenn vilourel Strollad Komunour Spagn (adsavet) pe PCE (r) eo ar GRAPO. Krouet e oa bet e 1975 evit skarzhañ arme ar Stadoù Unanet diouzh Spagn hag evit lakaat ur renad marksour-leninour e plas ar renad faskour er vro. Ne oa ket gwall uhel an niver a dud a savas a-du gant ar strollad-mañ, kalz nebeutoc'h da skouer e-keñver ar souten a veze roet da ETA gant ul lodenn vras eus ar bobl euskarat er mare-se. Hervez ar polis e vefe damheñvel framm diabarzh ar strollad ouzh hini ur skarenn. Gant ar GRAPO ez eo bet graet laeroñsi e tiez-bank, lazhet tud ha lakaet bombezennoù da darzhañ e savadurioù o tennañ d’ar gouarnamant ha da embregerezhioù meur. En holl ez eus bet lazhet 90 a dud gant an aozadur. A-drugarez da strivoù ar polis e Spagn o kenlabourat a-wechoù ivez gant hini Frañs eur bet deuet a-benn da dapout ha da herzel meur a ezel eus ar strollad, en o zouez meur a rener ivez. Liammoù diavaez: Federation of American Scientist report on the organization Patterns of Terrorism 2002 United States State Department report Istor Spagn Strolladoù komunour Spagn
2419
https://br.wikipedia.org/wiki/Gres%20%28bro%29
Gres (bro)
Evit "Gres" da vare an Henamzer, gwelet Henc'hres. Evit sterioù all "Gres", gwelet Gres (disheñvelout). Gres, pe c'hoazh Hellaz (gregach: 'Ελλάς, Hellás Ελλάδα; gresianeg a-vremañ: Elládha ) a zo ur riez e Gevred Europa hag hec'h anv ofisiel eo Republik Hellenek (e gresianeg: Ελληνική Δημοκρατία Ellīnikī́ Dīmokratía, ). E penn ledenez ar Balkanioù emañ-hi. E tu an norzh he deus harzoù douarel gant Bulgaria, Makedonia an Norzh hag Albania, ha gant Turkia e tu ar reter. En em ledañ a ra Mor Egaios a-hed aodoù ar reter hag ar Mor Kreizdouar a-hed aodoù ar gevred p'emañ Mor Ionia er mervent hag er c'hornôg. Un toullad brav a inizi bras ha bihan, e meur a enezeg, a vez kavet er c'hornôg hag er reter. Evel kavell Sevenadur ar C'hornôg e vez gwelet Bro-C'hres e mare kozh an Henc'hres (eus war-dro 900 vloaz kent Jezuz-Krist betek 200 vloaz goude Jezuz-Krist). Eno eo bet ganet ha lakaet e pleustr meizad an demokratelezh. Ken pinvidik eo bet istor ha sevenadur Bro-C'hres m'he deus bet ul levezon don ken e Europa, ken en Azia hag en Afrika ivez. Anv ar vro Dont a ra an anv brezhonek "Gres" dre ar galleg eus al latin Graecia, savet, d'e dro, diwar anv Γραίκος (Graikos), mab Thessalos, roue Fthia hervez mojennoù Henc'hres. Abaoe amzerioù Homeros d'an nebeutañ, avat, o deus ar C'hresianed o-unan graet Ἑλλάς (distaget e henc'hresianeg hag e gresianeg a-vremañ) pe boutinoc'h e gresianeg a-vremañ Ελλάδα () eus o bro, brezhonekaet dindan ar stumm "Hellaz" a-wezhioù. Savet e oa an anv-se diàr div wrizienn henc'hresianek: rakger έλ- (el- "heol, skedus", k.v. ήλιος, elios, "heol") + λάς (las "roc'h, maen"), da lâret eo "Hellaz: bro heol ha roc'h". Gres
2420
https://br.wikipedia.org/wiki/Gres%20%28dishe%C3%B1velout%29
Gres (disheñvelout)
Gres a c'hell bezañ: Gres, ur vro e Gevred Europa Henc'hres a glot gant Gres e-pad an Henamzer "gres", un adverb, e brezhoneg Gwened, hag a dalvez kement ha « fonnus » (labourat gres)
2422
https://br.wikipedia.org/wiki/Yorgos%20Seferis
Yorgos Seferis
Yorgos Seferis (Γιώργος Σεφέρης) (19vet a viz C'hwevrer 1900 e Smyrna (İzmir, Turkia) - 20 a viz Gwengolo 1971) eo anv-pluenn ar barzh gresian Yorgos Seferiadis. Buhez Kelenner gwir e oa e dad er skol-veur, hag unan eus gwellañ troerien barzhonegoù Lord Byron e gresianeg. Studiañ a reas ar mab en Aten ha goude ez eas da Bariz da genderc'hel e studioù gwir evit ren micher un diplomat. Met gant al lennegezh e oa troet dreist-holl. Er bloavezhioù 1930 e voe embannet meur a skrid gantañ hag e voe brudet e anv ken e Gres ken e Bro-C'hall. E 1963 e voe roet dezhañ Priz Nobel al lennegezh. Levezonet eo bet Seferis gant Konstantinos Kavafis, T.S Eliot hag Ezra Pound. Skrivañ a rae e varzhoniezh e gresianeg glan, ur yezh e veze komzet gant ar C'hresianed desket. Klask a reas silañ e skiant-prenet e danevelloù an Istor hag ar vitologiezh. Evitañ e oa an Odysseia, pennoberenn Homeros, evel un dremmwel ha ne c'heller ket mont dreistañ ken e vourre o treuzkas anezhi er bed a-vremañ da ziskouez d'an holl ne cheñch ket an den a rummad da rummad. Oberennoù Strofi («Στροφή») (1931) Sterna («Στέρνα») (1932) Mythistorima («Μυθιστόρημα») (1935) Tetradio Gymnasmaton («Τετράδιο Γυμνασμάτων») (1940) Imerologio Katastromatos I («Ημερολόγιο καταστρώματος Α΄») (1940) Imerologio Katastromatos II («Ημερολόγιο καταστρώματος Β΄») (1944) Kic'hli («Κίχλη») (1947) Imerologio Katastromatos III («Ημερολόγιο καταστρώματος Γ΄») (1955) Tria Kryfa Poiimata («Τρία κρυφά ποιήματα») (1966) Daveoù Y. Seferis, Mithistorima. Teir barzhoneg kuzh, troet e brezhoneg gant Alan Botrel. Skrid, 1994. Skrivagnerien c'hresianek Meneger ar skrivagnerien Skrivagnerien Gres Priz Nobel al lennegezh Ganedigezhioù 1900 Marvioù 1971
2424
https://br.wikipedia.org/wiki/Gwir%20%28lezenn%29
Gwir (lezenn)
Un hollad reolennoù evit ar gundu diavaez savet gant an dud eo ar gwir. Da staliañ an darempredoù sokial ha kendelc'her anezho dre ur sistem kastizadurioù foran e servij ar gwir. Kinnig ar gastizadur foran ma n'eo ket pleget d'ar reolenn publik, setu ar pezh a ya d'ober ur reolenn gwirel ha ne weler ket an dra-mañ evit reolennoù all evel re ar vuhezegezh hag ar sevended. E kevredigezhioù ma reer gant ar skritur e embanner ar reolennoù gwirel dre skrid a reer lezennoù eus outo. En Europa, awennoù ar gwir a zo o tont eus ar Gwir Roman, Gresian, ha german. Gwir Kevredigezh
2426
https://br.wikipedia.org/wiki/Porched%3AAr%20mor
Porched:Ar mor
Porchedoù Mor
2428
https://br.wikipedia.org/wiki/Anvadurezh
Anvadurezh
An anvadurezh zo ur skiant hag a bled gant studiañ gerdarzh an anvioù-tud. Koulskoude eo ledanoc'h e dachenn pa ya al lec'hanvadurezh gantañ ivez. E-keñver lod sevenadurioù ez eo an anvadurezh ur skiant eus ar re gempleshañ. War dachenn an egiptouriezh ez eo an anvadurezh ur skiant ret pa servij da gompren el liamm a zo etre an traoù pe ar savadurioù hag ar pennoù [[henegipt]at]] rak meur a ditl a oa d'un den : ar faraoned, da skouer, a veze roet pemp titl da goulz o c'hurunidigezh. Gerioueg an anvadurezh Gwelet ivez Hieroglifoù Egipt Yezhoniezh Geriadurezh Anvadurezh
2429
https://br.wikipedia.org/wiki/Brigadenno%C3%B9%20Ruz
Brigadennoù Ruz
Ar Brigadennoù Ruz (italianeg: Brigate Rosse) a zo anezhe ur strollad marksour-leninour en Italia sañset da vezañ krouet gant Renato Curcio, ur studier e Skol-Veur Trento e 1969. Pal pennañ ar Brigadennoù Ruz (BR) a zo klask kas an traoù d’ur stad dispac’hel dre ar stourm armet a-benn tennañ kuit Italia diouzh an Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA) . Er penn kentañ ne oa oberiant ar strollad nemet e Milano hag e Torino e lec’h ma veze stourmet gantañ a-enep d’an tu dehoù pellañ. Gant izili ar strollad – dreist-holl laboureion/ezed ha studeierion/ezed – e veze distrujet mekanikoù ha burevioù al labouradegoù. E 1972 e voe kaset da benn skrapadeg gentañ ar strollad, mestr-micherour ul labouradeg bet dalc’het gante a-raok leuskel anezhañ da vont kuit. Goude 1974 ez eas war ledanaat tachenn ar Brigadennoù Ruz betek Roma, Genoa, ha Venezia ha kregiñ a rejont ivez da skrapañ tud a-bouez er vro. Hervez an disklêriadur bet embannet gant ar strollad e 1975 en deveze da bal: "skeiñ kalet a-enep da galon ar Stad rak ar Stad a zo anezhi ur sammad embregerezhioù impaelour liesvroadel". Kregiñ a rejont da skeiñ kentoc’h war balioù o tennañ d’ar polis, servijoù ar surentez hag ivez ar strollad a veze da neuze e penn ar vro, Democrazia Cristiana. E miz Mezheven 1974 e voe lazhet evit ar wech kentañ gant ar Brigadennoù Ruz pa varvas dreze daou ezel eus ar strollad faskour, Movimento Sociale Italiano. Da geñver an deiziad-se e voe leusket a-gostez gante hogozik penn-da-benn o labour war an dachenn etre al labourerion. E 1976 e voe harzet un nebeud izili eus ar Brigadennoù Ruz ha lazhet unan gante ivez. Ar bloaz war-lerc’h e tisklêrias ar strollad e oa bet krouet gante ar Strollad Stourm Komunour evit “kas renkad al labourerion war an hent mat”. Mont war washaat a rae niver ha krizder an taolioù kaset da benn gant ar strollad a-enep da g-carabinieri ha da varnerion evit pouezañ war ar lêzioù-barn da didamall pennoù an aozadur bet harzet ha kaset d’an toull. Muioc’h mui a studerion a eas da ezel er strollad, ha neubeutoc’h nebeutañ a labourerion a veze kavet etreze. E 1978 e voe skrapet ha lazhet gant ar Brigadennoù the Brigades ez-Kentañ Ministr Italia Aldo Moro abalamour ma oa bet deuet hennezh a-benn da gaout ur c'henemglev etre Strollad Komunour Italia ha Democrazia Cristiana. A-drugarez da vuntr Aldo Moro e krogas servijoù surentez ar stad da chaseal ar Brigadennoù da vat. Meur a hini eus an tu-kleiz hag ivez ez-pennoù ar BR en toull zoken a savas a-enep da vuntr ar politikour ha gant ar strollad e voe kollet neuze souten ar boblañs dre vras. Harzet e oa bet kalz a dud liammet ouzh ar Brigadennoù e 1980. E 1981 e vo skrapet gant ar BR un ofiser eus arme ar Stadoù Unanet, James Dozier, dieubet war-lerc’h gant ar polis. Gallout a reas ar polis herzel izili all en afer-se ha dreze e oa bet tu da herzel meur a hini all da heul. E 1984 e tisrannas ar Brigadennoù e daou duad: al darn vrasañ eus an izili e Strollad Stourm Komunour (BR-PCC) hag ar re all e Unvaniezh ar Stourmerion Komunour (BR-UCC). Hag er memes bloavezh e voe nac’het ar stourm armet o lâret ne gase da vann ebet gant pevar eus pennoù an aozadur en toull-bac’h, Curcio, Moretti, Ianelli and Bertolucci. E 1984 e tisklêrias ar strollad e oa bet lazhet Leamon Hunt gante. E 1985 un nebeud izili italian o chom e Frañs a distroas da Italia. Mont war gresk a rae an niver a dud harzet gant ar polis d’ar c’heñver-se. E miz C’hwevrer 1986 e lazhas ar BR-PCC ez-maer Firenze ha klask lazhañ ivez kuzulier ar C’hentañ Ministr Bettino Craxi. E miz Meurzh 1987 e lazhas ar BR-UCC ar Jeneral Licio Giorgieri e Roma. Hag e 1988 e voe lazhet gant ar BR-PCC ar senedour Roberto Ruffilli. Taol bras diwezhañ ar strollad eo hennezh a-drugarez da niver bras an izili bennañ bet tapet gant ar polis. Lazhañ a raes ar strollad Massimo D'Antona, kuzulier d’ar C’hentañ Ministr Massimo D'Alema e 1999. Lazhet e voe evit ar wech diwezhañ gant ar BR e miz Meurzh 2002 pa varvas ar c’helenner war an armerzh ha kuzulier da Silvio Berlusconi Marco Biagi goude bezañ tennet warnañ gant ar memes pistolenn bet implijet evit lazhañ D'Antona . D’an 3 a viz Meurzh 2003, daou ezel eus ar Brigadennoù Mario Galesi and Nadia Desdemona Lioce a dennas war ar polis en un tren e porzh-houarn Terontola. Mervel a reas Galesi hag Emanuele Petri eus ar polis. E miz Here 2003 e voe harzet c’hwec’h ezel eus ar BR e Firenze, Sardinia, Roma ha Pisa liammet ouzh muntr Massimo D'Antona. Hiziv an deiz ez eo diaezet goût pet a tud a souten c’hoazh politikerezh ar Brigadennoù Ruz, met nebeutoc’h evit 50 den moarvat. Ouzhpenn an daou duad istorel pennañ ez eus komz ivez eus daou duad posupl nevez ivez: "Kelloù Proletaer Armet" (italianeg "Nuclei Armati Proletari") ha "Linenn Gentañ" (italianeg "Prima Linea"). Liammoù diavaez Skeiñ war unan evit kelenn da gant: istor kresk ar Brigadennoù Ruz en Italia er bloavezhioù 60 ha 70 (e saozneg) Strolladoù komunour Italia Strolladoù armet
2430
https://br.wikipedia.org/wiki/Norzh
Norzh
Ma klaskit an departamant gall, kit da welout Norzh (departamant). An norzh (pe hanternoz, met hemañ hepken er rann eus an hantervoul norzh a zo etre ar penn-ahel ha Trovan ar C'hrank, pe Sterenn a-wechoù), a zo unan eus ar pevar avel, an tu-enep d'ar su, pe kreisteiz. E sevenadur Europa e kemerer harp war an Norzh a zo lakaet da zurc'hadur pennañ, hag adalek an Norzh eo e vez graet anv eus ar roudoù-avelioù all peurvuiañ. Da skouer, ar bevennad e laez ur gartenn a zispak bevennad Norzh an tiriad m'eo ar gartenn evel ur skeudenn tennet dioutañ hep ezhomm da resisaat an dra. En tu enep d'ar Su emañ an Norzh hag a-skouer d'ar C'hornôg eus un tu ha d'ar Reter eus un tu all. Termenadur Norzh a c'hell bezañ : Norzh douaroniel pe Norzh gwir, ur roud-avel a-hed gorre ar voul-Douar a yafe war-du ur pol douaroniel war ahel an Douar hag e vez kavet gant un den a vefe war ar c'heheder pa sell ouzh an heol o sevel emañ ar pol Norzh war e gostez kleiz. Norzh gwarellek pe Norzh magnetek, ur roud-avel a-hed gorre ar voul-Douar a yafe war-du al lec'h m'emañ nerzh park magnetek o talvezout ar muiañ. Ur roud ha n'a ket war-du an Norzh douaroniel pe warellek ez-resis (langaj ar bobl). Norzh gwarellek ha distroenn Priziet eo an Norzh gwarellek peogwir eo posupl kavout ur roud a c'hell bezañ gwelet evel hini an Norzh douaroniel diwar un nadoz-vor. An diforc'h etre ar roud-se hag hini an Norzh douaroniel a vez anvet an distroenn warellek. Dre vras e vez posupl chom hep klask jediñ ur roud resisoc'h en ur degemerout ar roud evel m'emañ. Koulskoude e vez ezhomm a-wechoù kaout ur reizhadenn pe e spered an den pe dre un ardivink bennak. Cheñch a ra ankl an distroenn hep ehan, met dre vilvedoù, setu perak e vez roet war kartennoù zo e dalvoud evit ar bloaz m'eo bet savet ar gartenn. Norzh ha lennegezh E mojennoù Hellaz kozh e oa un doue a c'hwezhe an avel o tont eus an Norzh ha Boreas e anv. Setu perak e vez kavet el lennegezh, da skouer e testennoù Platonos, meneg an Hiperboreidi (pe Dreistvoreidi) a vefe tud mitek o vevañ e Norzh pellañ ar bed. Notennoù ha daveennoù Pennadoù kar North Norte Douaroniezh Merdeadurezh Kartennouriezh Eizh avel
2432
https://br.wikipedia.org/wiki/Strollad%20Komunour%20Nepal%20%28Maoour%29
Strollad Komunour Nepal (Maoour)
Krouet e oa Strollad Komunour Nepal (Maoour) e 1994. Ur strollad milourel diazezet war ar vaoouriezh eo, en e benn Pushpa Kamal Dahal a vez graet 'Kadoriad Prachanda' outañ. D'an 13 a viz C'hwever e krogas gant ar brezel diabarzh anvet "Brezel Pobl Nepal" ha gant ar strollad ha deuet a-benn da vezañ mestr war kalzig eus ar vro hiziv. Lakaat a reont e pleustr ar strategiezh bet diorroet gant Mao Zedong a reer "Brezel ar Bobl" outi, da lâret eo klask lakaat dindan o beli an takadoù war ar maez a-benn sernañ ar c'hêrioù. Evel-se e ne rankont derc'hel diouzh an arme, niverusoc'h hag gant muioc'h a armoù evite, nemet pa vezont sur da c'hallout gounez a-drugarez d'o strategiezh guerilla. Pal pennad ar strollad a zo skarzhañ ar rouantelezh evit staliañ en he flas un "Demokratelezh Nevez", da lâret eo ur renad marksour-leninour e lec'h ma vefe ar bobl en he fezh perc'henn war ar araezioù produiñ. E 2001 e krogas arme Nepal da glask stourm a-enep d'ar vaoouriom, dreist-holl e Kornôg ar vro ha harzhioù-tan zo bet gwech ha gwechall. An dud a sav a-dud gant ar varoourion a embann emaint o klask dieubiñ ar bobl dre skarzhañ sistem ar c'hastoù, oc'h ingalañ gwirioù ar maouezed hag oc'h en em dizober diouzh ur rouantelezh a vac'hom ar bobl. Diouzh an tu all, avat, e vez lâret ivez gant ar re a zo a-enep d'ar strollad maoour e vez implijet re a feulster gante hag un un doare kriz a-benn tapout ar galloud. Lâret e vez zoken emaint o vont tamm-ha-tamm war hent Strollad Komunour Kambodia (pe ar C'hmer Ruz). Staget ouzh Luskad Dispac'hel Etrebroadelour (saoz. Revolutionary Internationalist Movement) eo Strollad Komunour Nepal (Maoour) (SKN(m)) hag ezel ivez eus ar Poellgor evit Kenurzhiañ Strolladoù Maoour Su Azia (saoz. Co-ordination Committee of Maoist Parties and Organizations of South Asia). Lakaet eo bet SKN(m) war renabl an sponterion bet savet gant gournamant ar Stadoù Unanet ha dispignet ez eus bet ivez gant an eil re 20 milion a zollaroù o sikour gouarnamant Nepal da stourm a-enep d'ar vaoouerion. Gwelet ivez: Maoouriezh Marksouriezh-leninouriezh Nepal Liammoù diavaez: Lec'hienn ofisiel SKN (m) Etreweladenn gant ar C'hadoriad Prachanda, Sekretour Meur Strollad Komunour Nepal (Maoour) Pajenn diwar-benn Brezel ar Bobl e Nepal Maoourion Nepal, keleier fresk Strolladoù komunour Nepal Marksouriezh-Leninouriezh Maoouriezh CCOMPOSA
2437
https://br.wikipedia.org/wiki/Strollad%20Komunour%20Nepal%20%28Marksour-Leninour-Maoour%29
Strollad Komunour Nepal (Marksour-Leninour-Maoour)
Strollad Komunour Nepal (Marksour-Leninour-Maoour) (e nepaleg:नेपल सम्यबादि पार्ति (मालेमा) a zo anezhañ ur strollad bihan e Nepal savet diwar Strollad Komunour Nepal. Ober a reer outañ ivez Strollad Nepal Samyabadi (MaLeMa) (CPN(Malema)). Anvet e vez ivez Communist Party of Nepal (Krishna Das) dre anv ar Prezidant, Krishna Das Shrestha. Nanda Kumar Prasai eo ar Sekretour Meur. E 1996 e savas ar strollad a-enep da Feur-emglev Mahakali etre India ha Nepal. Ezel eus an Talbenn Kleizour Broadel eo SKN(MLM) o c'houlenn groñs e vefe krouet ur Vodadenn-Vonreizhañ a-benn lakaat fin da gudennoù politikel ar vro.. Gwelet ivez: Maoouriezh Marksouriezh-leninouriezh Strollad Komunour Nepal (Maoour) Nepal Komunouriezh Marksouriezh-Leninouriezh Strolladoù komunour Nepal
2438
https://br.wikipedia.org/wiki/Strollad%20Komunour%20Nepal%20%28Marksour-Leninour%29
Strollad Komunour Nepal (Marksour-Leninour)
Krouet e voe ar Strollad Komunour Nepal (Marksour-Leninour) gant Chandra Prakash Mainali pa savas a-enep da unvanidigezh Strollad Komunour Nepal (Marksour-Leninour) a-gozh gant Strollad Komunour Nepal (Marksour-Leninour Unvan). Gwelet ivez: Maoouriezh Marksouriezh-leninouriezh Strollad Komunour Nepal (Maoour) Nepal Komunouriezh Marksouriezh-Leninouriezh Strolladoù komunour Nepal fr:Parti communiste du Népal#Parti communiste du Népal (marxiste-léniniste)
2439
https://br.wikipedia.org/wiki/Strollad%20Komunour%20Nepal%20%28Marksour-Leninour%20Unvan%29
Strollad Komunour Nepal (Marksour-Leninour Unvan)
Meur a aozadur ledan a zo bet savet gant ar strollad ivez e tachenn pe dachenn, d.s. war dachenn ar studerion/ezed, ar maouezed, ar sindikadooù, evit kas da benn e bolitikeresh er gevredigezh war-eeun. E miz Kerzu 1994 e voe krouet gant SKN(MLU) ur gouarnamant bihan-niver a badas 9 miz. Dilennet e voe Man Mohan Adhikari evel Kentañ Ministr ha Madhav Kumar evel Ministr an Aferioù Diavaez. E 1997 e kemeras perzh SKN(MLU) er gouarnamant o tont gante post an eil Kentañ Ministr. Er vouezhiadeg evit ar parlamant e 1999 e teuas gant SKN(MLU) 31,61% eus ar mouezhioù. Adunanet e oa SKN(MLU) ha SKN(ML) d'ar 15 a viz C'hwevrer 2002. SKN(MLU) a zo a-du evit klask un diskoulm d'ar brezel diabarzh dre gaozel betek tizhout un emglev gant Strollad Komunour Nepal (Maoour) . Gwelet ivez: Maoouriezh Marksouriezh-leninouriezh Strollad Komunour Nepal (Maoour) Nepal Liammoù diavaez: Lec'hienn ofisiel ar Strollad Komunouriezh Marksouriezh-Leninouriezh Strolladoù komunour Nepal
2442
https://br.wikipedia.org/wiki/Porched%3AFizik
Porched:Fizik
Porched:Fizik Fizik
2444
https://br.wikipedia.org/wiki/Arme%20Ruz%20Japan
Arme Ruz Japan
Arme Ruz Japan (japaneg: 日本赤軍, Nihon Sekigun) a zo un aozadur etrebroadel krouet gant Fusako Shigenobu e miz C'hwevrer 1971 pa droc'has gant Kevre Komunour Japan - Tuad an Arme Ruz. Ne oa bet biskoazh ouzpenn 40 ezel en holl er strollad met daoust da se e oa hennezh unan eus ar strolladoù a rae gant ar feulster a vez ar muiañ a aon razañ. Liammoù strizh en deveze Arme Ruz Japan (ARJ) gant Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina (TBDP). Da dibenn ar bloavezhioù 80 ne veze kaset da benn taol ebet e Japan gant ARJ ha sujet e oa deuet da vezañ da d-TBDP evit an arc'hant, ar stummadur hag an armoù en deveze ezhomm oute. Pal ARJ a oa skarzhañ gouarnamant Japan hag ar rouantelezh ha kregiñ gant an dispac'h dre ar bed-holl. Harzet e voe Fusako Shigenobu e miz Du 2000 e Osaka pa zistroas dre guzh da Japan eus Liban tamallet da vezañ bet e penn eus meur a daol dre feulster, en o zouez skrapadennoù ha meuntroù. Meur a ezel a zo bet harzet ha bac'het gant Japan, met lod all a van en entrenvro a diaezet eo da Japan barn pe bac'hañ anezhe rak a broioù e-lec'h m'emaint a nac'h o c'has en-dro da Japan. Da skouer, Kozo Okamoto a gemeras pèrzh en taol bet kaset da benn en un aerborzh e Stad Israel ha barnet ha bac'het ivez du-hont. E 1985 avat e voe dieubet da vare un eskemm etre prizonidi israelat ha palestinat. Goude bezañ bac'het e oa bet en-dro e Liban tamallet da vezañ savet tremen-hentoù faos e voe bet roet bod politikel dezhañ gant ar ar vro-se hag a nac'has kas anezhañ en-dro da Japan abalamour m'en doa stourmet a-enep da Israel. Lod all a vez kavet ivez e Republik Poblek ha Demokratel Korea (Korea an Norz), bet roet bod dezhe gant gouarnamant ar vro-se ivez. C'hoant en defe Japan e vefent kaset en-dro d'o bro evit ma c'hellfent bezañ barnet eno, met nac'hañ a ra Norz Korea. Ur skoilh demokratel eo hennezh etre an div vro-se. Etre ar bloavezhioù 97 ha 80, Arme Ruz Japan a gasas da benn meur a daol kriz pe grisoc'h dre ar bed, da skouer : Miz Meurzh 1970: skrapet gant 8 ezel eus ARJ ur c'harr-nij japanek e Tokyo. Leusket e voe da vont an 129 bet skrapet gant ar c'harr-nij. Kaset e voe ar c'harr-nij betet Norz Korea e-lec'h ma vanas ar skraperion. Miz Mae 1972: un taol dre vintrailherez ha grenadennoù e aerborzh Tel Aviv. Mervel a reas 17 den ha gloazet e oa bet 80 den all. En em lazhañ a reas daou eus an dud kiriek d'an taol. Miz Mezheven 1973: sikouret e oa bet Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina (TBDP) gant Arme Ruz Japan (ARJ) da skrapañ ur c'harr-nij japanek. Leusket e oa da vont ar veajourion a-raok lakaat ar c'harr-nij da darzhañ. Strolladoù komunour Japan
2447
https://br.wikipedia.org/wiki/Talbenn%20ar%20Bobl%20evit%20Dishualded%20Palestina
Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina
Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina (TBDP) (arabeg الجبهة الشعبية لتحرير فلسطين) a zo un aozadur marksour-leninour ha broadelour bet krouet e Palestina e 1967 da geñver Brezel ar C'hwec'h Devezh. Sevel a reas TBDP diwar al Luskad Arabek Broadelour (Harakat al-Qawmiyyin al-Arab) (LAB) bet e krouet e 1953 gant George Habach, ur palestinad a-orin kristen. Un aozadur broadelour e oa LAB oberiant e meur a vro arabek, en o zouez Libia, Koweit hag Arabia Saoudat (dindan beli ar Rouantelezh Unanet c'hoazh d'ar mare-se). Mont a reas an aozadur war-du ar sokialouriezh e-keñver an doare da diorren an armerzh ha sevel a reas ur strollad stourm anvet Harozet an Distro (Abtal al-Audah). E-kreiz 1967 en em glevas gant ur strollad all anvet Yaouankiz evit an Dial ha gant Talbenn Dishualded Palestina evit sevel Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina (TBDP), gant Habach en e benn. E 1968 e oa bet stummet gant TBDP ouzhpenn tri mil a stourmerion. Arc'hant e veze roet d'ar strollad gant Siria e-lec'h ma veze kavet ivez e sêzva. Dont a reas an Talbenn war wel er bloavezhioù 60 ha 70 dreist-holl abalamour ma oa bet kaset da benn gantañ taolioù feuls, da skouer : Skrapadenn ur c'harr-nij israelat e 1968 o terc'hel 21 beajour ha 11 skipailhad e-pad 39 devezh; Lazhet e voe ur beajour ha gloazet daou all pa voe tennet war ur c'harr-nij israelat e Aten e 1968; Tennet e voe war ur c'harr-nij israelat e Zürich e 1969 o lazhañ ar c'henlevier hag o c'hloazañ al levier; Lakaet e voe ur vombezenn da darzhañ en ur gourvarc'had e Al Quds (Jeruzalem) e 1969 o lazhañ daou israelad hag o c'hloazañ 20 den all; Skrapet e voe ur c'harr-nij amerikan e Los Angeles e 1969. Dalc'het e voe ar veajourion a-orin israelat e-pad 44 devezh; Lazhet e voe ur beajour ha gloazet 11 all e 1970 pa voe skoet war ur c'harr-boutin ennañ israeliz e aerborzh Munich; Trazhañ a reas ur vombezenn en ur c'harr-nij Swissair o vont da Stad Israel o lazhañ 47 den e 1970; Skrapet 4 c'harr-nij beajiñ e 1970. Trazhet war-lerc'h daou anezhe ket gloazañ den ebet. Respont a reas ar Roue Hussein a Jordania o kregiñ da vombezenniñ diazezennoù ar strolladoù palestinat e diabarzh Jordania betek lakaat Aozadur Dishualded Palestina (ADP) da dec'hel kuit eus ar vro. Gwengolo Du e vez graet eus an darvoudoù-se ha d'o heul e voe savet un tuad feulster nevez en al-Fatah anvet Gwengolo Du, enni tud liammet kement gant al-Fatah ha gant TBDP. En em stagañ a reas TBDP ouzh an talbenn ledan Aozadur Dishualded Palestina (ADP) e 1968, o vezañ an eil strollad ennañ war-lerc'h al-Fatah, met kuitaat a rejont ADP e 1974, o tamall Aozadur Dishualded Paletina da gilañ war ar pal pennañ, da lâret eo distruj Stad Israel penn-da-benn pa savas a-du TBDP gant un diskoulm dre sevel div stad, Palestina hag Israel, kichen-ha-kichen. Dilennet e voe Abu Ali Mustafa evel Sekretour meur ar strollad e-lec'h Habach da geñver ar 6vet Kendael Broadel dalc'het e 2000, met lazhet e voe Abu Ali Mustafa e 2001 gant arme Stad Israel dre tennañ war e vurev diouzh ur viñsaskell. Diouzh o zu e voe lazhet da heul Ministr Douristelezh Stad Israel, Rehavam Zeevi. Dilennet e voe war-lerc'h Ahmed Sadat evel Sekretour Meur e 2001. Harzet ha bac'het e voe hennezh gant meur a ezel all avat e 2002 gant Pennadurezh Palestina, goude ma oa bet pouezet warne gant ar Stadoù Unanet hag ar Rouantelezh Unanet. Daoust ha ma voe didamallet gant lêzvarn uhel Palestina e voe nac'het e dieubiñ gant Pennadurezhh Palestina. Daou duad o zo deuet diwar Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina: Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina - Stur pennañ (saoz. Popular Front for the Liberation of Palestine - General Command (PFLP-GC)) ha and the Talbenn Demokratel evit Dishualded Palestina (saoz. Democratic Front for the Liberation of Palestine (DFLP)). Aet e oa war wanaat levezon an talbenn goude ma teuas da get an Unaniezh Soviedel hag ivez abalamour d'ar fed m'emañ ar strolladoù islamour evel Hamas ha Jihad Islamek Palestinao vont war gresk er broioù arabek hag e Palestina ivez. Gwelet ivez: Marksouriezh-leninouriezh Arme Ruz Japan Liammoù diavaez: Lec'hienn ofisiel (arabeg) Keleier ofisiel (saozneg) Strolladoù politikel broadelour Strolladoù komunour Palestina
2448
https://br.wikipedia.org/wiki/Terra%20Lliure
Terra Lliure
Terra Lliure ("Bro Dieub" e katalaneg) a oa un aozadur broadelour a rae gant ar feulster. Krouet e 1979 ez eas da get ez-ofisiel e 1995. Setu palioù pennañ ar strollad. Emrenerezh evit ar Broioù Katalanek, o kas a-benn ar fin d'an disparti diouzh Spagn ha Frañs. Difenn ar c'hatalaneg. Difenn interesoù renkad al labourerion dre stourm a-enep d'ar gapitalouriezh. An darn vrasañ eus izili kentañ Terra Lliure a deuas er bloavezhioù 80 eus aozadurioù ha strolladoù all, dreist-holl Epoca (Arme Pobl Katalonia), FAC (Talbenn Dishualded Katalonia), PSAN (Strollad Sokial evit an Dishualded Broadel), IPC (Dishualded evit ar Broioù Katalanek) ha JERC (Yaouankiz Tu-kleiz Republikanour Katalonia). Embann a reas Terra Lliure disklêriadur kentañ ar strollad anvet “Galv ur Vro Dieub” 1 d'an 24 a viz Mezhven 1981, nebeut war-lerc'h ma voe bet klasket gant an arme en em ober gant ar galloud adarre dre an taol c'hwitet er parlamant Bro-Spagn, ar "Cortes" d'an 23 a viz C'hwevrer kaset da benn gant ar c'horonal archer (guardia civil) Tejero. Skignet e oa bet ar c'halvadenn-se e-kerz ur vodadenn veur anvet “La Crida a la Solidaritat” (Galv ar C'hengred) dalc'het e stadiom melldroad Barselona. Kaset e oa bet da benn taol kentañ ar strollad e miz Mae pa voe tennet war ar c'helaouenner Federico Jiménez Losantos, o c'hloazañ anezhañ en e c'har. Mervel a reas un ezel eus Terra Lliure, Martí Marcó i Bardellaevit d'e 19 vloaz, evit ar wech kentañ pa voe tennet warnañ gant ar polis d'ar 26 a viz Genver 1979. Pemp miz war-lerc'h e varvas Fèlix Goñi “Bruc” o kas ur vombezenn. Mervel a reas Josep Antoni Villaescusa e 1984 o fardañ ur vombezenn. E 1985 e voe lazhet Quim Sánchez pa darzhas ur vombezenn. Etre 1981 ha 1984 e klaskas Terra Lliure kaout souten digant renkadoù labourerion Katalonia a-benn pouezañ war politikerezh ar vro. D'ar mare-se e veze skoet gant ar strollad war palioù resis: ar skinwelioù, embregerezhioù gall ha spagnolek, polis Spagn. O lakaat ur vombezenn da darzhañ en ul lêz-varn e voe lazhet gant ar strollad ar sivil nemetañ, anzavet evel ur fazi bras gante da heul. Daoust ha ma voe harzet un nebeud pennoù eus an aozadur etre 1984 ha 1989 e teuas a-benn Terra Lliure da derc'hel penn ha diorroet e oa gante daou strolladig all evit harpaña anezhañ: ar c'hKomite Kengred ar Vrogarourion Katalanek (CSPC) hag al Luskad evit Difenn ar Vro (MDT). En hañv 1988 e dalc'has Terra Lliure e IIIde Kuntell diazezet war tri skrid o teskrivañ ideologiezh terorikel ar strollad hag o tielfennañ levezon gwirion al luskad broadelour er gevredigezh. Abalamour da drubuilhoù diabarzh e krogas Terra Lliure da vont war wanaat hag e disklêrias d'ar mediaoù unan eus izizi kentañ ar strollad, Pere Bascompte, e oa an aozadur e-ser vezañ divoded. Abalamour d'ar strivoù graet gant ar barner Garzón e 1992 da geñver ar C'hoarioù Olimpek e voe harzet 60 den sañset da vezañ liammet ouzh Terra Lliure. E miz Gwengolo 1995, goude un nebeud mizioù hep taol ebet, e disklèrias ar strollad e oa bet divodet da vat. Strolladoù politikel broadelour Strolladoù komunour Katalonia
2450
https://br.wikipedia.org/wiki/Luskad%20Maoour%20Etrebroadelour
Luskad Maoour Etrebroadelour
Al Luskad Maoour Etrebroadelour (LME) (saozneg Maoist Internationalist Movement (MIM)) a zo ur strollad marksour-leninour-maoour staliet er Stadoù Unanet dreist-holl. Hervez ar strollad e talvez da genstrollañ meur a strollad maoour etrebroadelour staliet er broioù saozneger impalaerour hag ivez er broioù bet trevadennet pe damdrevadennet c'hoazh gant ar re-se. Ouzhpenn-se ez eus el Luskad-mañ strolladoù maoour etretroadelour staliet e Belgia, Frañs ha Kebek hag ivez strolladoù spagnolegour staliet e impalaerouriezh ar Stadoù Unanet, da lâret eo re Puerto Rico. Krouet e oa LME e 1983 diwar RADACADS a laboure kichen-ha-kichen gant tud o tont eus Studierion evit ur Gevredigezh Demokratel. Er penn kentañ e veze anvet Luskad Dispac'hel Etrebroadelour (LDE) (saozneg Revolutionary Internationalist Movement (RIM)), met cheñch a reas e anv e 1984 goude ma voe tapet an anv LDE gant ar Strollad Komunour Dispac'hel. Al Luskad Maoour Etrebroadelour a zo hogozik ar strollad maoour (pe c'hoazh komunour zoken) e bal dezhañ stourm evit difenn gwirion an heñvelrevelourion/ezed. An diforc'h pennañ etre LME ha strolladoù all staliet er broiou impalaerour a denn d'o c'hredennoù politikel a-zivout brientinelezh al labourerion, da lâret eo ar renkad kevredel a vez kavet er broioù impalaerour a denn muioc'h a c'hounid diwar o labour graet dre ma teu dezhe ivez ul lodenn eus ar gounidoù a sav diwar mac'homañ an Trede Bed. Evit LME neuze eo ret difenn groñs gwir ar broioù mac'homet da vezañ emren evit terriñ al liammoù trevadennel a laka anezhe dindan beli ar broioù impalaerour. Hervez tezennoù LME emañ kazi an holl labourerion wenn er Stadoù Unanet da vezañ renket e brientinelezh al labourerion, abalamour dezhe neuze ez eo diaezet kas an dispac'h betek penn. Dizanv eo ar pennadoù embannet e kelaouenn al Luskad MIM Notes (Notennoù LME), skignet gante dre ar Stadoù Unanet a-bezh, dreist-holl er skolioù-meur. Sinet e vez ar pennadoù gant un doare kod, d.s. MC5, da lâret eo "Kamalad LME niverenn 5". Brudet eo LME rak skrivet e vez gante gerioù boutin zo hervez reolennoù ispisial, d.s womyn (maouez - evit ober an diforc'h gant man, gour) persyn (den), I$rael, Kanada, ha united $nakes of ameriKKKa (Stadoù Unanet Amerika - o c'hoari gant KKK a ra dave da Ku Klux Klan ha d'an naered, snakes e saozneg). Kalz en deus prederiet LME ivez war an darempredoù etre ar wazed hag ar maouezed. Liamm diavaez: Lec'hienn ofisiel Strolladoù komunour SUA Maoouriezh